Back to the notebook
Notebook All notes

br

Itron Varia Garmez P2

Unan eus kant stêrig ar vro, ur wazh- dour kentoc’h, deut war he fouez, dre ar foenneier strizh. Treuziñ a ra hent bras Ploneour, tre kichen kêr, dre zindan ur pont, evit erruout e broenneg Kerdenn. Pa vez morgann, e teu al lanv, a-dreuz al lenn, da ober degemer dezhi betek laez ar vroenneg. A-hend-all, e ra he zammig tizh, er ganol toullet ganti el lec’hid kaledet, e-mesk ar pikoù broenn, an drez hag al linad, hag o tarlipat ar mein plat uzet, evel ma lavarer, gant pennoù daoulin ar c’houezerezed. Setu Poull-Kanaped, e Pont-‘n-Abad, war hent Ploneour. Eno n’eo ket dav kaout journalioù evit gouzout an traoù. Ar mintin-mañ, eo laouen-bras heol an nevez- amzer. Ken na oa drant zoken poullouigoù dour rous ar vroenneg. Er c’halonoù n’oa ket heñvel. Rak, ar mintin-mañ, n’eo tra vat adarre ar c’heleier. Mard eo gwenn, ken na luc’hont, ar menez-lann hag ar waremm gant an traoù kouez o sechañ, mut eo, ha didrouz, ar vengleuz en tu all d’an hent bras, mut ha didud. D’ober petra dont da dennañ pe da bikan mein ha da dapout droug dargreiz, pa ne saver mui na ti, na kraou, na loñch, neblech… Neus ket labour d’ar bikerien-vaen. Ha ma ‘z eus, ar mintin-mañ, kement al a vaouezed er stêr, war un dro, n’eo ket hep abeg, kennebeut : amzer a zo bet roet dezho da vont d’ar poull. Labouradeg Beziers a zo chomet sarret he dor, ur wech muioc’h, ha bet eo bet lavaret d’ar merc’hed mont d’ar gêr, ken na vijent galvet en-dro gant ar ‘c’hi’ ha gant an daboulin… ‘Kreiz mare ar piz bihan, ma n’eo ket un dristidigezh ! Al legumaj ha ‘n em vir an nebeutañ ! Aze ‘vo c’hoazh labour kas karradoù piz trenket d’ar bern teil ! ha labour termonañ ‘ta !. Dres e c’hoarvez evel ma oa c’hoarvezet, miz a oa, gant ar bagadoù grilhed-traezh, a ranke bezañ taolet en-dro d’ar mor, er Gelveneg, pa n’oa ket prener dezho ! Marianna Tin Askoet a oa anezhi ur vigoudenn founnus, liv ar yec’hed war he divjod. Soavonañ, broustañ ha gwaskañ ‘rae he c’hrezioù gant un dorn taer, hag o hejañ ‘rae en dour-red gant un dorn ken taer all. “Hag e kav deoc’h eo houmañ ur vuhez?” e kounnare. “Ni, c’hoazh a c’hell dont da walc’hiñ, evit tennañ implij ouzh hor bizied. Pa soñjan e rank va hini kozh mont da bikañ e gartenn d’ar C’hastell, abaoe kreiz ar goañv, me ‘ya va gwad da zour. Ha penaos e vo boued, ma tenner bremañ o labour digant ar merc’hed ive ?. Sellit, Naig, an toulloù er rochedoù-se… Dantelezh evit ar re ‘giz-kêr’, a lavaran deoch, ha n’eo ket rochedoù ur paourkaezh mañsoner. Kaer a’m eus taponañ ha peñseliat, i e ya an avel drezo. Ha n’eo ket gant ar c’hwec’h kwenneg a zo c’hoazh war va anv ez in da brenañ rochedoù nevez da Din Askoet…” Naig ar Bert, ur vaouezig dous, a laez Penn-ar- C’hab, a oa bet savet ganti he chein munut da sellout ouzh “dantelezh” gwreg Tin Askoet; ne voe ket evit mirout da vousc’hoarzhin. “Va faotred”, emezi, “a zo bet ul lizher diganto, du- mañ, dec’h. O c’houlenn gwenneien da zont d’ar gêr, rak dibochet int bet diouzh o flas nevez adarre, ha n’int ket evit padout pelloc’h en Naoned; hag, e-giz ma laka Pier war e lizher, e Pont-‘n-Abad, e tle bezan pres war ar piz bihan bremañ, ha gounidigezh evit an holl… “A ya ‘vat, gast ! sklochoù da lodañ gant ar saout, setu petra a gavint,” a droc’has Chann Salaun Zu, en ur waskan un torch. “N’ouzoc’h ket petra a skrivfen d’ho paotred, me? Me a lavarfe dezho : chomit ‘lec’h emaoch, rak amañ eo fachet an Aotrou Doue ouzh an dud.” “An Aotrou Doue, siwazh ?” “Ar beleg ne lavar nemet an dra-se, bep sul.” “Ar pezh a zo sur, atav, ne ra ket an Aotrou Doue ur bern van ouch ar paourkaezh bougreed”, eme ur vaouez. … Nemet e chakod piv ez in-me”, a gendalc’he, pennek, Naig laez Penn-ar-C’hab, “da gemer argant da gas d’ar vugale baour-se; ha mont da belec’h da ‘falzigañ”, siwazh P…” Hag hi ha krogañ en he golvazh ha stagañ da bradañ he c’houez. “Marteze”, e huanadas, “e tigoro an uzinoù en-dro abretoc’h eget ma kred dimp.” “Marteze, marteze,” a droc’has gwreg an Askoet. “Houmañ a breg e-giz ki person Pornaleg a grevas diwar re gorfad esperañs. C’hwi a zo un hirvoud klevout ho kenoù gant ho kein krommet dindan ar bazhadoù. Me, me sklapfe va golvazh ouzh divisker al lorgnez-se, gant ar valis a zo ennon.” “Peoc’h er jeu; neb a gollo ‘n o keu’!” a c’hoapaas mouezh ur vaouez, o tiskenn gant sklok bras he botoù choukenn davet ur maen plat chomet diberc’henn, sko e geol ar pont. “Opala! ‘Gare à la mine’ an taol-mañ! ‘Mañ degouezhet houmañ gant he genoù rapronobiz !” Maouez he “genoù rapronobiz” a oa Katell Vloagen, a Draoñ Pont-Gwern, ur choar da vamm Paol Tirili, maouez a dro anezhi, e-giz he c’hamaradez Marianna Tin Askoet. Deut e oa ganti war he c’hein ur pezh liñseriad traoù lor. Noa ket dianalet evit se, hag e farse, dre ma tispake he fakad : “Mac’homp, paotred Kerneizan, ‘man ar c’hig et Pothouarn! Sell amañ lijoù ha peadra da zigrasañ betek kloch dek-eur-noz.” Moereb Paol Tirili a oa ur genoù bras, e gwirionez. Hag he zeod o vont en-dro raktal : “N’ouzoc’h ket e petra edon o soñjal, merc’hed, dre ma teuen gant va bech kouez, penn-da-benn an hent ?” “Feiz!” “Me’ lavare dre va soñj e oa un dra gaer — ur bennozh-Doue, n’eo ket gwir, Naig ar Berr ? - kaout merc’hed en ur vro e-giz houmañ. “Sur a-walc’h, pa ne ve ken evit digaoc’hañ ar vugale.” “Digaoc’hañ ar vugale, ya! ha gounit ‘ve lein, merenn, merenn vihan ha koan ar re vras, gant bec’h o divrec’h ha lazh o c’horf… E-keit-se, petra ‘ra ar wazed war zigarez emaint dilabour? Pourmen ‘tro kêr, e-giz toulloù risket, en o flijadur, pe tommheolian ‘tal ar c’hoc’hu, ‘tal ar vilin vas, ‘tal revr an diaoul, del !… “Che ‘ve ! Katell, mezh eo deoc’h !” a droc’has Naig ar Berr, gant he mouezhig flour, en ur c’hoarzhin. “Feneanted, m’hel lavar deoc’h. N’eo ket Marianna ? Va hini-me, Doue d’e bardono, ma ne vije bet nemetañ o tegas e sizhun d’ar seizh krouadur a’m eus bet digantañ — o gast ! ar re-se a oa bet evit netra ! — me’ lavar deoc’h ne vije ket bet kleñved kalet du- man goude koan.” “Ar beorien ne dlefent ket bevañ.” “O feiz!” eme unan bennak, “a-raok ar brezel, e tremene ar beorien gant avaloù-douar laezh, pe soubenn ar rouz, ha, ker ral a wech, un tammig drailhenn gig.” “Sur, ne vo ket debret mui bichtek bemdeiz, e-giz goude ar brezel.” ”’ Vo ket mui? ‘vo ket mui? Me zo sosialist me — distagañ rae Katell ‘sorsialist’ - ha na’m eus ket mezh anzav, me, e kavan gwelloch dirostañ un tamm kig leue tener ha poazhet mat, pe ur chotenn hoch !, ha kas war draoñ va gwerennad win, eget torriñ va naon gant kaol irvin, e-giz bougreed an amzer wechall. Pa na ‘m ‘o ket, me’ c’houlo…” “Ar re a c’hell kaout e termen, sur…” “I che !…” Katell Vloagen na ne selaoue, na ne zalche mui kaoz, rak ne oa mui er gaoz. Harpet war bord he boest, soavon c’hwezhet betek war he divrec’h kiget start, hag astennet he gouzoug ganti, moereb Paol Tirili a selle gant evezh bras, ken na selle, e genoù at pont. A-dreuz ar raden-bleiz diwanet e skarroù an daroù, e firbouche dirak daoulagad Katell Vloagen, er penn all d’ar pont du, peder pe bemp bigoudenn, war skramm glas ar skav hag ar spern. O walchiñ ivez. Ha drailh ganto ha c’hoarzhadeg. Katell Vloagen n’oa ket o fistilh ouzh he doare. Hi a oa gwenn he daoulagad dija, pa gleve ur vouezh — an Hent-Nevez — o teurel : mouezh Liza Jeromig, gwreg Jerom, botenner bihan “Ha Lij Vloagen, ive, a z0 savet uhel ar c’haoc’h en he revr, abaoe m’he deus kavet un torch da skaotañ…” “Petra!” a hopas, ar wech-mañ, Katell. “C’hwi a glev ac’hanon, ‘Liza Jeromig, lonkerez foenn ! Propoc’h deoc’h, rastell-doull, mont da lakaat dent en ho kenoù ratous, eget glaouriñ war va c’hoar. C’hwi ne vefe ket roet daou wenneg deoc’h diouzh ho tent gant ar pilhaouer. Ha va c’hoar Lij Vloagen a ra ar fae war an dibordadenned eus ho rañs, dismegañs ma ‘z oc’h.” Katell Vloagen n’oa ket nemeti lemm he zeod, e- touez ar bigoudenned, hag o kaout gwad dindan hec’h ivinoù. Mard oa bet sabatuet Liza Jeromig - “genoù ratous ha rastell-doull !” - sabatuet, ha chigardet, ivez, rak Katell Vloagen ne veze ket brav kaout afer outi, gwreg ar botenner n’oa ket maouez da filañ, dreist-holl, pa oa bet digoret ganti ar jabadao. Hag hi ha dizroiñ an dorzh dre doull ar pont : “N’eus nemedoc’h neuze, Chilopenn dogn, ha ne oufec’h ket eo sikouret ho choar gozh gant ar veleien.” “Va c’hoar-me, siwazh!… Sikouret gant ar veleien l… A, gast, ‘vat !. A-neuze, ‘vat !. Mard oa ur gaoz heskin da Gatell e oa kaoz ‘La Calotte’, evel ma lavare. Kinnig a rae trankañ. N’oa ket evit chom dindan seurt teodad; teurel a reas, dirukel an tamm anezhi, gaou evit gaou : “Neuze eo gant ar beleg en deus kaset ho nizez Filo druzivi…” “O c’hwi, pa deuzo ar sukr en ho kenoù forogell… Da c’hortoz, lod eus an dud eo brav dezho rodal gant grifoù Toñtoñ Lom.” “Dominus vobiskom, revr ar person en dour zomm!” a daolas Marianna Tin Askoet, dre ma tirolle holl verc’hed ar poull da c’hoarzhin. Katell, hi, ne c hoarzhe ket. “Va re-me”, e responte, sec’h, “n’o deus ket bet ezhomm eus den d’o dilaouañ ha, nebeutoch c hoazh, ouzh liperien revr ar sent.” “Na memes Moñsieur Peg-Du, evel just, an hini a zo o tarsodin gant e statuioù Mari-Chuchu ?” “Va niz Paol Tirili ? Apala ! me ‘ouie mat !…” “Ar fougaser-se, dres ! Seurt traoù ‘n em gav peadta ober mezh d’ar moc’h.” “Hennezh ho peus avi outan, ken na grevit…” “Avi, sur !. Avi !…” ”. Peogwir n’eo ket heñvel ouzh ar re all.” “Nann, neuze, n’eo ket heñvel Paol Tirili ouzh ar re all, ha deut eo ar wirionez gant ho kenoù ravolt ; rak n’eo gour ho niz Peg-Du, gour !” “N’eo gour! n’eo gour !… Evit bezañ desket ha dornet, e c’hellit furchan etre Rozig-ar-Mager ha Menez Roz ar Chastell, ha diouzh an Ti Toull betek Traon Pont-Gwern, da gavout heñvel ouzh Paol Tirili.” “Kement ki a zo e kêr a ra goap outañ; an dra-se n’ouzoc’h ket, ‘ve, Katell ?” “Goap, selaouit mat ! Goap, emezi !…” “Outañ, ya, hag ouzh e voulomigoù…” “Ar re sot egistoc’h, sur ! C’hwi zo sot ‘giz ur c’hwil- derv.” “Skarzhan stal-gere an Tirili kozh, ouzh an trichard eus he fratikoù, setu ar pezh eo kad da ober, gant e zeskadurezh hag e voulomigoù… Ho niz, Katell Vloagen?… Me’ lavaro deoc’h krenn ha kras petra eo : ar brasañ feneant a zo e kêr. P’emañ ar re all o tideodañ o c’houlenn labour d’o divrec’h, an dra-se a gav an tu da gas o boutig d’an traon, ken bras feneanted int.” Un ehan a rae ar gouezerez. Ha goude : “An dra-se a ya o amzer da c’hoari fardan boulomigoù.. Da c’hoari mergodenn !… ‘Giz un inosant !…” Mougañ ‘rae Katell Vloagen. Tufañ reas en dour, da 21Skouez fraezh ar fae a rae war teodadoù divergont Liza Jeromig. “Teod bilim! Lagenn lot!” Ne gave, war an taol, netra all da respont. Eben, p’edo aet don hec’h ivinoù, a vrasaas he zaol- krabis : “Nemet hennezh n’eus ket d’en em chalañ evitañ. Ho niz ne vo ket dav dezhañ morse mont da bikañ e fartenn gant ar paourkaezh bougreed. Ne gouezho morse en dienez, rak gwenneien ar veleien…” “Ha kaoc’h an diaoul!” a youc’has Katell en ur vannañ he golvazh, a-dreñv he c’hein, ouzh mogerig chaoser Kerdenn. Savet e oa broc’h enni, ha torchañ ‘rae, trumm-ha- trumm, he divrec’h hag he daouarn gleb ouzh he zavañjer. Ouzh traoñ ar riboulenn veinek a bigne d’an hent bras, e stlapas he botou-choukenn, hag hi kuit, a-dizh hag a-dro, war-du kêr. “Ma! ‘ve’! aet eo Katell ‘e chil’1, war he chaosonoù !” “Breskennet eo !” “Petra an diaoul a zo peget e revr Katell ?” “An dipadapa, gast!” a daolas ar Saladenn zu; “an dipadapa !” Unan hag a dice Douda e ziSkouarn a oa Toñton ‘Tontoñ Lom’ a oa ul lesanv - an holl o deus Lom. ‘Toñtoñ Lom’ a oa ul lesanv — an holl o deus lesanvioù e kêr — roet gant e barrezianiz d’an Aotrou Gwilhou Kerdraon, person Pont-‘n-Abad. Edo, en ur c’hortoz mare merenn, o lenn e vreviel en e jardin. Ezvan da lenn; evit komz heñvel ouzh ar wirionez, ar beleg kozh oa hedro e spered, ar mintinvezh-se. Re vrav an holl e oa yaouankiz an deiz. Ma sarras e vreviel. Tennañ ‘reas hir war e anal, dre ma chome a-sav, er vali greiz, furm du krommet e zivskoaz. “Evelato eo un dudi bevañ hiziv” , emezan krenv a- walc’h, ha skrabañ e doull-kil. Daou si a netra dastumet gant an Ao. Kerdraon, a-hed ar bloavezhioù : marvailhat outañ-e-unan, ha skraban e gilpenn. Flouran a reas u r rozenn gant un allazig skañv ha kavout a reas n’oa ket aet an tamm anezhan ker kabach ha ma krede. Ha kavout a reas ivez e selle ouzh e zomani evit ar wech kentañ: pezh a c’hoarvez alies, p’emeur war-nes kimiadiñ. N’oa ket bras jardin ar presbital : un nebeut karrezennoùigoù, mesk-ha-mesk enno evel ma tere, bleunioù, gwezigoù frouezh ha leguma). Divent, avat, e kavas an tammig perc’henniezh-se, rak ne rae nemet unan ganti tolzenn glas-holl koad Sant-Laorañs. Ken stank e oa delioù ar perenned-krap hag ar plant-rezin a wiske ar voger dro, ha ken klok e oa goloet ar vein, ma ne wele an Aotrou Person harz ebet, e gwirionez, d’e zomani. Edo eno ar stourmer kozh morzet e izili, peoc’h d’e benn, evel ma vije bet sentet ouzh e youl. Didrouz e oa ar chanterioù bagoù, hiviziken, aze en tu all d’ar c’hae. Hag evit talabao bagoù ar glaou, an avalou- douar pe ar potojou-min, evit cholori ar c’hirri-tan, - ha ne venegomp ket leoudouet ar chalboterien, - setu pell ‘zo, a drugarez Doue, ne veze ket torret mui ar pennoù ganto. Ne vije ket bet savet e viz bihan gant an Ao. Kerdraon da lakaat serrin stal, chanter pe labouradeg ebet, abalamour d’an trouz. Hogen, n’oa ket bet goulennet e ali digantañ. Sarret e oant bet. Ya! Didrousat bro e oa deut Pont-‘n-Abad da vezañ ! Fraoñval a rae gwenan en heol. Filiped a lammike war grouan ar vali greiz, ha gwez bras Sant-Laorañs, hejet o lein war o fouez gant un aezhenn, a rae o delioù, a-wechoù, ur ganaouenn sin ha brav e-giz saflik dour. Hag a-dreist tolzenn c’hlas ar platanenned, edo war vann div wern vistr, gwerinier ur vatimant zu, dizarmet er porzh. A-zioc’h ar c’hoad ivez, tour iliz Karmez gant e vein-glas o lintrin ouzh an heol. Uheloch c’hoazh, uhel-uhel, en oabl glas-difiñv, e oa ul labous-mor gwenn-kann o troidellañ hep difrae : diougan amzer gaer. “A! evelato ! Peseurt anv a vez roet d’an evn-se e brezhoneg ?” eme a-greiz-holl an Ao. Kerdraoñ. “A, satordallik! n’oufen ket lavarout. Ret e vo din goulenn bremaik gant va c’hureed ouzh taol. Ar C’hilivere yaouank n’eus ket keit-se e rae skol louarn wvar e aodoù genidik, ahont, e Landeda. Ur galouper hag un dineizher, pa oa mec’hiok, ma ranker e grediñ. N’eo ket gant krennarded ar jimnas na gant latineg ha galeg e amzer kloerdi en devo dastumet poan spered, peadra dizeskiñ kelennadurezhiou prizius e vugalea)… “Eus oudon ’ eo?” eme ur vouezh o sevel ouzh korn al legumaj. Ha Soaz Gourlaouen, unan eus mitizhien ar presbital, ur gontell douarek en un dorn, hag ur penn saladenn en dorn all, ha sevel a-dreñv ar c’harzhadig spezad. Troin a rae ouzh tu an Aotrou Person lunedoù he fas treut melenek. “Sell ! aze ‘maoc’h ? Soaz kaezh… C’hwi a zo, ‘m eus aon, a gostez Priveilh, ur gapenn.” … Sur eo, memes, ha n’eo ket dav deoc’h kaout aon evit se. Ganet on ‘kichen chapel Sant Tujen benniget, mestr ar chas klañv. Ha kaperien eo va zud eus an daou du. Mont a rae va den, Doue de bardono, d’ar mor, ha me va-unan pa deue teil d’an aod…” “Ac’hanta, Soaz ! Neuze e c’hellit lavarout din anv al labous gwenn a nij, ahont, ken uhel en oabl.” Sevel a reas ar garabasenn he dremm liv an everezed kafe, ha, da welout gwelloc’h, e tennas he lunedoù. Lavarout a reas : “Hennezh a zo ul labous-mor.” “Moarvat eo ul labous-mor. E anv, avat.” “Re gozh on deut, Aotrou Person”, eme dichek ar gapenn, “evit respont d’ar c’hatekiz. ” “Na follit ket, Soaz kaezh! Arabat ez afe droug ennoch! Na’m boa c’hoant, oc’h ober va goulenn, nemet gouzout en-dro anv al labous-se… anavezet ganin pa oan bugel… Emaon o klask eñvorin brezhoneg va bugaleaj…” “Al labous-mor-se a zo un orio pe ur goelan”, eme ar garabasenn, hep mui. Outi hech-unan, avat, e t e r m o n a s : “An den kozh-mañ emañ e blas e-touez chalonied Kemper, pa anzav e-unan e kouezh en ofañs.” Egile a zalche war ar gaoz : “Ur goelan pe un orio. Gouiziegezh demdost, evel ma choarvez gant an hini desketañ. Nebeud eo ar pezh a oar ar c’hristen an desketañ; ha n’eo ket morse diarvar e ouiziegezh… … Diwar-benn an traoù ar boutinañ, an tostan outañ zoken.” “O!” eme Soaz, “me ‘oar ur bern anvioù laboused : ar yat, ar vran, ar big, ar seran, ar gegin, ar voualc’h, ar filip, an askell-dilig, an askell-groc’hen, ar goukou…” ” D i o u z h o a n v , p e d i o u z h o f l u n v ? ” “Diouzh o anv, diouzh o fluñv, diouzh o viou…” “A, evelato !” ”.. Ha diouzh an implij a vez tennet diouzh o anvioù : ur goukou a zo ur skañvbenn anezhi, hag un orio a zo ur genaoueg, e-giz, e gamarad, ar gwazi, ha pa gan atav pig pe vran, me’ bari e lammo re abred dreist ar vur, e-giz an hini gozh ha n’eo ket fur, ar fistilh droch a zo ganimp, hag e vo lavaret adarre n’eo mat ar bersoned kozh nemet da randoniñ… “A zo gwir! Soaz kaezh! Kit buan en-dro da valañ ho kafe. Me a lenno choazh ur pennad breviel a-raok kreisteiz.” .. Ha n’o deus ket ar veleien gwall dra da soursial outañ,” a c’hrozmole eben en ur droiñ kein, “pa c’hellont uzañ teod ha koll amzer gant seurt kaoc’herezh.” Termonañ ‘rae c’hoazh ar garabasenn o stokañ he botou-choukenn ouzh treuzoù he c’hegin, rak ne veze ket brav he skoilhañ, ur wech loc het kuit he zeod Mousc’hoarzhin a rae ar beleg, ouzh brañsell e benn. “Evelato on bet skandalet ganti, hag hep din gallout rannan grik d’en em zifenn! Kredet he deus ar plach kaezh edon oc’h ober an diod ganti, pa m eus goulennet anv al labous-mor. Na’m eus netra da zeskin digant ur garabasenn. Evit ar vaouez-se, evel evit hol dud ar bobl izel, e tle Mevel Bras an Aotrou Doue, abalamour d’E Sakramant Meur, end-eeun, gouzout hag anavezout kement tra, uhel pe zister, a 20 el levrioù, evel just, ha war an douar, hag e kalon an douar, dindan bolz an neñv, hag en neñv, ivez, evel just. Na petra ! ni, beleien, daoust ha n’omp ket pastored ar bobl P… Hag en ur vont-dont en e jardin bihan tommheoliet, e vagas an Ao. Kerdraon e soñjoù betek taol an anjeluz. “Pa ‘maomp, herr ha kalonek, krog ouzh deverioù hor stad, e c’hellomp kredin e ouzomp traoù, un estlamm. Hag e reomp ur pec’hed ourgouilh. Pa ‘mañ, avat, hor gwad o yenañ en hon izili, e verzhomp n’eo ket brasoc’h bern hor gounidoù speredel eget krugellig ar merien. Breskoc’h, ne lavaran ket. Nanavezomp ket zoken anv an traoù a zo an tostan dimp. Piv’ oar, zoken ? Marteze n’anavezomp ket gwelloch ene tud hor parrezioù, ni o fastored. Kaer choazh, ma teskomp bezañ madelezhus hervez kalon Hor Salver !… Neo ket d’ar gêr e oa fustet Katell, p’he doa frapet ganti ken dillo he divesker diouzh ar poull. Edo o vont, ha tizh warni, da di he c’hoar, Lij Vloagen. Ha gwelet e vo ar pezh a vo gwelet, rak Katell a oa droug enni. Pignet he doa laezenn ar Ru-Nevez, anvet ivez Ru Hoche, hag edo o treuzin korn plasenn ar Vadalen evit tizhout ar chapel vihan hag ar voutig. Soubet e oa en he hed an echon a blasenn wenn e sklerijenn an heol, ken na drelle an daoulagad. Noa ket un ene war he gorre, nemet daou pe dri c’hi yaouank o c’hoari redek an eil war-lerc’h egile. E-tal ar c’hoc’hu, avat, — ar ‘c’houi’ nevez, — e oa dastumet ur bern tud. Gwazed dilabour, ha merc’hed, deut dar marc had, a rae an dro d’ur vigoudenn gozh, en he choañze, war dreuzoù an nor houarn vras. Marianna an Ti-Moged he doa tapet ul lamm, siwazh dezhi, en ur dreuzañ he botez war ur bluskenn bennak. Klemm a rae gant he gar fall, ha kas a rae an holl da sutal. “Kalz droug ‘peus bet, Marianna baour ?” “Ur revr!” “Ar medisin a vo klasket deoc’h, Marianna baour ?” “Ur revr !” “Marianna baour, kerc’het a vo deoc’h ur banne thum ?” “Ya!” “Pregit deomp!” a lavare Katell da Anna Vleiz, un en he chichen, amezegez yaouank, a oa, tic’houzougañ dreist skoaz ar re all, evit gwelout ivez Marianna baour. “Houmañ ne glask ket pemp pav d’ar maout. Gouzout a ra petra ‘ra vad d’he c’halon !” Choarzhin a rae atav Katell en ur ziskenn davet ti he c’hoar, harp ouzh chapel ar Vadalen, e-tal al lenn. En ur dostaat ouzh ar voutig, e klevas he niz Paol Tirili o c’hwitellat, ha taolioù e vailhig kere o skoiñ war seul ur votez ler bennak. Dont a reas soñj dezhi e oa droug enni. Digor-bras e oa dor ar stal. Ha Katell tre. “Amañ eo chichant ar c’halonoù,” emezi. “Feiz! gant an heol tomm !… Sell !… va moereb Katell !” “Da vamm n’emañ ket aze?” a c’houlennas houman. “Tri c’hardeur ’ zo eo aet d’ar veilh da glask greun d’he yer, ha goude da gerc’hat danvez mer’nn… Dav dezhi ober he zammig flep penn-da-benn an hent.” Lakaet en doa Paol Tirili war e davanjer kere ar votez ler edo o taponañ, hag e vailhig pav hir war an daol zu en e gichen. Edo war gorf e roched, rak tomm a oa. Sellout a rae ouzh e voereb. “Pelec’h eo kouezhet ar gurun?” e c’houlennas. “Chwi a zo ur penn stag ouzhoc’h, avat !” “Lavar atav.” “Keloù fall ez eus bet diouzh ar gendirvi ?” “Da gendirvi a zo mat lec’h emaint. Amañ, e Pont- ‘n-Abad, eo e ya fall an traoù ; falloc’h eget kaoc’h…” … Ki… Anaout a ran an ton hag ar son, abaoe pell ‘zo, moereb Katell.” Tapet hegas e oa ar voereb. Rak, ma oa ur vaouez. maget mat, ha bev ar gwad en he gwazhied, hi ‘oa prim ha brell, hag abalamour da se, divemor, ken Peadra ‘oa bet an darvoudig c’hoarvezet gant Marianna an Ti-Moged d’he lakaat da zisoñjal e oa enni ur sac’had malis, ha perak, dreist-holl, e oa enni ur sachad malis. Choazh, ma vije bet er gêr he c’hoar Lij ! Lavarout a reas gant ur vousklenn : “Hag ar pratikoù ?” Gant e zivrec’h divañch betek an ilinoù, ha marellet gant peg, e tiskouezas Paol tro traoñ al leur-zi. Renkennadoù boteier a c’hortoze bolontez vat ar c’here. “N’int ket echu c’hoazh,” eme ar voereb etre he dent. Dizroin a reas trumm ar c’here war he skaoñ da sellout ouzh e voereb. Souezhet. “Petra’ c’hoarvez ganeoch, va moereb Katell ? …Ha perak ho peus lavaret: ‘Nint ket echu choazh !’?” “Ha gouzout a ran, me va-unan?” a darzhas houmañ. “Nemet, siwazh ! ma, n’on ket memes evit preg eus ar pezh a ra diaes din, eo koulz din mont d’ar mor war va fenn.” “Che ! va Doue ! N’eo ket dav, ‘ve !” Dirollet a oa Katell an taol-mañ : “Re vaget eo lod eus an dud, ha n’ouzont ket petra eo chaokat mizer. Un druez gwelout ar vugale hiziv o trouziviañ ker difoultre ar boued bet pasket dezho gant o zud. Me ‘oar, me, ha da vamm a oar ‘ve petra eo dougen sammoù ha kaout bugale. Ne ‘teus ket soñj, evel just, eus an amzer gwechall, pa oas c’hoazh en da gavell, ha ma rankes bezañ kaset da gal Loktudi evit kaout bronn. Da vamm ha me, hag ar merc’hed all, a ziskarge sac’hadoù avaloù-douar eus ar c’hirri e bagoù ar Saozon. Eus ar mintin abred betek an noz teñval. Evit kaout boued deoc’h. N’oa ket aze labour evit kranked gwak na pavioù stroallek; poan ar galeoù ha kaout keinoù diskrochenet, ne lavaran ket ; ha teurel ar c’hwezenn ruz e-kreiz gwrez an hañv. Ha debriñ bara sec’h pe soubenn ar rouz. Ken nemet evit gallout lakaat daou wenneg a gostez. Nemet, abalamour da lazh-korf ho tud eo bet dalc het pelloc’h ar vugale er skol; ha gant an daou wenneg lakaet a gostez, en deus gallet an Tirili, da dad, eus a vicherour mont war e gont, ha sevel e stal- gere; ha bezañ mestr nemetañ en e di, hep kaout da sentiñ ouzh Per pe Baol ; hag ar familh, a baour da chikañ gant ar mailh, bale sonn, kreiz an hent, hep stouin he daoulagad. Ne’m eus ket mezh da vezañ bet paour ; ar gwenneien a zo er familh a zo bet dastumet, unan- hag-unan, hag arboellet, unan-hag-unan ; n’int ket bet laeret, sur, na kemeret en aluzen, ha m’hon eus dioueret kement all, ha ma c’hellomp tremen hep goulenn netra digant den, n’eo ket evit bezañ loret bremañ gant lag an hent.” Dre ma’z ae he zeod en-dro, Katell Vloagen a sklaerae he fenn. ‘Lag an hent’ a oa, sur a-walc’h, Liza Jeromig, gwreg botenner bihan a n Hent-Nevez, maouez an teod- flemm. Ne voe ket anvet, avat, hag eben a gendalc’he : “N’eo ket gant seurt toulloù-strizh e vo frotet kaoch ouzh genoù Katell Vloagen. Kentoch e vrochin dezho o daoulagad gant va nadozio stamm. Ar bitouzed revet-se a zo debret o revr gant an avi- krign. Nemet, gant ar moc’haj e vrudont dre gêr diwar hor penn-ni, e lakaint va gwad da vont da zour. Ya, va niz Paol! Ul lazh eo dougen bec’hioù a-hed an deiz; ha n’eo ket ar chistrouenned a rod dre ar ruioù gant o zalonoù pik, gant gwiskadoù poudiri ouzh o beg, a sammfe mui sac’hadoù avaloù-douar war o chein. Ra na vevo biken hor bugale ar vuhez kriz hon eus bevet ! Ken gwir al eo, avat, e ya korf un den yac’h da vreinañ, ma ne labour ket. Hag an dud a embann penaos n’eus ket e kêr ul leozenn ’ par dit hag emaout o kas da netra stal gere an Tirili kozh, gant da feneantiz. Skoin war ur maen evit ar blijadur n’eo ket skuizhus. Dreist-holl pa n’eus ket da heul muioc’h a c’hounid eget o troiñ ar c’hazh dre al lost. Da c’hortoz, avat, e chom boteier ar pratik da zic’henaouiñ, aze, war al leur-zi, gant o zoulloù. Nemet, n’ouzez ket petra a c’hoarvezo ganit, a-raok pell, ma kendalchez da yariñ? Mont ac’halen war da skoaz noazh… ha kouezhañ izeloc’h eget n’eo ket bet morse da dud.” “Ar wirionez penn-da-benn, moereb Katell!” Ha Paol Tirili a skedas e zent en ur mousc’hoarzh damlaouen. “Ha setu ar forzh a ra ar vugale…” “Gant petra?…” a c’houlennas ur vouezh. Mamm Paol Tirili a oa deut tre gant he c’hefridi, - greun ar yer, ha danvez mer’nn; — ha klevet he doa komzoù diwezhañ he c’hoar. Tennan rae an div vigoudenn diouzh o dremm an eil d’eben. Nemet ma oa Katell kiget mat hec’h izili ha livet ruz he divjod, Lij Vloagen a oa outi ur vaouez treut, gant routennoù don war he zal. N’he doa ket liv brav e-siz he choar, hag an dud a lavare he doa ur c’hleñved kalon. Heñvel-vi a oa he daoulagad ouzh re he mab : du ha bliv, nemet e skede enno muioc’h a zouster. c’houstiañs. Diskarget he doa Katell an darn vuiañ eus he Respont a reas, chichantaet : “Paourkaezh Lij! Me ‘laka ‘oan o folliñ en ho ti.” “Bras a-walc’h eo ho kenoù evit strafuilhañ ar c’harter, traoñ ha laez.” “Petra’ fell deoc’h! Mont a ran droch-pitilh, pa glevan kontan droug diouzh ar familh.” “Ar peoc’h a vag ar peoc’h, Katell.” “N’eo ket me a glaske. E oan o tispakañ va zraou lor e Poull-Kanaped, d’o digrasañ, pa eo savet ho kaoz, doc’h ho-taou, gant n’oun dare piv: ur c’hast teod bilim, atav. Ha feneant amañ, ha fougaser aze. Ha dreist-holl ar boulomig maen. Hennezh a zo war hent an dud. Respontet ‘m eus, evel just, ken n’eo bet darbet din kouezhan gant un taol-gwad. Ha kaoc’h, emaon-me, un toull en avel ha kuit on aet.” “Va mab a zo muioc’h a spered en e viz bihan eget ar re-se holl en o c’horf bras…” “Pa vo dimezet e welo hag eñ e lakay bara e genoù e vugale gant e spered.” “Va Doue! va Doue! va Doue ! c’hwi a zo rannet ho kalon, avat, va moereb Katell,” a farsas neuze Paol Tirili, en ur sevel diwar e skaoñ. “Kontit ho klac har dre ar munud da’m mamm, hag ho po plijadur, c’hwi ho-tiv. Me zo o vont d’ar jardin da skoin war va boulomig, evel ma lavarit.” “E c’hellez mont, te! Gwit eo out pacet mat a- walc’h, evit se.” Distroiñ a reas ar c’here. “Me ?” emezañ. “Gant piv ?” “Gouzout a rez, ‘mechañs.” “Nann, n’ouzon ket !… Gant piv ?” “Gant ar veleien !” “Me ?… Evit petra ?…” “Ar merc’hed a lavare an dra-se er poull.” Dirollet e oa Paol da c’hoarzhin. Tostaat a reas ouzh skouarn e voereb. “Lavarit din, moereb Katell ! Pegement a dalv ur voull aour ken tev hag ho penn ? Ker ?…” “Ker!” “Ker ! Selaouit mat: ur voull aour fetis ken tev hag ho penn, hag ho pigoudenn ouzhpenn, a zo bet prometet din gant ar c’hure bihan; ur voull aour all, prometet din ive gant ar c’hure bras, a zo erru hanter- hent, ‘traoñ ar C’hastell, pe dostoc’h c’hoazh ; ha boull dour ar person a zo erru, nemet skoachet mat eo bet ganin, diouzhtu, gant aon ouzh al laer. Pa zeuio boull aour an eskob, hag hini ar Pab…” “Mezh eo dit, Paol! n’eo ket brav ober goap,” a droc’has Lij Vloagen. “A ! paourkaezh moereb Katell ; an drochañ oc’h eo ober van ouzh konchennoù an dud. Me ’ oar selaou ive, ha kompren, nemet diwal da respont ouzh ki ha kazh. Koll amzer a vefe. Sur on, del, e oa ur rebech en ho kenoù, bremaik, p’hoc’h eus lavaret, abalamour d’ar botoù, aze : N’int ket echu, c’hoazh !’ Gallet e’m bije respont : ‘Ha n’int ket pacet ‘ve’!’ Ne ‘m eus ket graet… “Ne garfen ket gwelout da bratikoù o vont kuit.” “Ned eont ket kuit buan a-walc’h, memes. Ar boteier ler a zo aze dirak ho taoulagad, moereb Katell, ur wech lakaet nevez-flamm en-dro, ha gwisket gant o ferc’henned adarre, lavarout a rin deoch peur e vo paeet an div drederenn anezho ? Morse, moereb Katell… … Te ‘lako an dra-se war va c’hont’, setu an diskan. Pa vo labour, me ‘baeo tout-pizh-rac’h en un taol,’ setu diskan nemetañ ar pratik… An div drederenn anezho n’eus mui ul liard toull war o anv.. Ha va labour-me, va amzer, va ler, va ibilioù kouevr, hag an aotrou ‘Percepteur’ ? gant piv e vo paeet ar re- se ? Gant argant ar veleien, ‘ve’ ? Me eo a skarzho va boutig dre alc’houezan an nor, ha mont da aveliñ va filhoù. Neuze ’ vo gallet gouzout anv e’m leziregezh, evit mat. Hag evit gwir. Ha lakaat ac hanon, neb a garo, feneantoc’h eget ur maltouter. Labourat zo kaer, moereb Katell, hag enorus. Kaout ho kwenneien evit ho labour a vefe kaer ‘ve’” Ha kuit ar c’here dre ar gegin davet al liorzh. Dre zorioù digor at gegin, e tifoupas trumm sklerijenn dour al lenn. At c’hazh a lammas diwar ur gador hag a droc’has, uhel e lost, d’heul e vestr. Ar seranted, en o c’haoued istribilhet er-maez, en em lakaas da sutal. Dic’hwezhañ ‘reas Katell, rak dizroet e veze, evel se, gant ar biz. Sellout a reas ouzh he c’hoar. “Me ’ lavar eo deut ho mab da vezañ tagnous, Lij baour.” “Piv ne vez ket tagnous hiziv an deiz ? Chwi hoc’h- unan a oa bremaik evel ur vodenn-spern, ha ‘giz ar c’hi bouldok; ken n’emañ ‘dreuz ho koef, maouez paour. Tagnous eo an holl abaoe n’oar den pegeit. Nhallo ket bezan a-hend-all, keit ha ne vo ket muioc’h a labour dre ar vro.” Ar paotr “tagnous”., e traoñ e jardin, a gane hag a skoe war e “vaen bras” “A!” eme Lij Vloagen, e-giz m’he divije komzet outi hec’h-unan, “al labour a ra Paol aze a zo dioutañ bec’h un den sempl. Nemet Paol n’eo na sempl na diegus. Ha dornet eo.” Lij Vloagen e oa lorc’h don en he mouezh. “Chomit da zebrin ganimp,” emezi, kerkent goude, da Gatell. “F’oar ‘vat ne rin ket,” a respontas houmañ. “Me eo dispaket va c’houez e Poull-Kanaped.” “Ned ay ket ho kouez gant al laer. Diskennit, mar kirit, da ober ur sell ouzh Paol, da c’hortoz.” “D’ober petra, siwazh? Ur maen a zo ur maen evidon.” Dispakañ a reas Katell un tamm kazetenn war an daol. Teir brezhellenn a oa e-barzh, fresk-bev. “Roit din ur gontell, kentoc’h, ma skarzhin deoc’h ho pesked.” * Lopañ ‘rae Paol Tirili, a daolioigou skanv, gant e vailh pik, ouzh traoñ e zelwenn. Edo o peurreizhan ur pleg er sae, a-usik d’an daoulin. Kouezhañ ‘rae eeun ha flour, war un dro, plegou a r sae, e-giz re kotilbonoù voulouz ur vigoudenn, p’en em zalc’h en he sav-sonn. “Petra an diaoul a zo peget e’m moereb o tont e-giz- se d’ober reuz din, ‘kreiz bezañ o walc’hin?” e soñje ar paotr yaouank, dre ma skoe. Turlutañ ‘rae ar beragenn en e benn. Distagañ’ reas un taol morzhol a-dreuz. “Bodoc’h!” emezañ etre e zent. “Ne ran tra vat hiziv.” Hag e stlapas e venveg en ur chorn. Paol Tirili a oa e c’houdorig-arzour - e lonch yer, evel ma oa bet badezet gant Jani Dreo, - sko el lenn, er c’hogn pellañ eus ar jardin. Ur stal-arzour ? Div berchenn o terchel un doennig-disglav ouzh harp ur voger vras, ur voger vein diamzeret, a founne en he zoulloù melc houed-krogenek, tule ha munudig mesk- ha-mesk gant pobladoù diniver ar bleizi bihan kamm- lost. A-zioch ar voger hag ar stalig, skourrou ter gwez onn tachennig ar gomun a waskede korn ar jardin a-bezh. An delwenn-da-zont, ouzhpenn ur metr sav dezhi, a oa, evit ar pred, kostezet ouzh ar voger gozh. A-boan ma oa flouroc’h greunenn he maen. Divrazet mat e oa ar furmoù, traoñ ar c’horf bras, dreist-holl, rak ar penn n’oa dioutañ, evit gwir, nemet ur pikol boulienn hep neuz. En ur chognig, goloet gant un doal, e c’hortoze, war ur chest soavon goullo, skouerenn ar penn-da- zont, meret er pri, hervez dremm merc’h ar C’halvez Dir. Tanañ ‘reas hon arzour ur sigaretenn. Parañ reas e sel war ar bodennado roz a save o strouezheg stoup-distoup etre al lochennig ha ti e vamm. Neuze e troas ouzh al lenn, hag e harpas, evit fumañ, e ilinoù war iliav lein ar vogerig. E traon ar voger e saflike gwagennouigoù en-dro da gerreg bihan du. Sklaer e oa an dour e-giz lagad an naer. Sellout a rae, hep gwelout, ouzh an daolenn anavezet a-viskoazh: gorre al lenn, ken laouen ha lufrennaouus hiziv dindan lagad an heol, hag en tu all, a-dreñv linenn-houarn ar Gelveneg, broennegoù Kêrdenn, torgenn c’hlas Brenañveg, ha tiez gwenn- kann karter an hentou-houarn, diazezet war ar foenneier, ha pelloch, eus kostez hent Kemper, Menez-Roz ar C’hastell ha Brengall, mesk-ha-mesk war o diribino, an tiez naet ha splann, hag ar choadoù pin du-polos. Tostoc’h, en dorn dehou, e tremene war ar pont, o vont pe o tont, kirri-dre-dan, gant o storlok war ar pavez ha garm diastal o c’horn kresket dek kwech gant heklev Meilh-Vras ar Minor. Ne gleve ket an trouz kennebeut, boazet ma oa outan ivez, evit ar wech. “Feneant! fougaser !. Ha paeet ouzhpenn gant ar veleien !… Ma vijen chomet da selaou ouzh va sakre moereb brell, em ije klevet ganti e oan ive ur c’hourlañchenn frank, evel just, hag ur pitaouer, marteze, war ar marc’had. Kement hag ober… Sakre moereb Katell !… Paol a dremenas flammig ur choarzh en e lagad. Feneant ? Merc’hetaer ? Ever ? N’eus ket diouer eus at ouenn, e Pont-‘n-Abad. Ne vije ket bet deredet c’hoar e vamm diouzh ar poull gant ker dister a gefridi da stlepel outañ. Nann, n’eo ket gant ar sioù-se e oa an dalc’h. Hogen… “Deus amañ ‘ta, ma vi kofesaet. N’out ket, ouzhpenn, ur fougaser ?” “Eo, me zo ur fougaser.” “Petra eo fougasin ?” “Klask sevel a-zioc’h da stad, klask ober gwelloc’h eget ma ra an amezeien, en em gavout, mes hep bezañ kad, da ziskouez da dalvoudegezh, peogwir n’eus ket talvoudegezh ennout.” “Respont a rez da sabatuiñ. Ur ‘fistolenn’ a vo ‘pochet” dit.” “Lavar neuze perak out-te ur fougaser ?” “Embannet em eus, hep ma c’houlenne den netra diganin, edon o vont da lakaat an holl da vamañ gant un oberenn dispar. Brallet em eus kleier ar vadeziant… “E! e! e!.. A-raok ma voe ganet ar bugel! Setu Pel ‘zo, end-eeun, eo tremenet an nav miz. Sur a- walc’h n’out ket mat da fardañ bugale. Ur fougaser out, n’eus ket da dortañ.” “Gant ar vezh… “Gant ar vezh ? Perak ‘gant ar vezh’ p” “N’eo ket, me, da voereb Katell, a lavar an dra-se. An dud an hini eo.” Savet e oa Paol Tirili en e sav. Bras ha mistr e oa. En em zic’hourdañ reas, ken na zraskas e eskern. Giad bev a oa en e wazhied. Fiziañs en doa en e nerzh. E vrud e kêr? Hag an teodadoù diwar e benn? Biskoazh n’oa deut d’e sonj e c’helle ki pe gazh soursial ouzh ar pezh a rae pe ne rae ket. Ha setu ma oa gwespedenned ar poull o-unan, evel barnerien el lez-varn, o c’houlenn kontoù digantañ. A, gast, avat ! “Ya, aotrou! Ha n’eo ket hep abeg out bet flemmet gant gwesped ar poull. Dle ‘teus kemeret e-keñver tud Pont-‘n-Abad… “Kentañ keloù !…” “Un ezel out, e-giz ar re all, eus ar c’horf bras : ar Ouenn, kêr Pont-‘n-Abad, ar Gevredigezh, en ur ger berr. Dleour out d’ar re all e-giz m’o deus dle e’z keñver. Ha gwir an dra, e sell ouzh an arzoù, muioch choazh eget evit an dorrerien-vein. Gortoz a ra an hol da vestr-ober : da Itron Varia Garmez.” “Pebezh enor !” “Enor? sioulik, aotrou, sioulik! Lod eo abred dezho c’hoari an arzourien, enor o bro… N’eo ket gant talvoudegezh da labour eo chalet den, e kêt, na gant devosion e-keñver Mamm ar Mabig Jezuz. Pezh a c’hortozer diganit eo kas da benn al labour boulc’het, echuiñ… derc’hel da’z ker, ur wech c hoazh. Rak, prometiñ n’eo netra… Ha gouzout a rez petra co kellidoù moan ? Hir e tiwanont, nemet ne roont ket avalou-douar. N’int ket priziet. ” “Boulc’hast!” eme Baol a vouezh uhel. Ma chomas sebezet. En em dommet en doa outañ e-unan. Teurel a reas e sigaretenn war an douar. “Piv a lavar ‘tro aze on-me ur C’hellid-Moan ? Piv a gredo dont da rebech din ne’z an ket buan a-walc’h gant va labour ? Piv a gavo da lavarout n’on ket kad da echuiñ netra, hag ez on ur fougaser hag ur c’hoarier, hag em eus, war zigarez e vije bet re vras va genoù, dastumet de e-kenver an eil pe egile ?… … Me, ur penn hedro ?.. Dic halloud ?… … Gant va c’hizelloù yen ha va mailh-pik e lakain da vevan er maen rust a zo aze un dremm yaouank ha madelezhus, heñvel-vi ouzh an hini a vousc’hoarzh noz-deiz em spered. Sell aze ur mennad ha ned ay ket e chagud nag e kellid moan. Va Itron Varia Garmez-me ne vo ket marteze hervez kalon ar veleien, nag hervez kalon tud ar vro. Va gwerc’hez-me ne vo he daoulagad na stouet d’an douar, lentik, na savet d’al laez ha teuzet. Sellout a ray eeun ouzh an dud gant lorc’h ar vamm yaouank. N’eo ket e-giz-se e vez fardet gwerc’hezou evit an ilizoù?… Petra ‘ra an dra-se din, ha petra ‘ra an dra-se d’ar re al P. Ma ‘m eus kavet blaz, ur mare’ zo bet, gant sonj ar meuleudioù em ije klevet diwar-benn va Gwerc’hez ur wech echu, ma n’eus ket bet gwelloc’h tabouliner egedon och embann ar pennober edon war-nes genel d’ar bed; zoken, m’eo bet prometet ganin da iliz Pont-n-Abad va fennober, kement-se n’oa nemet c’hoariell. Ne labouran, abaoe pell ’ zo, nemet evidon va-unan, evit va flijadur ivez, evit va flijadur va-unan.. Dalc’het gant ur bromesa ? Tra an hol va delwenn. ? Ta ‘la, ta ‘la I. Gortozomp !” Saflikat a rae an tarzhiouigoù atav en-dro d’o c’herreg bihan du, e traoñ ar voger. Lezirek. Ur meilh, o c’hoari, a reas ul lamm er-maez eus an dour. Plok ! Ha tec’hout, e-giz un tenn, gant bandennad ar meilhed all. Astenn a reas Paol e chouzoug a-us d’e voger. Dindanañ, e treuzigelle, en dour sklaer-meurbet, daou grankig munut, o c’hoari kousk-ae e kevioù ar vein. Chevred bihan a vorede war an aodigoù traezh, pemp pe c’hwec’h rahouennad da bep hini, e-tal ar c’herreg. Donoch, e spurmanted, en ur deurel evezh, ur soalenn bennak pladet ouzh al lec’hid du, ha silioù. “Re sin eo an dour”, eme ar paotr. “Marteze, memes tra, ‘barzh stagañ da vat gant ar mestr-ober a chortozit, e’m bo, tud an teodadoù, aotre diganeoch dober ur soubig da vizied va ‘fatonoù’!” Amzer diwiskañ e sandalennoù ler, ha sevel war e voger, ha Paol ha ‘n em lezañ da gouezhañ en traoñ, eus kostez al lenn. Brav oa bevañ, ha dudius e oa an dour, evel ma hañvale bezañ. “Labourat, feneantiñ; feneantiñ, labourat I… Ne glever ken. Bezan ouzh ar stern eus ar mintin betek an noz, mont da gousket, skuizh-dall gant ar bec’h pemdeziek, hag hanter-dort gant an droug-dargreiz. sell aze zo labourat!… Ha poaniañ !. Sell aze zo bevan !… Evel se e poanie ar vougreed a zailhe mein, gwechall, war vord an hentoù. Evel se e poanie ar bikerien mein er vengleuz. Micheriou tenn d’ar c’horf… Ar re-se, avat, a veze gwelet o labour o vont en-dro. Skultañ ur statu? Fardañ ur fri, hag ur genoù ha daoulagad, ha me ‘oar-me, gant da gizell ha da vorzhol, da ur fas maen, n’eo ket tennoc’h dit-te. Perak e vije tennoc’h? Dibabet eo bet, evit da blijadur, a-ratozh-kaer, ganit da-unan, al labour-se… Ha n’eo ket evit gounit da voued zoken… Te, avat, ne weler ket da labour o tivrazañ… Pe out dianalet, ha ne gavez ket nerzh a-walc’h da vont betek ar pal, hag out bet ur fougaser, pe ez out dornet hag iskuit, nemet lez-da-vont, hag out ur feneant. Setu… Ha barnet out gant tekenned ar poull.” Paol Tirili a oa deut e imor vat dezhañ en-dro. Dastum a reas, e-touez ar grouan, un tamm sklent hag unan al goude, hag o stlepel a reas, en ur stouiñ, ouch gorre al lenn. Ober a rae ar mein glas tri pe bevar lamm war an dour a-raok sankañ e-barzh. Ha stad er paotr gant e ‘c’haletez’ 1. “Gwit eo, moereb Katell, arabat gwerzhañ ar vioù e revi ar yer. Kaer eo derc’hel d’ur bromesa. Un enor eo labourat ingal. Un ehan zo mat ive, moereb Katel. Chourdal a zo bevañ ive ; ha chom da grazañ en heol, a zo muioc’h ouzh va dere eget turkañ ha tapout droug-dargreiz. Na petra ! Amzer a zo, moereb Katell. Perak kaout kement a vall da zegouezhout e penn an erv ?… Ha pa vefen, evit kêr a-bezh, kant kwech muioch, ul leozenn, ne ‘vazeñgin’ ’ war-dro va delwenn nemet pa blijo ganin. M’he echuo, e mare hag e poent, p’en em gavin e doare d’he echuiñ. Ha pa chomfen pemp bloaz warn-ugent war he zro, moereb Katell. Bep a dammig, ez ay ar m a r c h gant ar big. Amzer e’m e u s … Kleier Karmez hag horolaj ar C’hastell a daole o son asambles en aer boull ha tomm : “O gast ! kreisteiz !. Lammomp d’ar yod !” Krapat a reas Paol, e-giz ur glazard, betek e jardin en ur sankañ treid ha daouarn e toulloù ar voger ha gant harp gwrizioù tev an iliav. Analat ingal a rae. Hennezh a-dra-sur a oa gwevn e izili ha yac’h e galon. An Dirilied a oa soret o liorzh e c’hwezh tomm ar strouezhegou roz, ha frond pounner al lili, difinv- dindan heol kreisteiz. Sioul. Gwaskedet-klok ouzh an avel. Klevout a raed, ivez, c’hwezh balzam lore ar chapel gozh moredet en he c’hoadig. Ar bleunioù, bresk ha berr-bad ma c’hellont bezañ, a oa diogel ar beurbadelezh en o sioulder difinv. Evel ar chapel gozh diamzeret. Ha Paol, hep gouzout dezhañ, a heulie skouer vut ar bleunioù hag ar chapel. Dichal ouzh arc’hoazh, bevan ‘rae e-ser e hunvre. Hep mall da roin dezhan e gorf. Ouzh taol, e oa bet an orio un digarez a zoare d’an Aotrou Person da zegas kaoz gant e zaou gure. An tri beleg a oa re zisheñvel o speredoù - hag o oadoù — evit rannañ kaoz hir hep tabutal un disterañ. Abalamour da se e tremene predadoù, koulz lavarout, hep ur grik etre aotrounez ar presbital. Ur c’herse d’ar person kozh, rak deut e oa da garout al lavarennoù distrobet flour, hag hep difrae, ha mouse’hoarzhou d’o heul. Un orio, gouez dan Ao. Kerdraoñ, ne c’helle dedennan komzenn drenk ebet war bluñv gwenn e zivaskell. Gant ma ouezot chom war dachenn e anv, hini al laboused all, ha, da heul, o anvioù brezhonek. “Imaginez-vous”, emezañ, mavik, e galleg, rak ar veleien, e Breizh a-bezh, ne reont etrezo nemet gant galleg. “Imaginez vous, messieurs, que je viens de me faire rabrouer, et vertement, s’il vous plaît, par cette bonne Soaz. Et vous ne devineriez jamais pourquoi…” Ober a reas an daou gure : “A!” war un dro, hep nemeur a souezh. Seurt darvoudig a c’hoarveze ganto ivez. Ha neuze, edont a-zevri gant ar meuz kentan. “Ar c’harabasenned, setu hor pinijenn-ni”, eme koulskoude an Ao. Abgrall, ar chure “Sklavouriezh ar beleg. Oportet pati.” Hag an Aotrou Person a gendalc’he : “Evit bezañ goulennet ganti anv brezhonek un evn- mor. Orio!… Feuket an tamm anezhi ouzh va c’havout ken diouiziek diwar-benn ul loen ken anavezet er vro !…” Pa ne groge hini et gaoz, e lavaras ouzhpenn an Ao. Kerdraon : “Distaget he deus an anv en ur lakaat an ”,” da ruilhal, hervez mod ar c’hapenned, ha pouezet he deus war ar silabenn ziwezhañ io’. Orr-io !… Brav ar ger e-giz heol tomm, ne gav ket deoc’h ?” “Anat d’an holl”, eme Biel Kilivere, ar c’hure yaouank. “Ar pennad-skandal ne ran forzh outañ. Un estlamm, avat, penaos en deus sklintinet ar seurt ger ouzh va skouarn. Biskoazh na’m boa merzhet e oa ken heson ar brezhoneg. N’oa evidon nemet ur benveg abostolerezh e-touez ar gristenien dizesk. Padal, o vezañ eñvoret hiziv un dornad komzennoù all, da heul hounnezh, e tigor dirazon o c’hened o- unan ‘seurt ul liorzhad bleunioù, ez eus cholori ganto, ha trid, evel gant ur bagad eostiged.” “Ac’hanta!” eme adarre Kilivere, “emaoch o kouezhan e’m lamm. Anzav a rit talvoudegezh ar brezhoneg evitañ e-unan.” ”. Avaloù-mir, babu ruz, mouar du, irin, triñchin, lus, polos, traouigoù put ha trenk, teñzorioù ar bugel on bet! Digustumet eo bet, keit ha keit all, va muzelloù diouzh o anvioù, evel va staoñ diouzh o blaz ! Aet e oant didalvez evidon, keit ha ma ‘z on bet un den en e vrud. Hogen, bremañ, ken nemet ouzh o distagan, e kav din e welan adarre ar bed hag an traou gant daoulagad nevez-flamm va yaouankiz vunut : ar pradoù geot hir, a-hed stêr Elorn, ahont e Landi, ha dour drant o lammikat e brizhheol an haleg hag ar pupli. Freskadurezh an nevez-amzer, na petra ‘ta ! Ur c’houronk speredel war-lerc’h peurzorn broutac’h an eneoù kristen.” “Ur wir feunteun a yaouankiz eo ar brezhoneg” sile adarre Biel Kili. ” ’ M eus aon e teu ganeoc’h kaoz ar varzhed !” eme an Ao. Abgrall, ar chure bras, un den askornek, e javedoù start, war-dro daou-ugent vloaz. Paouez a reas, evit sellout ouzh e berson, da vrochañ e gildant aour gant un alumetezenn. “Kaoz ar varzhed ? E ! E ! Pezh a ouezan, ervat, eo ne chomin ken gwall-bell e penn ar barrez-mañ. Echu eta, evidon, a r vuhez oberiant hag an tregas pemdeziek. Emañ erru va abardaez hag e eurioù goullo. Ne voredin ket atav, a-dra-sur, ha ne vezin ket dalc hmat o tic henaouiñ er c hloastr. Hogen kavet eo ganin ar gwellañ implij a c’hellfe kavout ur chaloni kozh d’e eurioù dibres : adpleustrin war vrezhoneg va bugaleaj, ha sevel, peogwir, va Doue, Deus nobis hoec otia fecit, gwerzennoùigoù, e doare diduell…” “Ac’hanta!” ”…Da beurglozañ glan ha difazi gant yezh va chavell kelc’h ur vuhez, a zo bet re vras, ‘m eus aon, en he c’herzh, lod al latineg hag ar galleg.” “A zo mat !” Ur wech ouzhpenn e troc’he an Ao. Kilivere kaoz e berson. “Un dudi a vo din eren e brezhoneg remmoù va chozhni ouzh darvoudouigoù an amzer aet hebiou, keit all a zo, pa oan ur mabig-aour evit va mamm dener.” “Ha ret e vo”, a echue, primik, an Ao. Kilivere, “lakaat moulañ ho kwerzennoù war FEIZ-HA-BREIZ. Evit ober skouer vat. Ma vo brud en-dro d’ar brezhoneg. Neus ket hanter a skrivagnerien donezonet o fluenn.” Kili, hag, aliesoc’h c’hoazh, Meleganig, e oa bet lesanvet an Ao. Kilivere, abalamour de vlev melen, hag ivez d’e zremm krouadur ha d’e zaoulagad glas chomet yaouank-flamm. Beleget e oa bet er Sizhun Fask diwezhañ. Dioutañ eo a lavare Noelisted Pont- ‘n-Abad : “Dommage que c’est qu’un joli homme comme ça est allé prêtre !” Lakaet e oa bet Kili da ren paotred ar jimnas, hag en e vutun en em gave ganto. Hogen Bleun-Bruger e oa ouzhpenn, da lavarout douget da choulenn kelennadurezh ar brezhoneg er skolioù. Ha setu ma kavas, hep gouzout dezhañ, un harp dic’hortozet. Komz a rae ar c’hure bras. “A-du emaon gant hor chenvreur yaouank, evit dezhañ, koulskoude, bezañ displeget e veno en un doare diseven a-walch. E oad eo. Kement ger savet war hent al lanv gall.” brezhonek moulet war baper a zo ur skoilh muioc’h “A! evelato!..” eme, en ur c’hoarzhin, ar person kozh. Ma chomas e fourchetez hanter-hent etre e blad hag e ziweuz. “Kement al a levezon e vo e div pe deir drailhenn werzennel P…” “Ya!” a responte an Ao. Abgrall. Ar c’hure bras, ur julod evel e berson, nemet a Blouziri, en tu al da stêr Florn, ne c’hoarzhe morse. Ar c’hontrol-bev ouzh ar bugel a oa dioutañ Melegan bihan. Ar c’hure Abgrall, a lavare ar bigoudenned, a oa stag e chink ouzh e vos-lagout. Ha komz a rae dalc’hmat war un ton ledan, o prederian pizh, moarvat, war gement ger a zegouezhe gantañ rannañ. Kendalc’h a rae : “N’on ket enebour d’ar galleg, nann; ha ma savan a- du gant ar brezhoneg, n’eo ket, evel hor c’henvreur yaouank, o vezañ ma ‘z on chalet gant keltiegezh pe varzhoniezh savet hervez ijin ar Ouenn. Mibiliezh, kement-se. Me a zo va freder uheloc’h : mard eo gwir eo ar brezhoneg hag ar feiz breur ha c’hoar e Breizh, setu ur wirionez all : ni, beleien, n’hon eus netra a vat da c’hortoz, evit hor Relijion, hag hor beli-ni, beleien Doue, diouzh ar galleg en hor mesk… Ez-aketus-meurbet e tibluske an Ao. Kerdraon ur bechezenn re fouist. Hejañ rae e benn; ha fiñv-difiny goustad, e oa e vuzell izelañ. “Peb a damm ha buanoc’h-buan, dre m’en em astenn lanv ar galleg, e kontamm ene ar vro gant kazetennoù dizoue, levrioù dañjerus, spered perager, buruteller ha goapaer, diwar skouer hini Paris. Ur mantr evit hor Relijion… Setu perak, ur wech c’hoazh, e rankomp stourm pennok hag hep skuizhan morse, evit ma chomo bev ar brezhoneg a zo anezhañ, war un dro, moger-difenn ha soudard ar feiz e Bro-Vreizh.” An Ao. Kerdraoñ a oa sarret e zaoulagad. Anat, avat, e lufre e vousc’hoarzh diskredik a-dreñv e valvennoù. “‘M eus aon e oar an diaoul brezhoneg ivez…” emezañ. “Ar pezh a zo anat eo e c’heller pec’hin e brezhoneg. Emañ ar skouer en-dro deoc’h, aotrounez. Pont-‘n-Abad a zo brezhonek e yezh, evel Bodiliz, pe Blouvorn pe Berlez, e Bro-Leon ar gatolikañ. Hogen, war bouez un dornadig parrezianiz didamall a-walc’h, an holl amañ a zo digristen o buhez. Ken ar wazed, ken ar gwragez…” “Gastopolis!” a laoskas an Ao. Abgrall. “O’ta ! o ‘ta! Aotrou Abgrall”, a skandalas ar person, gant ur choarzhig feuket. “Hor parrezianezed, Aotrou Abgrall…” “O brud eo en eskopti a-bezh. N’eo ket ganin eo bet kavet al lesanv” , en em zifennas ar c’hure. “Ne bec’h ket beleien an eskopti dre re deneridigezh e-keñver kristenien ar barrez-mañ.” “Evidon-me atav n’eo ket souezh. N’o deus da damall nemeto. Bremañ, evit kement a sell ouzh ar brezhoneg e-kenver ar Feiz, e choman divrall gant va meno. Brezhonekaat a ra ar bobl, en anzav a ran. He c’helennadurezh, avat?… Boued he spered ?… Pelech ez a d’e gerc hat ? Neo ket e kador-brezeg ar veleien, atav! El levriou gallek, ne lavaran ket, er c’hazetennoù gallek. Ha nemet er galleg an noazusañ e levezon.” “Ne vez ket lennet mui Bubez, ar Sent…”, a huanadas Melegan. “Na FEIZ-HA-BREIZ… “Setu eta: breizhek eo ar grogen: yezh ha gwiskamantoù bigoudenn. Hor parrezianiz, avat, a zo gallekaet temz o spered. Ren a reont o buhez evel Gallaoued ar c’hêrioù bras direol. Evit dezhi bezañ brezhonek ur Vreizh digristen, daoust hag e vefe Breizh atav ?” “A oa!” eme ar c’hure bihan. “‘M eus aon eo nijet kuit va orio”, eme ivez ar person. Ne glevas ket egile. Dirollet e oa : “Ur barrez evel houmañ, daoust ha brezhonek he yeh, a zo gallekaet ha kontammet he spered. Bretoned, parrezianiz ar gêr-mañ ?… Salver Jezuz! Dibriñ, evañ, en em barat, en em roiñ d’an dañsoù divodest, d’ar sonioù dizonest, da bec’hedoù ar chig, kemer he flijadur diouzhtu, setu reolenn he buhez, da bobl ar barrez-mañ. Nouler mui plegañ, n’ouler mui gouzañv poan gant pasianted. N’eus nemet fae ha c’hoarzh-goap evit ar Binijenn gristen ha vertuz kaer ar Sentidigezh, m’edo gwechal diazezet warno ker klok Urzh ar Vro, ar gizioù, hag holl vuhez ar Vretoned. Ar Finvezioù diwezhañ? An Ifern? Ar Baradoz? emaon-me I… Un ti nevez, ya ! dilhadoù kaer, ya ! ha boued e-leizh… Gounit gwenneien, ur gwenneien, setu ar Pal Meur, ar Ganaouenn nemeti a zo bourrus d’o skouarn. Ha pa n’eo ket brokus a- walc’h, ha dillo, Perc’henned an Argant”, - distagañ ‘rae ‘Arc’hant’, rust, — “klemm, gourdrouz, ha reustl d’o heul, raktal ! Ha ni, beleien, p’eo, end-eeun, hor c’hefridi skourjezañ an dizurzh, derc’hel an eneoù war an hent mat, ha prezeg ar basianted kristen, dont a reont, e doare trugarez, da deurel mein ouzh prenistri hor presbital… An Ao. Abgrall a grenas e vouezh : “N’hall ket an Neñv bennigañ seurt parrezioù. Ha setu perak, hep douetañs, e pouez ker pounner, abaoe ur pennad, dorn Kastiz an Aotrou Doue war zivskoaz ar vro-mañ.” “A oah !” eme krenn Kilivere. An Ao. Kerdraoñ a oa sarret e zaoulagad ha kroaziet e zaouarn war e gof. Ne ranne grik ebet mui. Ne vorede ket. Nemet gouzout a rae ne dalveze ket klask lakaat ar c’hure bras da zidaeriñ. C’hwezhan war an tan, netra ken, e vije bet derc’hel penn. Ar c’hure bihan, avat, rak yaouank e oa, n’oa ket evit mirout da lammat er stourm. “Petra ?…” en doa peraget an Ao. Abgrall. “Hep mont da glask pemp pav d’ar maout, klemm a ra an dud peogwir n’o deus ket o gwalch da zebriñ. Keal ebet en abadenn a relijion pe a vrezhoneg.” “E Plouziri, du-mañ”, a droc’has e genvreur, ”. kaser bouched ar c’hezekenned d’ar c’higer. Ur c’holl bras d’ar gouerien. An dra-se ne vir ket ouzh hor juloded da chom kristenien-rik, hag, ouzhpenn, da selaou gant doujañs ouzh o beleien, lec’h heuilh paotred an Drailh. Ar re-mañ, dalit! ne deu ket brezhoneg ganto, en o bodadegoù…” Meleganig a oa bet sabatuet un disterañ an tamm anezhan gant e frazenn gentan. Klevet en doa ganti chwezh nec’hus an dispac’h. Adlavarout a reas, evelato, hep sevel e fri diwar mein pechez e blad : “Klemm a ra ar bobl, peogwir n’he deus ket labour.” An Ao. Abgrall - lonket en doa drein spern - ha sailhan kerkent : “Komprenit, kenvreur yaouank! Neo ket gant youc hadennoù ravolt ha dornioù sarret o chourdrouz, n’eo ket o votin ruz, e vo lakaet Perchenned an Argant da zigerin o yalc’hoù. Dre gaer… dre gaerik… ne lavaran ket, gant doujans atav evit al Lezenn, hag an Urzh… Efedusoc’h an douster eget…” “Gwir! peuzwir”, a daole neuze ur vouezh. Digoret en doa an Aotrou Person e zaoulagad. Lavarout a rae : madelezh a zo ivez vertuzioù “Douster ha madelezh a zo ivez vertuzioù gourc’hemennet.” “Evel m’eo mat dalc’hmat ur gentel da zegemer”, a responte an Ao. Abgrall, gant ur vouezh yen. “Feiz!” a gendalche ar beleg kozh, evel ma ne vije ket bet klevet gantañ teodadig e gure bras. “Aet co hebiou an amzer ma kaved un devezhourez evit c’hwec’h real bemdez…” “Ret anzav e oa gwelloch marc’had an amann hag ar vioù”. ”, e tizroas raktal, hag eürus o kavout e du, an Ao. Abgrall. “Goulonkusoc’h int bremañ. N’o deus ket hanter morse.” “Moarvat, moarvat, kenvreur! Fellout a rae din lavarout e kaver, daoust dezho bezañ re zouget da vadoù ar bed-mañ, hiniennoù hag a zo, e parrez Pont- ‘n-Abad, distag-kaer o c’halon diouzh an danvez. Ne venegomp ket ar profoù gwenneien. Iliz Karmez n’he deus ket da glemm, a drugarez Doue, gant pizhoni hor parrezianiz. En anzav a rankot. Profoù all e ouezont reiñ. Taolenn Badeziant ar Christ, er chapel-vadeziñ, a zo bet evit ur bennozh Doue.” “Ya!… Lij Beradennou !… Evañ’ tae forzh, avat.” “Ba!… Diskouezet he deus morc’hed hervez he mod. Gouzout a rit, a-hend-all, ez eus bet prometet ur skeudenn evit netra d’ar Werc’hez venniget, gant ur parreziad yaouank ?” “Evit netra?… Da lavarout, hep gopr eus ho perzh ?” “Lakaomp evit an enor. Moarvat, ivez, en enor da Itron Varia Garmez, e testeni a feiz kristen.” “Ya!” Ur pleg diwar fae en doa graet an Ao. Abgrall da gorn e vuzel. Evan ‘reas ur veradenn gafe, ha goude : “Unan c’hoazh eus ar babored yaouank-se hag a gred emaint o vont da Greskiñ Danvez Mab-Den. Evidon-me ez eus anezhañ, hag ouzh ar re heñvel outañ, un test ouzhpenn eus an dizurzh o c’hounit ar speredoù, dre ma ‘z a ar feiz war zigreskin. Meizan ‘ran e mennad an arzour a glask bezan ho Tirili, - rak diwar e benn eo e komzomp, ‘m eus aon — meizañ ‘ran ur goell dic’hlan a vo merket e oberenn gant e si. Ha, siwazh, n’eo ket goell e zevosion ez eo.” “O, ur berad avel, tra ken. Ar pezh a zo ret da c’hwezhañ donezon an arzourien. Da reiñ fiziañs dezho en o barregezh.” “Nann, ourgouilh, eeun-hag-eeun. Paol Tirili ne ra ket e bask, zoken. Ha pet kwech ar bloaz, lavarit din, e vez gwelet hennezh en oferenn ? Rekis eo bezan er stad a c’hras evit pleustriñ gant sujedoù sakr… Peseurt grad, lavarit din, e c’hell kaout Mamm dinamm Hor Salver o welout he dremm doujet chalon pisant arzourien hag a zo leun a beched o “O, Aotrou Abgrall, c’hwi a zo didrugar-dreist ho komzoù”, ’, eme nemetken an Ao. Kerdraon. Keuz en doa ar person kozh da vezan boulchet kaozioù a drenke diouzhtu. Anaout a rae mennozioù strizh-kenan e genvreur diwar-benn pratikan ar relijion. Ne wele hemañ nemet pec’hed, si ha tech en- dro dezhañ; n’eo ket, moarvat, gant Eured Kana e rae e brederennoù; gant Skourjez ar C’hrist en Templ, ne lavaran ket. Hag e don e galon, e soñje an aotrou Kerdraoñ, gant morc’hed, e oa bet ken didrugar all, ken didener ouzh e barrezianiz, keit ha ma oa bet en e oad-gour. Hag an Ao. Kerdraoñ a beurechue evitañ-e-unan. “An had a zo bihan atav; ha dister-meurbet talvoudegezh diavaez ar Re-Zibabet. Doue a gemer lech a gar ha piv a gar da gannaded dE Chloar. Zoken evit garanañ Dremm Venniget E Vamm. N’eo ket dimp da varn… na da zibab Evitañ.” Tevel a reas ar gaoz. Ar c’hentañ a dorras ar peoch a voe ar chure yaouank. Strilhet en doa an Ao. Kilivere, gant e viz, ludu e sigaretenn en e werenn- gafe goullo. Harpet-klok ouzh kein e gador, kas a rae moged dre e fri war-du ar voull-dredan a-us d’an daol pa laoskas ur c’hoarzhig, trumm. Ma sellas outañ e zaou genveur. “Salokras!” eme ar beleg bihan. Hag e teuas ruz betek e zivskouarn. O vezañ ma chome mut an daou zigarezas : all, gant o selloù o parañ warnañ, Meleganig en em “N’eo ket abalamour d’an delwenn.” An Ao. Abgrall a gasas neuze e sell ouzh tu nadozioù horolajig ar sal-debriñ. Mont ha dont a reas kigennoù e javedoù gant ur mousc’hoarzh berr. N’oa ket douget dre e natur d’ar marvailhou hir, ha dreist- hol d’an tabutou gant ur c’hozhiad o vont ranel hag un hanter-kloareg chomet babikoch e spered eget n’oa aotreet. Sevel a reas ar person, an daou gure d’e heul. “Agimus tibi gratias” ’, emezañ. “Ni ho trugareka, Doue hollc’halloudek, evit hoc’h holl madoberoù. C’hwi hag a ver hag a ren e-pad an holl amzer. ” “Amen”, eme an daou gure, en ur vouezh. Pignat a reas an Ao. Abgrall d’e gambr, raktal goude. Edo Meleganig o vont ivez. “A’ta, Kili, gortoz ur pennad”, a lavare ur vouezh. “Deomp da vale en heol. Dont a rez ?” Hag e vounte ar person goustad e gure yaouank dre e skoaz davet liorzh ar presbital. * Tomm-berv ar jardin, ha trellus ar sklerijenn e- keñver ar sal-debriñ. Analat a raed skañvoc’h, avat. “Te, kennebeut, Kili, ne zegemerfes ket oberenn Paol Tirili, en iliz Karmez, war zigarez n’eo ket an Tirili ur c’hristen mat ?” Ober a rae an Ao. Kerdraoñ e zaoulagad bihan l e m m . “Me?” Ul lamm en doa graet Melegan. “Er c’hontrol…” Hag e tavas. “Ac’hanta!” a c’houlenne ar person.” “Digarezit va yaouankiz. Aet’ oa va c’hoarzh kent ma c’hellis mirout…” “Moarvat ! Kili. Ra c’hellfen-me c’hoarzhin a galon vat, eveldout !” … Rak edon-me och ober peched an ourgoulh d’ar poent, ecun-hag-ceun, ma oa meneg gant hor c’henvreur ouzh ourgouilh Paol Tirili.” “‘M eus aon.” ”… O soñjal edon an hini a lenne ar sklaerañ, an anatañ, ha gant ar muiañ a druez, e kalonar barrezianiz ; an Diskibl a gomprene klemmoù ar bobl, daoust din da ober dreist-holl war-dro ar jimnas, gwelloch eget ar Brofeded kozh gant…” “Ya!…” ”…O deskadurezh, o skiant-prenañ, o darempredoù, o anaoudegezh eus kalon an dud. gant o reolennoù, dreist-holl.” Ar person kozh a voe e dro d’ober genou-kelch. “‘M eus aon emaomp brav-bras, Kili yaouank, e gleur an ourgouilh. Betek ar gouzoug, Kili. Ha neuze ?” “Ha neuze, me a ra diaes da’m c’halon klevout darn o skandalat dalchmat. E-lech truezin. Hep klask perak e sav klemmoù.” “Ba! ba! Kili, arabat krediñ re da glemmerien. N’eo ket o buhez ker du ha ma vez livet ganto. Er vro- mañ, eur kustum da hopal war zigarez an disterañ pistig. Ha zoken hep abeg.” “N’emaint ket berr, d’an ampoent, gant abegou- hopal.” “A ! evelato! A !… ‘C’hanta! ‘M eus aon en deus da berson kozh un dra bennak da zeskin digant e gure yaouank. Evel m’en deus bet kentel gant ar garabasenn ha gant e gure bras. Disamm da goustiañs. Petra ‘c’h eus klevet adarre gant ar bobl ?” Tennañ ‘reas Kilivere un dic’hwezhadenn hir : “En derc’hent dec’h,” emezañ, “edon o tont a Benn- ar-Pont, pa on degouezhet gant un dornad paotred o tiskenn diouzh an tour, gouzout a rit, a Vurev Unvaniezh ar Vicherourien, e tour ar c’hastell. No deus ket bannet mein ouzhin…” Mousc’hoarzhin a reas an Ao. Kerdraoñ, keit ma kendalc’he egile. “Rannet em eus ganto zoken ur pennad kaoz : kaoz dilevenez, keraouez, diouer labour ha me ‘oar-me. Ha stal an dud o vont war washaat bemdez… N’oun dare mui war be digarez, eo c’hoarvezet ganin menegiñ spont ar Berchenned hag, evel ma lavare hor c’henvreur bremaik, o Argant skoachet, peogwir, end- eeun, e c’houlenn ar vicherourien, da gentañ, re vras goproù, ha, d’an eil, gant doareoù re zichek. ‘Aotrou beleg’, a respontas ur paotr, ur gov, ma ‘m eus soñj, c’hwi zo maget mat; c’hwi n’ouzoc’h ket petra eo kaout naon.’ Me a voe va respont, evel just : ‘Ken lies ha bemdez, ni, beleien, a vez goullo hor godell.? Ha pa vez goullo, pizh-rac’h, ez it da gestal. Ha n’eus forzh penaos c’hwi a vo roet deoc’h e termen, aotrou Kilivere.’ Paol Tirili, - bremañ e teu soñj din e oa er vandenn, gant e geneil Gouzien, eus ar Pennkêr- Nevez, — Paol Tirili an hini en doa distaget ouzhin ar flemmadig.” “Ha neuze ?” “‘Na feukit ket’, emezan din raktal. Dizemez e tieit chom dre ho stad, ha gourc’hemennet co deoc’h- chwi, tud a iliz, gouzañv paourentez a galon laouen, evit gloar an Aotrou Doue ha silvidigezh hoch ene. Lakaomp, avat, ho pefe un tiad bugale da soursial outo, seurt ma c’hoarvez gant ur bern bigoudenned. Marteze e lavarfech, c’hwi ivez, meur a wech : ‘Mil malozh ruz!’ o klask, hep kavout, penaos roiñ bara d’ar vugale-se. Marteze e kavfec’h reizh, c’hwi ivez, goulenn pae uheloc’h diouzh ho labour… Pa vez labour, aotrou Kilivere. Pa vez labour? Hag e poueze an Tirili war ar c’homzennoù diwezhañ. Bezan paeet mat, bezan pacet fall, n’eo ket aze emañ an dalch, abaoe bloavezhioù, e Pont-n- Abad. Kaout labour, ne lavaran ket. Rak, koulskoude, n’eo ket holl gêr Bont-‘n-Abad evit mont dre an hentoù, da glask an aluzen…” “A-dra-sur eo divalav stad ar vicherourien e kêr”, a asante gant douster an Ao. Kerdraoñ. “Hogen ar wirionez a oa gant an Ao. Abgrall, pa lavare edont, i, da damall da gentañ. Int-i eo a ra bod, o votiñ ruz, d’an Dispac’h a spont an Argant. Hep Argant, nер labour. Hep labour, gopr ebet.” “Respontet o deus ez int aet gant ar Re Ruz, peogwir n’o deus graet morse ar Re Wenn netra da wellaat stad ar micherour. Er c’hontrol, emezo. Ne roont kresk nemet pa vez graet trouz dezho… pe ‘grev’.” An Ao. Person a oa krog e zent en e vuzell draoñ. Chom a reas a-sav, ‘kichen strouezheg bod ar spezad. Selout a rae ouzh gwerinier ar vatimant, er vann a- zioch ar gwez bras. “Ha ne lavaront nemet hanter-gaou”, emezañ. “Ha ne reont nemet un hanter-fazi… Ar Re Wenn n’o deus ket graet atav o dever. Kollet o deus, evit se, beli war ar micherour. Nemet, na petra !… Diganto eo e teu ar profoù ar brokusañ d’an iliz.” “Marteze; ne lavaran ket nann! Pell achanon ar soñj klask abeg e madoberourien an iliz”, a zigareze Melegan. Kerkent, avat, e rae un hej d’e voue velen, hag e tarzhe. “E-lec’h tamall atav d’ar bobl, avat, he c’hoantoù amzere hag he goulennoù dreist-muzul, kentañ tra a vefe da ober a vefe klask kompren perak e klemm. Petra ‘c’houlenn tud ar vro-mañ? Labour. Reiñ labour dezho, hag e tavo ar c’hlemmoù, ha da heul, hep mar, e selaouint a youl gratausoch ouzh gourc’hemennoù an Aviel. Setu. ” “Ha setu!” eme an Ao. Kerdraoñ, en heklev. “Yaouank oc’h, Kili, ha kalonek. Ne veizit ket marteze eo bet mesket ganeoc’h div gudenn disheñvel-meurbet; hini Bara an Neñv, hini ar Bara douarel. Bara an Neñv n’en deus ket da ober gant pinvidigezh na paourentez ; paourentez ar galon ne lavaran ket. Ha bara an douar.. E dalc’h lezennnoù gouarnamant ar vro emañ, pe e tlefe bezañ, bara an douar. Displeget hoc’h eus, ur wech ouzhpenn, kudenn beurbadel ar stourm evit ar bevañs pemdeziek. Hep he diluzian, Kili; hep he diluziañ. Ar c’hleñved stag ouzh an denelezh, end-eeun, abaoe ar Pec’hed Kentañ. ‘Hag e tebri da vara diouzh c’hwezenn da dal’. Kavout a rez ar varn doueel e linennoù kentañ levr ar Skritur Sakr.” “Gant gouarnamantoù dizoue Paris n’o deus ar Vretoned gwellaenn ebet da c’hedal. Gant ur gouarnamant katolik ha breizhat, avat… ha gant bolontez vat an holl. ” “Ur rambre, Kili”, eme krenn an Ao. Person. “N’eus ket bolontez vat e-touez an dud. Na zoken er gatoliked.” Habaskaat a rae ker buan all. “Nag ar relijion, siwazh”, emezañ, “na kennebeut, siwazh ivez, da vrezhoneg muiañ-karet, na Lezennoù Gouarnamant ebet, ruz pe wenn, pe vreizhat, n’int evit degas digoll danvezel ebet da bec’hed Adam hag Eva. Peorien hag ezhommeien, ha pep hini gant e reuzeudigezh, daoust ha disheñvel, a vezo da viken. Hogen, an Aotrou Krist, dasprener ar Gristenien, n’eo ket e rouantelezh eus ar bed-mañ. Ni, beleien ar C’hrist, a zo hor c’hefridi, her gouzout a rez, pleustrin war an eneoù, muioc’h eget war ezhommoù ar c’horf, prezeg ar basianted kristen er baourentez d’hor parrezianiz, hag o ren war hent Joaioù peurbadel ar Bed-all.” “Da c’hortoz,” eme, primik, ar beleg yaouank, “ne choulennfe ket hor parrezianiz gwelloc’h eget gounit o bara douarel diouzh c’hwezenn o zal. “Ya ! labourat ! kaout labour ! setu an diskan nevez. Labourat evit petra ?… Aner eo evit ar pred… Koulz ha me e ouezez n’eus na priz na gwerzh, er vro-mañ, abaoe n’oar den pegeit, na d’ar peskerezh, na d’al loened, na d’an avalou-douar, na d’ar piz bihan, na d’an ed, na zoken d’an dantelezh. Dic’hopr co al Canur, en ur ger berr. Aner. Setu kentel griz an deix hiziv, Kili. Hel lavaret eo bet fraezh dit gant ar baotred… N’eo ket gant ur c’hleñved labour eo klañy ar vro ; gant ur c’hleñved gwerzhañ he danvez, ne lavaran ket.” “Penaos en em dennañ, neuze ?” “Gouzañv gant pasianted kristen. Prezeg ar basianted kristen.” An Ao. Kerdraoñ a bare bivig e zaoulagad war dremm vantret e gure yaouank. Karout a rae e hilligañ en doare-se. Evel an Ao. Abgrall, kavout a rae e oa ar beleg bihan re zidroidell e skiant. Ret e oa e strafuilhañ gant rouestladennoù a bep seurt, d’e lakaat da brederiañ. “Paotr ar jimnas,” emezañ dre e soñj, “a zo gwevn ha skañv e izili, nemet skañvik ivez e anaoudegezh eus ar vuhez. Sancta Simplicitas ! Krediñ ‘ra c’hoazh e cheller eilpennañ, ken nemet gant youl-vat, hag ur pladad boued, Urzh ar Bed Krouet. Diwriziennan Krign-Bev an Droug diouzh kalon an Douar. Touell boutin ar yaouankiz… Deskiñ ‘ray re abred, ha sur a- walch diwar e goust, n’eo ket ar Bed didroidell, eeun ha mat, evel m’eo e spered-eñ. A-walc’h, avat, hon eus graet hiziv alvokad an diaoul. Koll a rafe ar c’hloareg paour e feiz e madelezh ar vuhez…” Hag ar beleg kozh ha troin krenn ar bajenn : “‘M eus aon”, emezan, gant e vousc’hoarzh habaskaus, “eo nijet pell, hag a vommoù hedro, orio gwenn Soaz ar gapenn. Lavaret em bije zoken a goumoul da goumoul, panevet eo ker brav an amzer. Lakaomp neuze, a-hed hag a-dreuz, hag echuomp, mar karez, war divizoù skañvoc’h. Rak te atav, n’out ket klañv, evit choazh, gant kleñved ar vro-mañ. Maget out mat, ha n’ouzez ket petra eo kaout naon ! Gwelomp !… Darempred a’c’h eus, war a’m eus komprenet, gant ar chere Paol Tirili. Lavar din! Penaos emañ kont gantañ ha gant e zelwenn ?” Ar c’hure yaouank a voe diantellet e zremm gant ur pikol mousc hoarzh. “Gounit a rin va fariadenn.” “Ur bariadenn a’c’h eus graet, Kili ?” “Ganeoc’h-c’hwi, ya, a-zivout an Tirili. Nhoch eus ket sonj ?” “Feiz !” “Me o klaoustreañ e oa pennok a-walc’h evit kas e labour da benn, ha c’hwi o vartezean, war zigarez faltazi ar Gelted, stad enno gant o hunvre, ha divarrek, peurliesañ, pe zic’hoant, da lakaat o hunvre da zont da wir… Stouiñ a reas ar beleg e benn louet. Kravat a rae e doull-kil. “Mont a ra an taolio kizell en-dro, eme an Tirill, ken na dap kaledennoù en e zaouarn.” “Pegeit’ zo emañ war dro e zelwenn ?” “Va Doue…” “Bet out o welout e chanter ?” “E chantet ? Nann, n’on ket bet.” Nijellat a reas ur mous hoarzh adarre war ziweuz ar person. Bransellat a rae e benn gwenn. N’oa ket evit mirout da leuskel ur wech ouzhpenn komzennig skildrenk an diskred : “Gortoz, neuze, Meleganig, evit da bariadenn…” Diarc’hen en e votoù lien gwenn, gwisket gantañ un otoù gwenn, teurel a reas ar chere ur sell ouzh e velezour, er gegin, evit e gravatenn. Neuze e lakaas war e bennad blev du rodet e dog plouz doare kanotier, hag eñ da ober e dro-kêr. Fichet. Ar sul a oa. An heol, mestr eus an oabl abaoe sizhunvezhioù, a dride ar Vro-Vigoudenn gant e sklerijenn. Ar c’hastell kozh-douar e-unan hag an tour a oa tomm o mein teñval. Daou waz a oa harpet war barlenn ar prenestr toullet en tour dirak ar pont. O saludiñ a reas : “An Tarv n’emañ ket e laez ?” e c’houlennas. “Nann”, a respontas ar wazed. Sal vras an tour a vez graet enni ar bodadegoù politikel, micherel, hag all. Eno ivez, tra m’eo annezet e kastell kozh baroned ar Pont end-eeun, burevioù an Ti-Kêr, eo bet staliet kreizenn Emglev al Labourerien. Abaoe m’edont war ar pavez, dreist-holl, en em zastume eno, pa n’ouient pe du troiñ, an darn vuian eus ar baotred dilabour. Kavout a reas Paol war e hent merc’hed yaouank fichet brav, uhel o c’hoef, hag ar c’hoarzh war o muzeloù. Farsal a reas ganto en ur bignat dre ru Kereon. Kemer a reas ur pakad sigaretennoù e stal- vutun Youenn ar Goff, ostiz Kafe Bras Kerne, ha goude, en ur bourmen, e kemeras, dre ar Ru Vras, he magazinoù naet ha kempenn, hag ar Marc’hallac’h, hent ostaliri kerent Mimi Andro. Evel ma rae bep sul. Ar Marc’hallac’h, ul leurenn uheloc’h eget ar straed, a zo kelc’hiet gant ur voger vein, gant skarroù ha diri du-mañ du-hont. Bez’z eus ivez ouzh e c’hourizañ ur valiad gwez tilh o delioù stank. Chourdal a reas Paol ouzh o disheol, o sellout gant plijadur ouzh ar baotredigoù o c’hoari kelc’h. Mimi Andro a oa o chom tostik da benn hent Pornaleg. An Andro eo a oa o servij, etre an daol- ostaleri ha stalikerezh ar boutailhou a bep liv. “Labour sul zo nul, paotr Tin”, eme Baol, e doare salud. “N’eo ket ul lazh”, a respontas an ostiz. “Ne deu ket ur c’hi en ti.” “N’emañ ket ar prinsezed er gêr?” a c’houlenne egile, en ur azezañ. “An hini gozh he doa kerent da welout, sañset, e bourc’h Tremeog. Ar bennhêrez, hi, a zo en ofer’nn- bred. Petra vo lakaet dit, Paol ?” “Atav memes tra, ur banne gwin gwenn. Mont a ray ul loaiad ganit ‘ve, paotr Tin ?” Korantin Andro, tad Mimi, a servije war e jiletenn vihan neud ruz. Cheuc’h, rak ar sul e oa evitañ e-giz evit ar re all. Diouzh e blas, e wele Paol chupenn vigoudenn an ostiz, istribilhet ouch ar speurenn er gegin, dres e skleur ur bann-heol hag o teurel sked he broderezh seiz ruz. Un den war-dro daou-ugent vloaz, na bihan na bras, gons, e oa Korantin Andro, nemet askornet start ha livet brav, c’hwezhet un disterañ, marteze, gant ar boeson. Kamaraded e oant, Paol hag eñ. Ha Paol a gendale he : “Deut ‘oan amañ e soñj kavout Joz Tarv. M’en dare pelec’h e vez gant e amzer. Ne vez ket gwelet mui neblec’h.” Egile, evel ma n’en dije ket klevet, a c’houlenne : “Pelec’h out erru ganti? Gant da verc’hodenn-vaen, evel just !” “Betek toull he gouzoug…” Diroll a reas an ostiz da c’hoarzhin. “Ev gant yec’hed!” emezañ en ur stokañ e werenn par hir ouzh gwerenn Paol. “Setu, ma komprenan mat, eo savet war da vaen ur gwiskad kevnid all.” “N’emaout ket ‘barzh; ar c’hontrol eo. Echu ar bronnoù, divrazet mat an divskoaz, betek toull he gouzoug, a lavaran dit. Ar penn — an diaesañ ‘m eus diwallet evit ar fin — a gemer ive tres kristen. Turket em eus. Pa sav loariadenn din, me ‘ra tizh ‘giz ar marc’h bihan. Nemet, ma ne rez ket forzh, ni ‘gaso ar saout da beurin en ur park all. Peadra eo bet torret buhez an dud gant kaoz va statu.” “O, la !. gwir e tle bezañ e tic’hastez labour, neuze, betek ne fell ket dit uzañ teod mui diwar-benn Itron Varia Garmez! Kemer ur banne all, Paol… Gant ma pado da loariadenn! Plijout a rafe din gwelout da statuenn echu.” “Klev ta, paotr Tin! Ne ‘teus ket respontet bremaik, pa ‘m eus goulennet keloù eus Joz Tarv.” Gouzout a rae ar c’here n’oa ket ar gaoz ouzh doare an ostiz. N’eo nemet evit c’hoari hilligañ en doa graet ar goulenn. An Andro a oa bet divontet gantañ ur voutailhad gwin gwenn. Edo o kargan an div werenn. Luchan ‘reas ouzh Paol : “Ma ne rez ket forzh, ni ‘gaso ar saout da beuriñ en ur park all”, emezañ, oc’h adlavarout ger evit ger frazenn egile. Hemañ ne reas respont ebet. Ma rankas paotr Tin displegañ resisoch e gaoz : “Me’ray peoc’h dit gant da Werc’hez; nemet, te’ray peoc’h din ‘ve’ gant da Darv.” Paol Tirili en doa harpet klok e zivskoaz ouzh kein e gador. Erru oa e dog-plouz betek e doull-kil. Ha sellout a rae farsus ouzh an ostiz. “Sakre paotr Tin!” emezañ nemetken. Hemañ a azeze sko e Paol. Skarzhañ ‘reas e werenn. “Ne fot ket din mui klevout nevez diouzh hennezh… Kemer ur banne all, Paol. Arabat ober gaou ouzh ar choñvers. An ostiz eo a ‘boch’… Ya! me ‘oar out kamarad bras gant hennezh: ganet er memes ru, bet er memes skol, ha bet soudarded asambles. Etrezomp-ni hon-daou, avat, te ‘wel an dra- se o timezin gant merch Tin Andro ?…” “Me eo a vo ar paotr-enor.” “Nad a ket re vuan ‘ti ar c’hemener neuze. Amzer en defe da smoking da vont gant an hartouzed. Keit ha ma vo va anv-me Korantin Andro, m’henn tou, ne lakay ket hennezh e dreid er familh.. nag en ti-mañ. Nann, nag en ti.” “Hennezh, hennezh… Hennezh en deus un anv ‘ve’.” “E-giz m’he deus va botez ur beg, ya! Ha me ’ lavar dit e pegin ennañ dre e glopenn, hag ez ay buanoc’h eget ma vo deut, en tu all d’an treuzoù, aze, m’en em gav gantañ lakaat e dreid en ti-mañ c’hoazh.” “O planedenn va c’halon !” “Nemet, kred hardi, ne teuy ket mui.” “Petra’ lavar Mimi Andro, hi ?” “Un tamm fri-karn, sotrennet war e lerc’h. Da stagañ ouzh pav an daol, paourkaezh den. An dra-se en deus dres seitek vloaz, hag an dra-se a garfe ober lezennoù. An Andro kozh, evit se, n’eo ket brein choazh e wad.” N’oa ket mui meneg gant an Andro diwar-benn ‘kas ar saout da beuriñ en ur park all’. Kendalch a rae : “Te a zo koñvers ganit, ‘poa’ 1, ha me a zo koñvers ganin. Te, koulz ha me, a oar pegen fall e ya an traoù, ha penaos omp diskrochenet plusk ha rusk gant ar gomun, sañset, evit sikour ar vicherourien dilabour. Paeañ a rafemp kement a zo dieet; ya, ma kouezhfe a-hend-all un tammig moneiz e tiretenn an daol. Ar c’hontrol-bev a c’hoarvez. Ma lavarfen dit eo deut ar mintin-mañ, war e varc’h-houarn, diouzh Treogad, Jañ-Mari Strullu, va ozhac’h, da lavarout din ne vo ket evit paeañ e c’houel-mikael en ur wech ! Ma ranker e grediñ, eo kouezhet war Gelern —anv va chêr co - holl zarvoudoù ar bed: n’eus priz ebet d’an avalou- douar; an ebeul bloaz zo marv, ar vamm-gazeg klañvet, ha glav a ray, a-benn ar goañv, e kraou ar moc’h. En ur ger berr, lec’h kaout moneiz va ferm, — distagañ ‘rae ‘mouni’ leizh e c’henoù — me an hini ‘ranko dic’hodellañ !. Setu evit Kelern, e Treogad. Hag amañ, e kêr Bont-‘n-Abad, a rankfen, ouzhpenn, samman ur mab-kaer war va c’hein ? Kaoc’h ki! n’on ket mat !” “Gwelloc’h karantez leizh an dorn eget aour melen leizh ar forn. Soñj en da yaouankiz.” “Tanfoeltr! N’eo ket evit fougasin an hini eo, me ne chome gour war va lerc’h. Un higenn e oa an Andro, — c’hoarzhin a reas an ostiz en ur gas e werenn d’e vuzelloù — egistout, ‘poa’, egistout… Ha c’hoazh, c’hoazh, ez out tommoch, te, hiziv an deiz, ouzh da Werchez vaen eget ouzh da Jani Dreo Blev Tan. N’eo ket gwir ?” Un demasant a rae Paol gant e vourrenn. Hag egile : “Nemet, petra ar gurun! Te, koulz ha me, a zo bet kad a-viskoazh da vagan ur vaouez, t’eo ket gwir ?” “Re wir, Tin ! Dreist-holl., abaoe ma teu din argant fresk.” “Gwerzhet eo bet ganit da stal-gere? Kentañ keloù…” “Nann ! Bravoch ! Paeet on gant ar veleien.” An ostiz a oa chomet digor e c’henoù ur pennadig. En un taol, e tirolle da c’hoarzhin, gwalc’h e gorzailhenn, dre ma tistage div pe deir moñsadenn ouzh Paol Tirili. Ha pasaat a rae, lonket gantan ur chlaourenn dre e c’hourlañchenn gleiz, evel ma lavarer. “Hag e selaouen heman c’hoazh”. ’, emezañ. “Tapet e vezan bep tro gant da farserezh. Ar veleien a gemer, ha ne roont ket. Dreist-holl, pa ne c’houlenner netra diganto. Ha ma roont dit ur vi, eo evit kaout ar yar e trok. Te’oar anezhi gant da deod, te…” C’hoarzhin a reas Paol ivez, hag e savas da istribilhañ e dog plouz ouzh ur boentenn, ‘kichen ar melezour bras. Tin Andro, avat, ned ae ket son) e enebour diouzh e spered. Kendalc’h a rae, a-benn ur reuziad : “Hag an dra-se? Ne c’hounezont ket memes o dour. N’eo ket gant laou o fennoù e talc’hint ar plac’hig en he renk, bezan ‘raint ? Piv neuze a baco ar mizoù ? An Andro kozh, evel just. Ha piv a ranko, da heul, evit ma n’he do ket ar verch mezh gant he strinker, magan ha gwiskan ar mab-kaer, ha roiñ dezhañ moneiz e zispign? An Andro kozh atav. Ma! me ‘lavar en-dro kaoc’h ki ! kaoc’h ki du kac’het gant ar c’hi gwenn! Tremenet eo evidon an amzer paskañ boued… Del! sec’hed a’m eus. Ev ‘ta’ve’, gant aon na teufe paotred Kombrid. Me ‘oa an dra-se war va c’halon abaoe pell a oa, Paol, ha mil vad en deus graet din en em ziskargañ etrezomp-ni hon-daou.” “Ouzh da glevout, paotr Tin, e torrfes an diaoul dre an hanter. Kement hag ober, e oa dit da lavarout ne dro Joz Gouzien en-dro da Vimi Andro, ken nemet abalamour da ‘c’hrifoù’ he hini ‘charl’.” “Basting! n’emañ ket war goll atav gant ar menoiou nevez ; hennezh a ouife bevañ komunist. Nemet, pas amañ; an Andro kozh n’eo ket lodet c’hoazh e voujedenn.” Besteodiñ a rae an ostiz un tammig bihan. Goullonderet e oa bet gant an daou zen a t voutailhad gwin gwenn. Ha Paol e-unan, da dra m’en doa lipet nebeutoc’h, a oa mavik e lagad. Neuze en em leunias an ostaleri en un taol. Ha d’heul an dud o tont tre, trouz kadorioù ha mouezhiadeg. Ar c’hentañ gour en em ziskouezas war an treuzoù a voe Joz Tarv, eeun-hag-eeun. Ken ledan ha ken bras e oa, ma teñvalaas ar sal. Dilugernañ ‘reas an Andro etrezek ennañ. War-eeun e oa aet ar marichal davet Paol Tirili : “Lavaret eo bet din gant at ‘voizened’ e oas amañ, ‘frai kouz’, emezan, gant ur pikol mousc’hoarzh.” Hag e strilhe e zorn d’e gamarad : “Salud dit ‘ve’, Andro!” e taole d’an ostiz dreist e skoaz. Hag an ostiz, dre ma azeze an Tarv dirak ar c’here, ha lavarout : “Hiziv emañ ar sul. Va zro a zo. Kemer ur banne ganimp.” “Memes tra. Laka din neuze ur banne gwin gwenn. Mont a ran da ‘bistolodin’, da c’hortoz.” Sevel a reas an Tarv da vont d’ar porzh. Diseblant. Evel ma ne vije ket bet e ti e galonekañ enebour. Ur pezh korf kristen. Piltrotat a rae an Andro en-dro d’an taoliadoù. Pa dremenas ’ kichen Paol, e sankas hemañ un taol ilin en e gostezenn : “Ne stlapez ket an Tarv er-maez gant ar votez, paotr Tin ?” An ostiz a oa gwer etre e vizied, kement ha ma c’helle briata, ha teir boutailh dindan e gazelioù. Distroin a reas : “Dirak an hol dud, e-giz-se ? N’emaout ket mat ? “A ‘ta! Koatet out, Andro”, a c’halve ur vouezh. “Gwelout a reer n’emañ ket ar ‘voizened el loch’. Amañ, zo sec’hed.” “An Andro a ray an dro; pep hini e dro!” a respontas an ostiz. Hag e c’hoarzhas, chichantaet gant e v o m m . “Chigarder !” emezañ c’hoazh da Baol.” ‘Teus ket gwelet an Aotrou Maer a-dreñv da gein ?” Distroiñ a reas ar c’here. Laorañs Larnikol, maer Pont-‘n-Abad, a oa azezet ouzh un daol vihan ‘kichen dor ar straed. Troet e oa ouzh gwez tilh ar Marc’hallac’h. Tri aotrou yaouank a oa gantañ, ur bern kaoz d’o heul. Galleg. “Intérêts de la Bretagne… Paris… foulés aux pieds…” ha geriennoù all heñvel a zeue ganto. O selaou a rae, dic’hoarzh, Laorañs Larnikol. “Paotred ar brezhoneg, pe re VREIZ-ATAO”, eme Baol Tirili dre e soñj. Edo Joz Gouzien o tont en-dro. Fichet e oa, gant ur bragoù nevez-flamm, dalc’het gant ur gouriz-ler, nevez ivez. Ma lavaras ar chere dezhañ : “Te’teus un otoù brav, avat.” Dizroet a voe kerkent an dorzh : “Ya! Paol, un otoù brav, ha feskinier treut e-barzh ! Setu neuze, war zigarez emaomp war ar pavez, e rankfe unan mont gant ar pilhoù, ha bezan gwisket ’ giz Loen-Goañv !…” “Ra ket ‘poi’l ha to peoc’h ! ne welez ket on bet ‘kechet’ gant ‘hini bouzar’ da dad-kaer ? Gwelet on gant da dad-kaer gwelloc’h egedout, te ‘oar…” Mousc’hoarzhin a reas an Tarv, en ur lakaat e zaou ilin war an daol : “Dont a ra unan da vezañ kizidik”, en em zigarezas. “Ne c’houzañver ket mui farserezh, memes. “Mimi n’emañ ket aze”. , a gendalc’he Paol. “Kaset eo bet d’an ofer’nn-bred gant he ‘hini charl’.” “‘Goi !’…” Luchañ ‘reas Paol : “Evit piv e kemerez Paol Tirili?” e vouskanas. “Pelec’h oc’h bet o kanañ an ofer’nn ho-taou ? “War hent ar c’halaj ha Koed Mene-Bihan. Chomet omp ur pennadig mat, e-tal lañs Travenneg, azezet e- touez ar raden dindan ar gwez pin, o sellout ouzh an dour. Ha me eo a’m eus ranket selaou pater ha prezegenn, peogwir ne zimezomp ket diouzhtu diouzhtu. Taer eo ar yaouankizou-se da driwech Vloaz…” Dic’hwezhañ ‘reas. “Nemet n’he deus ket oad evit tremen hep ‘ya’ an daou gozh. Ar ‘ya’-se n’eo ket deut. Ha neuze… “Ha neuze ?…” “Keit ned ay ket gwelloch an traou, aner eo din klask sevel un tiegezh.” Evañ ‘reas en un taol. Paol, gant e zaoulagad hanter vadaouet, a selle ouzh e gamarad. Ur bouilh paotr, a-dra-sur. N’ouie ket perak, avat, e kave an Tarv kalz ledanoch eget a-raok. Heñvel ouzh un armel. Un nerzh diimplij, kollet. “Etre kaout ur ‘graf’ bennak eus ar C’hastell, hag ur veskennad bouilhoñs en ospital ar re gozh, ez eus plas, ken n’ez eus plas, da gaout dle, en ur lakaat e vefe roet dit e termen. Lakaat argant a gostez evit ober friko, ha prenañ da dammig tiegezh, oi! va c’horf !. Ken nemet gant ar soñj e tirollas da c’hoarzhin. Choarzhin a rae an Tarv gant ur vouezh charv ha leun. “En ur gemer digant ar marc’hadour pevar real,” a silas Paol. “Sur, sur”’, a responte Joz. “Kentañ tra, avat, a c’houlenno ar marc’hadour pevar real diganit a vo labourat ingal, ma vo sur da vezañ paeet eñ e-unan. Aze dres emañ an dalc’h. Ha me ‘lavar dit, koulskoude, ne chomomp ket da darlaskat e-tal ar Veilh-vras, nag e korn ar ruioù. Diskrapet a’m eus, ha dispac’het, ‘tro aze, me hag ar baotred, evit gallout flac’hota pemp kwenneg. Bet omp, e palud Plomeur, tre ‘kichen ar mor, o tastum piz bihan e parkeier douar-sabl ar beizanted, eus an eil kêr d’ar gêr all. Ur vio dizolo, paotr paour ! Mont a ra da sell diouzh kerreg Penmarch, an ilizoù, an tourioù tan, d’en em gol penn-da-benn an Arvor Vili tre betek Beg-ar- Raz! Dreist Gwaien! Maget e oamp en Hotel- Grampouezh, gwir eo; lojet e maner Lonk-Avel, gwir eo ive; met brav ha tomm e oa an deizioù, ken na grene mogedenn at wrez, er paludoù. Hag an alc’houedered-traezh o tiriliañ dit, uhel-uhel en oabl glas-gwenn. Ha ker klouar an nozioù gant tonigenn ar mor war an Arvor Vili! ‘Grifoù’ e oa da gaout war ar marchad. Padal, kaer a zo bet gortoz ar marc’hadour, ar marc’hadour n’eo ket deut. Trenket eo at piz bihan en o seier, ha kaset d’ar bern teil. Evit lavarout dit ar witionez, omp bet kontant ken nemet gant an hanter eus hor c’houmanant. Ar beizanted a rae ‘poi’, paotr paour, ken na ginnige lod anezho mont d’en em grougan. Ar re-se c’hoazh o doa bet koll, hag i eo a oa da glemm, muioc’h egedomp-ni, o devezhourien. Amañ, e Pont-‘n-Abad, a zo c’hoarvezet bravoch gant Lanig Dilosker hag ar ‘chon’ 1 Atav, evit en em zilaouañ, setu m’hon doa, Lanig ha me, en em lakaet war an hanter da vont da glask avaloù-pin da werzhañ. Deut e oa ganimp eta, er charr-bihan, diouzh koadoù ar Gêr-Nevez, c’hwech sachad leun. Ha ton gant an ‘druchoned’, me lavar dit, o tiskenn e kêr. Chwec’h kwech eizh real d’an nebeutañ da lodañ etrezomp hon-daou ! Ur Fortun ! A ! ya ‘vat, gast !… J’ai pas besoin… J’ai pas besoin! ’ Setu petra ‘veze respontet dit a-raok memes ma t’oa skoet war an nor. ‘Ti madam Midi eo bet bravoc’h. Gouzout a rez, madam Midi, ar vidiez kozh botinoù pik, a zo o chom hec’h-unan, e ti bras ru Gernuz, e korn marc’had al leueoù bihan. Diskennet eo an hini giz-kêr diwar he zreuzoù, ha deut eo betek ar c’hart-bihan da c’hwesha an avaloù- pin, hag, aze, gant he muzelloù moan hag he lunedoù aour: Mon poff’ guersoñ’, emezi gant he galleg tro an ti, ‘vos boul’, ell’brul’ pas…’ Evit bezañ tognet, tognet e oamp bet !… Kompren a rez? An avaloù-pin o-unan ne reont ket mui tan.” “Nann, Joz, ne gomprenan ket.” “An avaloù-pin a zo avaloù-pin, abaoe ma ‘z eus gwez pin er vro. Hag avaloù-pin e vint, keit ha ma ziwanint war ur wezenn bin. Ha gant ar rousin a zever etre o Skant, e tevint atav-atav. O natur eo.” “Ya. Ne gemm ket talvoudegezh an traoù.” “Nemet un dra all ez eus war an douar. Mizer ar beorien, Paol, ezhommoù ar paourkaezh bougreed. Gouzout a reer out ‘blijet — ‘blijet! — da gaout gwerzh da’z tammig marc’hadourezh evit kaout grifoù da dag-teon’ 1. Neuze, evit kaout e draoù gwelloch marc’had, e kaser ar paourkaezh bougar da ‘gouziñ’, hep goulenn gantañ priz e varc’hadourezh. Gouzout a reer mat-tre e teuio en-dro da ginnig e avaloù-pin gant distaol. En ur c’houlenn ‘mar plij’.” E-giz un heklev, unan eus ar vourc’hizien yaouank a oa o terchel kaoz ouzh ar maer, a zistage d’an ampoent, her, hag a vouezh uhel : “C’est dans tout le pays breton, et pas seulement à Pont-l’Abbé, que nos intérêts vitaux sont à l’abandon…” Joz Tarv, eñ, a oa a-blad war an daol e ziv vrech, betek o ilinoù. Merzhout a rae ar c’here blevennoù hir an arzornioù fetis. Kendalc’h a reas ar marichal. Noa ket kasoni en e vouezh, zoken. Un tammig goapaerezh, ne lavaran ket. “Petra ‘m ije graet d’ar skrañgnadenn gozh? Mont dezhi gant ar vouc’hal?… Re a dud heñvel outi a vefe da lazhañ, neuze.” Ha Paol: “Ar gwashañ zo, kaer a zo troin ha distroin, ne weler ket fin ebet d’ar vuhez hegas-se.” “O, eo!” C’hoarzhin a reas an Tarv, ar wech-mañ, a galon vat. “N’ouzez ket petra a lavare c’hoazh madam Midi? Hag a-du oamp ganti, e c’hellez kredin: Ur vezh co gwelout seurt korfoù kristen o stlejan kirri bihan e-lec’h stagañ ouzh ur vicher onest. ” “Gwiz kozh!” a groze Paol. “Sur! ma vije bet labour gant da vicher !” “Ba! kaer choazh pa n’he deus ket lavaret e pedomp Doue da nompas kavout labour… Laorañs Larnikol, o komz eus e gostez gant e vouezh voud ha skuizh, evel m’en dije komzet outan c-unan, a lavare d’e weladennerien. Edo ar re-mañ, en o sav, prest da gimiadin : “A zo mat, eta! Dont a reot d’ober ar vodadeg er c’hoc’hu nevez, hag e tiskleriot da Bont-‘n-Abadiz, ur wech ouzhpenn, doareoù ar chleñved sabatuus a zo kouezhet war o c’hêr. Penaos e fonn er vro-mañ avalou-douar eus an dibab, ha piz bihan dispar, ha gwinizh yac’h, ha n’eus ket gwerzh dezho ; penaos ez eus, er mor, brilli, sardin ha grilhed-traezh, da ober teil, hag e ranker, e gwirionez, o c’has d’ar bern teil pe o zeurel en-dro en dout, pa n’eus priz ebet warno ; penaos emañ ar ouenn vigoudenn, an oberiantañ eus ar bed, ar galetan diouzh ar boan, hag ar muian douget d’ar blijadur ivez, lakaet didalvez, rivinet, dilabour, diouzh ret, gant he danvez ha pinvidigezh he mor hag he douar. Ken n’emañ kalonoù an holl o trenkañ… Roin peragoù ar chleñved ne vo ket divalav. Lavarout penaos ha petailh degas ar pare a vo gwelloch… Savet o doa an holl o skouarn: Paol Tirili, an Andro, an Tarv, hag an everien all. Distagañ ‘reas unan eus an estrañjourien ur respont, e brezhoneg ar wech-mañ. Dibunañ rae e frazennoù, goustadik, gant taol-mouezh ledan kostezioù Brest. “N’eo ket al loar hag ar baradoz e kinnigomp d’ar Vretoned, da re Bont-‘n-Abad evel da re ar c’hêrioù al. Ar pare drezo o-unan, ar pezh a dalvez muioc’h. En ur droiñ kein da Baris ha d’e lezennoù. Bras a- walc’h eo ar Vretoned da ren o danvez o-unan…” Edo Paol ha Joz o vont d’o zro. Ha Paol, en ur dremen, ha silañ war-du ar maer, stouet, o skrivan un dra bennak war un tamm paper : “Setu neuze, Tonton Laorañs, e vo kanet diwar hiziv ar Marseillaise e brezhoneg?” Sevel a reas ar maer e benn : “A, aze ‘oas ivez, va niz Paol ? — kerentiezh pell oa etre an div familh —. Ev gant yec’hed, debr kalonek, bouch d’ar merched, ha pourmen en da blijadur; kendalc’h, avat, da vevañ da vuhez da-unan, disoursi, er-maez diouzh ar reustl. Avi em eus ouzhit. En anv Doue, na lak morse da fri er politik.”

Daou chañs ral en doa bet Laorañs Larnikol en e vuhez. Unan a zeuas d’e gavout er miz kentañ eus ar brezel. Tapet en doa, o tec’hout gant e rujumant, un tu bennak etre ar Beljik ha Paris, ur bolod a dorras dezhañ un ufern. Biz bras e droad kleiz, gloazet ivez gant un tenn, a rankas bezañ troc’het. N’oa ket mat mui an den da ober ur soudard, ha kaset e voe d’ar gêr. Ar brezel, avat, a badas pevar bloaz. Eil chañs Laorañs Larnikol a zeuas da heul. En em lakaet en doa e koñvers an avaloù-douar. N’oa ket ret bezañ fin-fin, evit se, e-pad ar brezel. Nebeut a skriturioù a oa da zerc’hel. Peadra ‘oa kaout penn hag un tammig urzh. Prenet e veze an darn vuiañ eus e varc’hadourezh gant ar Gouarnamant, prenet, paeet uhel, hag hep koll amzer. Kaset e veze ar peurrest dar c’hêrioù bras, pa deurveze gant an Arme diouerin un tren bennak. Kement a ezhomm a oa a voued yach ha magadur ma veze paeet ar bagoniadoù avaloù- douar d’ar werzherien kerkent ha lakaet en hentoù. Bloavezhioù founnus evit ar goñversourien ; dreist- holl, pa soñjer ne choulenne ket, a-neuze, a n devezhourien goproù difeson evit kas sac’hadoù war o c’hein a-hed an deiz. Ma c’hounezas Laorañs Larnikol argant bras. Pinvidik a-walc’h e oa deut da vezañ, pa voe echu ar brezel, evit lezel e stal hag e vagazinoù gant unan al. Pas evit netra, evel just. Hag e lakaas sevel, war Menez-Yann, ur maner bihan, gant ur jardin, da vevañ diouch e rentoù, gant e ‘hini gozh’. Nebeut goude, avat, — evel se ‘mañ ar bed! — e reas ar brasan sotoni, — emezañ — en doa da ober en e vuhez. En em lakaat er politik. Setu penaos. Abalamour da c’houli e ufern, Laorañs Larnikol a gammike un disterañ, ha, dioush ret, e ranke bale war e bouez. Komz a rae evel ma valee, en ur gemer e amzer, hag hep c’hoarzhin nemeur. Un den sirius. Ouzhpenn, an den kran e oa deut da vezan n’oa ket otusoc’h, evit se. “Me zo evit ar beorien!” a oa unan eus e frazennoù boazetan. Ur slogan all a zeue gantañ : “Me zo republikan, me !” Komprenit n’oa ket diouzh tu ar veleien. Prestañ ‘rae gwenneien, hep bezañ re ‘hoc’h’ war an interest, d’ar priedou yaouank a felle dezho sevel ti. Hogen an holl a felle dezho sevel ti war-lerc’h ar brezel. Ha “monsieur Larnikol” du-mañ, ha “Toñtoñ Laorañs” du-hont. Gwelet mat, kenan-kenan. Pa zeuas ar votadegoù goude ar brezel, e asantas lakaat e anv war ul listenn… “da roiñ an dorn de barti da baseal.” Al listenn ruz e oa. Pa ouezas an dra, ez eas droug spontus en Ao. Kerdraoñ, person ar barrez, un den taer e wad d’an ampoent. Bodañ ‘reas ar pennoù bras hag harperien listenn an Urzh. “Ret e oa deoc’h”, e skandalas, “mirout ouzh hennezh da vont gant hon enebourien. Ret e oa deoc’h, zoken, trapañ hennezh diouzh ho tu, Gant hennezh, e oa ar chastell dimp, e-pad bloavezhioù hir. N’eo ket speredet, a-dra-sur ; leun eo a youl-vat, pezh a zo gwelloc’h. Gouzout a ra selaou an alioù… … Bremañ, aotrounez, e ouezit petra ‘chom deoc’h da ober.” Ya! gouzout a rejont petra chome dezho da ober. Biskoazh n’en dije kredet an den paour e c’helle magañ kement a sioù fall en e greiz. Ouzhpenn e c’hloaz-brezel, rebechet d’an “Aotrou Kamm-Ki-Pa- Gar”, e c’helled lenn war ar skritelloù, e melloù lizherennoù bras, gerioù a zivere diouto an dismegañs e-giz: “Nouveau Riche!” ha “Millionnaire!” gant gourdrouzoù seurt hemañ: “N’eo ket atav al laer a vez krouget!” pe c’hoazh: “An Azen e zivskouarn aour!” An dra-mañ da roin da c’houzout n’oa ket bet dastumet spered gant an den kement hag a vilhedoù- bank ! Ha Laorañs Larnikol a yeas gantañ, eus a bell, ar muiañ a vouezhioù er votadeg. Anvet e voe da vaer. Atav eo maer. Neuze e kouezhas war an dud ur walenn sabatuus. Dastum a raed gwenneien gant ar rozell, e kêr, war ar maez, ha kostez ar mor, pa welas ar Vro-Vigoudenn eskell du an dienez o ‘n em astenn izel-oc’h-izel war he choug. Ur moug. Hep kompren perak. Ker brav e oa frouezh ar mor, ker yach e oa frouezh an douar. En-dro deoc’h n’oa nemet chakodoù o c’houllonderiñ, dle o kreskiñ. E Pont-n- Abad e oa ar boch. E avaloù-douar? E ed ? E biz bihan? E zantelezh brudet? Al loened ? Marc’hadourezh-mir e labouradegoù ?… Danvez eus an dibab, koulskoude… N’oa mui a brenerien dezho, kaer e oa o c’hinnig, pe e veze ker bras distaol warno, ma oa gwelloc’h disternian ha dizarmañ. Unan-hag-unan e tisternied. Arboellañ ha tremen gant nebeut a zeuas da vezañ en- dro ur vertuz kaer. War ar maez, ez en em lakae an holl da vevañ war o feadra, hep nemeur a zispign. Tennet e voe ar yaouankizoù diouzh ar skolioù. Re ger e kouste peurechuin o deskadurezh. Martoloded ar Gelveneg, ha moridi ar porzhioù all, eus Sant- Gwenole d’an Enez Tudi, en em voazas muioc’h-mui da vont da deurel o rouedoù e-tal Kiberen, ar Groazig ha pelloc’h. Ma kavent gwerzh dereat d’ar peskerezh. Digêriñ a rae d’o heul o ziadoù merc’hed ha bugale. Hag e choment ahont a-hed ar bloaz. N’eo gour Pont-‘n-Abad, pa n’eus ket gounidigezh