br
6 a viz Gwengolo 2026
Emaon o paouez dilojañ e Konk-Leon. Al lec’h a zo brav, tommoc’h evit a grede din, da lavaret eo, ne goller nemet tri derez e-keñver Douarnenez. N’eus abeg ebet da glemm amañ, na gant an hin, ur souezh, na gant an dud, ur bam! Ret eo din sevel roll an traoù a soñjan enno. Ar re a gavan mallus da nebeutañ, kuit da zisoñjal “[[bisklavret|tamm ur pezh anezho]]”.
War dachenn ar yezhoù
- Leksis.eu ma geriadur hollyezhek da gentañ, lañset eo mat an traoù, met goulo eo ar paour-kaezh, hag e vefe brav leuniañ e gofig
- Мій рівень української мови ганебний, і я маю це виправити.
- Ret eo din sevel ur c’horpus evit keñveriañ merkerien fonetik e brezhoneg
- C’hoant am eus krouiñ ur poellad “Hyperwhisper” gant Fable, evel SuperWhisper, met digoust, perak paeañ evit patromoù anavezout ar vouezh a dro war an urzhiadtaer?
- Lenn bep sizhun muioc’h evit ar sizhun gent
- Kavout brezhonegerien er vro a zo ur redi, klask plantañ brezhoneg eus Konk betek Pouzane, a zo ar pal kentañ
War dachenn ma yec’hed
- Kenderc’hel da redeg bep sizhun pelloc’h evit ar sizhun gent. Kroget am boa e fin miz Gouere, hanter kentañ miz Eost a-raok paouez. Bezañ amañ ha kaout kement a lec’hioù brav a ro c’hoant din adkregiñ ganti.
- Kavout ur mod da adkregiñ gant ar judo, panevet un nebeud gwechoù bep miz.
War an dachenn vicherel
- Bezañ gouest paeañ ar feurm a zeu a vefe un deroù mat.
Traoù all
- C’hoant am eus kregiñ da skrivañ diwar-benn ar breinadurezh, evel mennozh, evel fed sokial, politikel hag ekonomikel, evel skiant-prenet, evel ar c’hleñved a rank bezañ trec’hed a-raok ne drec’ho ac’hanomp, evel kevredigezh pe evel spesad.