br
Itron Varia Garmez P1
Paol, emañ ho koan war an daol. Deuit da zebriñ ho koan !” Kleier Karmez o doa sonet an anjeluz. Edo sioulder an abardaez o c’hounit kêr. E liorzh Paol Tirili e troidelle ar c’hwibu, diehan ha didrouz, en ur boultrenn alaouret, etre ar bodennadoù roz. An ti a oa soubet e dalbenn gwenn e c’hwezh klouar ar bleunioù. Livrin ha don an oabl. Hag, e traon al liorzh, sko en tu all d’ar voger gozh izel, melezour al lenn, kompez- meurbet ha lugernus, ne zistaole d’an oabl nemet ur volz livrin ha don. A-wechoù, e tremene, prim ha du, ur wennili ; skeud an dour a oa ker resis hag al labous en aer . Ar vaouez, ur vigoudenn war-dro hanter-kant vloaz, he doa taolet he galv diwar bazenn uhelañ diri he c’hegin. Chom a reas ur reuziad da c’hortoz, e toull an nor. An heol war e ziskar a lakae anat roufennoù he dremm dreut. He sell, trellet da gentañ, gant ar sklerijenn, a furchas e-mesk bodennoù frondus al liorzh. Distroiñ a reas d’he c’hegin. Edo he mab war he seulioù: un den yaouank hir, mistr, du e zaoulagad, du e vlev. “Petra’ zo da goan ?” “Stlipoù logod ha kig moan,” a respontas ar vamm, primik. “N’oc’h ket fur, va mabig paour, o chom da yariñ e-giz-se. Pelloc’h eo riellet ho koan.” Diskouez a reas egile div renkennad dent gwenn en ur mousc’hoarzh chichant. “A oah!” emezañ, evel m’en dije lavaret : “Ouzhpenn eget debriñ boued a zo!” Hag ez azezas ouzh taol. N’en doa ket kaset teir loaiad d’e c’henoù ma savas e vouezh : “Mamm, n’ouzoc’h ket petra m eus c’hoant da ober ?” “Eo, re vat ! Debriñ ho koan da gentañ, ha dresañ ar boteier-se, goude se.” “Amzer a zo evit ar boteier.” “Hag hiroc’h an amzer eget buhez an den, va mab. Nemet… Tintal a reas klochig dor ar stal, hag ur vouezh plach a daolas un demat sklintin : “Salud, an dud ! Prest eo va botoù ?” “Jani Dreo!” eme Baol. “It da welout, mamm.” Skrabañ ’ reas e doull-kil. E-pad ma c’hoarie troiñ e soubenn er skudell gant e loa, ar c’here a selaoue e vamm o klask digarezion. “Paourkaezh Jani. ur bern pres… a-benn disul, sur..” Ar ‘paourkaezh Jani’ n’eo ket digarezioù e oa deut da gerc hat. Tripal a reas. “Na ‘m eus ket kant rumm botoù, me! Ne c’hellan mont da du ebet, abalamour deoc’h… Ma ‘m ije gouezet, ne’m ije ket treuzet teir ru ha div blasenn, diouzh ar Rozig da chapel ar Vadalen, da zegas labour deoc’h… Ha, da gentañ, pelech emañ Paol, ma vo strilhet ganin !” Kerkent edo er gegin dirak ar c’here lezirek, ar vamm war he lerc’h, chigardet an tamm anezhi. “Penaos…? I che! kantolor pavioù gouloù rousin !… Ur vigoudenn taer he seitek vloaz e oa Jani Dreo, eus Rozig-ar-Mager. Ne vije ket bet brav troc’han dezhi he c’homz. Ur vouilhez, a-hend-all, daoust ma oa he blev liv an tan. Ar paotr a grommas e gein, e-giz ar c’hi skourjezet. Gallout a reas silañ : “Jani, ma follit kement-se, e teuio deoc’h roufennoù leizh ho tal !” Neuze e troas ouzh e vamm gant ur mousc hoarzh. “Mamm, tapit din unan eus ar boulomigoù aze, diwar ar siminal.” Kempennet e oa, ur souezh, barlenn ar siminal gant delwennoùigo koad, en o sav, mesk-ha-mesk, e- touez ar podoù aluminiom, ar valerez-kafe hag ar c’hantolorioù. “Heman ?” “Ya! Hennezh dres. Dalit, Jani! Lakait ar boulomig-se en ho chakod da gas ganeoc’h d’ar gêr, ma vo peoc’h ouzh ho kenoù !” Hag e kinnige ar paotr da Jani an tamm derv kizellet. Ar vigoudenn yaouank, sabatuet, a oa chomet ar gomz war he zeod. “Din?” emezi a-benn ar fin; hag e sailhas da c’hoarzhin. Ar boulomig, glas ha ruz, a luche outi e- giz ma vije bet och ober goap. E zaou zorn en e c’hodelloù, ha reut e gof, astenn a rae daveti un teod hir-hir, dindan un tammig fri sanket farsus etre jodoù heñvel ouzh daou aval. “Biskoazh c’hoazh! Pelec’h eo bet diskoachet ganit ar verc’hodenn-se ? E Kemper ?” “Ha na n’eo ket! Ganin va-unan eo bet fardet ha livet. N’on ket sotoc’h eget ar re all.. Hag evit ho potoù, Jani, n’en em chalit ket. Hiziv emaomp ar gwener. Warc’hoazh da noz, ar sadorn, e vint en-dro flamm-flim. Ha ‘benn disul, e chellot pourmen war ler.” Jani, hedro, a oa aet he droug e puñs an avel. Lakaat a reas he boulomig e godell he zavañjer, ha teurvezout a reas zoken ober gourchemennoù d’an Dirilied diwar-benn an amzer vrav, o liorzh leun a c’hwezh-vat, hag ar gegin sklaer, “ur wir a gambrig alaouret.” “Kenavo arc’hoazh, neuze”, emezi. “Ha te, Paol, diwall da zisoñjal va botoù, pe’ vi beuzet ganin. Ha, kement ha goulenn, laka din talonoù uhel.” An abardaez-se, debret gantañ e goan, e chomas Paol Tirili, pelloch eget boaz, war e gador, ouzh taol. Sklerijenn diwezhañ an heol, o ‘n em silañ a-dreuz deliouigoù roz-krap ar prenestr, a wiske ul liv livrin brizhheoliet war e ztemm ha war speurenn velenek ar gegin. Lij Vloagen, e vamm, a echue skaotañ. Ne gleve Paol na cholori pemdeziek an dour skuilhet nag al listri o stirlinkat. Kollet e sell dreist al liorzh ha dreist al lenn, war dorgenn Brenañveg, tonigennin a rae gant e voueh don war un ton gorrek. Edo e hunvre o tareviñ. Ya! c’hoariet en doa trawalch war goadachou dister, ha meret, ouzhpenn re, pennoù pri. Barrek e oa hiviziken da gas da vad oberoù talvoudusoch. Ma c’hwite war e arnod kentñ, adkregiñ ‘rafe gantañ, na petra !… Kizellañ un delwenn vras e kalon an derv, pe c’hoazh er maen kalet, n’oa ket an dra ouzhpenn d’e nerzh. Kempenn dre ar munud ur skeudenn hag a c’hellfe, marteze, bezañ lakaet, a-wel d’an holl, en e iliz-parrez, ur skeudenn da Itron Varia Garmez, lorc’h e bevar bloaz warn-ugent e vije. Taol-micher peurechu, luc’het he doa trumm ar skeudenn e spered ar paotr: ur Werchez yaouank ha kuñv o skediñ war he sichenn, uhel, a-zioch tantad flamminek ar gouleier koar, da zeiz ar gouelioù… Hag an dud, e kêr, o sellout outañ gant doujañs, hag o vouskomz war e hent : “Ma! Ne’m bije ket kredet e oa dornet ken dispar.” Paouez a reas gant e donigenn, gwasket. Tennan reas kement war e anal, ma tistroas e vamm. “Me ‘bari,” emezi, ” ‘teus debret da goan re vuan.” Ahont, en tu all d’al lenn, ruz-holl bremañ ivez, e tiskenne an heol, ruz-holl, a-dreuz mengleuziou Kanaped ha gwez pin laezennoù Sant Julian, war hent Ploneour. Paol a savas. “Hag ez an diouzhtu da welout”, emezañ, kreñv. “Ne zresez ket zoken botoù-ler Jani Dreo ?” “Amzer a zo betek arc’hoazh, mamm. Mont a rin va-unan da gas dezhi he botoù.” * Iliz Karmez. Kerkent ha frapet an nor bounner d’e heul, e oa chomet Paol Tirili a-sav e laez an diri. Fromet, un disterañ. Tregernet en doa gwigour an nor a-hed heuliad ar postoù mein mentek, ha moger an tu dehou, ec’hon, uhel, e melloù mein-benerezh. Garmet en doa an heklev betek ar volz c’hlas ha gwerenneg veur ar chantele, rod sklerijenn digor atav a-zioc’h baradoz an aoter. C’hwezh anavezet an Ti Santel, klouar ha yen war un dro, ha frondus, a flouras e zremm. Ober a reas ur sin a’r groaz prim, hag e tiskennas war vegoù e dreid. Chom a reas en e sav, e-harz traoñ an eil post, e-tal ar Pieta a leñv da baotred Pont-‘n-Abad, - 207 anezho, lazhet er brezel. Lavarout a reas ur bater. Pouezañ ‘rae an azaouez war e anal: n’en doa ket merzhet e oa iliz e vadeziant ken ledan, ken don, ha ken uhel, - ken uhel, dreist-holl. Noziñ a rae. Edo e-unan el lestr moredet, ha didrouz-meurbet. Gwerennegoù ar chantele a skede o livioù, evel ur ganevedenn, etre dantelezh ar vein. Lammat a rae goulaouennig an aoter he lammouigoù dirak ar Sakramant meulet ra vezo. Re veurdezus e oa an iliz-se, re fromus. Ma ‘n em gavas ar paotr dister, en un taol, ha divarrek. “Biken ne c’hellin dont a-benn !” Sellout a reas tro-ha-tro ouzh ar Pieta vantret, hag ouzh sent koad chapel freuzet Lannvorc’h, kevrinus ahont, en o repu teñvaloc’h. Gwelout a reas du-hont ivez Ael ramz ar C’heloù, savet e zorn gantañ a-zioc’h ar Werc’hez damstouet… ar C’hrist ouzh ar Groaz… hag e reas un astenn d’e vourrenn, en ur skrabañ e doull-kil. … Ar c’hoant n’eo ket a-walc’h, ret eo gallout. Eñ n’oa nemet ur raboter merc’hodenned, hag evit sevel un delwenn da glotañ gant meurded an iliz-se, e c’helle sutal. Paol Tirili a oa aet da get e feiz drant a vremaik. Klevout a raed, war-du Koed Mene-Bihan, bigoudenned o youc’hal gant c’hoarzhadegoù hir, ha paotred o kanan. Paol Tirili en doa lakaet tan en ur sigaretenn, hag, e zaouarn en e chakodoù, ez ae davet hent ar c’halaj, dre goad glas Sant-Laorañs, a-hed bagoù ar porzh. Hep difrae. Drouklaouen. Pa glevas a-dreñv e gein : “O !. Paol !. Na ruz ket da dreid e-giz-se ‘ta !” “Sell ! Te eo ? Joz !. Penaos ‘mañ ar bed ?… N’out ket bet pell e Paris.” Joz a starde da zraskal bizied Paol, ur mell den yaouank anezhañ, div wech ledan e-giz egile. Marichal e oa eus e vicher, ha Joz Gouzien a oa e anv ; evit an holl, avat, Joz a oa ‘an Tarv’, abalamour d’e nerzh. Dre ma ‘z ae an daou gamarad, dindan ar gwez evlec’h, war-du ar c’halaj, an Tarv a gomze. “Ya! deut on en-dro. N’oa ket mui labour e uzinoù Javel. Dibochañ’ reer ‘ve ‘ti Renault… hag e Paris, te ‘oar, ne ziver ket ar mel ouzh ar mogerioù. Mont a ra fall an traoù du-hont.” “E Pont-‘n-Abad, ned cont ket kaer, ‘ve. Me ‘glev ur bern tud o klemm.” “Marteze! nemet e ti ar vamm e vo atav un tamm ‘melleg” evit ar ‘mabig choj?. Neuze, - ha mousc’hoarzhin a reas, — c’hoant a’m oa da frotañ hec’h askell dezhi.. “Mari Andro ? War ar c’hae e tle bezañ.” ”Ne’m chal ket. Bet on dija o ‘charinkañ ur fistolenn’ e ostaleri he ‘re jarl’. Ken na vo roet din ar forc’h…” “Te ’ lavar traoù, te. Ha perak ?” “Te ‘welo. Met, ha te, ‘frai kouz’, petra ‘teuez da vezañ ? ” “Atav heñvel ! kere-ki ; ha kaout teodadoù peogwir ne servijan ket ar pratik buan a-walc’h. Na’m eus ket kant korf, koulskoude.” “Te ‘teus chañs, te, da vezañ diwar re labour. A- hend-all, ha skultañ ‘rez atav da voulomigoù koad ?” ” ‘Rin ket mui.” “Petra ?” “Nann, ne skultin ket mui; ha setu perak. Kred ac’hanon, mar karez ; me oa deut din ur soñj drol : fardañ evit iliz Karmez ur mell Gwerc’hez vein.’ “Hep ali na goulenn digant den ?” “Digant den. Evit fougasiñ, un tammig bihan, ha neuze, peogwir e oan dalc’het aze ‘barzh gant ar c’hoant-se, abaoe pell a oa. Ma, paotr ! Emaon o tont eus an iliz; aet e oan… Ya! da gemer ar muzul evit va statu. Va buhez! Touiñ a rafen em eus klevet ur vouezh och ober goap ouzhin, hag e lavare : ’ Sell ivez ‘ta ouzh an ‘hini chojik’, ‘giz en em gav! Penaos bennak e teuio hennezh a-benn da ober tra vat evidon !…’ Me, va nerzh ha va fouge ? Pladet, skubet, lipet, teuzet, pizh-rach. Skultañ ur statuenn da dalvout evit iliz Karmez a ya din dres e-giz klask sevel ur maner war bavio kelien. Ma ‘m oa en em gavet re, bremañ n’en em gavan gour. Hag on fustet kuit, e-giz ma’m ije bet tapet un taol troad e’m revr. Graet mat din. Pep hini e vicher. D’an dud desket war ar skulterezh ha pinvidik a-walch evit kaout amzer da goll, da c’hoar war o statuioù, ha din, ar c’here daouarn du ha spinac’het, da flac’hota peg, da droc han ler, sankan tacho kouevr pe ibilioù koad, ha gounit va zamm kreun en ur wiskañ treid tud Pont-‘n- Abad.” “Ha neuze?” “Ha neuze, evit bezañ penn-da-benn monsieur Paul Tirilly, cordonnier-bouif’, hag arabat disoñjal ‘prix modérés’, mat ha marc’had-mat, e lavaran dit e kasin va boulomigoù da zichoual brini Mene Brengal pe da beurin gant ‘goied” Kerdenn.” An Tarv a oa chomet krenn a-sav, hag e vizied a waskas divskoaz Paol evel div durkez. Ne vousc’hoarzhe ket. “‘Goied’ Kerdenn! ‘Goied’ Kerdenn ! Selaou mat ac’hanon, ‘goi’ ma ‘z out da-unan ! Gouzout a rez n’on ket troet da lipat treid ar sent; ne guzhan ket on desket, gant va sertifikad, dres trawalch evit lenn war ur grampouezhenn; kement-se ne vir ket ouzhin da gaout va skiant-prenañ. Hag e lavaran eo un druez. hag ur vezh d’an neb a lez e nerzh hep tennan implij dioutañ. Dornet out, te, da skultañ. Lakaet ‘teus en da benn fardañ poltred Gwerc’hez Karmez en ur maen. Ma! Paol Tirili! Ma filez gant an diegi, a-raok memes ma ‘teus peget en da vinvioù, me lavar dit, e-kreiz da fas, ez eus ac’hanout ar brasañ ‘goi’ a zo e kêr, ur ‘goi er vroenneg’, ha netra ken. Gwashoc’h evit gour.” “N’eo ket dav dit broc’hañ evit se.” “Eo, avat! At re-mañ zo tout e-giz ar mor aze, o pignat o tiskenn a-hed an deiz hag a-hed an noz, hep mont da du ebet. Mont a ra malis ennon pa welan en- dro din kement all a bismigerien, mat da zrouziviañ, hep mont morse, ‘ve, da du ebet, o nerzh, o ‘grifoù” pe o deskadurezh. Lavaret e vez e koll ar march e houarn, defot un tach. Hag i ‘ta… Pa vez poent stagañ ouzh al labour, ur sac’had tachoù eo a ra diouer dezho. Pa soñjan pegen tenn eo bevañ d’ar re n’o deus eveldon nemet poan o divrec’h !” “Ha ma choman berr, evit se !… Kredin a ra dit on ‘kad’ da ober un dra bennak a feson? N’eo ket ur verc’hodenn teir pe beder rahouenn e fote din kizellañ, te ‘oar. Ur mell statu, ur metr sav, d’an nebeutañ.” “Sav da damm traou ken uhel ha tour-tan Penmarch, mar plij ganit! Ha skult ur soner mezv e- lec’h ur werc’hez-va-doue, mar plij ganit ive ! N’eo ket aze ‘mañ a n dalc’h, ha pelloc’h ez a va rebech. N’ouzez ket derc’hel peg, setu pezh a rebechan dit. Ne dalv ket bezañ bet er skolioù betek da bemzek vloaz, ha kaout ur gizell yen etre da vizied abaoe ur viken, evit chom digor da c’henoù ha koll da anal, kerkent ha m a c h o m a-dreuz ur bramm en da revr. Dav dit gouzout petra ‘fell dit, ha pa ‘teus lakaet un dra en da benn, dalc’h peg start. ‘Ranker kaout bolontez, boulc’hast ! Pe ne ri morse netra !” Degouezhet e oa an daou baotr e-tal Lañs Travenneg, ul lennig dour mor, rannet diouzh ar ganol gant hent strizh ar c’halaj. Chom a rejont a-sav. Ur vran a goagas, ur wech, er gwez bras. “N’eus mui den, ‘tro aze,” eme an Tirili. An abardaez a deñvalae gorrek. Krenañ ‘reas ur steredenn a-zioc’h maner Travenneg, goudoret-klok e-touez ar gwez evlec’h, an haleg, ar pin hag ar pupli. Hag eno, e-harz o zreid, ‘rez ar geot, heñvel ouzh ur stêr ledan, o ruzañ ingal ha didrouz, e tiskenne ar mor. Etre an torgennoù meinek karget a goadoù pin, e oa difrae gantañ o vont etrezek enezennoù an aber ha porzh Loktudi, war-du an Atlantel bras. “Koulz eo dimp ober tro”. ”, a lavaras an Tarv. Ha Paol, o soñjal e oa bet digalonekaet re zillo marteze, ha respont, hep teurel evezh : “Me ‘bari ‘mañ ar wirionez ganit.” Al lunvezh-se, e oa bal friko e sal ar C’hoc’hu kozh, ar ‘c’houi kouz’, e-giz ma lavarer e kêr. Un eured bigoudenn, eus Traoñ Pont-Gwern, gant dek koublad tud yaouank. E giz-kêr e oa ar mab-nevez hag ar baotred. Ar wreg yaouank, avat, hag an darn vuiañ eus ar merched-enor a daole sklerijenn war an hent gant o jiletennoù neud ruz pe glas hag o zavañjeriou splann. “Kaeroc’h eget rouanezed Jeruzalem,” a vame Marjan gozh, amezegez an Dirilied, pa dremenas an eured, o vont d’an iliz. Goude e goan, e pignas Paol da ober un dro er bal. Jani Dreo a a eus an eured. Kerkent ha ma welas ar c’here, e tilammas d’e gavout. “Deus ganimp! Asambles emaomp er sal vihan” emezi. “Mari Andro, Joz Tarv, va breur Ivoñ, Filo, e blac’h yaouank, ha re all.” Daoust pegen boazet e oa, Paol a oa bet ret dezhañ troiñ e benn, ken trumm e oa bet skoet gant ar wrez ha chwezh ar butun. Tud an eured a oa tomm d’o fri, hag a vage jolivari ar mil diaoul, met lavaret e vije bet ouzhpenn edont o fringal en ur gateriad voged. Krog e oa Jani e dorn he c’hamarad, hag e frape, tomm dezhi ivez. “Me zo va zro da regaliñ !” Ha Paol : “Gortozit, ma sellin ouzhoch. C’hwi zo fichet, avat!” Dudius e oa, e gwirionez, ar vigoudenn yaouank, korfet mistr en he dilhad voulouz du, hag he zavañjer seiz gwenn brodet. He dremm, gwenn a-walc’h peurliesañ, a oa bet kemeret ganti liv ar blijadur. Dindan he c’hoef sonn, gwenn evel an erc’h, ha brodet fin, he blev akajou, rodellet ez-arzel en-dro d’he zal ha d’he divjod, a lakae anatoc’h linennoù dinamm he dremm. Ken na daolas evezh Paol Tirili. Hi, avat, a sache ar paotr war he lerch dre douez an dañserien betek ar sal vihan. “Hag e oac’h, bugale vihan ar Werc’hez”, a hopas Paol, e doare salud, d’an daoliad. “Me ‘m o ur banne gwin gwenn.” Hag e stardas dornioù, en ur azezañ etre Jani Dreo ha Mari Andro. Houmañ a oa he dornig kuilh war brec’h Joz Gouzien, hag e selle outañ, hep gouzout dezhi. Egile a fume, digomz, goullo e werenn. Paol a daolas ur sell dre doull an nor war ar sal vras, nevez-razet he mogeriou, ha kempennet brav gant garlantezion paper liv ha skourroù sapin glas-du. Neuze e troas ouzh Mari Andro, rak chigarder e oa, en e vod, dre loariadenn. “Mimi, na zebrit ket Joz tout gant ho taoulagad. Diwallit lod evit pa viot dimezet.” An Tarv a nijellas ur mousc’hoarzh e korn e vuzell. “N’emaout ket ‘barzh,” emezañ. “Lavar kentoc’h e ‘m eus bet degemer gant ar forc’h digant he ‘re jarl ”. “Petra ‘gontez din ?” “Ar wirionez penn-da-benn. N ‘on nemet ur marichal, ur micherour, kompren a rez. Ha tad ha mamm houmañ a zo ostaleri ganto. Koñversourien, respet dit. Ouzhpenn, o deus, war o anv, ur gêr war ar maez, diouzh kostez Treogad, ha me ‘oar me. Ar re-se n’eo ket o merc’h evit ur marichal-pin.” “O! gwelet e vo,” a droc’has Mimi gant muzelloù prennet. “Kentoc’h ez in da vatezh.” “Droch !… Ha te, Joz, labour ingal ‘teus ?” “Ingal a lavaran, avat!… Kemeret on bet ‘ti Kernaflen. Paeet moan… ha keit e pado !… Eus traoñ ar sal vras e savas, a-greiz-holl, hopadennoù ha strakadenno daouarn, hag e stage an everien, dre ma skoent war an daol, war ar gwer, pe en o daouarn, da ganañ war un dro gant ar pick-up ha gant jazz ar sonerien : “Deomp holl ‘ti Marjanig (div wech) Deomp holl ti Marjanig vrav, Ha ni hon o Un apero, Un dijesto…” “Ur charleston!” a lavaras Paol. “Deuit, Jani, ma vo lakaet hoc’h eskern da zraskal.” Sevel a reas an daoliad a-bezh, nemet Joz hag e hini vihan glac’haret, hag i ha sankan er forn gor, e brum glas ar moged. “Deomp holl ‘ti Marjanig vrav.” “‘Ra ket kement-se chistroù !” a bedas Jani Dreo. Ur souezh, evit gwit, penaos e c’helle Paol Tirili lakaat tro en e izili. Gwevn e-giz ur silienn, ha pa dostae un anaoudegez bennak, da vat ivez ‘o hejañ he filhou’, prim ur flac’had war he feskenn… “Un apero, un dijesto.” Dirollet ar saliad. Jani Dreo, bliv he lagad, a ‘z ae he favioù en-dro, ma tiskoueze he loeroù seiz, he loeroù kas-c’hoant, evel ma lavare, betek he fennoù-daoulin. “Me’m eus plijadur o tañsal ganit, avat!” e tic’hwezhas. Pa davas trumm jazz ha pick-up. Ha digor o genoù gant an holl. “Mont a ray va zi en traoñ ganeoc’h”, a youche ur vouezh. Dilammet e oa an ostiz diouzh toull an diri, e-giz ur Jañ-Blev, hag e folle, ma ouie folliñ. “Dañsit dañsoù furoc’h, tri mil c’hast! N’omp ket tud gouez, ‘mechañs !” Jañ-Mari Palud n’oa ket un ostiz drouk anezhañ. Choarzhin a rae, goude se, en ur gemer ur banne gant taoliad Paol : “Me ‘soñje din e oa kouezhet ar gurun war ar ‘c’houi’; ken on c’hoazh strafuilhet !” Hag e tisklerie penaos e oa distaget melloù tammoù plastr diouzh ar solier war bennoù ar chostromed, er gegin. “Lavar ‘ta, Paol, te ‘verko din e skritur moul war un tamm kartoñs, un dra bennak e-giz-mañ : DEFENDU DANSER LE CHARLESTON LA GAVOTENN ET LES DANSES QUI MET LA MAISON A REMUER Hag e sini dindan : La direction. Neuze, difenn a rin ivez d’ar sonerien da lakaat mui an dañsoù-se, a zo mat evit ospital ar re sot… Gwelloc’h din tremen evit ur ripompi tagnous ha koll pratikoù eget gwelout va stal o freuzañ warnon. Na ‘m eus ket ezhomm da vezañ kavet marv dindan dismantroù ar ‘c’houi kouz’, me. Ha da c’hortoz, kemerit bep a vanne, tudoù, war g o n t mestr an ti !… Da c’hortoz, ivez, n’oa ket chomet ar sonerien da zic’henaouiñ, hag e oant o klask penn ouzh un tango. Troiñ a reas Paol ouzh Mimi Andro : “Me ‘lavar ‘z eus trubuilh en ho pennig, Mimi. Na chomit ket aze ‘giz un hirvoud, ha deuit da zañsal.” “Ha me’ lavar, me,” a responte, dichek,a r vigoudenn yaouank, “ha me ’ lavar, me, ne filin ket ganto, hag e timezin, pa garin.” “Sur avat,” eme Baol, pa n’oa evit ober respont al ebet. “Deuit da ober an tango, da c’hortoz.” “Feiz, nann, va Doue ! Na’m eus ket c’hoant.” Ha Paol ha mont neuze da gaout Jani Dreo, bec’h warni o terc’hel kaoz ouzh kamaraded al dezhi, e toull-dor ar sal-dañs. Ha keit ha ma tañsent, e sanke Paol e sell don ha flour e daoulagad Jani dambleget he dargreiz war vrec’h ar paotr. Ma lavaras ar vigoudenn yaouank a daol-trumm : “Gwall sev a gavan ac’hanout ganin, Paol Tirili.” Mousc’hoarzhin a reas egile, ha : “Jani, me ‘m eus un dra bennak da choulenn diganeoc’h.” “Da zimeziñ te ‘ve ? M’en dare hag…” “Gortozit, Jani! C’hwi a blij din ho pizaj kenan- kenan. Ha, ma fell deoc’h, e kemerin ho penn da lakaat e koad pe e mein.” “Petra ?” “Ya! emaon o vont da fardañ ur statu bras evit iliz Karmez : statu ar Werc’hez.” “Petra ?” “Hag e roin ho pizaj d’ar Werc’hez.” Ar vigoudenn a oa darbet dezhi trankañ, hag e chomas a-sav ‘kreiz ar sal; hag hi ha distagan a vouezh uhel : “Eo! da welout hag e vo graet goap ouzhin gant ar bed holl ! Hemañ zo da stagan, siwazh.” “N’eo ket farsal a ran, Jani.” “N’eo ket farsal a ran. Ha petra c’hoazh ? Ur Mabig- Jezuz a lakai din ‘ve war va brec’h ?… “O, gast ! nann. Kaer din ma teuan a-benn eus ar Werc’hez hec’h-unan.” Sabatuet ‘oa Jani Dreo. E strad donañ he c’halon, avat, hep gouzout dezhi, e sante e-giz un allazig o vezañ bet dibabet gant Paol Tirili; rak e dammig brud en doa hemañ e Pont-‘n-Abad evel kizeller boulomigoù, ouzhpenn ma oa dañser dilui ’ e dreid, ha kaner par d’an eostig: ur paotr, na petra, e-giz ma plijont dar merc’hed. Nemet e oa chigardet ivez abalamour d’an teodadoù : ‘Hag e oac’h, Gwerc’hez Rozig-ar-Mager ? Ha penaos ‘mañ ar bed er Baradoz?… Ha n’ouzoc’h ket piv eo mamm ar Mabig Jezuz, plac’hig paour ? Jani Dreo, merc’h ar C’halvez Dir, siwazh !…’ Ha petra c’hoazh ?… Tud Pont-‘n-Abad a zo goapaerien vrein. Ne vezont ket pell o fentañ anvioù nevez warnoch, ken na zisonjer hoc’h anv gwir. E-lech respont, e trochas berr gant ur gerig didalvez : “Chom da lavarout ken na deuy tomm da’z teod !” Tud Pont-‘n-Abad ned cont ket nemeur d’an iliz war an deiz pendez. Ar wazed, tamm ebet, zoken. Men em c’houlenne ur beleg kozh petra an Aotrou Doue a oa krog er paotr yaouank, a wele diouzh e bresbital, o vont ha dont en-dro da Garmez, abaoe ur reuziad, kel lies ha bemdez. Un den speredet hag a skiant-prenañ e oa an Ao. Kerdraoñ, person Pont-‘n-Abad. Abalamour da se, end-eeun, ne vage ket a fiziañs muioch eget ret, e mennozioù kristen-rik e barreziad. Ha neuze, n’anaveze ket mat a-walc’h roll-buhez darempreder nevez e iliz, evit gouzout gant pe abeg edo broudet war-du an Ti Santel. Setu ma ‘n em gavas, ur wech, war dreuzou an nor vihan, gant ar paotr yaouank o tont er-maez. Heman a zeuas ruz betek e doull-kil. “Salud dit, Paol Tirili” , a lavare diouzhtu an Ao. Kerdraon gant ur mousc’hoarzh sart. “‘M eus aon out deut gwall zevot, ur pennadig a zo !” “Ya! Aotrou Person! nann, kentoc’h, daoust ma ouzon atav va fedennoù… “Ober a rafes ur mell masikod, te ‘oar…’ , eme adarre ar beleg, evit lakaat egile en e acz. Evit tennan kaoz, ivez. Gwenn-kann e oa plasenn Garmez gant heol pemp eur. N’oa ket un ene tro-dro, nag ur fiñv. Hag, eno, war dreuzo mein kozh debret an norig wareget, an Aotrou Person a vousc’hoarzhe bivig e lagad. O c’hortoz ‘kofesion’ ar paotr, evel just. Paol Tirili a oa sanket don bremañ e vennad en e benn: sur e oa an dra. Anzav ar mennad-se, avat, ouzh an den a oa dirazañ, an hini, dres, a zegemerfe pe a nac’hfe degemer e labour ur wech kaset da vat, a oa un dra all. … N’eo ket evit lavarout pedennoù e teuan d’an iliz; nann, n’eo ket evit lavarout pedennoù an hini eo…” Balbouzañ ’ rae; mezh en doa, avat, evel ma vije bet tapet genaouek. Nemet n’oa ket da dortañ, ha goude bezañ troet ha distroet digarezion luziet a-walch, e stagas da zibunañ ar gudenn: istor an hini a venne kizellañ er maen kalet dremm hael ha flour Gwerc hez e barrez. Ar beleg a oa e dro da vezañ estlammet. Hag estlammet e oa. Mil bell e oa e soñj diouzh ar gontadenn edo o selaou. Eñ, person Pont-‘n-Abad, a oa bet ouzh ret ha dre c’houd, un taer a stourmer, en e amzer. Ha prim-tan, zoken. Ma lavare ar bigoudenned e oa bet darbet dezhañ, ur wech, teurel e di er-maez, dre ar prenestr ! Kredet en doa embregiñ, er barrez-se, diaes da ren, mard eus unan, oberoù a lakaas souezhet an darn- vuiañ eus e genvreudeur. Setu bloavezhioù, avat, m’edo habaskaet e wad en e wazhied. Douget e oa chomet d’ar gened, hag eñ a oa e lorc’h hiviziken klevout edo en e iliz e veze kanet ar bravañ, e oa gouelioù-Sakramant Pont-‘n-Abad bravan gouelioù ar Sakramant, hag iliz Karmez an naetañ hag ar fichetañ eus ilizoù Kerne ha Leon, e Breizh-Izel. Rak evit ar peurrest ?… Desket en doa anaout mab- den, a lamm, pa wel an tamm, hag a dec’h, pa wel bec’h, hag, ouzhpenn, hedro mard eo, gant e nac’hadennoù pemdeziek. Ma oa deut madelezhus gant an oad, diskredikoc’h c’hoazh e oa deut. Abalamour da se, ne vije ket bet deut biskoazh ar soñj dezhañ e oa, en e barrez, un arzour, her a-walch, ha diaviz ivez, evit goulenn an enor da gemmañ, an disterañ tra, urzhiadur e iliz; bravoch ! kredin kreskin he c’hened dre aozañ ur skeudenn nevez d’he faeronez neñvel… Quid boni de Nazareth ?… . Hiziv an deiz e vag ar yaouankizou, e gwirionez, ar fougeoù an direishañ… … Choarzhin? Arabat. Ar beleg ne zere ket ar goapaerezh outañ. Dizaliañ? Kennebeut. Egile n’eo ket penn ur fougaser en doa. Un den a feiz, ne lavaran ket. Sellout a rae eeun outañ en daoulagad. O c’hortoz, d’e dro, barnedigezh e berson. Hag e c’houlennas an Aotrou Kerdraoñ, pa ne gave netra all, war an taol : “Pegement e werzhi da statu, pa vo echu ?” “Pegement e werzhin va statu?” An Tirili en doa graet ul lamm. “Pegement e werzhin va statu ?… Biskoazh c’hoazh! Mard eo mat, va Itron Varia Garmez a vo kinniget d’an iliz. Evit netra. Evel just.” Mousc’hoarzhin a rae, feuket u n disterañ: “Pegement e werzhin va statu, siwazh!” Kenderc’hel a rae ar beleg kozh : “Krediñ a ra dit e c’helli dont a-benn ?” Egile n’oa ket mui besteod an tamm anezhañ. Tennañ ‘rae ingal war e anal, hag e zaoulagad a oa bev o lufr, dre ma ‘z ae e deod en-dro. “Ne lavaran ket e rin gwelloc’h eget ar re all. Ne lavaran ket ivez ne rin ket koulz ha meur a hini. Ober a ran eus va c’hizell, tost-mat, pezh a garan. Hag ur wech lakaet ganin un dra bennak e’m penn…” “Ya! Ya! n’out ket hedro, te, hervez a ouzon, na brizhyoulek evel an darn-vuiañ eus hor c’henvroiz. Gallout a rez echuiñ ul labour boulc’het. Ma fell dit, atav. Nemet… hag an danvez, ar maen ?…” Ober a reas ar paotr un taol-chink ouzh tu ar c’huzh-heol. “Du-hont emañ, e park un eontr din, e Leskatouarn. Hep dale vo degaset din gant ar c’harr bras. Ha bec’h dezhi diouzhtu… 11 “Penaos e kasi da labour en-dro ?” “Ur patrom a’m eus.” “A, ya ! A zo mat ! a zo ret zoken. Ur statu al a’c’h eus kavet evit tennañ skouer diwarnan ?” “Nann, Aotrou Person : ur vigoudenn.” “Ur vigoudenn? A! evelato… Hag e c’heller goulenn piv ?” “Jani Dreo.” “Jani Dreo? Piv co Jani Dreo?.. A! Ya! Ya! merc’h ar Chalvez Dir, unan blev ruz, eus Rozig-ar- Mager ? A ! evelato… Hounnezh ne zeu ket alies d’an oferenn, war a gredan. Ha neuze, penaos e lavarin- me, peogwir e kemerez skouer diwar ar plac’h yaouank-se, ne gavez ket e ri un dremm gwall yaouank, end-eeun, da’z Itron Varia, un dremm re yaouank ?” “Gwall yaouank, re yaouank? Aze dres emañ an dalc’h. Al levrioù a weler ur bern traou war o fajennoù. Hini ebet, koulskoude, n’en deus va lakaet da gompren perak e voustrer, endra c’heller, war hor joa bevañ, — evel ma vefe un dra dizereat, - ha perak e c’houlenner diganimp gwiskañ, kerkent ha ganet, mantell dic’hoarzh ar gozhni, - evel ma vefe ur vezh bezañ yaouank. Gwelit, en hon ilizoù, ha zoken er chapelioù war ar maez, penaos e vez stummet Sant Jozef, da skouer : kozh, ha moal e benn, ha ken trist, dreist-holl, genaouek zoken gant e fleurenn lili ! Heñvel evit ar Werc’hez Vari. Houmañ a roer dezhi ingal dremm ur Vadalen - ‘Mater Dolorosa’ evel ma lavaront, - ha morse mui hini Mamm yaouank hag eürus bravañ Bugel a voe gwelet morse, ar Mabig Jezuz.” “A! evelato ! evelato! va faotr bihan, ‘m eus aon eo kollet tachenn ar skulterezh ganimp. Selaou furnez ar Re Gozh : Sutor ne supra crepidam !” “Marteze, nemet.. ne gomprenan ket.” “Ya, ni, beleien, a zo kustum da veskañ latineg gant hor brezhoneg. Al latineg-se a ra ali ‘d’ar c’here da chom war-dro e votoù…’ pe da bep hini da rannañ kaoz diwar-benn ar pezh a anavez.” “Dres, Aotrou, dres, ar c’here a zo ac’hanon n’emañ ket a-du gant furnez ar Re Gozh. Evidon-me n’eus amañ na sator na dallik. Me ‘lavar an traoù dres evel m’o soñjan, hag e kasan va labour en-dro dres evel ma soñjan e vo mat. Ha ne ran ket forzh ma n’eo ket diouzh doare ar saverien-reolennoù. Va Gwerc’hez Vari-me a zo yaouank, ha barr gant al levenez, ha lorc hus zoken, e-giz ar mammoù ugent vloaz a welit, leizh an iliz, da Bardon ar Vugale Vihan. Ar Vamm Yaouank, na petra !” An Aotrou Kerdraoñ ne responte ket, hag e vrañselle e bennad blev gwenn, goustad, krog e zent en e vuzell izelañ, evel ma rae pa veze e prederi. Merzhet en doa pegen kalonek e krede Paol Tirii en e blanedenn. Hag e lavare dre e soñj. “Ar yaouankiz ? Ya! Ar Vamm yaouank, ha naren ar Groaz… An awen ne zibab ket : sentet e vez outi. Ha gwelout a ra hemañ stumm e labour gant e galon pevar bloaz warn-ugent. N’eo ket kailharet andon e vuhez, ha m’en dare hag e oar talvoudegezh ar ger kerse… Jani Dreo ! ya ! a-dra- sur… Moarvat eo bet kustum a-viskoazh an arzourien da zibab o fatromoù, — re ar Werchez venniget, e- giz ar re all, — e-touez, lakaomp… ar pec’herezed o gobari brav. Ni, n’omp ket dibec’hed, kennebeut. Neus den dibec’hed war an douar. Fi si en deus pep hini, hag e dech. Kement a dalv en oberoù an arzour eo at mennad, ha dreist-holl, ar berzh-mat. N’eo ket ar patrom, a-dra-sur. Gant an awen, e vez glanaet pep oberenn. Hep gouzout, marteze, e kerzh heman da heul e ziagentidi veur, o kemer, da batrom Itron Varia Garmez, ul lammeneg’ bennak eus ker, nemet korfet ha dremmet ouzh e zoare. Dianav eo dimp hentoù an Aotrou Doue, pa vez meneg eus e C’hloar…” “Ac’hanta!” emezañ a-benn ar fin, o lakaat e zorn war skoaz ar chere, dre ma tenne e vont gant e zorn al diouzh godell e c’houriz, “me a zo tremen poent din mont. Ur gerig c’hoazh, evelato. A-raok sternian ouzh da labour, e ouzout emaout o sternian ouzh ul labour a bouez. Ouzh ul labour a bouez bras, Paol Tirili. Ur gwaz out, gouest, ‘mechañs, da gas da benn ul labour boulchet ganit. Petra eo ar patrom, e gwirionez, e-keñver an daolenn ! Gra eta da zelwenn, yaouank ha da dennañ da verc’h an Dreo, p’eo da youl enorin Yaouankiz ar Werc’hez venniget. Arabat, daoust da se, disoñjal eo ar Werc’hez Vari Mamm Doue, da gentañ, Mamm Hor Salver, marv evidomp war ar Groaz, ur Vamm, Paol Tirili, leun a skiant neñvel, daoust d’Hec’h ugent vloaz nemetken, hag o choulenn hon doujañs. Ha ma kizellez Dezhi ur mouschoarzh war He diweuz ha war He dremm, ra vo mousc’hoarzh ar Baradoz.”