Dialektik ar renadoù
Dialektik ar renadoù
E-kerzh an daou bennad tremenet, a lavaro un homo sinistrae, e voe tamalet fedoù politikel hag istorel a c’hallfed bec’hiañ war an tu-dehoù kement-all. Ha ar gwir a vo gant an den-se.
Un enebiezh ontologel E gwirionez, an den a gouezhfe en tu dehou dre gilstourm rak sioù an tu-kleiz a ray dres ar memes fazi hag e enebour politikel. Asantiñ a rafe da rentidigezh e frankiz hiniennel d’ur strollad ne c’hall bezañ didamal nemet e bed ar gevier hag ar mojennoù bugale. Rediet e vint da nac’hañ ar pezh a zo anat d’an holl, da zifenn tud pe traoù ne zlefent ket bezañ difennet. En em gavout a rint bac’het en ur bed m’eo termenet ar mat nemet dre enebiezh rak gwashañ torfedoù an tu enep. Rankout a ray neb ezel ur strollad politikel en em zinac’hañ, en em zisoñjal, reiñ e gig hag e ene d’ar strollad ha paouez soñjal evitañ, met evit ar strollad. An tamal-se a zo gwir evit an daou du. N’eo met. Chom a ray un tamal ouzhpenn ne reor met da du ar fiñv, bezañ bet atav strollad an enebiezh ontologek, enep rak an noblañs, a neket an dreistgwirioù, enep rak ar vourc’hizien, ha n’eo ket o zorfedoù, pa oa anezho, ha, pa deuas a-benn ar gapitalouriezh da ziskar ar baourentezh rak-industriel, a-enep ar gapitalourien vras (brasoc’h o c’hapital eget ar vourc’hizien vihan deut da c’hoeñviñ renkoù an tu-kleiz). E bro-C’hall, muioc’h eget e lec’h all ebet, e voe savet un enebiezh strolladel ontologek diwar ur retorik anienel a dermene rik piv a oa e pep “tu”, en ur lavaret war ar memes tro pehini a oa ar gwir gantañ.