br
Coqui TTS + XTTS
Kenarroud
Kerseet gant advoueziadurioù IA fall war ur ganol YouTube em eus plantet em fenn ar mennozh da glonañ mouez ar c’hinniger ma-unan. Pa vefen laouen gant an disoc’h e klaskfen kinnig ma servijoù evit gallout bourrañ ur vouez zereat er video YouTube.
Staliañ ar pakadoù
Ar pep diaesañ
XTTS
Goulennet am eus digant Claude evit un tuto klok, hag e kinnigas din implijout Coqui TTS gant ur patrom XTTS. O c’houzout e implijan ur MacBook Pro Intel e komprenen ne c’hallfen ket mont ken buan, pe implijout patromoù ken kreñv ha tud all. Setu perak e krogis gant an hentenn skañvañ a c’hallen kavout: klonañ zero-shot.
Arnodenn gentañ: Zero-shot
Ober a reer eus zero-shot ur mod da zeskiñ perzhioù (fonetikel amañ) diwar skouerioù moan-kenañ, ha n’eo ket dizar korpusoù bras eurvezhioù a enrolladennoù. Ar bromesa a zo temptus, ha daoust ma fell din krouiñ enrolladennoù e Saozneg, ne deuan ket a-benn da broduiñ enrolladennoù a galite. Ar bazenn gentañ a zo neuze: fine-tuning. Ur poent kalonekaus avat, mont a ra buan awalc’h; goude bezañ prientet an enrolladennoù, ha staliet ar pakadoù (ar pep diaesañ, hag a-bell), produiñ 8 frazenn, pe 2 vunutenn, a enrolladennoù, a gemeras din 3:19s. Treuzkrivañ ha treiñ an enrolladenn a ya buanoc’h c’hoazh hag a c’hall bezañ graet hep kudenn gant faster-whiper (large-V3) adtremen war an droidigezh gant un LLM a hañval gallout sikour un tammig memes tra.