br
Itron Varia Garmez P3
Kentañ hini a voe lazhet gant ar warded a voe ur vigoudenn gozh, bouzar ha dinoaz. Tremenet e oant d’an daoulamm ruz, e-giz ar gurun. War o lerc’h, e voe dastumet, faoutet he fenn gant un taol pav marc’h, er gwad o poulladiñ war ar pavez, ar paourkaezh maouez kozh. Gouzout a reas an dud hec’h anv gwirion, o lenn, antronoz, war ar c’hazetennoù, keloù an darvoud : Anna Louiza Kerlorc’h, intañvez Per-Mari Moal. Gouezet e voe ivez e oa oadet a driwec’h vloaz ha tri- ugent. Dre ma oa krommedik he c’hein, Anna Gerlorc’h a oa, evit an holl, Naig Kein Aour, pe c’hoazh Nana Vihan kein-Grilh. Ouzhpenn hanter kant vloaz a oa e oa aet da anaon ar charretour Per-Mari Moal, he den. Bevañ ‘rae outi hec’h-unan, oc’h ober he c’halebeutenn hec’h-unan, e porzh Herri Gwichaoua, mestr-toer ar Ru Jean Jaurès, e-kichen an Ti Moged Gren e oa chomet daoust d’hec’h oad, ha ne choulenne ket klevout nevez eus ospital ar re gozh. A-hend-al, avat, n’he doa ket nemeur a zarempred gant amezeien ar c’harter, rak pounnerglev e oa deut da vezañ, evel ma klemme. Komprenit e oa bouzar- kloc’h. Ar yaouvezh-se ta, war dro div eur, e tiskenne Naig Kein Aour, war he c’hoef-blev hag he chaosonoù, dre-biou ar C’hastel war-du Koed Mene-Bihan. Edo o vont da zastum ul liñseriad delioù pin. N’eus ket par d’an delioù pin kras da zisklaouañ tan pe da zerc’hel ur flamm ingal dindan ur billig, M’en dare hag e ouie zoken, siwazh dezhi, e oa reustl e kêr, dre ma’z ae gant he hent, piltrotaik ha lostenn verr, gant he liñser-rouez hag he rastell. Edod gant an trede devezh grev. Ar warded a oa bet kazarniet o strolladoù e korn pe gorn, dezho da c’hellout lammat kerkent ha galvet war dachennoù ar reustl. O c’hefridi a oa diwall Savaduriou-Kêr, ha mirout ouzh an dud da engroezan war an hent. Kerkent m’en em vode daou pe dri gi e korn ur ru, ul lamm war varc’h, ha d’ar c’haloup d’ober dichou’ dezho ! Setu m’en em zalche, war c’hed dalc’hmat, ur strolladig gwarded, e porzh ar C’hastell, a-dreñv goafiou houarn ar porrastell hag an nor vras, houarn ivez, sarret bremañ dalc’hmat. Dialc’houezet e ranke bezañ an nor bep tro ma c’houlenned digor evit pignat da vurevioù an Ti-Kêr. Ha ret e oa lavarout petra edod o vont da ober. Ar roñsed, dibret, ha stag o fennoù ouzh moger ar c’homiser, a oa troet o lost d’an Ti-Kêr. A-ispilh edo ar sabrinier ouzh kostez kleiz an dibr. Strobet e oa ar fuzuilhoù, e-kreiz ar porzh, e renkennadoù reizh. Ar warded, o-unan, tok-houarn war o fennoù, gouriz-er gant sac’hig ar revolver o stardañ dre an dargreiz o mantili du mezher tev, hag heuzoù ler-du en-dro d’o c’hofoù-gar, a oa eno ivez. O vutunañ. O vont ha dont, pounner o c’herzhed hag habask. Pe o c’hoari c’hartoù, war diri mein debret an Ti-Kêr. Anezho gwazed etre pemp bloaz warn-ugent ha pemp ha tregont, maget mat, bagol, reut en o dilhad. Astenn a rae ar C’hastell a-us dezho e dalbenn mein- benerezh kozh, uhel ha ledan, toullet ennan un niver bras a brenistri ec’hon. Ar warded, hep gouzout dezho, a-hend-all, rak n’o deus ket da vezan desket war istor an amzer gozh, a rae, er porzh aze, evit an Urzh, seurt m’eo diazezet war al Lezenn, ar monedone a rae, gwechall, evelto, soudarded all houarntoket ivez, o tiwall gwirioù ha danvez baroned ar Pont, mistri ar vro. Ne lavarent ger da zen, ha koulskoude n’oant ket gwelet mat. Dizrouk a-walc’h e oant bet lesanvet ‘Bugale Vari’. Ne reas ket berzh al lesanv. Kavout a rae d’ar wazed e vije bet dereat o Skoachañ. Rak traoù a zo hag a zo hegas ar gweled anezho. Hag evel m’edont aze, gant o roñsed, o Sabrinier hag o fuzuilhoù, e porzh ar C’hastell, edont dindan sel kement gour, da lavarout eo, dindan sel an holl, a bigne en tour, en tu-mañ d’ar porrastell, da sal Emglev ar Vicherourien : “Aon a oa e vije bet lakaet an tan er C’hastel ganimp..” e skrogne ar baotred a-wechoù. Bugale ar skol hag ar bigoudenned yaouank a istribilhe ouzh ar barrinier houarn da selout outo. “Che, siwazh ! n’eus ket unan a feson en o zouez”. lavare ar merc’hed, gant ur souezhenn. “Biskoazh seurt bandennad plouked !” “Moñsieu’ ! hep là-bas, moñsieu’!…” Da gentañ e tostae ar ‘moñsieu’, faro a-walc’h, rak koantik ouzh e zoare e kave ar merc’hed bigoudenn ; c’hwibanat a rae — gouzout a reer farsal ! — an tonig brudet : Be’ “po, pe ‘po ket ur vigoudenn, ur vigoudenn.. “Pourquoi faire vous âvez un châpeau en fer ?” “Qui ?” “Quoi ?” a c’houlenne ur gward all o tostaat d’heul egile, ouzh brañsell laez e gorf. “Koa ! koa ! hemañ a lar koa ‘giz ar brini.” “Beñ oui, quoi ! oui, qui ! piv ? quoi !” Kalz Bretoned a oa e-touez ar warded ; ha gouzout a raent brezhoneg. “Koa, piv! koa, piv !” a c’hoapae ar bigoudenned. “Per Fifiou ha ‘n eus lakaet e votoù neidaglioù.” Hag e tec hent en ur c’hoarzhin leizh o dent gwenn. Naig Kein Aour hi, a fuste, ruzik-chaosonenn-rez, gant he liñser-rouez hag he rastell, dre draoñ al lenn hag ar C’hastell. Gwazed ha merc’hed a oa, e-giz d’ar sul, o hastout, eus o zu, dre-biou Meilh-Vras ar Minor, etrezek Penn-ar-Pont, hag hent Kemper. “Emaoc’h o vont ‘ve’ da glevout prezegenn Cachin, Naig?” a daole dezhi, en ur dremen, ur vandennad paotred yaouank. “Dav mat eo”, a responte chichantik ar gozhiadez. “Act e oan berr gant va delioù pin.” Troin a rae ar baotred dre gorn ar pont, war an tu Keiz. Ha Naig, aet hebiou d’an tour, a droc’he war- ceun etrezek ar c’hae. Trumm, ken na oa trumm, en em daole ar baotred en daou du d’an hent. “A, gast ar baotred ! Atav prest da c’hoari!” he doa amzer Naig kozh da soñjal. Prim-tan, e oa difoupet, a ru Gereon, dre-biou an tour, war du ar pont, ar warded war varc’h, d’an daoulamm ruz. Hioup! Ken na chintre luc’hed diouzh ar vein. Ha strap ar gurun. Hag e ruilhas Naig Kein Aour war ar pavez ouzh stlap he c’horf, hi diouzh un tu, he rastell hag ur chaosonenn diouzh un tu all, dindan treid ar mirc’hed. Amzer sarrin ho taoulagad ! Nhaller ket lavarout he doa bet droug, ar gozhiadez kaezh, a-raok tremen. Daou-hanteret e oa bet he fenn, e-giz ur grogen graon, gant un taol hourn march. Hep m’he devoe klevet na gwelet mann. War a voe lennet war ar c’helaouennoù, e oa bet disac het ivez poul he chalon gant un taol pav all, hag ouzhpenn e voe kavet dezhi un ufern torret. Muioc’h eget ma ‘z eus ezhomm evit lazhan ur vaouez kozh. Gwad a-walch a voe ranket atav gwalchin war ar vein, gant sailhadoù dour. Ur gudenn diaes he dirouestlañ ouzhpenn en em ziskoueze bezañ evit an Enklaskerien gouzout penaos e oa bet torret hec’h ufern ganti: en ur gouezhañ pe ivez gant un talm. Un dra, avat, a vo kredet gant an holl: seurt darvoud n’oa bet na klasket na gortozet. Gant ar warded nebeutoch eget gant den. Hogen chom a reas an holl mantret gant ur seurt marv kriz. Hag e teue an dour en daoulagad gant an druez. En e sav edo Laorans Larnikol, ar maer, e dog war e benn ha prest da vont d’e verenn. Per-Yann Rafalen, an eil-vaer, a oa er burev ivez; ha, mall gantan o lakaat urzh e paperennoù strewet war e daol, a-raok sevel, an Ao. Born, sekretour kentan an Ti-Ker. Taolet en doa ar maer e sell dre ar prenestr. Evel staen e lufre dour yen al lenn dindan an oabl izel. War ar pont e oa monedone dibres, gant gwazed dreist- holl. Lod gant podigoù, lod all gant ur voutailh skoachet en un tamm kazetenn. Bet o kerc’hat, pe o vont da gerc’hat, en ospital ar re gozh, o loa-bodad bouilhons tomm. Tavedek-oc’h-tavedek e oa deut Laorañs Larnikol da vezañ, abaoe m’o doa disterniet e gengêriz diouzh o labour. Fiñval a reas an taol-mañ e vuzelloù gant ur souezhus a daolenn en em lakaet dirak e zaoulagad, e korn ar Veilh-Vras. “Deuit da welout na fichet eo Gabrielig Soaz Traoñ an Aod,” e lavare. “Gwisket en deus e zilhad-eured, mar plij.” “Sur a-walc’h, n’en deus mui netra al da lakaat war e gein.” Sklintinañ ‘reas ar bellgomzerez. “Alo, ya ! amañ ar C’hastell, an Ti-Kêr. Ar maer e- unan, ya!… Ya! ya! klevout a ran. Salud deoc’h, aotrou Prefed !” Teurel a reas ar maer ur sell chigardet ouzh e is- vaer, hag ouzh a n Ao. Born. Astenn a reas e vourrenn, dre ma kinnige ur selaouerez d’ar Rafalen. Ar vouezh, ahont, e Kemper, a lavare : “Penaos e tro an traoù ganeoc’h, e Pont-‘n-Abad ?” “Gouzout a rit, aotrou Prefed ; an dra vantrus…” “Ya! ya! seurt darvoudo ne defent ket c’hoarvezout. Hegas ! hegas !” “Da ziv eur hanter e reer interamant ganti.” “A! da ziv eur hanter ! Fiziout a ran ennoc’h, aotrou maer, ma ‘z ay pep tra reizh hag en urzh.” “Dizurzh ne vo ket. Amañ ez eus doujañs evit ar re varv.” “A-hend-all, ar warded war varc’h…” “Ho kwarded war varc’h… heu !…” “Lavarit din. Na rit ket re a vrud en-dro da interamant ar vaouez kozh.” “E c’heller kontañ e vo kêr a-bezh da heul ar c’horf.” ”…” “Un emglev a zo bet: mont a ray ar veleien dirak, hervez ar c’hiz. Ar bannieloù a vo daou anezho en daou du d’an arched, hag unan a-dreñv.” “Peseurt bannieloù ?” “Hini ruz ar gomunisted, hag hini ruz ar sosialisted.” “Hag a-dreñv?… Neo ket dereat, klevout a rit, lakaat a dreñv an drapo trikolor.” “Ne vo ket lakaet a-dreñv an drapo trikolor, aotrou Prefed, rak ne vo da heul korf ar vigoudenn gozh drapo trikolor ebet. No deus ket fellet dezho…” “A, bravoc’h choazh! Drapo du an anarchisted, marteze, neuze! A, bravoc’h c’hoazh !” “Nann, aotrou Prefed! ur banniel gwenn-ha-du, banniel nevez ar vro, o deus lavaret ar baotred yaouank. ” “Petra! penaos! c’hwi! banniel an otonomisted en un interamant?… Kollet ho penn ganeoc’h, e Pont- ‘n-Abad?.. Men difenn krenn, nom de Dieu! klevout a rit ? krenn ha kras, Larnikol.” ”…” “Re hir ar gaoz en orjalenn. Me ho ped da zont dizale betek va burev amañ, ma vo komzet ervat. Sell aze ur van evit kas ur gozhiadez d’an douat !” “Aotrou Prefed, ar vaouez kozh am eus lavaret deoc’h e vo hec’h interamant da ziv eur hanter. Ne’m eus na karr-tan na tren war-du Kemper, hag a’m degase en-dro da Bont-‘n-Abad abred a-walch evit an interamant.” “Kemerit un taksi.” “Nann.” “Petra ?” “Ne ‘m eus ket argant da zrouziviañ.” Laorañs Larnikol, prennet e vuzelloù, a o a bet laosket ar respont gantañ gant ur vouezh yen. Echuiñ a rae, en ur grozmol voud : “Marteze, memes…” Harzhal a reas egile ahont : “Me ho kortoz e Kemper, klevout a rit, ha diouzhtu, aotrou maer. Kas a ran va c’harr-dre-dan d’ho kerc’hat. Neo ket war zigarez un interamant e c’houzañvin dizurzh en ho kêr, pe me n’eo ket Romanetto va anv.” Hag en ha krennañ ar gaoz, sec’h. Sellout a reas Laorañs Larnikol ouzh Louizig Born hag ouzh Per-Yann Rafalen. “Sell aze un ton all!” emezan a-benn ur pennad, goude m’en devoe skrabet e fronell zehou. “Petra rafes e’m flas, te, Per-Yann ?” “Ne filfen ket gantañ.” Pa voe erru hanter-hent Kemper, e kildroioù traonienn lenn Gourvarc’h, e taolas evezh, en un taol, Laorañs Larnikol e oa aet kuit gant e zilhad pemdez, hag hep trochan e varv. Ober a reas un hej d’e skoaz. Hag e sellas a-dreuz gwerenn ar c’harr-tan ouzh lenn Gourvarc’h, sac’het don etre diribinoù serzh ar gwaremmoù, goloet gant gwez pin. Hej-dihej a oa korzennoù hir ar pennduennoù gant an avel-sil, hag an dour, un dremm riel dezhañ, a rede war e c’horre hirisadennoù du, diouzh ma c’hwezhe ar gorventenn. Respont a rae kleier kreisteiz an eil re d’ar re al, dindan ar c’houmoul-glav, pa ziskennas maer Pont n- Abad diouzh ar c’harr-tan, ur pezh gwetur du ha lufrus anezhañ, e traon diri treuzoù dor vihan ar Prefektur. Tennañ ‘reas war e anal, ha pourmen a reas e sell, ur reuziadig, war delioù nevez maroñsennou an Odet, sko aze, en tu all da ziv gael houarn ar froud. Sellout a reas ivez, rak n’en doa ket mall mont tre, ouzh daou dour uhel ha mistr iliz-veur Sant-Kaourintin, eeun dirazañ, du o mein en oabl moret. Ha goude ouzh ar pavez mouest. Trouz a oa en-dro dezhañ gant hiboud ar stêr, hag ar c’hirri diniver war ar vali, ha sonadeg er c’hafediez bras. Maer Pont-n-Abad a oa ur porzhier ouzh e chortoz, galoñsennou alaouret war e gasketenn, ha nozelennoù alaouret war e chupenn c’hlas-du. Ha maer Pont-‘n-Abad ha mont da heul paoti an nor. Moñs an tamm anezhañ, ha prest, evel ma lavarer, da zistroiñ an torzhoù d’ar gêr. Edo azezet ar prefed Romanetto ouzh un daol vras, kichen unan eus prenistri e vurev: ur sal uhel, ledan, nevez-flamm ha koaret ar plañcheiz anezhi ken na lintre. Sevel a reas, — un denig sec’h ha bev e oa, - kerkent ha m’en doa en em ziskouezet Laorañs Larnikol e toull an nor, hag eñ ha divale d’e zegemer, astennet e zivrec’h, ha, war e ziweuz, e vousc’hoarzh an hegaratan. “Va maer ker,” e lavare, “deut oc’h buan! Azezit ! Hag e lakae an den en ur gador-vrec’h ler en e gichen. “Mont a ray ur berad porto ganeoc’h, moarvat ! A! feiz !” Hag e c’hoarzhe kannad ar Gouarnamant a galon vat. “Ni a zo bet darbet dimp en em dagañ en telefon. Ne gav ket deoc’h eo luik a-walc’h an dra ?…” Lakaet e oa bet ar porto gant paotr e chaloñsoù aour. Merzhout a reas maer Pont-‘n-Abad e kammike un disterañ, ha dougen a rae war e chupenn ur seizennig ruz. “Chañs en deus bet hennezh e-touez ar re all”, , noa ket Toñtoñ Laorañs evit mirout da soñjal. “Rak gant e chouli brezel hag e Légion d’Honneur’ en deus kavet, d’an nebeutañ, ur plas sur.” “Yec’hed dimp!” a lavare ar prefed, en ur gas e werenn d’e vuzell. “Evit gant yec’hed!” a drugarekaas ar maer. Hag ez. evas ivez. Kendalc’h a rae ar prefed : “Setu neuze emaint e soñi ober lidoù bras war zigarez ar baourez kozh-se ?… A-viskoazh co bet brudet ar Vretoned evit an doujañs a vagont e-keñver relegou ar re dremenet hag o anaon. Kaerat doujañs, kaerat doujañs, enor ur bobl !… Hiziv, avat, va maer ker, e lavarin deoc’h, gant keuz, rak, me oar mat eveldoch eo rimadelloù didalvez ar pezh a zezreveller dimp, me ‘lavaro deoc’h, avat, eo treuzkemeret an obidou-se gant ar Frañs a-bezh… hag an Europ, zoken.” Tonton Laorans a oa e zaouarn gantan war bennoù e zaoulin : “Gant ar Frañs a-bezh ?” emezañ. “Hag an Europ zoken ?…” “Ne lennit ket ar c’helaouennoù ? Gant lizherennoù brasoc’h-brasañ e tennont evezh o lennerien war mennozioù an dispac’herien, emaoc’h-c’hwi, den sioul ha didrouz mard eus, en o fenn.” “O! o! Me zo maer Pont-‘n-Abad, netra muioc’h : ur gêr diaes da gas en-dro. Sabatuet on va-unan, ne nac han ket, penaos eo deut a-benn an druez…” “An druez ?” “Ya! an druez ouzh ar vaouez kozh lazhet, - marteze ivez an droukrañs ouzh ar vuntrerien, - da unaniñ va c’henvroiz holl gwitibunan. Morse n’eus bet gwelet e Pont-‘n-Abad seurt emglev. Ne bado ket, siwazh, pelloc’h eget dor ar vered. Pe… “Nann, aotrou maer, n’emaomp ket ganti, nemet ha livan rafec’h ho mennozioù… Selout a reas al Larnikol ouzh an Ao. Romaneto gant ur sel iskis, ha souezhet war un dro. Mont a rae ar prefed gant e erv, primoc’h : “O, me’ oar, me ‘oar ez eus ac hanoch un den leal. Ha skuilhet hoc’h eus, hep marc’hata, ho kwad war dachenn an emgann. Hogen, n’o deus ket an hol fiziañs ennoc’h evel ma ‘m eus, me. Ret eo bet din ho tifenn e Burevioù Ministr an Diabarzh.” Laorañs Larnikol e tibrenne goustad e vuzelloù, gant ar souezh o kreskiñ. “Un notenn a’m eus bet, ya, digant ar Ministr e- unan diwar-benn interamant ho maouez kozh.” “Ra vije bet evit kas argant da sikour hon dilabouridi !” “Keal ebet, evit ar pred, ha penaos e c’hellfe bezañ? Rebechin a reer deoc’h - hag aze ‘mañ an dalc’h - bezañ en em lakaet da heuliañ — an notenn a lavar : e penn! - gwashan enebourien ar Frans. Setu, a-barzh kaout gwenneien…” An taol-man e reas Tonton Laorañs daoulagad- kelch. Hag ar prefed : “Anaout a rit ar Vretoned Nevez gant o banniel gwenn-ha-du ?” “Ya! Deut int meur a wech da zisplegan du-man o relijion dindan ar C’hoc’hu, evel an holl bolitikerien all. Ha neuze ?” “Den kaezh, gwashañ enebourien ar vro, setu petra eo ho Pretoned Nevez, gwashoc’h eget an dorifor e- keñver hoc’h avaloù-douar, treitourien en em silet en ho touez, hag a zo o mennad rannañ Bro-Vreizh diouzh ar peurrest eus ar Frañs. E-keñver drougiezh ar re-se, — diskennidi ar Chouanted, — eo dizañjer levezon Moskow, e-unan. Moskow, eñ, a zo douget d’ar Frañs.” “Ma tegasont labour dimp-ni, Bretoned…” “Nhoc’h eus ket, c’hwi, republikan, d’ober bod dezho.” “Ne ran ket bod dezho.” “A! aon a’m boa bet ouzh ho klevout er bellgomzerez. Meizet a’m boa a-dreuz… Setu n’eus etrezoc’h-c’hwi, maer Pont-‘n Abad, ha kañfarded ar banniel gwenn-ha-du, emglev ebet ?” “Emglev ebet.” “A ! ma vije ret krediñ ar c’helaouennoù…” Stouiñ a reas an Ao. Romanetto holl laez e gorf war an daol melen-lufr. Astenn a rae e ziv vrec’h diouzh tu Laorañs Larnikol. Laouen a oa e vousc’hoarzh : “A! va maer ker”, e lavare, “eürus oc’h-c’hwi en ho kornig. N’hoc’h eus da blediñ nemet gant ur gomun, ma’z oc’h anavezet, doujet ha karet, ya, karet gant an holl, ha n’eo ket sammet ho skiant gant preder ar Politikerezh bras. Me ‘oar ned a ket pep tra en-dro en ho komun evel ma terefe. N’hoc’h eus ket, avat, eveldon, ar Prefed, un troad, ul lagad, ur skouarn e Paris, hag ar peurrest eus va c’horf ha va spered amañ e Kemper pe e korn pe gorn eus an Departamant sant kudennoù da ziluzian, hag oc’h eveshaat dalc’hmat ma chomo reizh pep tra hag en urzh. Kavout a reomp Pennoù-Fall, re alies, ha strebot ha skoilh war hon hent. Kavout a reomp ivez, gant trugarez, skoazellerien leal, uhel o ene, gwir servijourien ar vro, e-touez maered hor Finistère. C’hwi, va maer ker, a zo bet, evit ar wech, heñvel ouzh ar re wellañ, hag en ho komun un harp divrall d’ar Republik. An taol-mañ adarre, e tiskouezot ho lealded, e- keñver ar Republik, e doare ma ranko tevel evit mat an tamallouigoù displijus a steuer diwar ho penn…” ”…” “En ur ober eus interamant ar vaouez kozh un interamant dereat, hervez kalon an holl.” “Hervez kalon an holl e vo, pa vo holl dud Pont-‘n- Abad ouzh heul ar c’horf.” “N’eur ket evit mirout, ha ne glasker ket mirout ouch neb a gar mont betek ar vered da heul arched un den marv. Ur goulenn a ran diganeoc’h, avat, en anv an urzh, en anv brud vat Pont-‘n-Abad, va maer ker ! Grit ma ne vo ket gwelet liv banniel ebet, na ruz, na gwenn-ha-du, nag arouez politikel ebet. Ho maouez kozh, hi, ne rae ket a bolitikerezh… Ha displeget e’m eus deoc’h levezon noazus ar beanved en em vod dindan al livioù-se. Ne choulennin ket diganeoc’h zoken lakaat en o flas arouez nemeti ar Frañs, an drapo trikolor. Aesoc’h a se e vo deoc’h roin hoc’h urzhioù…, dreist- holl, peogwir e anzavec’h bremaik n’oc’h na dalchet gant an dispac’herien-se na douget dezho.” Disabatuin a rae Tonton Laorañs, bep a damm : “Ne’m eus lavaret netra seurt-se”, e respontas. “Ne’m eus ket da vont enep unyoul va c’henvroiz. Ha mennet o deus kaout ar bannieloù ruz ha gwenn-ha- “Penaos? War zigarez kas ur chorf d’an douar, e asantfec’h e vefe graet eus al lid-kañv un dichekadenn bolitikel ouzh al Lezenn hag ouzh ar Frañs ?” “Buanoc’h graet e vije bet o lezel he buhez gant intañvez ar Moal. Ne soñjen ket, avat, e vije aet den da glask luziadennoù keit all.” “Ret eo gwelout pelloch eget penn ar fri, p’en em emeller da ren ar re all. Pe oc’h kaset hoc’h-unan dre ar fri. Va c’hredit, aotrou Larnikol, h o Pretoned Nevez hag o c’heneiled, Dispac’herien ha Paotred an Drailh a bep ment hag a bep liv, n’int ket chaletoc’h gant ho pigoudenn varv eget ma ‘z on, ma kredan lavarout. Ned eont d’hec’h interamant nemet evit kaout digarez da zisplegañ o filhennoù ruz pe gwenn- ha-du, evit kaout un digarez da ober reuz.” “Mhenn tou, ur wech ouzhpenn, aotrou Prefed, nem eus ket gwelet reuz biskoazh, en un interamant, et Vro-Vigoudenn. Me ‘bromet deoc’h ne vo ket reuz ar wech-man c’hoazh.” “Nann, a-dra-sur, ne vo ket reuz ar wech-man c’hoazh, aotrou Larnikol, rak difenn a reot ouzh ho kengêriz da zisplegañ o bannieloù. Un urzh eo a roan deoch, me, ar Prefed.” “Me zo maer, anvet gant ar bobl.” “Ha me zo ar Prefed, kaset aman gant ar Gouarnamant, da virout ouzh ar bobl hag ouzh he maer da ober sotonioù.” Savet e oa an Ao. Romanetto. “Va ‘veto’ a lakaan, me ar Prefed, war ho pannielou. Keit ha ma vin amañ, ne vo ket izelaet, en Departamant, ar Frañs hag an drapo trikolor.” “Me zo maer, anvet gant ar bobl”, a lavaras en-dro Laorañs Larnikol, o sevel ivez. Krizet a oa e dal. “Nann, c’hwi zo ac’hanoch Laorañs Larnikol nemetken. Kemer a ran ar stur, me va-unan, pa ‘m eus galloud d’en ober. Ha ganin-me e troio pep tra eeun-hag-eeun, kredit hardi ! Kenavo, Larnikol. Pa erruot er gêr, e vo ul lizher siellet ouzh ho kortoz hag o kemenn deoc’h ez och, abalamour d’ho tisentidigezh, torret, adalek breman, hag e-pad daou viz, diouzh ho karg a vaer.” Abaoe ar mintin abred, kleier Karmez ahont a gase a-dreuz an oabl izel klemm gorrek o son-kañv. Skourradoù lukachenn yen a rae o stlibig war ar ruioù, bep ar mare. Un estlamm, penaos en doa en em lakaet an amzer diouzh liv ar speredoù. Rak kañv a oa er speredoù gant marv Anna Louiza Kerlorc’h, intañvez Per Mari Moal. Paourkaezh Kein Aour ! truez e oa outi, muntret ma oa bet dre fazi, gant hern kezeg ar warded. M’o doa “difennerien an urzh” ur paourkaezh bougar da zibab evit “ober ur skouer”, n’eo ket ouzh hounnezh o doa d’en e m g e m e r n’oa ket kenlodek en Dilabouridigezh, zoken. Droug a oa en holl ouzh Nerzh Dall ar Warded. Ha lakaat a reas Pont-‘n-Abad ober d’e gengêriadez un interamant a gentañ klas : obidoù bras an iliz evit netra a-berzh ar barrez, ha mizoù all an douaridigezh war gont ar Gomun hag ar C’hevredigezhioù. En em glevet e voe ivez e tremenfe an ambroug-kañv dre straed ar C’hastell, evit mont d’an iliz dre-biou kreiz- Ploum !… Ploum !. Ploum, ploum, ploum !. Paol Tirili a reas ur mell lamm. “Gast, dija !” Sellout a reas ouzh e eurier : div eur hanter. “Mamm,” emezañ, diwar e laez, dre doul diri ar gegin. “It atav ! Me’ sarro an nor.” Ploum … Ploum !. Ploum, ploum, ploum !. Edo an interamant o loc’hañ, traon ar ru Jean- Jaurès, diouzh porzh ar Gwichaoua. Trouz boud an taboulinoù a dostae goustad. Klevout a reas ar c’here sklokadeg sokoù e vamm war mein ar gegin, goude ur fri sec’het, hag an nor- wer o tigorin hag o sarrin. Hag e tostae an daboulinadeg, kañvaouus. Ur gwask d’ar galon. Hag oc’h eilañ ar son lugudus, sklint kloc’h bihan ar masikod. Neuze, pifoù paotred ar jim, ha pedennoù kanet gant ar veleien. Paol Tirili a stardas klok en-dro d’e c’houzoug e skerb gloan, hag a wiskas e vantell domm. Diwar dreuz e zor, e welas neuze o tremen hep difrae dirazan interamant Naig Kein Aour. Bugale ar skolioù gant o mistri hag o mestrezed, en daou du d’an hent, o tiskenn davet traoñ ar C’hastell. E-kreiz an hent, paotrig ar c’hloc’h bihan, gant e soutanenn zu, giz ur beleg, ha gant e sailhig dour benniget. Ouch e heul, douget gant gwazed yaouank, an holl groaziou, an hini aour zoken. Goude, e renk, paotred ar jim ruz ha paotred ar jim glas, gant o zaboulinoù, o chleronoù, o fifoù. War-lerch e teue beleien ar barrez: an aotrou Kerdraon gant e zaou gure, an aotrounez Abgrall ha Kilivere, hag un niver bras a-walc’h a veleien gozh eus ar Gouent, war o surpilizoù gwenn. Ha tennet gant daou varc’h du, goloet o chein gant liñser du e zaeloù argant ar C’hañvoù Meur, ar wetur zu a zouge arched Naig Kein Aour. Un archedig bugel, — rak ar gozhiadez n’oa ket kalz a dra diouzh he c’horf maouez… — ken na oa evel pladet dindan ar mel kroaz wenn ledet war ar golo. Merc’hed bihan bigoudenn a valee en daou du gant ar c’hurunennoù hag ar strobadoù bleunioù. Pep a c’houlaouen ganto en o dorn kropet, peder bigoudenn gozh a oa bet lakaet da zougen korn al liñser. Peder bigoudenn ken oadet hag o c’hamaradez varv, garanet don o dremm kramennet, ha kruket o choug dindan o mantell-gañv, du e-giz an noz. Ouzh o ambroug, en daou du d’an arched, ur banniel ruz echon gant pevar faotr yaouank war o fenn noazh, en-dro da bep douger. A-dreñv d’an arched, e teue ur banniel gwenn-ha-du e liv, ouzh e ambroug ivez pevar faotr yaouank. Stlakal a rae o flegoù gant ar skourradoù avel gleb. Diouzhtu war-lerc’h ar bannieloù e teue, gant un nebeut a gerentiezh da Naig kaezh, Laorañs Larnikol hag e guzulierien. Evit an holl e oa Laorans ar maer day. Hogen Toñton Laorañs n’oa ket e skerb en-dro de zargreiz. Aotrounez kêr, notered, medisined, konversourien vras, ar re n’oant ket dindan ar Gouarnamant, a oa deut ivez, hag engroez ar wazed gwisket ganto o dilhad sul. En em silañ ‘reas Paol en A-dreñv ar wazed, e tiskenne goustad, henvel ouzh un eonenn wenn-kann, koefoù uhel ar merc’hed bigoudenn war ur mor a zilhadoù voulouz du. Ur mor a dud. Ploum !. Ploum !… Hediñ a raed al lenn, war an dorn kleiz. Edo erru bugale ar skol hag ar masikod gant e gloc hig e traoñ ar C’hastell ; sonn e oa ar savadur ramzel, aet du e vein-benerezh gant ar glav, hag e bikol tour tev, uhel- uhel, war an dorn dehou d’an hent. Klevet e voe kanennoù latinek ar veleien. “Hag ar yec’hed, Paol?” a c’houlenne Fañch Dilosker digant e amezeg. “Anoued e’m eus atav. Ne welez ket va beg liv krampouezh Kemper ?…” ” ‘Teus ket liv brav. Nemet ‘benn an hañv…” “Ne deu ket buan. Da c’hortoz, ne ran tra ‘bet eus va bizied… Petra’ zo ?” Chomet e oa gwetur an arched a-sav. Sevel a rae safar a-douez an engroez, an eil o tic’houzougan dreist skoaz egile, eus kostez ar C’hastell. Mont a reas Paol da harpañ ouzh mogerig al lenn, rak grad en doa kavet gant an arsav, ha keuz en doa da vezañ aet diouzh ar gêr. Laorañs Larnikol ha Per-Yann Rafalen, e is-vaei, goude kuzhulikat, a loc’has war-raok, da vont da welout. E traoñ an tour, edo a-sav ar masikod gant e gloc’hig hag e sailhad dour benniget; a-dreñv e gein, dougerien ar c’hroaziou. Dres er c’hroazhent m’he doa Naig Kein Aour ruilhet e-giz ur volotenn, tri devezh a-raok, dindan treid ar roñsed. Dirazo, war deir renkennad, o stankañ an hent war- du kreiz-kêr, ar warded war varc’h, tok-houarn war o fennoù dalc’het gant ul lerenn dindan o chink, hag o fuzuilh a-dreñv o c’hein. Sonnet ‘kreiz an avel-sil. Ar c’habiten Simon, koulz lavarout hep fiñval e vuzelloù, a daolas ouzh Laorañs Larnikol : “Difennet mont dre greiz-kêr. Urzh ar Prefed !” ”…” “Dre ar c’hae.” An hent, end-eeun, edo ar vaouez kozh o heuliañ, pa oa bet lazhet… Tonket e oa dezhi ober ez-varv an hent he doa pennadet ez-vev war-du koadou an delioù pin… Ne gave Toñton Laorans respont ebet, ken souzhet e oa. “A, gast!” a c’hrozmole Per-Yann. “A, gast, avat!” Chom a rae berr ivez an den gant e gomzou. “Skarzhit alese!” a gemennas an ofisour. Dedostaet e oa aotrounez an interamant, ha, nebeut-ha-nebeut, en em zastume ar wazed. “Stanket eo ‘ve’ ru Moisan”, eme ur c’hrennbaotr. “Bet on o welout.” “Skarzhit !” “Petra! Goude lazhañ dimp hon tud, mirout ouzhimp da ober ganto interamant diouzh hor c’hoant. Difenn ouzhimp hor ruioù zoken. I che, lorgnez ! I che, loened brizh!… Ma n’eo ket ur vezh !. Etre feukiñ, sabatuin ha taerin e save tousmac’h, lusk ha keflusk en engroez. Chwitelladennoù a skiltras. Prennet e vuzelloù, gwenn e zremm, ha sonn war e varc’h, ar c’habiten Simon a daolas un trede gwech : “Skarzhit !” Ha setu ma tigoras an engroez. Krog e pennoù an daou varc’h, ar baotred o doa degaset ar wetur-gañv dres dindan fri kezeg ar renkennad kentañ gwarded. “Ho sabrinier!” eme, krenn, ar c’habiten. Holl a-unan e tic’houinas ar warded o sabrenn. N’eo ket evit saludin an hini varv e oa, rak kendalc’h a rae mestr ar soudarded : “Evit ar wech diwezhan, it gant hoc’h hent !” Goustad, goustad, ez eas ar wetur war he c’hiz, dirak selloù mantret an dud. Tavet e oa an holl, nemet an avel gleb ha yen a yude e korn ar Veilh-Vras eus un tu d’ar c’hroazhent hag a-hed mein ramz tour ar Chastell, en tu-mañ. Hag e reas tro ar wetur-gañv hag e teuas war-gil, ar wech-mañ, den em lakaat adarre e-tal mogeriad ar warded war varch. Ken na voe sko an arched e fronelloù ar roñsed Tarzhañ ‘reas hopadennoù fuloret a-douez an dud : “Chastre !…” “Kigerien an diaoul !…” “D’ar galeoù !…” Ar baotred, avat, o doa disterniet o jav hag a yae kuit ganto. Krenañ raent gant an droukrañs. “Lazhet eo bet ganeoc’h ; diwallit-hi.” Ha setu ma tavas en-dro ar yudadeg, pep a damm. An Aotrou Person hag e veleien, dremmoù glac’haret dezho, a oa dedostaet ouzh ar c’horf. War o seulioù edo ar masikod gant e sailhig dour benniget. Tostaat a reas d’o zro an tri banniel. “Kyrie eleison…” e kanas an Ao. Kerdraon gant e vouezh kozh o krenañ. ” … Pater noster…” Pedennoù ar re vary, kanet en iliz, kent neuze, edo o vont d’o chas davet an nenv, evit ene ar gozhiadez paour, e-kreiz ar ru, dres el lec’h ma oa bet drouklazhet. Storlokañ rae lien ledan ar bannielou. Ar wazed o doa tennet o zokoù, hag ar merc’hed a rae sin ar … Et ne nos inducas in tentationem…” a gane an Aotrou Person. “Sed libera nos a malo. Amen.” a daolas an holl veleien, a-unvouezh, keit ha m’en em lakae an Aotrou Person da ober tro an arched, o teurel warnañ dour benniget. Echu ganto al lidoù kristen, kuit ar veleien dre ar c’hae, ar vasikoded ouzh o heul, daoubleget en avel a- benn, o tonigenniñ o fateroù, a vouezh izel. Ne zaleas ket an aotrounez da loc’hañ ivez. War o lerc’h, ez eas kuit paotred an div jim, war gemenn o renerien, ha bugale ar skol. En tu all d’ar renkennadoù gwarded, e burev ar c’homiser, e porzh ar C’hastell, edo ar c’homandant Salaun krog er bellgomzerez : “An urzh war an hent, komandant, an urzh. Warnoc’h e fizian, penn-da-benn.” “Stanket eo traoñ ar C’hastell, aotrou Prefed. Ne dremeno ket an interamant.” “Moarvat.” “Aet eo kuit ar veleien hag an dud a-zoare.” “Moarvat.” “Nemet chom a ra merc’hed, micherourien, paotredigoù, en ur ger berr, ar bobl izel, o c’hwitellat hag o youc’hal, ken na reont, aotrou Prefed. Daou pe dri mil den, marteze, aotrou Prefed.” “Gwarded hoc’h komandant. Skarzhit din-me an hentoù.” eus, komandant; peadra, D’ar piltrotig, e tegouezhe holl war un dro, strolladoigou gwarded dre Benn-ar-Pont, dre ar c’hae, dre laez al lenn. En em skignañ ‘reas an dud, dreist mogerig al lenn, dre zor vras ti ar Minor, ‘rez moger ar C’hastell. “Ou ! ou ! kigerien ! d’ar galeoù !…” Kognet e oa chomet Paol Tirili gant un dornadig paotred all, dres e korn ar pont, pladet ouzh gwern vistr an orjal-dredan. “Skarzhit !” Techout a reas ar baotred, ma c’hellent redek. Nemet ar c’here, n’oa mui dilui a-walch e dreid. Dic haloupat a rae ur gward war e varc’h. Dres amzer stouiñ, ha Paol Tirili d’an douar, gant un taol palm sabrenn. Hep nemeur a zroug. “Hoc’h tan!” emezañ o sevel prim, lagenn ouzh e vantell. “Moc’h!” a hope an dud, en diskan. “Skoin gant ar re glañv !. Moc’h ! moc’h ! moc’h !. Ur reuziad diwezhatoc’h, e pellgomze adarre ar chomandant Salaun ouzh Kemper : “Aotrou Prefed, eman atav ar warded o tifenn straed ar C’hastell, hag un dornad mat a dud dastumet dirazo. Kaer a zo skubañ ha diskubañ.” “Glav a ra.” 11 “Nann, ne weler ket mui o bannieloù.” ”…” “Ar c’harr-kañv disterniet, ha korf ar vaouez kozh e- barzh, a zo atav, ivez, ‘kreiz an hent, e traon an tour, e-tal renkennad kentañ ar warded.” “Grit evit ar gwellañ. Ne c’houlennan ouzhoc’h nemet un dra : urzh… urzh. Kaset oc’h bet da Bont- ‘n-Abad da servij an urzh.” Ma oa pennek diwallerien an urzh, e oa aheurtet tud an interamant, ar grennbaotred hag ar merc’hed, dreist-holl. N’oant ket da vezañ doñvaet na spontet gant galoupadennoù mirc’hed, ha nebeutoc’h c’hoazh gant ar skourjez. Kement-se a ouie ervat ar c’homandant Salaun. A- benn ur reuziad, e adkroge er bellgomzerez : “Aotrou Prefed, emañ atav e traoñ ar C’hastell ar wetur-gañv hag an arched, hag ar warded war varc’h.” “Komandant, fiziet e’m eus ennoc’h da gaout urzh e kêr Bont-n-Abad. Deoc’h da veizañ va c’hemennoù, pizh.” “Ha ma ne deuont ket da sammañ kuit ar c’horf ?” “Grit evit ar gwellañ.” “Ur soudard on, aotrou Prefed, e servij va bro.” “Moarvat !” korf ar vaouez varv.” “Goulenn a ran diganeoc’h un urzh resis a-zivout “Petra ‘vo graet ouzh korf ar vaouez varv, emezoc’h? Me a respont, me, kement-mañ. Ma lez ar soudard a zo achanoch astud Pont-n’-Abad da da gontan ganin.” c’hoapaat an urzh, al lezenn hag ar vro, ho po-chwi Ha krennet ar gaoz gant an Ao. Romanetto. Lakaat a reas ar c’homandant Salaun e dog-houarn war e benn, hag en kuit diouzh ar burev. Nec’het. E porzh ar C’hastell, hag er-maez, e stlibike stankoch al lukachenn, gant meloù bouilhardoù avel- dro. Ken na blade an dourennoù war c’horre ar mein kozh uhel. A-flac’hadoù. “Simon!” a c’halve an ofisour, pa voe erru e traon an tour.” Distroiñ a reas hemañ, un dorn war dalier e jav. Diverañ ‘rae gant an dour, tog-houarn ha mantell hag all. Ouzh ar fiñvadenn a reas ar c’homandant gant e chink, o tiskouez gwarded ar ged, e respontas ar c’habiten : “Rielet int, ur spont!” Krozal a reas etre e zent : “Ur vezh !… Peder eur tost, hep fiñval, e seurt avel- sil !…” Yudal a rae ar gorventenn, o sankañ, kivioul ha gant herr ur froud, e strizhenn straed ar C’hastell, enket eno etre moger sonn an tour hag an tiez uhel. Ha, pep ar mare, o tifoupañ dre gorn ar chae, e flistre an dour-c’hlav, ouzh ar warded, ’ kreiz o daoulagad. “Alo! Kemper! alo! ar Prefeti, alo! an aotrou Prefed, dimezell ! Alo ! n’emañ ket en e vurev ? A !. Trugarez !… Petra, dimezell ?. Lavaret en deus n’oa ket kefridi ur prefed kemer ar valaenn ha mont da skubañ straedoù Pont-‘n-Abad?… Hag e oa droug ennañ war zigarez ne veizen ket e urzhioù ?… Mat ! A ! Meneget en deus n’oa ket ret kendalc’h da stankan ar hent, adalek ar mare ma n’oa mui a vannieloù en- dro d’an arched?… Mat!… Hag an arched, evit se?… Meneg ebet evit an arched ?… Trugarez adarre, dimezell. Kenavo, dimezell !… Diskrogañ en doa graet an ofisour, hep mall, ouzh ar selaouerez. “Ur wall-gudenn”, e lavare. “Simon, petra ‘rafec’h ?” Edo egile, diwisket gantañ e vanegoù ler, o chwezhan e anal d o m m en e zaouarn. “Kas an hini gozh d’ar Romanetto, da welout… hor gast a vicher. Aet on bav. Ha ne glevit ket an oristaled all, ac halen ?… Chas gouez !… “Simon, soudarded omp. Sentiñ a rankomp.” “Roit urzhioù dimp, neuze! Ne c’houlennan ket gwelloc’h eget sentiñ. Lavarout din, neuze, petra zo dav din ober.” “Aze ‘mañ an dalc’h. An arched…” “Ar re varv emañ o flas er vered. Dereatañ tra da ober, da’m meno, a vefe kas ar c’horf d’ar vered, da dremen an noz. Ober raint gantañ pezh a garint, warc’hoazh, pa vo deiz en-dro.” “Ni ? kas ar c’horf d’ar vered ?” “Ha n’eus ket amzer da goll. Nozin a ray abred gant an diael a gailhastrenn gleb-teil-se.” Tonket e oa da Naig Kein Aour gaezh degas muioc’h a stlaen gant hech interamant eget gant he zriwec’h vloaz ha tri ugent a vuhez en o hed. Freuzet o doa ar warded o ged, e traoñ an tour, ha kaset o doa o loened d’ar c’hraou. Aet e oa an dour dezho, an dud paour. Edont a-zevri o ‘n em gempenn. Gwarded all, sec’h o dilhad warno, a zegouezhe. Sterniañ ‘rejont unan eus o fennou-kezeg ouzh ar wetur-gañv. Hag ur gward krog e penn al loen, gwarded al war varc’h oc’h ambroug ar c’horf, setu i kuit dre ru ar C’hastell ha ru Kereon, - an hent difennet mont drezañ a-raok, - war-du ar vered. War o fouez e kerzhent. Evel ma vije bet pounner- dreist ar samm a stlejent d’o heul. Tec’hout a rae an dud d’ar red dirazo. Ha sarrin a raed a-stlap, an holl dorioù. Hag e lazhed an tredan, pa ‘z aent hebiou, er stalio koñvers hag er magazinou, a-hed ar ru skubet gant ar glav. Ha ne welas ambrougerien korf Naig kozh nag un ene nag ur c’hi, penn-da-benn hent ar vered. Ahont, e oa morailhet an nor he barrinier houarn. Didud-meurbet edo an alezioù hag ar bezioù, dindan klemm ar gwez ivin, en amc houlaouenn steuet gant al lukachenn. Skoin a rejont ouzh dor tig an touller-bezioù. N’o devoe respont ebet, kaer o devoe hejañ ha dihejañ a n n o r . Gwelout a rejont gouloù en un ti bihan, e korn ar garn a gas d’an Ti-Toull. Hag ur gward tre : “Moereb, lavarit din pelech emañ an touller, pe alc’houez ar vered.” Ar vaouez kozh, azezet e korn hec’h oaled, o tomman kafe war he zantad lann, a droas diouzh tu an den, hag a c’hrozmolas un dra bennak evel : “Piv ‘oar?” hag e troas en-dro ouzh he rouzig war an tan. “Ha ma kasfemp ar c’horf d’an iliz?” a alie neuze ur gward. “Deomp!” a gemennas mestr ar strolladig, ur marichal-lojeiz. Ar c’horf-se, tennet e vuhez digantañ e gaou ha dre fazi, ne c’houlenne ket roiñ o feoc’h d’e vuntrerien. A- zoug o c’hamm atav, e tiskennjont en-dro e kêr. Hir, trist, pounner e-giz ur morc’hed, ar gerzhadenn dre an hent-se, — Hent ar Vered, - bet darempredet keit all gant an intañvez kozh. An hent distrempet gant ar glav, etre ar parkadoù kaol, hag an tiriennoù ; goude, renkennad hir an tiez izel, karter ar Pennkêr, ar skolioù, plasenn Garmez. Talbenn mein kozh an iliz. debret gant an amzer. Gleb. Ker gleb ! Prennet e oa, rak noziñ a rae, gant an alc’houez dorioù an Ti Santel, an nor-dal hag an nor vihan, sanket don e gwaregoù mein ar porzh. Marichal al lojeiz, rener an ambrougerien, a voe graet degemer dezhañ war bondalez ar presbital. An aotrou Kerdraon, kroaziet gantañ e vizied war e gof, a selaouas ouzh ar soudard gant madelezh. Respont a rae, avat, kent rannañ grik ebet, gant e vourrenn. Lavarout a reas, a-benn ar fin : “Tra ar gomun eo iliz Karmez, va den mat. Ne c’hellan mirout korf ebet e-barzh an iliz da dremen an noz, hep asant an aotrou maer. Deuit en-dro gant aotre an aotrou maer… Al Lezenn eo.” Ha, pa chome ar gward dirazañ gant e nec’hamant, e lavaras ar person kozh : “Pe gant ur baperenn sinet gant an Aotrou Prefed, peogwir eo an Aotrou Prefed brasoch mestr eget ar maer. A-hend-all, kanet e vo, warc’hoazh vintin, war gont an iliz, un oferenn evit peoc’h ene paour Anna Gerlorc’h, intañvez Moal.” Al Lezenn, al Lezenn atav. Dre he grad, ne c’helle ket an Ti Santel, an Ti Digor d’an holl, roin bod ha repu, d’ur gozhiadez varv, he farrezianez, evit he nozvezh diwezhan war an douar. Gwashoc’h eget ma vije bet aet dirak Doue e stad a bec’hed marvel. Ha setu perak e tremenas Naig Kein Aour he nozvezh diwezhan war an douar, e porzh traon ar C’hastell, e kompagnunezh he muntrerien. Goudoret e voe an arched, karr hag all, dindan telt bras ar marchosi, nepell diouzh al loened-kezeg, gant div c’houlaouenn war enaou. En em eilañ ‘reas gwarded, a-hed an noz, evit an arkuz. Hag, a-hed an noz, e-mesk ar glav hag an avel, e tassonas war bavez straedoù kêr, marc’hekadenn ar strolladoù-ged. * En o c’haoued diskennet diouzh an tach er gegin, ha lakaet war bazenn uhelañ an treuzoù, evit bezan nactaet ervat, Fifi, Mimi ha Jojo a stlibike gant o divaskell dour fresk o c’hibellig, hag a biklamme, sart, avazh-glud da vazh-glud pe ouzh ar barrinier orjal fin. Fifi, Mimi ha Jojo, div vamm hag un tad, a oa seranted bugale Mari Tirili, ur c’hoar da Baol aet da chom d’an Naoned. Paol a oa bet roet e karg dezhan warlene gant e nizien al loened bihan askellek. A- wechoù e chome ar c’here tri dervezh penn-da-benn hep dont war o zto. P’en em lakae outo, avat, o doa al labousedigoù, dreist o c’hoant, dour fresk d’en em sesañ en o fodig gwer, mell, sukr, saladenn, gwastell sec’h ha bara boulomig. Karat banvez evit ar seranted! Hag e luc’he pennoù-spilhou du o daoulagad ker bliv. Hag e taole Jojo, an tad, e c’hwitelladennoù taer. Edo miz Ebrel, goude miziou moret ha yen, o laouenaat. Kantren a rae un aezhennig skañv en-dro d’ar skourroù hep delioù, hag er jardin, glas-oc’h-glas, e tarzhe ar broñsoù, hag e tigore ar melionennoù, tra ma flamme pennoù aour ar jonkilhez, anvet ivez bokedoù koraiz. En tu all da vogerig al liorzh, gorre al lenn a oa sklaeroc’h e liv. Dastumet en doa Paol un duilh aouredal, digarez, war un dro, da c’hwennat e blant sivi, hag edo a-zevri o sankañ, hep o zorriñ, ar bleñchigoù tener etre barrinier ar gaoued. Klevout a rae ar seranted c’hwezh an nevez-amzer, rak, endra ma ‘z ae Jojo e belbi gant e sonig, ker galloudus e-keñver ur c’horf ker munut, an div vamm a daole ivez o c’hri, hep ehan. Daoulinet war an diri mein, kemer a rae ar chere plijadur o sellout ouzh al labousedigoù. Hag en un taol, e ztemm o ‘n em gavout dic’hoarzh gant ur sonj tremenet prim en e spered. “Gwir eo, koulskoude”. ’, emezañ, “ne ganan mui na ne c’hwitellan mui, abaoe ur pennad. N’eus ket keit-se e yae va beg en-dro e-giz hini al loened bihan-se. Ha ken disoursi.” Sevel a reas, gant ar peurrest eus e zornadig aouredal. “Ha ne ran mui netra, nemet disvalan prederennoù, abaoe ur viken. Pell emañ pardon Treminou… “O ‘pala! ‘frai’ bihan! Poent dimp ober korf nevez… ha n’eo ket koatañ eo !. En em zic’hourdañ ‘reas evit tennañ hir war e anal. Aux armes, citoyens ! Formez vos bataillons !… Sklintinet en doa kloc’hig dor an hent. Ha div vouezh gwaz a grene ar speurenn ganto, o teurel ken na daolent : …Et un lit rempli d punaises Et d’cafards Fait trembler l’armée française Tous les soirs… “Aze oas, Paol?” a c’halve unan. “Va botoù, ma pennadin hent diouzhtu.” Erru oa ar c’here en e stal. Ouzh e welout, Ivoñ Trebern, bagour aet da galvez abae ma ne vez ket mui fardet bagoù e Pont-‘n-Abad, ha Joz. Tarv, ar marichal, en em sonne e-giz daou beul, e-kreiz al leur- zi, difiñv o fennoù, o sell eun dirazo, stok-ouzh-stok o seulioù, hag o divrec’h a-hed o c’horf, troet war-du Paol palvoù o daouarn. Ha reut ar baotred. Diroll a rejont da c hoarzhin, bliv-bliv o lagad, dirak penn sabatuet ar c’here. Ha kerkent goude : “Un’! deux !” eme Trebernig. “Plouz, foenn ! plouz, foenn! soldats brezhonek, quand je cause à un, je cause à pemzek! Répondez! Taisez-vous! Face ar bern teil. Halte !” “Repos!’” a gemennas Paol, evit farsal ivez.” ‘Ti piv co ker ‘bon ar char-gwin-hoc’h”’ ?” a c’houlenne, dre ma klaske botou-ler an Trebernig bihan. Dindan an anv-se e oa anavezet ar bagour. N’eo ket peogwit e oa dister a gorf; er c’hontrol. Uheloch e oa eget e gamarad Tarv, ha ker bras e nerzh, pe vrasoch. Nemet an diwezhañ e oa eus torad an eizh Trebern. “Char gwin? Charinket ‘z eus bet ur fistolennig, marteze. Memes tra ez comp da lakaat hon anv evit mont d’ar ‘skalf’. Ne teuez ket ganimp ?” “N’on gour mui. Neuze, bet ‘m eus va gwalch er Marok “Te’ breg, ‘frai’ paour ! Ne’m ije ket kredet, memes tra, e vijemp bet lakaet ken izel, war zigarez emaomp dilabour. Abaoe ‘maomp e grev, goulenn digant Joz, eo goloet mogerioù kêr gant skritelloù, melloù skritelloù livet splann merket warno: ‘Paotred yaouank, it da soudarded! Kemerit ar vicher soudard !’ hag all…” “O! da zibab ez eus: martolod, kanolier, blenier kirri-dre-dan, nijer, marc’heg, mekanisian, gwisket mat, maget mat, pacet mat, ha rataplañ! ha, war ar marc’had, pa vo echu da amzer ganit, ur bañsion gant ur ‘pokad grifoù’… N’eo ket gwir, marichal-pin ?” “Re wir, bagour an Ankoù.” Dirollan ‘rae ar marichal d’e dro : “Diskroget hon eus, hep ma vankas gour, eus al labour evit tennañ warnomp evezh ar Gouarnamant, evit kaout, dre e c’hrad, peogwir eo ar mestr bras, sañset, labour ingal, a-benn ar fin, e-barzh ar vro, ha pae a feson. Ha setu petra en deus kavet ar Gouarnamant da ginnig dimp: kemer servij en e armeoù ! ober diouzhimp - perak nann ? — ‘Bugale Vari’ mat da lazhañ an Naigoù Kein Aour ‘tro-aze. “Ar seurt skritelloù a vez gwelet ‘ve’ er c’hêrioù all”, eme Baol. “Ya! amañ, evit se, e teuer da ober ar chin dit betek e ti da dud,” a respontas Ivon Trebern. “Me, war zigarez oan serjant, oc’h ober va amzer, eur deut, mar plij, da ginnig din kemer va galoñsoù en-dro. Ur plas mat d’ur mab-kaezh micherour dilabour, ne gavez ket? Hag e prege ker brav an ‘truchon’ ouch ar ‘chon’: ‘Gwelloc’h deoc’h sinan diouzhtu, c’hwi ‘oar ! Ar vro-mañ n’eur ket prest da gaout labour enni !’ Me, mont d’ar skalf”’ en-dro? Dell gweloch din krevin amañ.” Hag e tufas ar bagour. “Ober goap ouzh an ‘druchoned’ a ra ar re-se”. lavare Joz Tarv, neuze. “Ne welan er ‘skalf’ nemet dismegañs; sailhadoù dismegañs, evit pemp kwenneg bedeiz. Rak, evit diwall enor ha pinvidigezh ar Frañs, me, te ’ oar. Evit diwall an urzh er vro… Tevel a reas ar paotr. Neuze e tic’hwezhas, kasoni en e vouezh : “Ur vro ha n’eo ket kad memes da roiñ bara trankil d’he labourerien… hag a vag he bugale gant spont pemdeziek ar brezel.. Me ‘wel da gentañ, me, ‘grifoù’ ar re giz-kêr a vo roet din urzh da ziwall. Me, ne’m eus netra da ziwall, nemet va c’hroc’hen. N’on ket ki a-walch c’hoazh evit mont, evit un tamm askorn, da ober chiboud, memes gant ur fuzuilh, ‘kichen toull dor ar re binvidik.” Graet en doa Paol ur pakad eus boto Ivon Trebern. “Me’ ‘bocho ’ ac’hanout…” eme heman. “Ya! ya! pa vi jeneral war arme ar’goied’, a droc’has ar c’here. “Te’ oar mat eo evit netra keit ha ma pado ar grev.” “Oi!” emezañ neuze. “Oi! ha va filiped a oa bet disoñjet ganin war dreuzoù at jardin. Pelloc’h int aet gant ar c’hizhier.” Ha kuit Paol en tu all, gant difrae. Distroin a rae raktal ha lochet : “Lar ‘ta! ‘chojiked!’ ! O klask labour e oac’h. Amañ ‘z eus da ‘vazengin ’ a-raok mont d’ar skalf’. Kreñv oc’h ‘giz daou varc’h. Deuit ganin da esaat ho nerzh.” “Petra ‘zo da ober?” a c’houlenne ar baotred. Asambles o doa en em lakaet da dennañ o chupenn. “Roiñ din an dorn da zegas va statu betek kreiz va liorzh. Bremañ ‘vo brav an amzer… Hag e c’hellin labourat er-maez.” Diskenn a reas an tri faotr e traon al liorzh, ma oa goudoret an delwenn dindan he zoennig-disglav. Ur skrab d’ar penn, ur skop en daouarn, hag i krog diouzhtu er maen. Samm tri den k r e v a oa dioutañ. Ha Paol n’oa ket mui un den krev. An daou ronfl all, avat, a o a gouest a-walc’h da hejañ tour-tan Penmarch. Memes tra e teuas bec’h d’o ler. Diveran ‘rae diouto ar c’hwezenn ruz, p’o devoe, goude meur a denn anal, degaset an delwenn, hag he lakaet ouch harp ur bern mein, e-kreiz liorzh Paol Tirili. Un delwenn sonn, kizellet dre ar munud traon ha laez he c’horf, gant he bizied kroaziet war boull he c’halon, ha disneuz atav ar penn anezhi. “Gast ! avat, Santez Vari !” a zic’hwezhe ar c’halvez. “Bravoc’h eo c’hoari sankañ spilhoù e revr an dud eget pourmen ho kalite.” Nag an Trebern na Joz n’oant kristenien vat. Buanoc’h e tarzhe ul ledouet war o muzellou eget ur bedenn. Kamaraded e oant o-daou, avat, d’ar c’here, ha graet o divije muioc’h da rentañ servij dezhañ evit e werc’hez-vaen, hep soursial gant rak pe berak. An taol-mañ, koulskoude, dre ma wiske en-dro e chupenn, e c’houlennate Ivoñ Trebern : “Evit petra an diaoul, ‘teus dibabet Itron Varia Garmez da skultañ, kentoc’h eget Jani Dreo, hec’h- unan, gant he c’hoef, peogwir ‘mañ ar mod névez skultañ bigoudenned? Aesoch e vije bet da w e r z h a n . ” “Ya! perak an diaoul?” a respontas Paol, en ur v o n t . Chom a reas ur pennadig dilavar. Un dorn war e groazell, an dorn all a-dreñv e benn, sellout a rae, diwar dreuzou ar gegin, ouzh an oberenn war ar stern, ahont, ‘kreiz e liorzh. “An dra-se ‘m ije gallet lavarout deoc’h c’hwec’h miz a zo, pa oan yac’hoc’h… pa oa ‘ve’ chichañtoc’h ar pennoù, ‘tro kêr.. O! evit tennañ da Jani Dreo, fri, genoù, tal ha chink, tennañ ‘ray e-giz e tenn ur vi d’ur vi. Nemet, aze n’emañ ket tout. Dav din ouzhpenn lakaat ur sel yaouank en he lagad, ha dousaat he muzeloù mein gant ur mouschoarzh: ur sell, ur mousc hoarzh… “Ya!” “Me’n em gompren : hag a daolfe sklerijenn en-dro dezho.” “Kad out” , eme Joz. “C’hwec’h miz a zo e kaven an dra aes da ober, e-giz stouiñ da zastum aze un dornad aouredal. Bremañ, n’on ket kad. Gant ar vizer a wel unan en-dro dezhan abaoe warlene, gant an taol tomm-ha-yen co bet riellet va gwad gantañ, ive, ne vourr ket unan mui. Ha me, pa n’on ket eürus, on boud war va labour.” “Kizidik eo hemañ ‘giz ur plac’hig…” “Aon a’m eus a-wechoù da chom berr.” “O gast ! azer a zo.” “Me ‘oar re vat ! N’eus den o c’hortoz war-lerc’h va statu.” “Penaos n’eus den o c’hortoz war-lerc’h da statu ?” a daole Joz, herr. “Me ’ lavar, me, e vo ‘kech’ meur a ‘druchon’, tro aze, pa vo echu penn-da-benn da Werc’hez.” “Me ‘vo atav” , a choarzhas Trebern bihan. “Gouel a vo graet dezhi. Ha fichet e vo gant bodadoù bleunioù banal, memes, ‘giz siminal an tiez nevez. Ha mar karez, ez aimp da ganañ d’an iliz asambles gant Gregor.” “Amzer dideotañ ho po, neuze”, , eme Baol en ur c’hoarzhin ivez. “Ha, koulskoude, ‘fraied’ paour…” Troiñ a reas adarre e sell ouzh an delwenn. “Gallout kizellan ar penn-se, hervez va youl !… Ha me lavar n’eo ket evit gounit ‘grifoù’ an hini eo… Ar gwashan zo, n’ouzon ket petra zo peg e’m revt abaoe pardon Treminou… “Koulskoude ‘oa bet plijadur gant ar ‘voizenned”!, ar sakre Mor-Hoc’h hag e vag.” “Evit plijadur, bet e oa. Nemet, abaoe, diwar an taol tomm-ha-yen a’m boa tapet e-kreiz al lec’hideg, on troet da grank gwak. Gant daouarn yod; gwir! gant daouarn yod. Na’m eus ket kroget e’m oustilhoù skultañ abaoe on savet en-dro !… Gwengolo, Here, Du… .” Kontañ ‘rae ar c’here war e vizied… “Ebrel! Seizh miz leun ! Troiñ a ra an amzer, ha ne ran netra. Ha neuze, n’eo ket klask digarezio eo da leozennañ… Gant monedone kezeg ar re-se war ar pavez, noz-ha-deiz, e ya goullo penn unan. Ha kizidik, ya! E-giz ma vije ar chezeg o pilpasat e-barzh… Dalit! keit ha ma vo ar re-se aze, ne vin ket evit labourat !” Edod oc’h enaouiñ ar gouleier tredan, pa oa Paol o vont tre e sal Kafe Bras Kerne, un ostaleri aozet kran, nevez a oa, gant Youenn ar Goff, he ferchenn, e traoñ diabarzh maner ar Gernaflened, war ru ar Gereon. Adkempennet eo bet lojeiz brudet senesaled ar Pont, gant ul leur-zi nevez, melloù melezourioù, hag ur bern taolioù bihan evit an everien. Miret e oa bet, evel just, ar mell siminal maen-benet en he flas. Ha n’eo ket an divalavañ tra a oa er sal, gouez d’an e s t r e n . N’eo ket war zigarez eur aet berr war ar ‘grifoù’ e ranker bezañ ki. Gounezet e oa bet gant an Tarv hag e Drebern ul lonkadenn reut evit ar skoazell o doa roet da Baol da zegas e vaen da greiz e liorzhig. Lavaret en doa hemañ dezho en em gavout eno evit ar ‘charinkadenn’, kerkent goude koan. En ur gas ar bannachig war draon, e vije kavet an tu, hag ar ‘pevare’, da c’hoari c’hartoù, ha tremen brav un eur bennak a-raok mont da gousket. Erru oa Paol ar c’hentañ. Mont a reas, endra ma tistarde e c’houzougenn c’hloan, da azezañ e penn pellañ ar sal, en ur chorn, harp ouzh ar speurenn goad ha gwer-greunek a lakae disparti etre ar sal-dañs, a-dreñv, hag an ostaleri. Hag e c’houlennas ur grog amerikan. N’oa ket e-unan. Eus un tu d’an nor-wer a skoe war ar straed, daou baotrig, c’hwezek pe seitek vloaz marteze, azezet fur, ne rannent grik. En tu all, pevar gwaz, hag a vage, i, jolori. Hini ebet eus ar pevar-se n’en doa un dremm anavezet gant ar c’here. “Hag e kavez just an dra-se”, a c’houlenne unan digant ar baotredigoù, “mirout ouzh tadoù a familh da c’hounit bara d’o bugale ? Te’ gav n’eo ket ur vezh gwelout, en ur gêr evel houmañ, stalioù, labouradegou ha chanteriou dilezet a-ratozh gant an holl, gant o mekanikoù o vont gant ar mergl, pa ‘z eus tud hag o deus naon, ha ne c’houlennont ket gwelloc’h eget kiañ ouzh al labour, hag a zo deut a geit all evit goulenn ‘amboch’ P ‘Amboch ?… Neus ket labour amañ… E grev emañ ar stal’. Ha sell aze ur respont. Perak ne lavaront ket dimp eo lor hon daouarn, ha n’ouzomp micher vat ebet ?… Ur vezh, emaon-me. Hag ur seurt grev, unanet enni mistri ha mevelien, piv a lavaro din gant piv eo harpet, gant piv eo paeet ?” “Gant tud Pont-‘n-Abad aet skuizh o chalkat goullo.” Difoupet e oa ar respont eus genoù Paol Tirili. Troiñ a reas ar pevar estrañjour ouzh e du. Unan, kozhik, en doa ur barv hir, ur penn disto, ha daoulagad du lemm. Paotred war-dro tregont vloaz a oa an tri all, divskoaz ledan dezho, ha gobari micherourien, diskramailh un disteran. “Chomit da chalkat goullo, peogwit e plij ganeoc’h. N’hoch eus ket, evit se, da virout ouzh ar beorien al da ‘hounit o boued. Rak ‘lec’h al ez eus peorien ivez, hag a gemerfe labour.” ”… Hag a dennfe bara diouzh genoù peorien Pont- ‘n-Abad, ma vefe roet aotre dezho, e fell deoc’h lavarout.” “Selaouit an askell-groc’hen, paotred!” Dirollañ ‘reas an den da ziskisañ leizh e zent. C’hoarzhin a reas an holl daoliad, da heul. “Ne’m eus ket lavaret netra ker farsus-se”, eme Baol Tirili, feuket. Hag e lakaas e fri en e werenn o tivogedin. “Kollet da deod ganit, mignon bihan?” a c’houlennas unan all. “Heñvel out deut ouzh an daou fri-karn aze !” An daou ‘fri-karn’, avat, a oa bet sachet ganto o zeid. Paol, diouzh e du, en doa meizet doare an everien. Eus ar seurt kañfarded a weler e kement kêr dilabour, ha kaset di n’oar den gant piv gant kefridio dianav o fal. Respont a reas, evelato : “Mar o deus tud ar vro-mañ diskroget a-grenn diouzh al labour, n’eo ket evit ar blijadur, nag evit kemer o repoz. Peogwir o doa naon, ne lavaran ket. Ne chome mod all ebet, en o c’herz, da frapan evezh ar Gouarnamant war o stad reuzeudik. Ha chom a raint e grev keit ha ne vo ket bet graet tra pe dra evito. Ma c’hellint bevañ diwar o labour. Gant enor. Ha n’eo ket e-giz klaskerien aluzen…” “Ur vezh eo kontañ seurt traoù. Ha ma rafe holl gêrioù ar Frañs pezh a ra Pont-‘n-Abad…” ”… Na gant argant dastumet en toulloù-fi.” “Gant petra ?… Lavar en-dro…” Savet e oa an den, hag e tostae, ouzh brañsell e zivskoaz, ouzh taol Paol Tirili. “Me ‘lavar dit, me, ne dle ket dibriñ an neb ne labour ket.” “Me lavar deoch, me, n’eus ket labour evit fall- traoù eus ho rañs, e Pont-‘n-Abad…” “C’hoazh !” ”… Hag och re baeet dija evit ober ar vicher lor oc’h deut da ober er vro-mañ.” “Ha ma tennfen dit laezh eus da fri, aotrou penn- maout? Tri egistout a lakafen e-barzh va bragoù voulouz.” “Che, ‘ve’! Che, ‘ve’ !…” Heñvel ouzh gwask un durkez, en doa kroget un dorn e skoaz an estrañjour. Ken na rankas dizroiñ. Ma oa bras an den, e oa brasoc’h c’hoazh Joz Tarv. Eñ an hini oa. Hag eñ ivez en doa un otoù voulouz ledan. Laouenaet-holl e zremm gant ur mousc hoarzh echon. Holl e zremm, nemet bivig e lagad. Hag e talc’he kaoz : “Abaoe ar geit n’hor boa ket en em welet… Tremen bloaz d’an nebeutañ… ‘teus ket soñj ? ahont e Javel, pe, marteze, e Sant-Denez?… Setu ‘maout deut, ‘ve’, da Bont-‘n-Abad da glask implij da’z rastell-doull !..” Dispegañ ‘reas diouzh skoaz egile. Hemañ oa start e javedoù. Ken na zraske e zent. Hag an Tarv, hegarat atav, hep tennañ e sell diwar daoulagad an hini all. “Lavar din da anv ‘ta…” Egile a yae goustad war e giz. “A! n’eo ket dav! Bremañ ‘m eus soñj : Judaz, fas melen, topiner, iser, strabouilher…” “Han!” Daou zorn an den o doa lopet war bruched Joz Tarv. Hag ar marichal, skoet gant nerzh un horzh, a gile daou pe dri c’hammed evit kouezhan war e revr, sko e taol Paol Tirili, e zargreiz ouzh speurenn ar sal- dañs. Trumm, avat, en doa lammet en-dro war e dreid. Amzer sarrin ha digorin ul lagad, e oa sailhet, sanket e benn etre e zivskoaz, war e enebour. Un taol penn. Ur c’hroz tranket. Hag o tilec’hian div pe deir zaolig, e loc’he, prim-tan, ur furm, davet dor ar straed. Ha plench traon an nor, torret gant pouez ar c’horf, a zigoras gant un drask sec’h, dre ma stirlinke drailhennoù gwer war ar pavez. Aet e oa an den da ruilhal betek ar wazh. Ha Joz Tarv, en ur pennad-tizh, kuit war e lerch. “Torc’h ludik!” e kroze. “Trouz e klaskez? Trouz a vo ! Boc’h bidi Botigao !…11 Un taol luziañ-pav digant unan eus an diavaezidi al, pa dremenas hebiou dezho, a lakae ar marichal da strebotiñ. Diwar e dizh, ez ae d’en em deurel, a-stlap e gorf bras, dres war chorre e enebour, p’edo hemañ oc’h adsevel. Krogañ ‘reas ennañ gant un dorn dre laez e roched, ha gant an dorn all e tisvante ur roñsadenn euzhus outañ e-kreiz e fas. “Trawalc’h ‘teus bet !…” Trouz ur c’horf, stlapet war ar straed evel ur sac’had avaloù-douar: ur ‘Judaz’ all, semplet, o tufat e zent e poulladoù gwad fetis, a oa aet da gavout e geneil er wazh. Kann a oa en ti, hag arrebeuri o ruzañ, ha gwer o torriñ. Rak erru e oa Ivoñ Trebern brav-bras evit kaout e lod-jabadao. Gwelet en doa ar bagour an taol luziañ-pav. Aet e oa gouez. Ha n’en doa ket graet ur pleg paotr e luziañ-pav etre e zaouarn ramz. Un taol dorn kreiz e zent, hag er-maez. Krog edo gant an trede, hag e ruilhe gantan war al leur-zi mein hag e tic’haste outañ. Egile, avat, en em zifenne kalonek. Tagañ ‘rae gant e zent, skoin a rae taolioù treid, pe e turie al leurenn gant e votou-ler tachet, roc’hal a rae, dre ma sanke e ivino e gouzoug ar bagour. Ker prim, ken trumm, ken dillo e oa tarzhet ar reuz, ma oa chomet Paol Tirili digor e c’henoù da gentan. Sabadac het. Paotr kozh e varv hir, ivez, a oa bamet an tamm anezhañ, en e gorn. Neuze e lakaas e zorn dehou e chakod e feskenn, e zaoulagad o parañ war an Tarv o tegouezhout. Paol, avat, tommet e wad, ha disaouzanet, en doa kroget en ur sifon war un daol. Hag en ha mac’han war al lañchennig, oc’h eeunañ daoulagad ar c’hozhig. Chintrañ ‘reas taer an dour trenk. Dallet, beuzet barv ha dilhad ar c’hozhig; hag e flistre an dour atav. Ha setu un tenn o strakal; hag ar melezour bras o sklentañ, mil faout ennañ. “O torc’h moal, ‘flaerieu’ kozh”, en doa an Tarv amzer da leuskel. “Ur revolver? O chañbo kozh! Del ! loen Kain !…” Un diael a daol botez e revr an hini kozh, hag hemañ, d’ar piltrotig prim-prim, betek kreiz an hent, ma tisac’he en e vern, gant ur c’hlemm truezus, e zaouarn ouzh e zargreiz. N’oa ket pell war e lerc’h an emganner diwezhañ. Graet e oa bet e stal dan den gant Ivoñ Trebern. C’hwezhet e benn, e c’henoù o tiwadañ, taolet e voe de dro a-stlap e gorf, war an hent. “Skarzhomp !” O zog-houarn o lintran ouzh gouleier kreiz-kêr, e terede ar warded, ahont, e traoñ ar C’hastell, gant o mirc’hed d’ar pimperlamm. “Dre ar porzh, paotred sot, fustit dre ar porzh!” a leñve an ostiz hag an It. Goff, e wreg. “Ur brezel- lazhañ-tud, va Doue ! Freuzet din va zi !…” Ur c’hoarzhig mut en doa bet Paol o lenn e gelaouenn. “Kaset e vefe unan d’ar groug gant ar pennoù makaka-se !…” Pa voe adarre e-unan, ez adkemeras ar gazetenn evit lenn ur wech ouzhpenn ar pennad-skrid en e hed Dindan ur c’heloù bet dezrevellet dija d’e lennerien : PEVAR DEN GLOAZET GREVUS KASET D’AN OSPITAL e perak-diberage skriver ar pennad, gant lizherennoù bras : ADARRE DORN KEVRINUS GWENN HA DU ? “Lennet o devo hol lennerien amañ end-ceun, ha dindan hor sinadur, danevell ar chrogad a voe skuilhet gwad puilh en e gerzh, e-kreiz kêr Pont-‘n-Abad, en derc’hent dec’h da noz. Emañ atav en ospital ar pevar den gloazet. Difennet eo komz outo, gant ar fall emañ o stad. Torret eo bet o genoù — ha n’eo ket un doare komz ez eo - da dri anezho: javedoù ha dent. Ne venegomp ket ar c’hostezennoù mazaouet. N’eus nemet an hini koshañ, o rener, hervez a greder, gouest da ober gant e deod : heman emañ ar gouzañv en ul lec’h al eus e gorf. Nemet, e doare, n’oar ket nemeur a dra, pe ne c’houlenn ket displegañ ar pezh a oar, — perak ? — a-zivout darvoud kevrinus sal-gafe ru Kereon. Marteze e vo helavaroch an den gant e alvokad pe gant enselerien hag enklaskerien polis Roazhon, — meulet ra vezint! - Diskennet eo ar re-mañ e kêr, evit degas ar sklerijenn war an abadenn. D’an ampoent, e ouzer anvioù ar reuzeudien bet gwanet ken divalav. Gouzout a reer ivez e oant deut a Baris, — war gemenn piv? — gant ur gefridi ne nac’hont ket : torrin ar grev. Seurt tra a c’hoarvezas dija e Douarnenez, soñj o deus hol lennerien, moarvat ; rak brud bras e oa bet graet d’ar mare gant an tennoù revolver a voe kaset gant unan eus ar gañfarded e gourlanchenn an Ao. Flañcheg, maer ruz kêr veur moridi Breizh-Izel, hag e penn un niz dezhañ. N’eo ket a-zivout ar baotred vac’hagnet, avat, e vo bec’h e-touez an enklaskerien, — meulet ra vezint! — An diaesan a vo gouzout gant piv ha perak int bet skoet. Rak, daoust pegen souezhus e c’hello bezan kavet an dra, n’eus bet gwelet na liv na roud, — lennit mat, na liv na roud ! — eus o ‘c’hastizerien’. E kreiz-kêr! E sal vras ar c’hafe brasañ ! Ken trumm eo deut an dianzavidi ha, graet o zaol, ken trumm int loc’het kuit en-dro… n’oar den dre belec’h !… N’oant ket korriged, koulskoude… Setu pell a zo, a drugarez Doue, ne gred ket mui ar Vretoned er gorriged. An Ao. Goff, ostiz meurbet enorus Kafe Kerne, e bried hag e verc’h, a zo dalc’het o spered, hor c’hredin a c’heller, gant ar choll a zo o hini. Torret ha drastet o stalikerezh. Peadra o deus gant o glachar hag o mizoù, daoust d’an Asurañs. No deus gallet roin diskleriadur a-zoare ebet eus ar penaos hag ar petailh a c’hoarvezas an emzrailh. Un taol korventenn, e gwirionez. Tavet e oa, amzer dezho erruout en o stal : komprenit en o stal freuzet ha pulluc’het. Goulennoù a vo graet, hep mar ebet, ouzh an ever nemetañ en em gave er sal ostaleri da vare ar c’hrogad, an Ao. Paol Tirili, c’hwec’h vloaz warn-ugent, kere, straed Jean-Jaurès, anvet ivez Voie Romaine, e Pont-‘n-Abad. An Ao. Tirili, war a lavar rener ar re c’hloazet, en dije diskarget, hep rak na perak, pa ne ranne grik outañ, ur sifonad dour seltz war e zemm, ken n’eo devet e zaoulagad atav. N’eo ket sur ar vedisined ne gollo ket ar giveled. Aet omp, evel just, da weladenniñ an Ao. Tirili. Degemer dereat hon eus bet digantañ, ha gallout a reomp krennañ evel-henn pe demdost ar gaoz a zo bet etrezomp: “Edont holl o ‘n em gannañ. An hini kozh e vary hir en doa tennet e revolver. Aon e’m eus bet. Tapet ‘m eus krog en ur sifon. Ha setu.” Ha setu… Ya, marteze. N’hon eus na da veuliñ na da zifenn amañ micher dilufr an dorrerien-grevoù. Ret anzav, avat, int bet ‘kastizet’ re griz en holl. Gant gouezoni. Daou eus ar reuzeudien-se n’eo ket deut o anaoudegezh dezho c’hoazh. Ha n’oa ket anezho sioc’haned na bitouzed… Gant piv int bet kastizet ? Aze ‘mañ an dalc’h. Krediñ a rafemp buan a-walc’h ez int bet dedennet, evit ober ur skouer, en un toull-sac’h. Perak? Gant piv? Hic fecit cui prodest… Amañ emaomp a-du a-walc’h gant enklaskerien Roazhon, — meulet ra vezint! — Ha marteze, — o ! marteze nemetken - n’eo ket ker gwenn an Ao. Tirili, er feur a sell ouzhimp, ha ma c’hellfe bezañ kredet, hervez ar c’heleier kentañ. Du e c’hellfe bezañ ivez. Setu perak. An Ao. Tirili a zo anezhañ ouzhpenn eget ur chere dinoaz, diskroget diouzh e labour e-giz e gengêriz, hiziv an deiz. Un demouizieg eo ivez, ma c’hellomp lavarout, un demarzour o taremprediñ, hep mar ebet, ouzhpenn eget paotred e vro c’henidik. Ur furch pizh ha dizamant, a- barzh ma vo diwezhat, e tiretennoù e arrebeuri, a c’hellfe marteze roiñ ur skoazell hep he far d’an Enklask. Gract hon eus hon enklask-ni. Gouzout a reomp co bet klañv an den-se. Ned ae ket nemeur diouzh e di. Petra ‘ta e rae da nozvezh an emzrailh e Kafe Kerne?… Da zouetin a zo e tarempred dre lizher arzourien ha skrivagnerien o deus bet da ober gant ar polis, - meulet ra vezo! — p’eo bet taolet d’an traon Delwenneg Roazhon, p’eo bet torret an Hent-Houarn, e Ingrandes, war harzoù Breizh, p’eo bet lakaet an tan — un tangwall c’hwitet, a drugarez-Doue ! — e Prefetiez Roazhon hag an Naoned, Sant-Brieg ha Kemper, ha Gwened ivez - an dra-mañ a ouzomp, daoust pegen pizh e voe skoachet an darvoud d’an ampoent -. Gouzout a reomp e vez kaset dezhañ BREIZ ATAO, ar gelaouenn te vrudet gant he mennadoù kasaus. Komprenet omp, n’en douetomp ket, gant hol lennerien. Spurmantet o deus en amc’houloù nec’hus dorn kevrinus ‘Gwenn-ha-Du’. Anat amañ doare ober izili ar Vreuriezh-se, anavezet re vat e Breizh, daoust m’eo dianav he holl izili, ar Vreuriezh he deus kemeret warni, war he fouge, difenn enor Breizh ? ! ? ha torriñ he chadennoù ! !! Skoiñ a ra trumm, kreñv, ha ne chom na roud na liv da heul he zorfedoù. Betek-henn. Gouzout a reer ez a don he gwrizioù e-touez at Vretoned — ar Vretoned dianket, a-dra-sur -. N’eus ket, avat, gwashoch diankidi eget ar re damzesket a fonn en hor c’hêriou bihan. Anat, un estlamm, eo levezon gasaus ar Vreuriezh Kuzh, e Pont-‘n-Abad, end-eeun, abaoe ar Grev’. Lakaet eo bet ar vicherourien da grediñ ez int mac’homet gant Bro-C’hall ; krediñ a reont ne roer ket dezho hervez o zalvoudegezh. Gwashoc’h, hervez o ezhommoù. Ha sentiñ reont, hiviziken, ouzh broudoù treitourañ, noazusañ enebourien hor Mamm-Vro e Breizh. Hag e teuont da vezañ c’hoarielloù - muioc’h, sklavourien — etre daouarn ‘Gwenn-ha-Du’. Caveant consules !. Caveant !. E gwall-abadenn straed Kereon, n’eo bet, a-dra-sur, an Tirili netra nemet ur c’hoariell. Hogen, hep e sifonad dour seltz, o flistrañ dres hag eeun-hag-eeun, p’edo ur paourkaezh kozh o vont da dennañ evit difenn e vuhez, e chome ur ‘Gwenn-ha-Du’ war al leur. Tapet unan, edod goude se, war roud ar re all… ar Renerien. E lod, avat, en doa Paol Tirili da c’hoari en abadenn. War evezh e oa, ‘hoariet en deus, ha dre e c’hrad, o deus arsailhourien ar ‘bagad-kastiz’ gallet en em dennañ ken dillo. Ur wech ouzhpenni. Ha setu ! E-giz m’en doa lavaret an Ao. Tirili. Echuiñ a reomp. N’eus ennomp - adlavaromp an dra,
- karantez ebet ouzh ar reuzeudien-se a gemer ur gopr evit mont da lakaat dizunvaniezh e-touez Dilabouridi kêr pe gêr. N’eo ket, avat, en ur vro renet ez-reizh evel hor Bro-Frañs vuiañ-karet, bro an urzh, mard eus, n’eo ket da Gevredigezhioù Kuzh da ober ar polis, ur polis, arabat disoñjal, a dalvezfe da enebourien ar Frañs, ha, nebeutoc’h c’hoazh, da vachagnañ ar gristenien a c’hoarvez ganto bezañ war o hent. Ar c’here-arzour Paol Tirili a zo en e-ser unan eus alc’houezioù ar Gudenn Wenn-ha-Du.”
“Dachet!, loen vil! Sellit outañ gant e zaoulagad vizou ! Dachet, laer brein !…” Lammat a reas kuit, gant meloù lammoù, a-dreuz al liorzh, war-du prenestr torret chapelig ar Vadalen, targazh rous Maivon at grampouezherez, un amezegez d’an Dirilied. Sevel a reas Paol da welout dre zor ar gegin. Redek a rae Lij Vloagen war-lerc’h at chazh, gant he zorch, a-dreuz tachenn ar pour. “N’eo ket gwelet mat at Mabichigoù Mareoñ 2, en ti- mañ” , a vousc’hoarzhas Paol Tirili, en ur droiñ e benn ouzh tu ar beleg bihan. Sellet o doa ar c’here hag an Ao. Kilivere ouzh ardoù ar c’hazh. Kouchañ ‘rae al loen, pladet ouzh an douar, pa ziskenne al laboused da lammikat er jardin, o vont war-raok pemp pe c’hwec’h rampadenn hag o pladañ en-dro. O c’hedal. Ar filiped, avat, a wele ar chaseour hag a nije kuit dirazañ. “Al laboused a zo bihan-bihan o skiant… e-giz ar vugale”., a lavare Paol. “Ne dec’hont ket atav.” “Dreist-holl, p’emaint en ur gaoued”, a zic’hwezhe Lij Vloagen, o pignat diri ar gegin, tenn hec’h anal dezhi. “Ya!” eme Baol d’ar beleg. “Debret eo bet seranted bihan !… va nizien gant ar chazh Moutig… Al lavagnon “Kerzh da welout!” a drueze ar beleg. “Pa soñjan”, a echuas ar gereourez, “e tommen laezh d’an amprevan-se, peogwir e oa gant un arum, hag e lakaen sukr en e laezh tomm !… Sellout a reas an Ao. Kilivere ouzh ar gaoued c’houllo, e pign atav ouzh hec’h ibil-kouevr, ha dimplij he c’hrogen-morgad. Displegañ ‘rae Lij Vloagen doareou an torfed : “Lammet en doa diwar an daol war ar gaoued. Kouezhet ar gaoued dindan pouez e gorf. Hag aze war al leur-zi en devoe amzer muioc’h eget re da ober e gorfad. Pluñv hag all, int aet en e vouzellou… Kement a chagrin a’m eus bet da’m loened bihan paour, ma’z on chomet teir nozvezh hep kousket ur berad… Bremañ, e c’hell galoupat. Ne lakay mui e bavioù amañ.” “Kollet eo bet ho kazh ganeoc’h ?” “Nann ; miz Ebrel a zo miz an targizhien, Aotrou Kilivere.” Ur reuziad goude, e laoske Paol, evel outañ e-unan : “Etre al loened hag an dud n’eus nemet ar Vadeziant. Hag, a-hend-all, int ken fal an eil-re e- keñver ar re all.” “O, evelato!” a droc’he, primik, ar beleg yaouank. “Brasoc’h eo ar c’hemm. Krouet omp bet hervez dremm Doue, ha pa’z a hor c’horf da ober ludu, e sav an ene kristen davet ur vuhez uheloch, ha peurbadel.” “Se a vez klevet gant ar veleien, ya!” hag e reas Paol e vourrenn. “Kaerat frealz, war an tamm douar laou- mañ, evit ar beorien a zo ac’hanomp ! Nebeutoc’h a bromesaoù evit Amzeriou-da-Zont ar Baradoz, ha muioc’h a justis e-doug hor buhez douarel, ne gav ket deoch e terefe klokoc’h an dra ouzh ar gristenien ?” Yaouank e oa, eus e oad, an Ao. Kilivere. Pemp bloaz warn-ugent a-boan. Yaouank e oa ivez e ene. Hag en em roiñ a rae gant e holl galon abostol nevez- beleget da silvidigezh an eneoù. Ne veze ket ‘bannet mein outañ’, evel m’en doa anzavet ur wech ouzh e berson. Er c’hontrol, p’en em gave gantañ harpañ e kêr gant ar baotred, e kinnige ar re-mañ dezhañ dont da gemer ur banne en ostaleri dostañ, pe da c’hoari c’haloj pe vouloù. Rak ur paotr chichant e oa ar beleg ‘bihan’. Ne ziskoueze ket ar relijion gant ur fas tagnous, evel, da skouer, e genvreur Abgrall. Ha muioc’h e oa en e vutun e-touez ar vicherourien eget och ober stouigoù dirak ar vondianed. Nach a rae Melegan ar banneoù, evel just. En ur choarzhin, hag o trugarekaat. Ha kavout a rae an tu, tro pe dro, da silañ er gaoz, hep feukañ den, ar pezh a anve had ar gelennadurezh kristen. Teurel had n’eo ket eostiñ atav ! Un dachenn divat e oa ar barrez. Na petra! Yaouank e oa an hadour. Amzer a oa dirazañ. Hag eñ a oa hir e anal. Spi en doa, pa deuje poent ar mediñ, n’eo ket da bennaouin un edenn pe edenn, hogen da endrammañ eneoù, a- vriadoù. Hel lavatout a rae hep stouiñ e zaoulagad. Pa rousc’hoarzhe ar person ouzh e selaou, e kemere ar mousc’hoarzh evit un asant, ur broud madelezhus da vont war-raok, hep fallgaloniñ. Hiziv, end-eeun, e c’helle ar c’hure bihan mont dezhi dizamant gant e abostolerezh. Egile n’en em gave ket, tamm ebet, war e du mat. ‘Mechañs e oa chomet dezhañ war e galon, e-giz d’e vamm, marv kriz e seranted. Pe marteze e gleñved… Ken laouen ha ma oa an Tirili, a-raok! Ur souezh penaos e oa bet divadet gant e gleñved ! “Krouet hervez dremm Doue, me ’ lavar ! Neuze an Aotrou Doue a zo divalav a-walch E Zremm pa gemer tres gwarded war varc’h da zont da lazhañ maouezed kozh bouzar er vro. C’hoarzhin a de an Aotrou Doue pa glev lavarout eo heñvel e Zremm ouzh hini ar re a zeu dimp, o pourmen, dre gaerik, harpet war o bazh, hag a sailh trumm warnomp d’hor stlejan d’ar prizon. Hep digarez… “O, o, hep digarez ?” “Gast! eo! un digarez a zo: goulenn a reomp labour ha bara, un tammig bihan re zirukel.” “Ouzhpenn a zo, keneil. N’eo ket ken dinamm ha ma lavarez andon an dispac’h a zo bet lakaet kêr Bont-‘n-Abad gantañ e go.” “N’eo ket dinamm ?…” “Lagad Moskow… e ! e !…” Hag e luchas Melegan. Sevel a rae ar c’here e benn. Rak azezet e oa en-dro, ‘kichen an daol, tra ma chome egile da sellout el liorzh dre wer an nor. Ha Paol ha distagañ, e-giz er c’hatekiz, gant ur vouezh unton, distreset gantañ a- ratozh : “Lagad Moskow, dorn Berlin, fri ar Saoz, botez an Itali, biz, ya ! lakaomp biz ar Pab e Rom…” “Ankounac’haat a rez ar pep gwellañ, an hini kentañ”. , a droc’he ar beleg, gant ur c’hoarzh mav. “A, a-dra-sur, n’eo ket dav kaout kement all a estrañjourien da sellout ouzh ur gêr o kreviñ gant an naon. Fliked ar Frañs a zo trawalc’h diouto.” “Dres ! dres ! dres! Emaomp ganti.” Laouenoch- laouen e oa mouezh Melegan. Dedostaat a reas, azezañ ‘reas en tu all d’an daol dirak ar c’here, hag, e zaoulagad hanter sarret, e vouskomzas, e-giz er gador- gofez : “Ha ‘Gwenn-ha-Du’? Ankounac’haet eo bet ganit da Gevredigezh Kuzh, enebour touet Bro-Chall e Breizh.” “C’hwi ivez ?” Stouiñ a reas ar beleg e vouezh, izeloc’h c’hoazh. “Me ivez ya! Hag a galon a-du ganeoc’h, ya ! Dre skoach, evel just. Rak, ni, beleien, dreist-holl pa ouzer omp douget da FEZ-HA-BREIZ, ha d’ar Bleun-Brug, ar gelaouenn hag ar vreuriezh vrezhon, ni zo ret dimp teurel evezh en hor c’homzoù hag en hon oberoù… “Ha neuze ?” “Ha neuze, me ’ lavar dit, etrezomp-ni, ez eus lorc’h ennon gant mestr-taol ‘Gwenn-ha-Du’, hini Kafe Bras Kerne.” “Ha ba ! Mat-tre, neuze ! Gwell a se !. “Dibabet eo bet ar Spontañ ganeoc’h da drec’hin war veli Bro-C’hall e Breizh. Pediñ a ran Doue ma ‘z ay an trec’h ganeoc’h. Nemet, ha setu pezh a felle din lavarout, en em zifenn a ray mistri Bro-C’hall. N’eo ket hep digarez eta eo bet taolet ganto war straedoù Pont-‘n-Abad o rujumantadoù poliserien war varc’h.” “Krouet diouzh dremm Doue. Amen !” Savet e oa Paol Tirili. Mont ha dont a rae dre e gegin, o tremen e zorn war e dal ha, goude, war e bennad blev du rodellet. Chom a reas a-sav, en un taol, dirak an Ao. Kilivere. “Petra an diaoul” ”, emezañ, “a beg e revi an holl hiziv o tegas kaoz ‘Gwenn-ha-Du’ war zigarez tri daol dorn dic’hastet mat en un ostaleri? Gwelloch e vez kredet ar gazetenn eget ho Kredo…” Hejañ reas e skoaz, dre ma lavare : “N’ho peus ket gwelet morse ar maout gant e bemp pav ?… Ar maout-se a zo ‘Gwenn-ha-Du’ e anv !” Noa ket diaes lakaat Melegan da c’hoarzhin. C’hoarzhin a reas leizh e zent yaouank. Nemet distroiñ a rae an dorzh kerkent : “Moarvat! moarvat! Ur Gevredigezh kuzh eo ‘Gwenn-ha-Du’. N’eo ket dit, na da Vreizhad ebet, da werzhan ar c’hevrin. Nac’h a rafes zoken, diouzh ret, edos e sal Kafe Bras Kerne, ne rafes ket ?… pa darzhas an taol-Trafalgar. Bez dinec’h, avat. N’eo ket ganin- me e vi aterset diwar-benn anv ar stourmerien. Gwelloch eo din chom hep o anaout… kuit d’o d i s k l e r i a n . ” Sarrin a reas Paol e zaoulagad, gant ur c’hoarzh sioulik, iskis : “Ar pezh a zo sur”, emezañ, e’m eus gwelet ur sakre taol sinema evit netra, an abardaevezh-se. Sponterien ‘Gwenn-ha-Du’ n’anavezan ket mat-mat o liv; ar pezh a zo sur eo e ouie paotred Kafe Bras Kerne gouren ha sankañ yennoù… En ti e oan, o sellout… na’m eus ket nac’het morse an dra.” Un chan a reas. An Ao. Kilivere a luc’he e zaoulagad gant esmae ur bugel o selaou ur gontadenn. Ha Paol : “Ar gwashañ zo, Aotrou Kilivere, n’eus ket ur ger gwir er pezh a zo bet fentet gant ho kazetennoù diwar va fenn-me hag ho ‘Kwenn-ha-Du’.” “Da grediñ a rin, pa gavin un neizh logod e skouarn ar c’hazh.” ”… Daoust ma’m eus bet, abalamour dezho, abaoe, chigarderezh evit mil lur.” “Gopr ar brud, Paol! arzour, amañ, politiker diaes meizañ e vennadoù aze, en ur ger berr ‘Lagad Gwenn-ha-Du’ e Pont-‘n-Abad, setu an anvioù a roer dit er c’helaouennoù.” “Ya!” a responte ar chere gant un douster faos ; “brud diwar ur gaou da sabatuin lennerien, aozet gant un teodeg difoultre eus an droug a rae d’ar mab-kaezh bougar a zo Paol Tirili e anv.” “Ken na deuio un Amerikad pinvidik-mor da deurel ur mell priz war da zelwenn… Rak diwar an taol, e vo graet anezhi ur mestr-ober… Mousc hoarzhin a rae Paol d’e dro, dre ma rae, gant e sell, un allazig d’e ‘vestr-ober’ da zont, a-sav atav e- kreiz al liorzhig. “Da c’hortoz hoc’h Amerikad, Aotrou Kilivere, e’m eus bet gweladennou, — peadra chwezhan gant al lorch! — war-lerc’h pennad-skrid ho fistoulig.” “Pa lavaren dit. Me, te ‘oar…” “Ya! ya ! c’hwi… Setu m’eo deut tri aotrou hegarat, aotrou Kilivere, da ober un dro amañ; o ! hegarat- meurbet e oant, ken na lakajont din o dorn dindan va fri, ha ma rejont din dre va skoaz ur strilh e-giz dur wezenn-bilhoù. Gopr ar brud !.. N’eo ket, avat, evit prenañ va statu edont aze. Selaouit hag e klevot … Tri int deut, dre deir gwech, da furchañ ha da ziskrapañ e’m zi, amañ. Ha turlutet o deus en un doare ken divergont m’eo bet darbet da’m mamm mervel trumm gant he c’hleñved kalon. Turiet hag eilpennet eo bet ganto, traoñ ha laez, ar gweleoù, an armelioù, an arrebeuri, ar stal-gere, ar sailh-dour- lor…” “Evelato ! O klask petra ?” “Lagad ‘Gwenn-ha-Du’, sur a-walc’h.” “Lagad ‘Gwenn-ha-Du’?… Petra ‘gontez din-me ?” “Va aotrounez e oa anezho Friou-Furch ar polis, komprenet ho peus; ar polis — meulet ra vezo ! - evel ma skriv ho pluenner. Edont o klask paperou, skridoù, ha me’ oar-me, d’o lakaat war roudoù ho Sponterien Dianav.” “O fidamdoustik! sell aze n’eo ket mui farsal ez eo!” a skrije ar beleg bihan. Kendalc’h a rae Paol. Bremañ oa kasoni en e vouezh : “Ur wech all eo bet dav din chom peder eur azezet war ur skabell, e burev at c’homiser, riellet va zreid ha va c’horf bras. E-giz ma ne vijen ket bet pourset a- walch… Hag an dra-se abalamour da c’haou ur mabgast pluenner. Ouzhpenn eget d’ar moc’h e vefe dav lakaat ur vinell. Laoskit hardi ! Talvout a rin, deiz pe zeiz, dan durierien-se, ar brud o deus lakaet en-dro da’m anv, ha, d’ar friou-furch all, e talvin o gweladennoù, laoskit hardi !” Dic’hwezhañ ‘rae Melegan. Drant ha fromet war un dro : “He merzherien he deus Breizh Nevez”, e lavare. “Gwir eo ne c’hello Breizh genel adarre da vuhez ar Frankiz nemet dre aberzhoù he merzherien. Gwilioud ebet hep poan. Un enor a vo, avat, bezañ gallet gouzañv evit Breizh karet.” “Va botez!” a droche egile, dichek. “Me n’on ket ttoet, me, da choari ar verzherien, memes evit adsavidigezh Breizh, evel ma lavarit. Pe, neuze, kemerit va ali-me, da gentañ, diganin-me.” “N’out ket troet zoken” , a skandale ar beleg, “da c’houzañv pistig ebet gant pasianted.” “Emaomp ganti ! ‘Pasianted Job, ‘ro Doue d’ar bobl, evel ma lavar va mamm-gozh. Pasianted ! Pasianted gant ar seranted da vezañ debret gant ar c’hazh! Pasianted gant ar c’hi da zegemer un taol-troad en e revr ! Pasianted gant ar c’henaoueien — nann, respet deoc’h, gant ar gristenien - da c’houzañv ma vo krabiset dezho o dremm doueel gant ivinoù ar gristenien all, ha d’en em vagañ gant esperañs.” “Souezh e kavan klevout komzoù chwerv, - chwerv ha trenk — ouzhpenn ma ‘z int komzoù kroaz, war vuzelloù un arzour a zo bet gouestlet gantan engravin war ar maen, en enor d’ar Werc’hez Vari hag evit brud e vro, mousc’hoarzh baradozel mamm Salver ar Bed, da lavarout eo dremm an Douster trugarezus, hag ar Fiziañs er Vuhez-da-zont.” “A! an delwenn-se !” a huanadas Paol. Ober a rae ur pleg d’e vuzell. “Yac’h e oan, ken na oan, ha gredus, pa grogis ganti. Abaoe… “Setu neuze emañ ar bed o vont da goll war zigatez out klañv-diglañv? Mar kendalc’hez da livañ du ar vuhez”, a echuas Melegan, “e troio da Vamm Yaouank da Vater Dolorosa… Goap a raio ouzhit da voulomigoù, a zo aze war varlenn da siminal, ker yac’h ha drev, ker farsus an tammoù anezho… Gra un hej d’ar balafenned du, satordallik !” “Me ‘gav kaer ho klevout, c’hwi, gant ho yec’hed hag ho youankiz, chwi, didrabas ho spered, me ‘gav kaer ho klevout prezeg din, hep besteodin, ar basianted hag ar boan. Me zo klañv, me, ar greizenn ac hanon, ha n’eo ket kalz yac’hoc’h va c’hredennoù relijiel, broadel pe gevredel. Me ‘garfe gouzout, me, petra ’ eus da c’hounit diwar boan ha pasianted… pa ne ‘z a mat netra ‘bet neblec’h.” “Poan ebet n’eo didalvez, Paol. Ar gwashan zo eo bet kollet ganit, ha gant tud Pont-‘n-Abad ivez, siwazh, ster gwirion ar vuhez.” Kalonekaet e voe an Ao. Kilivere gant e respont. Deut e oa brav gantañ. Un heklev, un estlamm, en doa klevet ennañ da lavarennoù e genvreut, an Ao. Abgrall. Rak gwir eo e oa e ene yaouank ur brienn aes he merañ. N’eus ket keit-se e veze stummet e gaoz diouzh klemmoù ar vicherourien. Hiziv e oa an trec’h gant mennozion krenv ar chenvreur. En em velekaat e rae, ur frealz. Hag e kendalche ar beleg bihan…un tamm evit ar blijadur en em glevout, un tamm evit lakaat egile da vaman; hogen ivez gant e c’hred abostol : “Pal gwirion ar vuhez, Paol, a z0 gounit ar Baradoz. Evel m’eo planedenn mab-den diwaskañ poanioù war an tamm douar-mañ, abalamour, evel m’eo bet desket dit, d’ar Pec’hed Kentañ.” “Ur wall-gasoni eo bet hini an Aotrou Doue ouzh Adam hag Eva, betek ma rankomp-ni pacañ evito, mil ha mil bloaz goude o diael a bec’hed… Mard eo gwir, atav, ar pezh a gontit, c’hwi, beleien.” “Ar Boan, avat, lakaet dindan arouez Kroaz Hor Salver, a zigor dimp dorioù ar Baradoz…”. “Goude ur bourmenadenn diwezhañ penn-da-benn Hent ar Vered davet liorzh Dumorle.” “Bo ! a-dra-sur. ‘Mechañs n’emaout ket e soñj pignat ez-vev d’an Neñv, evel Helias hag Enok war o zankirri askellek ?” “Feiz, nann ! na’m eus ket mall ! Ha memes, ma vefe kinniget din.. “O Penn-Fall !… Muioc’h a skiant-prenañ e tiskouezfes, pa n’out ket evit ober a-hend-all, o plegañ, a-youl-vat, keit ha ma vi war an tamm douar- mañ, d’al Lezennoù Meur a gas ar Bed en-dro. Mat int evidout, evel m’int kavet mat gant ar gristenien all.” “Plegañ. plegañ. N’eus ket da nac’h. Ho Lezennoù Meur ez a diouto un dispar a anv-verb : sentiñ. Sentiñ, a-raok pep tra ; hag, hep marc’hata, sentin.” “A-dra-sur. Penaos e padfe an Urzh, an Urzh Meur, mennet gant Doue, ma ne fel da zen sentiñ ? Kouezhañ ‘rafe ar Bed en e boull, hep Lezenn Veur an Urzh, hag he Harp, Vertuz kaer ar Sentidigezh. Ar brasañ dismantr! War vab-den e kouezhfe.” “Paourkaezh mab-den ! Kaer en do, gwanet e vo.” Dirollet e oa Paol an taol-mañ da c’hoarzhin, leizh e zent. Blaz e kave gant ar gaoz. Trankañ ‘reas ar paotr. M’en em lakaas da doc’hal. “P’emaomp ganti”, emezañ, pa voe echu an asazenn, “ha kement ha goulenn, pe vad e c’hell, hep bezañ re c’hoantus, gortoz an den a zo ac’hanon eus an Urzh, evel m’eo diazezet war al Lezenn ? Ur gopr e tle kaout, ‘mechañs, evit e aberzhoù hag e sentidigezh ?” “A-dra-sur : ar peoc’h, al labour, ar bara pemdeziek, war an douar-mañ. Ouzhpenn, buhez ledanoch evit Bro-Vreizh. Hag, er bed all…” “Ur munut, mar plij. Chomomp en traoñ. Sentus omp bet, e Pont-‘n-Abad, amañ, e-giz bugale bloaz, Aotrou Kilivere. Doujañs hon eus bet, pell, pell, pell amzer, d’an Urzh, evel m’eo diaezet war al Lezenn, paeet hon eus rolloù, aet omp da soudarded. Marv omp zoken, pe bet mac’hagnet, a-vil-vern, war an tachennoù-enor. N’eo ket gwir ?” 11 1 “Bet hon eus e gopr, Doue ra vo meulet, ha Mistri an eur ive, bet hon eus peoc’h, labour ha bara. Da ober teil. N’eo ket gwir ?” 1 …” “Hag e ranker bezan gwall-bennoù fall, hag ur bobl goulonkus, ha dispac’herien, un euzh, evit bezañ en em lakaet e grev, daoust da se, ne gav ket deoc’h ?” Argilañ ’ reas ar beleg gant an dalmadenn. Lavarout a r e a s : ” M eus aon e komzez, e gwirionez, evel an dispac’herien.” Neuze e tirollas da c’hoarzhin. “Kouezhañ ‘ri e’m lamm, kaer e vo… Daou vestr a vo hag e senti outo atav, kaer e vo !… Ya ! paotr. Dre gaer pe dre heg. Rak ganto emañ an Nerzh ! Hervez m’eo bet kemennet a-viskoazh, gant an Aotrou Doue. Lenn a c’heller en Aviel komzou-stur hor Salver : ‘Ro da Gaezar pezh a zo da Gaezar, ha da Zoue pezh a zo da Zoue’… Kaezar, da lavarout eo Gouarnamant ar Vro. Kaezar a c’hell fazian, bezan direizh, drouk zoken, e-kenver den pe zen, pe gorn pe gorn eus ar vro. Setu, end-eeun, pezh a c’hoarvez gant hor Breizh dindan renerezh Paris. Dimp-ni, avat, da stourm ha da zerc’hel peg, evit ma vo roet dimp hol lod, hervez hor gwir hag al lezenn. Pe…” Hag e chomas berr war e frazenn. Ne responte ket ar c’here. Ma rankas ar beleg bihan displegañ e veno, eeun-hag-eeun. Izelaat a rae adarre e vouezh : “Pe ober evel ma ra ‘Gwenn-ha-Du’… Ma ne roer ket dimp dre gaer, sachañ davedomp dre heg !… Hejañ ’ rae Paol e benn, an taol-mañ, ha teurel a reas adarre ar mousc’hoarzh a oa bet kavet ken iskis gant Melegan bremaik : “Ha gras a vo gant azeulerien an Urzh diazezet war al Lezenn gwelout an Dispac’herien Dianav o tanfoeltrañ Lezenn Kaezar ha sankan tro e gouzoug un Urzh deut da vezañ hegas d’an dud a urzh a zo anezho, hag ober diouzh an dispac’herien, ma vezont tapet, kraouiet ha krouget pe dibennet, merzherien ar vio, n’eo ket gwir? Neus ket had par da wad ar verzherien da c’henel bleunioù… Ha gant ma vo ur Chaezar all da sentin outañ, en un Urzh nevez diouzh ho toare… Lakaomp un Urzh breizhek. Ha, me, Yann Seitek, a ranko sentiñ memes tra !” Chom a reas Melegan digor e c’henoù gantañ. Ha Paol : “C’hwi ‘wel, aotrou Kilivere? Bommoù kaer e c’hellan distagañ, me ive… Evit ar priz e vez pacet kaozion goullo !. “Kaezared an douar e c’heller o zrokañ; o dibaban, lakaomp !… Doue, avat, a zo difazi E Veli. Neo ket da vezañ barnet E Gemennoù. Dleet-rik eo dezhañ kement a c’houlenn. Ha goulenn a ra diganimp gouzañv hor poanio gant pasianted kristen, da gaout pardon d’hor pechedoù. Ne chom ket berr, En, gant E Bromesaoù; e penn ar boan gristen, emañ Eürusted ar Baradoz.” ”…” ro da zigoll er Baradoz.” “Seul galetoc’h e vo bet da vuhez, seul dudiusoc’h e tonigennin ‘rae : Kroazian a rae Paol e vizied war an daol; “Ar Baradoz, ar Baradoz !… Pater noster, gwinich Feliz Peget an tan e pastell Feliz Feliz o vont d’ar poull Peget an tan en e doull Feliz o vont d’ar gêr Peget an tan en e revr Interet Feliz er bec’holo Chomet e revr dizolo.” Digoriñ a rae ar beleg yaouank e zaoulagad evel daou gelch. Drouklaouen. Muioc’h, avat, en doa c’hoant da c’hoarzhin eget da ober e vourrenn. Lavarout a r e a s : “Hemañ a zo ul labous, hag a gav mat krampouzh ! Petra ar bedenn ? Pater noster dibidoup Man ar chazh o nezan stoup…” Hag e chomas Paol a-ispilh gant e rimadell. Sellout a reas ouzh ar c’hure. Ar c’hure a sellas outañ. Ha setu an daou zen yaouank ha sailhañ da c’hoarzhin a-greiz o chalon ha leizh o dent. E-giz daou gi o strilhan an dour diwar o c’hroc’hen, goude un neuiadenn. P’en devoe c’hoarzhet e walc’h, avat, ne voe ket Melegan evit mirout da c’houlenn digant ar c’here pe veno a oa skoachet dindan e werzennoù-godisañ. Paol a oa krizennet e dal, en-dro, kerkent. “Gwir eo, koulskoude”, emezañ; “c’hoari toullpennikañ gant gerioù n’eo ket breutaat ez eo. Na diskargañ hor c’houstiañs.” “An absolvenn a roan dit, evit ur wech, evit ar sotonioù emaon o vont da glevout.” “Ha setu penaos mañ kont ganin, avat: ne gotesain ket va meno, Aotrou Kilivere.” Dirak dremm doaniet ar beleg, e tibrenne dor e ene, un netraig : “An dour benniget ne dorr ket din va sec’hed.” ” ‘Gwenn-ha-Du’ ” , a lavare an tri faotr, o treuzañ plasenn ar Vadalen, dre hed an evlec’henned. “Me zo gwennig, te zo duig. Ha te, Paol ?…” “Me zo bet al leue. Al leue geot. Hagi…” “Op e op !. “N’ouzez ket, mab Trebern, ha Trebern da-unan ? Re brim hon eus frapet hon divisker ganimp. Peadra oa war an hent gant dent ar pevar rastell-doull da zastum peb a dro-c’houzoug d’ar ‘voizenned’.” Hag e c’hoarzhe an tri faotr, dre ma ‘z aent. Ha Joz, a-greiz holl, dre ma cheñche skoaz d’e vouc’hal : “Gant ma tiwallo ar Goff e deod !” “Gwelloc’h m’eo bet diwallet o dent gant ar Rastilli- Toull.” E gwirionez, n’en doa an ostiz na den eus e familh toullet d’an douar. Ur chañs. Rak, abred pe ziwezhat, e kan pig pe vran. Ouzh skouarn ar polis zoken. Betek-henn, n’oa ket da dortañ, n’en dije gallet hini ebet lavarout gant piv e oa bet tanet an estrañjourien. En doare ma c’helle bezañ selaouet hep re a ziskred rambreoù trivlius ar c’helaouennoù diwar-benn ampartiz ar Sponterien-Dianav. Abeg e oa da grediñ, end-eeun. Rak war-lerc’h Kabaduilh sal Kafe Bras straed ar Gereon, e oa bet skarzhet pizh-rac’h, — op e op ! e-giz ma lavare egile ~ pavez Pont-‘n-Abad diouzh ar ‘Glaskerien-labour’ estren. Ur vandennad diouto. Spontet gant dorn ‘Gwenn-ha-Du’?… Forzh penaos, ur vad evit ar peoc’h. En o flas, avat, e oa diskennet diavaezidi, aotrounez dereatoc’h o gobari, troc’het kempenn o barv, ha didrousoc’h ; pourmen a raent, tri peurliesañ, peb a vazh ganto evit bale, e-giz mondianed. Muioc’h e oa da ziwall outo eget ouzh ar vlejerien all. Ar re giz kêr- se, ken dereat, a oa ensellerien hag enklaskerien polis Roazhon. Gweladennerien Paol Tirili. War roudoù an enebour kevrinus, e-giz paotred ar c’hazetennoù ? ‘Mechañs a-walc’h… An digarez-se atav o doa roet d’ar ‘c’here-arzour’, pa oant deut da c’hwiliañ en e arrebeuri hag en e sailh dour-lous. En ur varvailhat diwar o fenn, e oa erru Joz Tarv, an Trebern bras ha Paol Tirili, betek Rozig-ar-Mager. Ar Rozig a zo, war hent Pornaleg, unan eus karterioù koshañ kêr Bont-‘n-Abad. Goude, emañ ar maezioù. Gant un harz krenn : ur foenneg strizh hag hir, ur wazhig o tourral’ en he c’hreiz dre douez ar chorz hag ar beler. En tu all d’ar foenneg, war un durumellig, emañ an Dourig-kozh, ur gêr diwar-maez, gant saout, yer, moc’h, roñsed, gwez avaloù, hag, evel ma lavarer, chwezh an hañvouez; gwaskedet eo diouzh tu kêr Bont-‘n-Abad gant ur bochad gwez faou. Pelloc’h, war an tu dehou, e-laez frailh an draonienn gammigellek, e sked tiez gwenn Mene- Piked, ha tolzenn, glas hañv-goañv, koadoù maner Trebec horet. Ur skouer e oa Rozig-ar-Mager eus ar gwellaennoù a oa bet degaset er Vro-Vigoudenn, gant youl ha labour pep-hini, abaoe ar brezel, dreist-holl. Heñvel a oa chomet al leur-vras, bet anavezet gant ar re gozh, gant he ziez bihan tro-dro, hag heñvel a oa chomet ivez ar vanel troet he renkennad tiez ouch an Dourig hag an heol. Evit mont e-barzh al leur, e oa dav, evel gwechall, sankañ etre daou di, dre un ode dres ledan a-wale’h evit ur c’harr. An toennoù, avat, a oa nevez o mein- glas; bep bloaz e veze razet ar mogerioù. Skubet e veze al leur gant pep hini, dirak e di. Ha diabarzh an tiegezhioù, muioch c’hoazh, a veze dalc’het o arrebeuri kempenn hag a-ratre. Ur c’harter yac’h, ha bev ouzhpenn, rak, ma n’o doa ket ar baotred aon ouzh o skeud, e vigoudenned a oa lipr o zeod. Joz Tarv, gant e vouc’hal, hag an Trebern a oa o vont da faoutañ keuneud, ur chrañvazhadig koultrennoù pin, da vamm-gozh ar marichal, el leur vras. Paol, peogwir e oa dibres, en doa graet hent ganto, digarez mont da gatellat gant e gamaradez Jani Dreo. O chom edo Jani er vanell, en un tiig heñvel ouzh re an holl renkennad, gwenn-kann ha troet klouar ouzh heol kreisteiz, a-us da foenneg an Dourig kozh. N’he dije bet nemet stouiñ evit tapout bozadoù geot glas d’he c’houlined. Nemet ar C’halvez Dir, he zad, ne vage ket koulined, ha Jani hec’h-unan, etre fardan boued d’ar baotred, derc’hel an tiegezh, ha brodan koefoù, he doa peadra da ober. Edo dres, gant pemp pe c’hwec’h bigoudenn all, a- zevri o frapañ war he nadoz, e-tal he dor; holl azezet war o c’hadorioù izel. Sevel a reas ar merched o fennoù, o klevout Paol o tostaat. Kerkent, avat, du o sell, e paras o daoulagad a-dreñv e gein. Tri aotrou a oa ouzh e heul, hep gouzout dezhan. “Adarre?” e fuc’has ar c here. Re abred. An aotrounez, ouzh e anaout, o doa tennet o zog dezhañ, gant ur mousc’hoarzh damseven, damc’hoapaet, hep paouez da vont, evel o pourmen. Anat n’eo ket da gutuilh tomm-heoligoù pe fluim-dour, er foenneg aze, e oant deut. Chom a rejont a-sav teir dor pelloc’h. Skoiñ a rejont. “Tro Per-Mari, ar wech-mañ”, eme ur vouezh. Per-Mari Kloareg, mekanisian eus e vicher, a oa outan, evel ma lavarfemp, unan eus pennoù1 bras strollad komunisted Pont-‘n-Abad. Ur paotr ken desket ha ma oa sioul. Fiziet e oa ennañ an holl skriturioù. Dont a reas war dreuz e zor, war e benn noazh. O nevez sevel e zaoulagad diwar e baperennoù edo, rak luchañ ‘rae gant sklerijenn ar maez. Dre ar vanell, war-lerch an tri aotrou, e oa dedostaet ivez, evit gouzout an doareoù, Joz Tarv, charter.Ivoñ Trebern, bugale, merc’hed, ha gwazed eus at Per-Mari Kloareg a oa stag outañ un diael a benn moñs. ha da echuiñ va lizher…” “Va lezit d’an nebeutañ”, e lavare, “d’en em wiskañ, “Ret eo dont diouzhtu.” “Evit moc’h a gemerer unan bremañ.” En em zastum a rae an dud. Klevet e voe gerioù c’hwerv. Flistrañ’rae c’hoarzhoù e-touez ar bigoudenned. Feson arnev. “Hastomp!” a gemenne unan eus an aotrounez, en ur stokan penn e vazh ouzh an douar. “N’hoc’h eus netra da c’hounit o varc’hata amañ.” “Ne’m eus ket da vont d’ho heul. Ha ne’z in ket.” “An nerzh a vo gant al lezenn.” “Ha va botez en da revr !” Aet an taol kerkent hag ar gomz. “Aiou, va Doue!” Distroet e oa paotr e vazh, gwenn e zremm. “Piv en deus skoet ?” “Me, kuign’, me !. Deus amañ ma vi krouget.” Dispourbellet e zaoulagad, mont a rae Joz. Tary davet ar c’homiser. E zaou zorn efreizhus, e zaouarn roñfl astennet dirazañ. Krenañ ‘rae gant ar gounnar. Argilañ ‘reas an tri c’homiser. “Baleomp, bitouzed revet, dilorit, pe me ho krougo!” a groze ar matichal. “Dilorit, tammoù teil ! Kaout kement all a vizer, ha kaout ouzhpenn ar moc’h-se da uzañ revr an dud, betek en o zi !… “Bazhadoù dezho!” Tarzhet en doa ar gourdrouz a- greiz ar baotred. “Brochit dezho o daoulagad!” a hopas ur vaouez, e respont. “Stlapit-i er foenneg!” a lavare unan all. Edo Finig Gamm an Nor-Chlas o tont gant un droiad dour diouzh ar Prad. Degouezhout a reas e- kreiz an tousmach : “Del atav ur sailhad dour !” emezi. Hag e vanne ar vigoudenn gozh he sailhad dour a- dreuz korf an tri aotrou. “Piv eo ar re-se?” e c’houlennas goude se. C’hoarzhin a reas an engroez. Anat e oa er c’hoarzhadeg, avat, droukrañs, chwervoni, ha chwezh bazhadou. Aner e oa derc’hel penn. Krommet o divskoaz, o dilhad o teveran gant an dour, kemer a reas an tri enseller penn-hent ar vanell. Treuzin a rejont korn al leur ha gounit a rejont an hent bras, gant ur bale gorrek, o daouarn en o chakodoù. Hep troin o fennoù, ur wech. Ouzh o heul, holl garter Rozig-ar-Mager, dirollet, o c’hoapaat, o sutal, o kanañ, ha, dre douez, o keitañ outo un tamm keuneud pe grouan. “Mar a’m c’hredit, paotred”, a alie Paol da Ber-Mari Kloareg ha d’e zaou geneil, “ne chomimp ket er Rozig ur munut ouzhpenn. Amañ ‘vo termaji bremaik.” N’oa ket faziet ar c’here. N’oant ket erru war ar Marc’hallac’h, ma tiskornas dre ru Penn-ar-C’hap, padadap ! padadap ! ur strollad gwarded war varc’h. Ul lamm a reas ar pevar faotr e porzh ar C’hilieg, baraer korn ar blasenn. Ha pa voe aet hebiou ar froudad foll, i d’ar red, en ur pennad-tizh betek ostaleri Tin Andro. Deredek a rae dre ru Keineg hag ar Vadalen, hag eus kostez ar Ru Vras, ‘diwallerien an urzh’ war o melloù roñsed, holl d’an daoulamm, padadap ! padadap! O vont da ‘zoñvañ an dispac’h’ e Rozig-ar- Mager. “Chatal!” a hoc’he an Tarv, o tic’houzougañ e toull- dor an ostaleri. “Pa soñjan eo chomet va bouc’hal war al leur du-hont.” “Hag a rafes petra gant da vouc’hal, ‘goi’! dirak revolverioù ha fuzuilhoù ‘Bugale Vari’ ?” Hag e lavare Ivon Trebern : “Dont a ray unan ‘blech’, evit mat.” Mimi Andro, hi, a-dreñv an daol ostaleri, hag harpet ouzh stalikerezh ar boutailhou, a oa aet he liv diouti. ouzh stalikerezh ar boutailhoù, a oa aet he liv diouti. A-greiz-holl, ez en em lakaas da zifronkal, da leñvan ken na leñve. Tostaet e oa ouzh Joz Tarv, ha sellout a rae outañ gant daoulagad estrenvanet. Sioulaet e oa bet ar marichal, en un taol. “Arabat deoc’h kaout aon, Mimi”, emezan gant ur vouezh leun a allazigoù. “Eo, aon a’m eus. Gouzout a rez perak, Joz. Chom fur, Joz. Aon a’m eus evidout, ive’.” Hag e sec’he ar plac’hig he fri gant he mouchouer bihan gwenn. “Kemerit atav ur banne”, emezi. E Rozig-ar-Mager, avat, ez ae an trec’h gant ar warded, ur gounid mezevennus. Un diael a daol- roued e raent, zoken. Keit ha ma stanke un darn an dreuzenn strizh etre al leur hag hent Pornaleg, e lamme an holl warded all diwar o javioù. En em skignañ rejont en-dro d’al leur, tizhout a rejont ar vanell. Mont a rejont, gant o revolverio en o dorn, e kement ti a oa chomet digor e zor. Dibrennañ ‘rejont an dorio all. Hag i ha krogañ da ober prizonidi. Dastumet e voe evel se Finig Gamm an Nor-C’hlas, kaer he devoe krabisat hag enebiñ, ha degaset e voe, — oust, maouez! — ruzet kentoc’h, etre ar warded war varch, e-kreiz al leur. Degaset e voe d’he c’havout Mon Kerviel, mamm-gozh an Tarv. Dastumet e voe ivez ar vouc’hal dirak ti houmañ. Dont a reas da vrasaat ar bern pemp pe c’hwec’h bigoudenn yaouank, ha Youenn ar Goukou, Bastien Bollore, un toer, Lanig Ivin, Loeiz ar C’hiniou, Per Born, ha ‘boulomigoù kouz’ muioc’h sabatuet an eil eget egile ; rak aet e oant war an oad dija, ha chomet e oant, hep diouetin an ‘dañjer’, da frapañ war o c’horn-butun, ouzh an heol, dirak o zi. Lammat a reas neuze ar warded war ur vandennad ‘frioù lor’ skoachet a-dreñv moger jardin an dimezell Kerniliz, ha bec’h warno o keitañ turchou ouzh mevelien an urzh. Ne c’helle ket ar grennarded tec’hout, sac’het ma oant etre mogerioù re uhel jardin an dimezell Kerniliz. Tapet e voent an eil goude egile, ha stlejet gant ar warded krog start en o brech, da greiz al leur. Ret anzav, avat, o doa graet an dud en o brud evel Paol Tirili hag an tri faotr all. Sachet o doa ganto o divesker, n’oar den da belec’h, a-dreuz foenneg an Dourig, pe war hent Pornaleg, dre ar parkeier, p’o doa klevet c’hwezh gant ar gurun o tedostaat. Drouklaouen a voe mourrenn an tri enseller, o ‘n em gavout dirak seurt tropellad prizonidi : “Al lastez, evel just !” emezo. Difronkal a rae Finig Gamm en he zavanjer. “Setu unan atav !” a laoske ur c’homiser. “Kasit ganeoc’h !” Lakaet a voe Fin baour a gostez, dres dindan fronelloù ar roñsed bras. Ken na gruke ar vaouez paour he divskoaz gant ar spont. “Hag ar grennarded-mañ ?…” Turiañ ‘rae ar baotredigoù gant beg o botez, o selloù ouzh an douar. “Edont o vannañ mein ouzhimp a-dreñv ar voger du-se”, a zisklerias un is-ofisour. “Sachit dezho war o divskouarn. Ha mat pell ’ zo.” “Hag ar vouc’hal aze ? Da biv eo ?…” “Dastumet eo bet e korn al leut, ahont, ‘kichen ar bernig keuneud.” “Da biv eo ?…” Ne save grik ebet e-touez ar brizonidi. Mamm-gozh Joz Tarv ne ouie ket galleg. Marteze ivez n’he doa ket klevet mat-mat. “Ur benveg dañjerus”’, eme ar c’homiser, “etre daouarn un den imoret. Kasit ganeoc’h. Dav e vo kavout ar perc’henn. Ha c’hwi”, emezañ d’al ‘lastez, “diloromp, pe me ho… prououh !…” … Setu penaos ez eas Finig Gamm an Nor-C’hlas d’ar prizon, ouzh hec’h ambrougan ur gwir rujumantad soudarded war varc’h. Setu penaos ivez ne gavas ket Joz Tarv e vouc’hal en-dro. N’oa ket dimezet Paol Tirili gant ar c’herienn : ingal. Ne rae war-dro e zelwenn nemet dre gasadennoù, diouzh ma veze troet. Mat e oa dezhañ kement digarez da chom a-sav. Gant digarezion ken didalvez, avat, ez adkroge en e vinvioù : faltazi gizidik an arzourien a labour evit o flijadur. O-unan. Loenig hedro e oa awen ar paotr ; ne zigore ket e zivaskell dre zienez na trubuilh. Ne rae berzh nemet er peoch. Morse, avat, ned ae diwar e dro dremm e werc’hez- vaen : tra vev-buhezek e oa deut da vezañ, keneilez e vuhez.. tomm ha karantezus. Gant un ene. “Douget out muioc’h d’ar maen-se eget da Jani Dreo hec’h-unan”, a vouskomze en e eñvor mouezh ostiz ar Marc’hallac’h. Ne nac’he ket. Muioch e veze e sonj gant e vaen eget gant e gamaradezig vigoudenn. Hon arzour yaouank a oa div levezon ouzh e Vleniañ : e fouge hag e feiz. Un trede broud, marteze, diheverzh e zraen, a oa ouzh e hilligañ hiviziken : an aon da chom berr. Ouzhpenn m’en em zebre gant an Dilabouradeg, e- giz e hol gengêriz, eñ n’oa ket diboan e zihunoù, abaoe ar goañv, ha morzet, diegus e kave e izili, pa ‘gouezhe’ diouzh e wele. Herzel a rae, evel just. Hogen, hep krediñ rannan grik ouzh den, trikamardet e oa ken na oa gant ur rochell diastal a rastelle e askre, un tu bennak diouzh kostez e skevent. Ha neuze, e zent; o chavout a rae gwal laosk, en e c’henoù. Gwenn ha reizh, evel m’edont n’eus ket keit- se. Soursi en doa gant e zent. Na petra, avat ! Blaz e kave gant e voued. Edo an nevez-amzer o tegas, ur wech ouzhpenn, goude ar mizioù du, d’ar Vro-Vigoudenn, en-dro dezhañ, livioù splann ar plant, ha cholori al laboused, en oabloù gwalc het ha klouaroc’h. Gant ar wrez e teuio tomm d’e wad, adarre, ivez. Hag e vleunio ar pare. Kredin er yeched, e madelezh ar vuhez, er yaouankiz !. Echuiñ a reas e damm bara hag amann hag e volennad kafe du. Azezet e oa ouzh taol, er gegin. Uhel e oa an heol dija. Dre wer an nor, e taolas ur sell er-maez : al lenn, al liorzh, taolenn anavezet, sioul atav, skedus atav. Ha, ‘kreiz al liorzh, an delwenn. Flamminañ ‘reas ur choulaouennig — an awen, emezo, — ha ne c’helle ket ober hepti, an awen, keneilez an habaskder laouen. Dres a-walc’h, en em gave barrek, ar mintin-se. “Stagomp outi ur wech c’hoazh!” eme an arzour outañ e-unan. Sevel a reas en ur zerc’hel e zargreiz… Toc’hellat a reas… “Poent hastout kas da benn… . . Echuiñ ! Rak hiroc’h an amzer eget buhez an den. Nemet, me… marteze, a zo berrik va amzer. Ha, koulskoude… Nijellat a rae ur mousc hoarzh war e vuzell, dre ma tiskenne d’ar c’hav da gerc hat e vailh-pik. “Perak nann? Pa vo echu, lipet ha kempenn, daoulagad ha diweuz, perak ne c’hellfe ket bezan anezhi Arouez ar Feiz Vigoudenn e talvoudegezh ar ruhez, en desped da zrougiezh ar bloaz. O tivrazan ur maen yen ha digompez, o skoin hag o pigosat ar maen diene-se, ken na drido, war an dremm a gizellin ennañ, mousc’hoarzh daoulagad ar Vamm Yaouank, ar Vaouez trec’h da gleñved ha kozhni, dre m’he deus ganet he Bugel, ne ran, o kas da wir va hunvre-me, hag ouzhin va-unan, ne ran nemet ar pezh a ra tud va bro, pa glaskont, a-gevret hag ez-voutin, a-dreuz hag a-zioc’h ar reuzeudigezh pemdeziek, pa c’hounezont — n’eo ket komz-kroaz ez eo — pa c’hounezont dre o stourm, ur vuhez yac’h, dieub, kuit a drabas, ha sart, ur vuhez eürusoc’h d’o bugale eget ma voe dezho. Gouzout a reont e teuint a-benn. Dre stourm pennok. Me, ivez, me a gred e teuin a-benn. Ma klemm va izili a-wechoù, me n’eo ket morzet va skiant… Ne ziskrogin ket mui ken na vo echu…” Skoiñ ha pigosat, evel ma lavare, e reas Paol, ar mintinvezh-se, betek an eur a greisteiz. Kaset e oa e vinviou gant ur galloud drant, o teuzin soñj ar skuizhder hag an droug-dargreiz. Pa sonas taolioù kreisteiz e tour ar C’hastell hag an anjeluz iliz Karmez, e chomas Paol a-sav da arvestin ouzh e zelwenn. Ha gervel a reas e vamm da sellout ivez. Stummet e oa an tal, un tal bosennek un disteran ha flour, ha kammigelet ar blev en daou du, ez-arzel, hervez giz ar bigoudenned yaouank. Damechu oa ur jod, ouzhpenn, gant un toullig e-tal korn ar vuzell. Diskenn a reas Lij Vloagen gant he daouarn war he digroazell. Kentañ tra e verzhas, avat, eo e tevere he mab gant ar c’hwezenn. “Che ! va faotr paour”’, e skandale ar gereourez. “Un druez eo deoc’h lazhan ho korf ouzh al labour. Deuit d’en em wiskañ buan.” Ober a reas Paol un droig-kêr, goude e verenn, war zigarez prenañ ur pakad butun. Mont a reas hebiou strollad gwarded traoñ ar C’hastell. Kendalc’het e oa bet gant e gasadenn, ar mintinvezh-se, ha ken chichantaet e oa bet, ma oa aet mil-bell e sonj diouzh an Dilabouradeg ha ‘Bugale Vari. Edont atav eno, avat. Dont a reas d’ar gêr, dre ar Marc’hallach hag ar Vadalen. Hag e stagas gant un abadenn all. Er memes amzer, e tiwalle an ti. Abaoe ma oa sarret ar stal-gere gant ar ‘grev’, e vamm a gave berroc’h hec’h amzer o vont da wriat, da choude kreisteiz, Traoñ Pont- Gwern, ‘ti he c’hoar Katell. War-dro peder eur, dres p’edo o pignat d’e gegin da evañ ur banne evit torriñ e sec’hed, e sklintinas klochig dor ar stal. Deut e oa tre Joz Tarv ha Mimi Andro vihan. • degemerout a reas ar c’here gant e vrasan mousc’hoarzh. A-raok m’o devoe ar re all digoret o genoù, hemañ o frape davet ar jardin da ziskouez dezho e zelwenn. Bevañ ‘tae ganti, e gwirionez; ne soñje nemet enni. Neuziet oa bremañ an eil jod. Lavarout a rae Paol : “M’en dare ha ne zivadezin ket va statuenn, ‘fraied chojik. Sur, eo brav anv Itron Varia Garmez. Me ’ lavar e sujfe gwelloc’h c’hoazh outi anv Itron Varia ar Joa… Petra soñjit ?…” Sellout a reas neuze ouzh e zaou gamarad. Trumm e welas pegen dic’hoarzh e oant o-daou. Ha ma pare o daoulagad war oberenn Paol, i a oa o sell e lec’h all. Anat he doa Mimi Andro taolet daeloù puilh. Ar c’here a deñvalae e benn : “Petra zo c’hoarvezet?” e c’houlennas, nec’het. “Mont a ran buzubul gant va maen, ha ne soñjan ket er gamaraded…” “C’hoarvezet eo ; setu !” eme Joz, hep mui. Ur pennad goude, e tenne ar vigoudenn vihan he mouchouer diouzh chakod he zavañjer. Sec’hañ ‘reas he fri, gant un difronk didrouz. “Sel aze, avat!” a lavare Paol. Kravat a rae e gilpenn, e sell ouzh e votoù, ha beg e deod war e vuzell uhelan : “Tonket e oa an dra. Chwi ‘oa re ser ar bed ganeoc’h ho-taou.” Chigardet ha glac’haret en em gave ar paotr. “Me n’eo ket teod an dud a ra diaez din”, huanadas ar bennhêrezig. “Gouzout a ran petra ‘chom din da ober… Ha Paol : “Teod an dud, drochig, teod an dud… N’eo ket an dra-se eo. Ar pezh a zo da ober eo dimeziñ, ha diouzhtu.” “Hag a gred dit ?” eme Joz. “N’ouzez ket n’he deus ket houmañ he bloaz warn-ugent, hag e rank kaout aotre he re gozh ?…” “N’eus nemet goulenn gant Tin Andro ha mamm Mimi…” “A, feiz, ya ‘vat!” a droc’he an ostizez vihan. “N’anavezez ket va zad, neuze… Dirollañ ‘reas adarre da ouelañ, ken na c’helle. “Selaou, Paol”, a lavaras neuze Joz. “Me ‘oar eo ur gwall gorveenn omp deut da c’houlenn diganit. Nemet, kontañ ‘ran warnout evit he ober. Te zo mat gant Tin Andro, mat eus ar gwellañ… Kerzh d’e gavout… ha gra evit ar gwellañ… Skrignal a reas e zent : “Evit tri ‘graf’ laou a vank d’ur paourkaezh bougar, n’eus ket istim evitañ muioc’h eget evit lag an hent. Ma vije bet tri ‘graf’ war va anv, n’eo ket gant plijadur, gant ourgouilh e vije bet roet din e verc’h gant hennezh…” Frapet en doa Paol d’e gavout an ostizez vihan, ha roet dezhi, prim, ur bouch war he jodig kuilh. “A-barzh pell”, emezañ, “ni a vo friko cheuc’h ganimp, e ti an Andro, Mimi. Me vo paotr-enor, ha paeron ive’.” Chom a reas krenn war e gomz, ha c’hoarzhin a reas. “Gast!” emezañ, “sot on. Tin Andro eo a vo ar paeron, ha ton gantañ c’hoazh! Nemet, avat, na leñvit ket mui. Dit, Joz”, emezañ goude, “ne ‘m eus ali ebet da roiñ. Eo, unan ! Diwall da lakaat mui na da fri na da deod e termaji kêr, gant aon bezan higennet gant ar ‘Gribenned”! Ar re-se ‘mañ o lagad warnomp. Hag hiviziken, nebeutoc’h eget biskoazh, te n’emañ ket da blas er bidouf.” * Kerkent m’o devoe kimiadet outañ e zaou vignon, en doa Paol gwisket e chupenn ha kemeret e voned bask da vont da di Tin Andro. En em anaout a rae at paotr. Ma ne rae ket diouzhtu ar gefridi fiziet ennañ, e ouie ne vije graet biken. Ur gefridi hegas ma oa. Rak anaout a rae ivez penn aheurtet ostiz ar Marc’hallach. Dres a-walc’h ne oa nemet an Andro er sal-ostaleri. O vont hag o tont e-giz un daonenn, ur vousklenn stag ouzh e benn. Ur pikol mouschoarzh a reas da Baol, ken na zeuas betek fri hemañ c’hwezh an hini kreñv. Tin Andro a gave madik e vanne. “Hag ez out deut, viltañs” ’, emezan da Baol, war an ton mav. “Bremañ c’hoazh ‘vo gallet farsal un tammig bihan. Mont a ran droch en ti-mañ, abaoe ur reuziad, gant va div goumoulenn hag o muzelloù ledan.” “O va Doue Jezuz!” eme Baol. “Eo! ‘poa’. Ha memes emañ va hini gozh o nevez digêriñ, dre an nor aze”, , diskouez a reas dor ar Marc’hallac’h, “en ur deurel dour dre he daoulagad e- giz feunteun ar Skudell. Ken na ‘tije c’hoarzhet ganti. “‘Ve’ ! Petra ‘teus graet adarre da Var-Louiz Penn Hent Kombrid ? Ur vaouez chichant ‘giz m’eo !” “Petra ne ran ket, kentoc’h. Lakaet he deus va mopenn gozh en he boulienn dimezin va mopenn vihan. Ha diouzhtu, mar plij! Tin Andro, avat, en deus lavaret : nann ! Tin Andro ne vez ket lakaet da blegañ e-giz-se. Tin Andro, e-giz a dermone Mar- Louiz droch, n e gompren netra e kalon ar ‘voizenned’… Del! kemer atav ur banne ganin…” Ha dre ma karge div werenn war gorn an daol ostaleri, e kendalc’he mestr an ti : “Gant c’hoant dimezin’reer tro ar bed. Nemet, boulc’hast, n’ouzon ket petra zo peg e begel ar bolizi hiziv an deiz. N’int ket dizonet mat, ha ne badont mui ti o zud, gant ar mall gouzout penaos e vezint poazhet, pe dre an dour pe en amann… Dimezin ? Feiz ! gast ‘vat !. N’emaint ket mat ‘ti o re gozh ?…” Tennañ ‘rae Paol war e anal. A-ratozh-kaer, e vije bet kredet, e tegase Tin Andro ar gaoz war an dimeziñ. N’oa nemet lammat en dour, ha neuiñ pe veuziñ, — nui pe vui, e-giz ma tistagont er Vro- Vigoudenn. Ober a reas ur sell bliv ouzh tad Mimi Andro. Hag eñ o lavarout : “Evit kaoz farsus, kavet ‘teus digarez da gontañ kaoz farsus. Dalc’homp peg, pa ‘maomp ganti. Petra lavarfes ouzh ur bazhvalan egiston : Kak, selaou, va meno eo ive’ ; da bennhêrez a zo deut oad dezhi da zimeziñ. Emañ-hi o vont war he ugent vloaz. Dav eo kompren kalon ar merc’hed…” “‘Te’ oar mat ‘ta !” “Ha me, Tin, me ‘m eus ur mab-kaer da gouritañ dit, unan hag a blij dezhi ken na ra. Klask piv !” Lonkañ ‘reas Tin Andro e werennad en un taol. Stouin reas dreist an daol-ostaleri, hag eñ ha distagañ ur voñsadenn ouzh skoaz e gamarad. Joa a grene en e vouezh, o c’houlenn : “Lavar din piv a vo ar paotr-enor, hag e respontin.” “Me!” a laoske Paol. “Boñ! ‘Te ‘gemero da levr bras da glask e-barzh divunadennoù nevesoc’h, mabig. Toull eo houmañ. E c hellez diwall ganit da varichal.” “Ap ala! Tapet out. Piv ‘n eus preget dit eus Joz Gouzien ?” “A oah ! Teuzin ‘ra ar sukr en da c’henoù, e-giz ar ‘voizenned’ amañ, pa gaozeez eus da istrogell bras.” “Tin Andro, ‘frai kouz’, klev mat! Te ne garez ket da verc’h.” “Paol Tirili, ‘frai bihan’, ‘giz va daoulagad e karan- me va merc’h.” “Nann, paotr Tin. Mignon out da da wenneien ha da da ourgouilh.” “Nann, ‘frai bihan. Me ‘glask lakaat eürus va merc’h-me.” “War da veno…” “An Tarv n’eo ket ur gwaz eus kouch Mimi Andro.” “Peogwit out pinvidik.” “Nann, peogwir eo paour. N’eo ket memes tra. Seurt traoù n’int ket kad da vagañ ur vaouez. Kant kwech e’m eus lavaret an dra-se dit.” “Oi ! va c’horf ! Hemañ, neuze, a oar priz an traoù. Ma! toull-skragn ma zo ac’hanout, pegement e koustte, pe demdost, ur c’hovel vihan, un annev, dek pe zaouzek houarn-march, pemp pe c’hwech sailh, kastolorennoù, hag un nebeut traouigou, peadra prenañ pe sevel ur stal varichal, hag ur voutig podoù ?” “N’eus ket ezhomm ur bern mil lurioù.” “Lavaret e’m eus dit ne garez ket da verc’h…” ” H a n ? ” ”… P’he lezez, war zigarez ur vozadig ‘grifoù’, da ouelañ noz-deiz, ha da goll he yec’hed.” “Petra ‘gontez din-me ?” “Me lavar, me, ez eus da fiziout er beorien a c’houlenn labour.” “Hervez ar c’hatekiz nevez, ya ! A, gast ! a, gast ! a, gast! Ez an da echuiñ da frazenn : … Ha dar re fortuniet da lodañ o danvez, o madoù hag o ‘mouni’ etre o amezeien… Sakre Paol! Setu ‘maout troet da lodenner, te ‘ve’ !” “Da verc’h, paotr Tin, n’eo ket un amezegez dit ez co. Da verc’h eo. Da verc’h nemeti. Da zanvez a 2o he danvez. Ne roi ket morse dezhi brasan pinvidigezh, brasañ eürusted, eget o roiñ dezhi ar pried a c’hoanta he c’halonig maouez, hag hech argourou d’he sikour da sevel he ziegezh ha stalig- labour he gwaz.” “Piv eo an den kaer-se ?” “Un den yac’h e galon hag e gorf, e-kreiz e vrud, un den douget d’al labour. Muioc’h e talv hennezh eget da wenneien.” “Piv eo an den kaer-se ?” “Joz Gouzien, Tin Andro.” Azezañ ‘reas an ostiz war ur gador, ouzh un daol vihan. Skoiñ a rae ur pezh flac’had ouzh e vorzhad. Mont a rae e gleur. “N’eo ket evit ober poan dit, paotr paour”. ’, e lavare. “Fin e oas gwechall, ‘giz kaoc’h-louarn. N’out ket mui ar pezh out bet. Abaoe ar pennad kentañ eus ar gaoz, e ouien, me, ar peizant dir, - rak, n’on nemet ur plouk, evit ‘truchoned ar vilajenn gran’ — me ‘ouie e oas o vont da gouritañ din da varichal. E c’hell, del, an hanter, hag an trichard eus kêr dont amañ da vazhvalanañ, Tin Andro a lavaro: nann! Ha nann ! Del! Gwelloc’h a gavfen magañ em zi un torad bastarded !… Krennañ’ reas e gaoz, trumm. Hag e tirollas da c’hoarzhin, mezhekaet. “Pennhêrez Tin Andro druzivi!” emezañ… “Pa lavaran dit e ya unan droch-pitilh gant kaoz da varichal.” Dont a reas an ostiz div wech pe deir gwech war e gomzoù, — mezv e oa aet. “Mont druzivi, siwazh ! enor ar familh ! Paourkaezh Mimi baour!… Mezh a’m eus ganin va-unan o teotikal ken divalav diwar-benn hec’h enor I. Prenañ Fin dezhi un davañjer nevez.” Dourennin a rae e zaoulagad. Paol ne ranne grik ebet. Ne gave ket an nerzh da anzav ar wirionez ouzh an ostiz. “Kemer c’hoazh ur banne ganin, Paol!” eme egile, o tostaat gant e voutailhad gwin gwenn. “Nann, Tin, nann ! Diwar re emaon !” “Te ‘ta, zo ur paotr a feson, ur c’hamarad bras din. Ha speredet. Desket. Ha n’emaout ket hep ‘gour’. Ned ay ket droug ennout ma zisplegan dit va meno, hiziv, p’emaomp amañ ken nemet hon-daou, Paol ? Nouzez ket piv a vefe ur mab-kaer hervez va c’halon- me ?” “Lavar atav !” “Te !” “Oi! va bouzelloù !…” “Me ’ oar !… Jani Dreo Blev Ruz!… Ro Jani da’z Tarv, ha mat pell ‘zo! Mont a ra an eil ouzh eben, hervez o ‘grifou’. Ha me, Paol, a rofe dit Mimi Andro… Ur vaouez, Paol !” Paol Tirili a save ur c’hwezenn yen war e gorf. Edo, gant ur gounnar o fuc’hañ, e anal o kinnig mankout. Distagañ ‘reas ouzh an ostiz gant ur vouezh izel ha gorrek : “Ne rin ket re van ouzh da gaoz, paotr Tin; savet eo diwar re odivi ha diwar da win gwenn. Me ‘gav mat boeson, ‘ve’, ar pezh ne vir ket ouzhin da deurel evezh war ar pezh a lavaran. Memes tra, ne fell ket din ober fae warnout, betek gwelout. Nemet, kompren mat an dra-mañ: e as o fougasin bremaik, e karez da verc’h Mimi, e-giz da zaoulagad. Ha, koulskoude, war zigarez tri gwenneg, e rofes, te, he zad, ar plac’hig-se, hep goulenn ganti hec’h ali, da un den hanter-vrein e skevent !… War zigarez emañ an den-se gant tri gwenneg war e anv !… Ech ! mhenn argas !” Teurel a reas ar chere war an daol ur pezh pevar real. Hag en kuit hep stardañ e zorn da Din Andro. * Distro d’ar gêr, ha drouklaouen-kenan gant e dro wenn, e tiskennas Paol raktal war-dro e zelwenn. Deiz bras e oa c’hoazh. Bountet e oa an arzour gant un nerzh dianav, hag ar mal echuiñ, a-benn an diwezh. Re an holl a draoù e wele en-dro dezhañ o chom sac’het, hep mont da du ebet. Un heskin. N’oa diougan gounid ebet ken evit an Dilabouridi, ken evit ar Gouarnamant. Noa ket da c’hortoz e plegfe an Andro da ali e wreg hag e verc’h. Hag en e vruched e- unan ne zispege ket an droug kuzhet, a lakae ar paotr da doc’hal ar paz, ken na deue ar c’hwezenn warnan. Hegasoc’h-hegas e oa dezhañ, dre ma ‘z ae, ar vuhez arvarus ha seizus a rened, e Pont-‘n-Abad, abaoe ur reuziad re hir. …Echuñ un dra bennak !. En em lakaat da vat ouch e zelwenn!… roin ur skouer eus e dalvoudegezh… pa n’oa ket evit skoazellañ, en un doare efedusoc’h, nag e gengêriz nag e zaou vignon, na zoken e skevent. Edo e skeudenn aze dirazañ, dindan skleur milzin an heol war e ziskar. Kroaziet ganti war he c’hof he bizied mein kizellet, sonn edo war he zreid. Stummet reizh e oa ar vent anezhi, ha gant he jiletenn stardet en dargreiz hag he gouzoug hir ha noazh, hi ‘oa heñveloch he gobari ouzh hini ur vigoudenn korfet disi, eget ouzh ar skeudennoù melkonius o neuz hag hirwisket a ginniger a-viskoazh da zoujañs ar gristenien. Rimiet e oa bet an tal, ha trolinennet an divjod ez- aketus. Ne chome evit kas da vad ar pennober nemet ar fri, ar genoù hag an daoulagad. Ar fri a oa nebeut a dra evit un arzour dornet e-giz ma oa Paol Tirili. N’eo ket hep ur pikig-enkrez, avat, edo e soñj krogañ gant daoulagad ha muzelloù e hunvre. “Ar c’horf n’eo nemet ar c’horf”, e oa kustum da lavarout outañ e-unan. “Kad eo forzh piv, gant ma vo eus ar vicher, da gizellañ furmoù galloudus, pe vunut. Bev gant buhez ar c’horf, ouzhpenn, gant e wevnded ha tres ar fiñv. Er genoù, avat, hag er sell e lufr sklerijenn an ene. Hiraezhoù hon ene-ni. O engravañ er maen, ma c’hellimp o gwelout keit ha ma ray vad d’hor c’halon !… Hiziv muioch eget biskoazh, da heul an holl kerseennoù a zinij warnomp, e-giz brini d’an abardaez war ar c’hoadoù pin, hon eus ezhomm a vousc’hoarzh baradozel ar fiziañs en un amzer da-zont klokoc’h…” A-daolioù prim ha dibaouez, e pigose ar c’here fri an dremm werc’hezel. Ur fri heñvel-vi ouzh hini Jani Dreo, linennet eeun, hag o pennadiñ dres e traon an tal. N’oa ket didrabas, avat, spered an arzour. Edo e soñjoù, dreist-holl, gant nec’h e geneil bras Joz ha trubuilh Mimi, e vuiañ-karet vihan. Broc’h a oa ennañ ivez ouzh an ostiz, aheurtet ken hegas gant e nac’hadennoù… war zigarez ‘tri graf’, e-giz ma lavare Joz. “Kredin er yeched, e madelezh ar vuhez!” emezan dre ma ‘z ae e vailhig en-dro, “krediñ er yaouankiz !. C’hoant a ranker kaout, ma fell dimp derc’hel d’hor feiz!… Ar gwellañ zo, da zerc’hel ar peoc’h er galon, eo sarrin an daoulagad war reuzeudigezh an amezeg. War hor reuzeudigezh-ni ive.. Emañ preñv ar c’herse e pep kalon, e peb levenez, e pep kredenn, dres e-giz ma tebr kalon an holl avaloù. Neo ket ret, avat, gortoz kleñved ha kozhni, na kouezhan er baourentez, evit gouzanv e grign… Un torad bastarded e’m zi ! Mimi Andro druzivi !… Hag e choarzhe an tad genaouek. Azen kornek! Re abred e klevo keloù. Emañ o vont d e dro da ober anaoudegezh gant soubenn drenk ar c’heuz. Gouzout a ray neuze ne dalv ket e wenneien, e ‘vouni’, evel ma lavar, kement ha ma kred !… Tak! Chom a reas trumm Paol Tirili a-sav gant e venveg houarn en e zorn. Mantret. Lammet e oa gant un taol-mailh distaget re rust penn-laez fri an delwenn. “Boulc’hast ar gurun! Ur fri bigoudenn he do, an taol-man !” Re e oa aet spered Paol da heul e brederi. Ma oa dianket e zorn. Morse daou hep tri. Tonket e oa da Joz Tarv kaout d’en em dennañ, un trede gwech, a-dre skilfoù poliserien Roazhon. En em sachet en doa bravik ha dizamant diouzh abadenn Kafe ru Kereon hag hini Rozig-ar-Mager. Bremañ, a-du gant ali Paol Tirili, ned ae ket mui nemeur diouzh e garter, kuit de dreid da luzian e rouedenn ebet. Kel lies ha bemdez e veze taolioù Trafalgar e korn pe gorn eus Pont-‘n-Abad. Enklaskerien ar polis eo a yeas da glask penn dioutañ. Rak, e-giz ar c’hi war roudoù ar c’had, edo atav ar frioù-c’hwesha a-zevri gant o hemolc’h. Er Rozig, o doa tennet kaoz ouzh Mon Kerviel, e vamm-gozh. “Deoc’h eo ar vouc’hal-se, moereb ?” “Ya! din-me eo ar vouc’hal-se”, he doa respontet ar vigoudenn gozh. Mousc’hoarzhet o doa an tri aotrou gant madelezh. “Gwall-bounner eo ar vouc’hal-se, moereb, da zivrech ur vaouez deut war an oad egistoc’h: ar vouc’hal-se a zo anezhi samm un den kreñv.” “O, n’eo ket me a zrailh va c’heuneud…” Ha mousc’hoarzhin a rae Mon ivez, a galon vat, gant he genoù dizant, ouzh an estrañjourien-se ken dereat e-keñver ur vaouez kozh. ”. Me’ vez faoutet din va cheuneud atav gant va mab bihan Joz. Ya! Joz Gouzien, marichal, ya ! Pelec’h emañ o chom ?. Er Pennkêr-Nevez, kostez chapel Lannvorc’h, gouzout a rit… Ya ! dres er penn al da gêr, war hent Kemper…” Ar Pennkêr-Nevez a zo, en tu all d’al lenn, e Penn- ar-Pont, ur c’harteriad tiez kozh — daoust d’e anv, — etre hent Kemper ha chapel Lannvorc’h, evel ma oa bet displeget gant Mon gozh. Er c’hontrol eus ar pezh a zo bet graet er peurrest eus kêr Bont-‘n-Abad, savet eo bet gant pep hini, er Pennkêr, e lojeiz a-hed hag a- dreuz. Kamm-digamm eo ar banelloù eno, ha strizh. Magañ a c’heller yer, bidiezed, ha moc’h bihan zoken, rak erru eur diouzhtu war ar maezioù, gant kleuziadou strouezh, estrevijiri ha tachennadoù avaloù-douar, kaol hag ed, pe douaroù albrat. Poblet eo ar c’harter, evel ar Rozig, gant paotred ha ne vez ket brav, evel ma lavarer, ‘ober likig’ dezho, pa n’emaint ket war o zu mat. Ahont, dres, e gwasked an evlechenned uhel, e sav iliz freuzet Lannvorc’h gant he zour dibennet, setu tri c’hant vloaz tost, dre urzh Loeiz pevarzek, ur roue gall : ur c’hastiz — emezo - da bennoù-fall ar vro. A-benn neuze e oa pennoù-fall er vro, ha n’oulent ket sentiñ. Marteze, dre ma n’oa evito, el lezennoù, evel hiziv, nemet an drein… hep ar pesk. Ha kann a veze, ma ranke dijentiled ha tud-e- karg tec’hout d’ar c’haloup betek Kemper. Joz Tarv, eñ, n’oa ket chal ennañ gant danevelloù an amzer gozh. Harpet ouzh korn dor e di, e zaouarn en e chakodoù, edo o tic’henaouiñ en abardaez. N’oa ket e chakodoù, edo o tic’henaouiñ en abardaez. N’oa ket ur vicher bezañ dilabour keit al. Edo e soñj ivez gant Mimi Andro vihan. A skandalfe an Andro kozh, ken na darzfe, anzav a rafe frouezh dous e garantez ouzh e vuiañ-karet, roiñ a rafe d’ar bugelig e anv, ha kemer a rafe — a ya ! neuze, — ar vigoudenn vihan da bried, ha pa ne vije nemet he hiviz ouzh he gwiskañ. Eñ a oa nerzh en e zivrec’h evit magan tri den, hag ouzhpenn !… Na petra! ne bado ket atav ar villiget a blanedenn — milliget ha dreist poell mab-den — a zo dalc’het al labourerien en he c’hrabanoù savet diwar an Drouk- Spered. Dres a-walc’h e oa keloù, abaoe un nebeut deizioù, etre ar baotred, e kemered micherourien war an houarn, du-hont, e mor Brest, da labourat e kamp mor-nijerezed ar Poullmig. Talvout a rae mont d’ober ur gweled. * Diskornañ ‘rae dre ronch’ Korantinig ar Vilouri ur charr-dre-dan, du ha lintrus. Ur c’harr-dre-dan eus Kemper, hep mar. E-kichen ar blenier, e oa azezet an Diaskorn, unan eus daou bolis Pont-‘n-Abad. Chom a reas ar wetur trumm a-say, tost dindan fri an Tarv. “Aman co !” a lavare an Diaskorn, lentik, troet ouzh tri den azezet a-dreñv e gein, e traoñ ar wetur-dan. “Eñ eo!” emezan kerkent, o tiskouez gant e chink ar marichal. N’en doa ket fiñvet hemañ diouzh toull e zor. Nemet, pa welas an tri aotrou o tiskenn, e kasas daou viz d’e c’henoù, hag e taolas ur c’hwitelladenn. Hag unan all, goude. Respont a reas ur c’hwitelladenn, ahont, un tu bennak, e-giz un heklev. Hag, o ‘n em heuliañ, c’hwitelladennoù adarre. Sellet o doa ar gomiserien - rak int-i e oa, — en- dro dezho. An Ao. Ao. Santini, Ritard hag Ives Le Querrec a oa diouto anaoudegezh kozh er vro. “Evit ar brini!” a zisklerie an Tarv, hep mui. O respont da beragenn vut an Ao. Santini, mestr an daou all. “Buan, n’hon eus ket amzer da goll” ”, a lavare ur c’homiser, dre ma z ae ar charr-dre-dan, hag an Diaskorn e-barzh, da c’houdorin ouzh traoñ ur c’hleuz meinek, war-du chapel Lannvorc’h. “Evit ar vouc’hal omp deut” ”, eme da Joz an Ao. Santini. “A ! Evit va bouc’hal ! Poent e oa… N’oa ket dav dont tri evit ken nebeut.” “Un nebeut diskleriadurioù hon eus da gemer ivez.” “Ho paperioù !” “Petra ?” “Ya! piv oc’h? hag a-berzh piv e teuit-chwi da zegas din va bouc’hal betek e’m zi ?” Ha ret e voe — al lezenn eo! — d’an tri enseller diskouez o faperoù kent mont pelloch. Reizh e oant. Da lavarout eo, sinet gant ur barner-enklasker. Ur barner-enklasker a zo dioutañ un den-e-karg hag a c’hell, diwar e gador en e vurev, e-giz ar gevnidenn e kreizenn he roued, roin aotre ha kemenn de boliserien da zont da c’houlenn diganeoch pet eur eo da greisteiz ha da eilpennañ ho ti, traoñ ha laez, war zigarez klask un ‘torfedour’. Hep menegiñ an Tarv dre e anv, e pleustre ar skridenn war ar vouc’hal, an emzrailho e kêr, hag atav war dorn kevrinus ‘Gwenn-ha-Du’. An hurlink. Hag i tre. Teñval a oa an diabarzh, pa deued diouzh ar maez. Spurmantiñ a c’helled, evelato, tachoù melen un armel vras, ha daou wele ledan gant ridojoù. Edo Gaid ar Chorr, mamm Joz Tarv, e penn he zaol, o tibluskañ avalou-douar da goan. Un intañvez chomet sonn, daoust da vloavezhioù poan hep diskuizh evit sevel un tiad bugale. Distroin a reas en ur zigorin melloù daoulagad. Hep rannan grik. Kuzhulikat a rae daou eus an enklaskerien, en ur sellout a gorn ouzh an Tarv. Furchañ ‘rae egile, an Ao. Ritard, holl chakodoù ar paotr, hag e flachote dezhañ e gorf bras. “Skañvik eo ho kodelloù”. , eme a r c’homiser. “Klaskomp en armel, er gweleoù, dre-holl.” “Ar bern-teil a zo e traoñ al leur!” a echuas, sec’h, an Tarv. “Dav eo deoc’h turiañ ‘ve’ ar bern-teil…” “Ne vo ket lod ken chichant atav…” “Petra’z eus da damall din? Ha perak, ur wech c’hoazh, eo aet va bouc’hal ganeoc’h ?” Neuze e tostaas an daou durluter al. Krogañ ‘reas an Ao. Le Querrec e brec’h an Tarv. “Tro ouzh ar sklerijenn, mar plij !” Troin a reas an Tarv e benn ouzh ar prenestr. An Ao. Ao. Santini ha Le Querrec a luchas lorch en o selloù. “Eñ eo!” emezo war un dro. “Eñ eo, n’eus ket da dortañ.” “Boulc’hast ar gurun!” a darzhas ar marichal. “Ne garan ket an hanter re e teufer da c’hoari maskaradenn ganin, e-barzh va zi. Petra ‘fell deoc’h ? “Neb a sko a zisoñj, marteze. Neb a dap an taol, a zach soñj”, a lavare an Ao. Le Querrec. “Ho taol botez ouzhin-me e Rozig-ar-Mager en deus e briz, va den. Ur priz kaer. Ha n’eo ket galloud ‘Gwenn-ha-Du’ ho tibesko, hiviziken, a roued ar polis. Emaomp e- barzh!” Azezet e oa an Tarv, sabatuet, war ur skabell, troet e gein ouzh an daol. Leuskel a rae etre e zent : “Mont da ‘gouziñ’, pelloc’h, gant ho ‘Kwenn-ha- Du!’ Ha me ‘oar-me petra eo ho ‘Kwenn-ha-Du’ ?” ”. Evel ma n’ouzez ket petra eo ‘kigerien’ Kafe Bras Kerne. Respont !” Tostaet e oa trumm an Ao. Santini da sellout ouzh Joz e-kreiz e zaoulagad. Ma savas hemañ en un taol. Dic’hwezhañ ‘rae : “Ma ‘peus damant d’ho puhez, pellait !… Che, mamm !. A, nann !. Drouzivian traoù mat ?…” Keit ha ma ‘z ae an teodoù en-dro, e oa bet lakaet he chafetalenn gant Gaid ar C’horr war an tan. Tennet he doa hor bigoudenn war an daol peb a volenn d’an tri aotrou ha d’he mab, ha neuze al loaioù bihan hag ar sukr. Ar mod a zo da ober degemer d’ar re a zeu d’ho ti. Edo e vamm o kargañ ar bolennoù, pa savas frond tomm ar c’hafe da fri an Tarv. Kemer a reas ar binvioù, hag o skarzhañ ‘reas en-dro er chafetalenn. Ha tennañ ‘rae war e anal, e-giz an avel : “N’eus ket doñjer an Ankoù, betek ne gach ket war draoù ‘giz ar re-se !. Spontet a voe e vamm. Rak kendalc’h a rae he mab : “Gourdrouzo din-me e’m zi!… Malozh va buhez !… Kavout a reas ar vaouez paour an tu da zrailhan ur c’herienn c’hallek bennak, da lavarout tra-pe-dra evel- henn : “Chwi’ vo lazhet gant va mab, ma ne ‘z it ket ac’halen… Noa ket ezhomm roin an ali. N’eo ket aheurtet ensellerien ar polis. Amzer o deus. “Arabat deoc’h!” e lavaras an Ao. Ritard war un ton sioul. “Arabat deoc’h kemer malis evit netra. “Me zo Breton ivez”, eme d’e dro an Ao. Yves Le Querrec. “Me’ oar ivez brezhoneg mat eveldout. Ne c’houlennomp diganit nemet ar pezh a c’houlennomp digant dek hag ugent all… Bezañ peraget ganimp n’eo ket bezañ kablus… Gwelout a reomp, hervez ar gounnar a ziskouezez, e oa faziet ar barner war da zivout… Ur sigaretenn ?” Ne zidaere ket egile. Gwenn e oa e zaoulagad. Aon a rae e zaouarn fiñv-difiñv, e zaouarn ronfi. Azezañ ‘reas an Ao. Ritard ouzh taol, ha skrivan reas war e garnedig un dra bennak. Rogañ ‘reas ar bajenn d’he roiñ da Joz. Lenn a rae heman : “Pedenn da aotrou komiser Pont-‘n-Abad da zaskorin e vouc’hal d’e berc’henn, an Ao. Gouzien, Joz, marichal er Pennkêr-Nevez.” Sklaeraat a rae dremm ar paotr, peb a damm : “Echu bremañ!” a gendalc’he an Ao. Le Querrec. “Nemet ur sinadur a’z po da roin diwar-benn ar gaoz a zo bet etrezomp. Rak, kompren a rez”, emezañ, o ‘n em zigareziñ, en ur mod, gant ur mouzhig-c’hoarzh, “hor micher eo. Ni a zo ret dimp leuniañ pajennoù da ziskouez e reomp hol labour… berniañ testenioù… “Oñ!” e krozas ar marichal. “Kenavo atav !” Ha kuit er-maez an tri aotrou, en ur dennan o z0g da Joz Tarv ha d’e vamm. Hemañ en doa lakaet en- dro e gasketenn a-blom war e benn, ha stardañ ‘rae e c’houriz ler da zerc’hel e otoù. Distroiñ a reas an Ao. Le Querrec war an treuzoù. “A ! disonjet e’m oa. Aotrou Gouzien, mar plij !” Dedostaat a reas ar marichal. “Sav da zivrec’h !” “Judaz !…” Un ‘o !’ hir a savas war an hent. En em zastumet en doa an engroez e-tal dor an ti. Souzan ‘rae an holl war o fouez. Dic’hodellet e oa bet, trumm hag a-gevret, gant an tri enseller, peb a revolver. Eeunañ ‘raent bruched an Tarv, sko ennañ. Hemañ a starde e javedou, ken na zraske e zent en e c’henoù. Sevel a reas e zivrech. “Chom fur, keneil ! ha sioul! Ne dalv ket c’hoari droch. Ro da zorn dehou!… Te ’ wel ?… N’eo ket diaesoc’h.” Ar marichal e oa bet tapet e arzorn dehou en ur c’helc’h bihan gwenn istribilhet outañ ur chadenn hir vunut. Dir. Ha dantet e oa diabarzh ar c’helc’h bihan e-giz un heskenn. “Dichou ! brini”, a farsas neuze an Ao. Le Querrec ouzh tropellad ar bigoudenned hag ar grennarded, dre ma frape dre ar chadennig dir Joz Tarv d’e heul, war- du ar c’harr-dre-dan. Deut e oa Gaid ar Chorr war he zreuzoù. Youc’hal a rae, ur rangalon he selaou : “‘Maint o kas va mab d’ar prizon !…” Joz ne save grik ebet mui war e vuzell. Azezañ ‘reas e traon ar wetur, etre e warded. An Diaskorn a oa troet e benn gantañ ouzh an tu al. “War eeun da Gemper!” a gemennas an Ao. Ritard. “Fustomp! Ya!” emezañ laouen. “Amañ, neur ket evit derc’hel kaoz, gant ar chigarderien… Ha loc’het kuit ar wetur gant strak ha moged, dre ar ru strizh kildroennek. Chichantaet bras an tri enseller, ha c’hoant dezho marvailhat : “Te’ wel?” a lavare an Ao. Santini. “Arabat c’hoari morse al louarn gant ar polis… “Ur c’haer a daol c’hwitell a’c’h eus evit gervel ar gompagnunezh”, a vame ivez an Ao. Le Querrec, - Ar Judaz, evel m’en doa krozet Joz - “Dillo eo deredet da vrini: leizh an hent a oa diouto… Dichou ! brini… Petra’ zo?” Skoilhet e oa bet ar wetur a-stroñs, o tiskornan en ur chorn-tro. Stanket e oa an hent dirazi gant daou garr, strobet o rodoù an eil en hini all. Paotred yaouank, ker sioul ha tra, a oa en o c’hoañze e-barzh. Ober a rejont ur saludig goapaer gant o dorn da dud ar c’harr-dre-dan. “Grit tro!” eme an Ao. Ritard. “Ha tizh dezhi !” Kuit ar wetur war gil, o klask un digor pelloc’h. N’oa ket aes, rak n’oa ket ledan an tremen, ha diwall e ranked ouzh ar werin och en em zastum muioc’h- mui. Ha tro-dro d’ar wetur e nije mein ha turchou, hag e tarzhe youc’hadennoù. Stanket e oa ivez straed Lannvorch, ha war an hent e oa bet strewet un niver souzhus a revriou-boutailh nevez torret. Ha stanket, evel just, al Leur-Gêr Geor. Biskoazh choazh !. Un arnodenn all a reas ar wetur dre ur wenodenn kammigellek, sanket don etre he c’hleuziadoù strouezh, hag a gase d’ar parkeier. Bardellet e-giz ar re all. Hag eno, e oa bet tennet diouzh o chraou - hep goulenn aotre diganto, sur a-walc’h, — div vuoc’h hag ur vidiez. Edo al loened ouzh o fun skoulmet ouzh ur rod karr, o tisvalañ geot o feurin hag o c’hlaourin dizrouk. A-zoug he c’hamm, e tiskennas adarre ar wetur prizoniet davet hent Lannvorch. Kement banell, kement ronch, kement ode karr a oa bet savet en o zreuz mogeriadoù kirri, hag harzoù estlammusoch choazh. “Sac’het ar brini!” a rannas neuze Joz etre e zent. “Arabat d’ar polis c’hoari louarn gant…” “Gant petra, azen?…” a youc’has Le Querrec, imoret. Dirollañ ‘reas ar prizoniad da c’hoarzhin, a- greiz-holl. “A ‘ma! gant dorn ‘Gwenn-ha-Du’!” Hag e choarzhe an Tarv, leizh e zent, gant ur mell c’hoarzhadenn. An ensellerien a voe tennet o evezh gant un taolig skoet war werenn dor ar wetur. Un den yaouank war- dro pemp bloaz warn-ugent a c’houlenne digor. Stouiñ a reas an Ao. Santini ar glerenn, ha, war un dro, e tenne e revolver diouzh e chakod. Heñvel a rae an Ao. Ao. Ritard ha Le Querrec. “Che! va zud vat!” eme ar paotr yaouank, “n’emaoc’h ket o vont da skuilhan gwad ar gristenien !. Un torfed eo lazhañ; bezan lazhet a zo gwal zivalav, ive, va zud vat !” Sklintinan rae gwerenn traon ar wetur: paotred o choari pigosat ar werenn gant geoloù dir pistolennoù. “Diskennit!” e kemenne ar paotr yaouank. Strakañ ‘reas tri pe pevar denn en-dro d’ar wetur. Strakañ ‘reas tri pe pevar denn en-dro dar wetur. Un ali hastout buan ? Evit ar blijadur ? Komprenet o doa an ensellerien. Silañ ‘reas an Ao. Santini e skouarn an Diaskorn : “C’hwi, d’an telefon, ha redit!” Hag an Diaskorn, a-boan ma voe digoret ar wetur, kuit, koutig-koutig, kruket e zivskoaz, e-giz ul logodenn spontet. An tri aotrou a ziskenne d’o zro, unan krog atav er chadenn dir ispilhonet ouzh kelc’hig dantek Joz Gouzien. Raktal ez adsarre warno an engroez. Aet e oa an Diaskorn betek ar c’hirri, pevar anezho ouzh heul, a-dreuz ar vanell, hag edo bec’h warnañ, an den paour, o treuzin ar vardell, war e grabañsonoù, pa voe frapet prim da laez dre e zivskoaz. ‘Giz un irvinenn diouzh an dachenn. “Ma’ve ! aze ‘maout Fri-Lipig…” Fri-Lipig a oa ul lesanv roet d’an Diaskorn, rak mat e kave e vanne. “Peget an dipa-dapa en da doull, Fri-Lipig ?” Hag e tirolle ar baotred da c’hoarzhin. An Diaskorn, eñ, ne c’hoarzhe ket. Glas e oa. “An dipa-dapa, avat ! Hag aon ouzhpenn. Aet int holl gouez. Ha dav din mont da delefoniñ diouzhtu.” “Gorto’, , gorto’ !. Mont a ray ganit, ‘mechañs, ul loaiad hini kreñv, evit lakaat da galon en-dro en he flas.” “Eo ! evit ma kollin va flas ? Plas din, c’hwi, pe e lakain hoch anvioù war gaier ar c’homiser… ” ‘Goi kouz’ ! Ne welez ket’z eus Revolusion ?.. Ni ar vistri…” “Revolusion, va Doue? Revolusion ?. Hag an urzh hag al lezenn ?…” An Diaskorn, evel holl fliked kêrioù bihan Breizh, a oa e gefridi choari spontañ al lavagnoned hag ar varmouzien, ha kas ar vezvierien, e gamaraded alies, d’ar gêr pe d’ar bidouf, hervez ar c’hofad a zougent. E labour a zo ivez kas paperenno d’an dud a-berzh an aotrou komiser pe a-berzh an Ti-Kêr. N’eo ket ul lazh, nag evit ar c’horf nag evit ar spered. Evit ober ar vicher, n’eo ket dav bezañ fin-fin. Dres, gobari an Diaskorn. Ha mont a reas gant ar baotred da ostaleri Chann ar Vilouri, an hini dostañ, da evañ e vanne ha da glevout nevez eus ar Revolusion. E-kreiz ar gaoz, setu an den o tont glas adarre : “N’eus ket da dortañ”. ”, emezañ. “Dav eo din mont !” Ha, war zigarez an droug-bouzellou, ez en em laeras. Hep e gasketenn-bolis. Evit ober e zever. Mab- kaezh Diaskorn! Aet e oa ar baotred war e lerch, hag i ha sparlañ dor ar ‘gomodite’ gant ur planken ha poentennoù : “Kac’h! Fri-Lipig! Kac’h!… Kemer da amzer da delefonin !… En-dro d’ar c’harr-dre-dan e strake atav an tennoù, davet an oabl. Ha mestr sentet outañ paotred ar Pennkêr, a zibune e gemennoù gant e don ingal. “Ho revolverioù, mar plij! Dañjerus int. ha didalvez evidoc’h.” Sentiñ a rae an tri enseller. Hep ur grik. N’eo ket ar wech kentañ e c’hoarveze ganto seurt darvoudig. “Laoskit ho prizoniad, mar plij!” Hag e tiskrogas an Ao. Le Querrec diouzh ar chadennig dir. “An alc’houez, mar plij !” Hag e roas an enseller an alc’houez. Endra m’edo ar Pennkêriad o tialc’houezan ar chelchig sanket e zentigoù e arzorn Joz Tarv, e tenne an Ao. Ritard hag an Ao. Santini, diouzh o chakodoù, atav war gemenn ar Pennkêriad, peb a gelc hig dantek all. “Salokras, aotrounez!” a drugarekae egile. Hag e troas kein dezho, dre ma sache ar marichal, buan-buan, e-touez an dud… “Deus, Joz!” ha dre m’en em zigore ur vigoudenn gozh un hent betek an tri enseller, gant he skubellenn. “Dalit, viltañs! Dalit, loen-Kain!” a wilc’he neuze Gaid ar C’horr. Ha mamm Joz Tarv ha disvantan un taol balaenn a-dreuz penn an tri aotrou. Rak heuliet he doa gant he balaenn ar wetur a gase he mab d’ar prizon. An Ao. Le Querrec, skoet trumm, a gile, a zeue en- dro war e giz, hag a glaske tennañ hec’h arm digant ar gozhiadez kounnaret. Droug en doa bet. Houmañ, avat, ne c’houlenne ket dispegañ. Herzel a rae. Ken na strebotas, ha na gouezhas war bennoù he daoulin. En ur adsevel, e luzias he sokenn en he zavañjer. War an taol, ez eas d’an douar. “O ! lorgnez!” a hopas mouezhioù… “Skoiñ gant ur vaouez kozh !” ”… Ober droug d’ar beorien ! Gant ar vezh !…” Garmat a rae Gaid ar C’horr forzh he buhez. Bloñset e oa bet he morzhad gant ur maen lemm. Dirollet kounnar ar werin evit mat. Sellout a reas an tri enseller en-dro dezho. Pennoù enebour, dre-holl. “Ur gwiskad bazhadoù !. Bec’h d’al loened vil !” a hope ar merc’hed. Hag unan, Filo ar Gouezerez, ha teurel : “Tennomp o otoù diganto…” “Da bradañ dezho o revr…” a echuas Lij Luchig. “Gant ur bod linad”, eme Filo ; “gant bodoù linad.” Diwar re imor e oa aet ar bobl, abaoe mizioù. Tarzhañ, taeriñ ha fuc’hañ ‘rae, hiziv, rust ha gouez. Ar merc’hed, dreist-holl. Lammat a reas ar bigoudenned war vevelien ar Polis. N’eo ket mogn divrec’h ar bigoudenned. Amzer sutal, e voe divragezet ganto an tri aotrou. Ken ne lamme ar boutonoù. N’oa ket bet seizhdaleetoch ar baotredigoù o kerc’hat er parkeier tostañ bozadoù linad. Ha bec’h diouzhtu da feskinier noazh an aotrounez gant an delioù devus. … Kouez mod-nevez da zigrasan !… Disteurel a rae Pont-‘n-Abad, en e vod, da ‘vevelien an urzh’, ul lodig eus ar chigarderezh e tegasent da gêr abaoe an Dilabouradeg. Hag edo an tri c’homiser e- giz tri voñchig-spoue 1, bannet ha disvannet, stlap- distlap, war darzhioù ar gounnar vigoudenn. .O daouarn en o chakodoù, sellout a rae ar baotred ouzh an daolenn-gastiz. O gwalch a blijadur o doa. “Ar re-se a vo mouzhet o revr ouzh o c’hadorioù e- pad eizh teiz, d’an nebeutañ!” a lavare Per ar Rouz da Herve Gouletkêr. Pa darzhas, a-daol-trumm, tennoù, ur bern tennoù. Ha garmadeg. “Ar warded ! al lorgnez! ar warded !…” Hag an holl o tifretañ, ma c’hellent redek. Chom a reas an tri enseller, e-kreiz an hent, ruz-tan o feskinier gant bilim al linad, ha gwenn o dremmoù gant ar boan, ar broc’h hag ar vezh. Laeret e oa bet o oteier diwarno. Ar warded, avat, ma oa strap ha tourni d’o heul, ne zeuent ket war o sikour. Dale, harz h a skoilh o doa kavet, e-tal ar bardelladoù kirri. Peadra o doa da ober, daoust da strakadegoù gourdrouzus o armoù, o vestroniañ o mirc’hed, ha diwall o daoulagad diouzh an turchou, ar vein, ar boutailhoù goullo. * “Bezan kreñv’giz an tarv…” ‘Giz an Tarv? Ne’m eus graet nemet en em zifenn”, ”, a daole Joz Gouzien, dreist e skoaz, ouzh an hini en doa laosket ar gomz. “N’eo ket ouzhit emaomp”, a respontas egile. “Bezan kreñv e-giz ur c’hole tarv e’m eus lavaret; kaout nerzh mil march, ma kavez gwelloc’h, da flastrañ al lorgnez… “Izeloc’h, bugale baour ; na hopit ket, en an’ Doue ! Va zi n’eo ket ur vordel” , a bede an Ostizez Vat. Roet e oa bet an anv-se da Vavonig Latzul, ur wreg yaouank, deut diouzh I r e m e o g da zerchel ostaleri e Korn Hent ar Gar, e Penn-ar-Pont. Ur vaouez tomm, chichant hag a volontez vat e oa Mavonig. Dont a rae, ur bern, ar baotred d’hec’h ostaleri. Spontet e oa an nozvezh-se. Ha bezañ oa peadra. En em gavet a oa, lod dre emglev, reoù all dre zegouezh ha dre douez, leizh an ostaleri a baotred hag a wazed yaouank, goude o c’hoan. Ha cholori bordel, e-giz m’he doa lavaret Mavon, a oa d’o heul. Ken na stirlinke ar gwer hag ar boutailhoù war o estajerennoù. Displann e oa dremmoù an everien, rak n’oa war enaou nemet ar gouloù bihan. Mal he doa ar vaouez paour klevout taolion an hanternoz evit lazhañ ar gouloù ha lakaat an hol er- maez. Ned ae ket an nadozioù en-dro. Taoliad Paol Tirili a oa en-dro dezhi Joz Gouzien, fouge ennañ gant ar c’helc’hig ruz engravet en e Ivoñ Dreo, breur Jani Dreo, eus Rozig-ar- Mager, Fanch Jegou, ha paotred al eus hent Kemper hag ar Pennkêr-Nevez. Dirazo ul litrad gwin gwenn, nemetken. Ha sklaer ar moged, er sal, rak moan e oa ar sigaretennoù. Noa ket dav, avat, kaout boeson ha butun da lakaat gwrez er pennoù, hag an teodoù da vont en-dro. Ouzh an taoliou all, pe en o sav ouzh an daol ostaleri, oc’h ober lagad d’an ostizez, en em gave mesk-ha-mesk micherourien ha komisien eus ar burevioù, holl dilabour, ha dalchet holl en abardaevezh-se gant terzhienn an emgann. Lorc’h an trec’h zoken. Bazhadoù e oa bet er Pennkêr-Nevez etre pobl ar charter hag ar warded deredet war sikour ar boliserien: ur gwir vrezel bihan, gant e vloñsoù, e chloazioù, frioù tognet, hag izili mac’hagnet, zoken, en daou du d’ar bardellado kirri tintet a-dreuz an hentoù. Daskoret o doa ar baotred da ziwallerien an urzh taol evit taol. Ouzhpenn eget enebiñ, sur. Ma oa bet ret d’ar warded troiñ kein, mont war o c’hiz, graet tro wenn ganto ha gant enklaskerien Roazhon. Marteze, avat, ne gave ket an enklaskerien re wenn o zto. Graet he doa ar bobl anaoudegezh gant he nerzh. Evan rae dhe zaoliou-kaer gant kaoz uhel diwar Lavarout a rae Paol Tirili o respont da cherioù egile : “Kaout nerzh mil marc’h n’eo netra, paotr paour. Skoiñ n’eo netra, kennebeut. Gouzout gant piv skoin, ne lavaran ket, ha pevare, ha pelec’h… Teurel a reas unan, er penn pellañ d’ar sal : “Betek-henn e tenn ‘Bugale Vari’ en aer. Hep dale, e tennint ‘kreiz ar bern.” “Naren ar re a zo ranket o c’has d’an ospital atav”, eme komis bihan ar Peron, marc’hadour gwin. Hag e c’hoarzhe ar c’homis bihan gant ar blijadur, ken na skede e zent bleiz. “Che, va Doue!” a erbede an Ostizez Vat. “Ar beorien n’o deus nemet o buhez.” “Me ne’m eus truez ‘bet ouzh al lorgnez-se” daolas Julig Stefan, keneil komis ar Peron. “Ar re-se n’int ket tud…” “Salver Jezuz!…” “‘Peus ket gwelet o daoulagad, pa teuont deoch ?. Maget eo ar re-se, e-giz ma veze maget gwechall, er manerioù kozh, bandennoù chas an aotrounez da ober an hu war ar moc’h-gouez… “Ni eo ar moc’h-gouez !” “Un druez derc’hel seurt kaozioù”. ’, a glemmas adarre an ostizez, diwar he from. “Kristenien eo ar re- se, egistomp-holl.” “Nann, n’int ket. Moc’h, ya! Moc’h badezet, ma fell deoc’h.” Teurel a rae tan ar c’homis. Ha dic’hwezhan ‘rae. Anat n’oa ket douget, e doare ebet, da warded ar Gouarnamant. “N’ouzoc’h ket, paotred”, eme neuze Paol Tirili, “petra eo ar gwashan ?” “Petra ?” Troin a reas ar saliad a-bezh ouzh ar c’here. Kendalch a reas hemañ gant e vouezh stanket : “N’eo ket kaout truez an hini eo. Ha na’m eus ket. Hogen, me a lavar eo koll amzer en em gannan ganto… Ar re-se n’int nemet soudarded.” “Ha neuze ?” “Da lavarout eo paourkaezh bougreed, evit komz e- giz Mavonig amañ, bremaik, mevelien hag a rank mont ‘lec’h e vezont kaset gant o mistri.” “Ya! Paol. Nemet, da gentañ, ar re-se a zo bet dibabet o micher ganto o-unan. Setu, ma c’hoarvez droug ganto, kompren a rez?… Ha da c’houde, n’eo ket bet den ebet eus Pont-‘n-Abad ouzh o c’hlask ; eo? Piv en deus klasket trouz, i pe ni? Piv en deus skoet an taol kentañ? Piv en deus lazhet ar vaouez kozh?… O tic’hastañ outo, hag o plantan ar yenn ganto, ne reomp nemet en em zifenn. Brezel ez eus etre al lorgnez-se ha ni, ne welan ken: ur brezel Klasket ganto, hag a rankimp gounit.” “Neuze ne teus ket echu dic’hastañ… Ar ‘Gribenned’ neo ket aet o gouenn da hesk er Frañs…” “N’emaout ket o vont da roiñ ali da filañ ganto, ‘mechañs…” ” ‘Ra ket bil, Julig. Ne ‘to ket seurt ali diganin. Me’ lavar ez eus, avat, ur mod all — aesoc’h ha diaesoc’h — da zilorin Pont-‘n-Abad ouzh o favioù.” “Lavar atav.” “Tizhout o mistri o-unan.” “O c’homandanted ? O ofisourien ?” “Nann, te ! ar re-se n’int, ‘ve, nemet soudarded… mevelien ! Pennoù bras ar Gouarnamant, ya !” “Mont da c’houlenn ‘mar plij!’ da Gemper, war da droad, ur wech c’hoazh, evit kaout ar vazh-kaoc’h da lipat, ur wech all ?” “Selaou ac’hanon un tammig bihan, ‘lec’h troc’han va c’haoz atav… Da gentañ, daoust hag e vourrez gant ar brezel ?… “Ne ‘m eus ket aon atav…” “Pe kavout a rafes gwelloc’h dibriñ da vara e peoch ?” “Biskoazh seurt goulenn ! Te’ oar ‘ta eo gwelloc’h bara ar peoc’h.” “Neuze al Lezenn eo a ranki pilat. Diouzh m’eman al Lezenn a-du ganit, pe en da enep, ez eus boued da zibriñ en ur vro, pe mizer da chaokat. Ha ni, e Pont- ‘n-Abad, n’emañ ket al Lezenn a-du ganimp.” “An dra-se n e o ket brezel e o ; hogen politik. Breman eo re ziwezhat uzan teod gant politik.” “Ha na n’eo ket, Julig! Atav ez ay an trec’h gant ar politik. Galloudusoc’h co an ijin — da lavarout co ar politik — eget an nerzh, — da lavarout co ar brezel. Dit, avat, da c’houzout tennañ implij diouzh da ijin.” “Ha pe ali a ro dit da ijin ?” “Gortoz. Al Lezenn, hag he ganadur an Urzh, a zo ouzh o harpan, hag o diwall, Nerzh ar Warded war varc’h ha Galloudoù ar Brezel. Na gred ket e teui a- benn outo. Eus ar re-se ez eus muioch eget dav, er Frañs, evit kas holl gêr Bont-‘n-Abad d’ar c’hraou. Ganto emañ an armoù. E c’hellfe al Lezenn bezañ kant kwech falloch e-keñver ar vro, hag an Urzh, evel ma lavaront, mil gwech pounneroch, ken na vougez dindano, kement-se ne sell ket ouzh ar warded. O c’hefridi a zo difenn an Urzh diazezet war al Lezenn. O labour a raint, didruez e-giz mekanikoù…” “Ha neuze ?” “E-lec’h torriñ da ivinoù war ‘Vugale Vari’, mevelien sentus al Lezenn, kerzh war-eeun d’al Lezenn, o m e s t r e z . “Pign war an daol, Paol, ma vi klevet gwelloc’h…” “Al Lezenn, paotred, zo difennet mat. Nemet n’eo ket diouzh an neñv eo kouezhet. N’eo ket ganet diouti hec’h-unan kennebeut. Fardet eo bet gant ‘truchoned’ heñvel ouzhimp : en ur ger berr gant tud ar Gouarnamant. Hogen, an ‘druchoned’ -se, ahont, e Paris, a zo bet ankounac’haet ganto soursial ouzh bro Bont-‘n-Abad, ouzh ar Vro-Vigoudenn hag ouzh Bro-Vreizh en he fezh, war a glever. Kiriek int. Int-i eo, dre m’emaint e penn ar Gouarnamant, a zo mistri ar polis, mistri ar bara, mistri al Lezenn. Mougerien wirion ar vro. Hon naonegerien. Ouzh ‘truchoned’ ar Gouarnamant eo e vefe dav klask penn.” “Ha penaos an diaoul ?” “Pa n’eus ket bet tu da gavout netra diganto dre gaer, ober aon dezho, e mod pe vod. Ma taolint evezh ouzhimp. Spontañ ar vistri, i o-unan… Ken na lakaint al Lezenn da dalvout da Bont-‘n-Abad. War an taol, e lammo ‘ar Gribenned’ o-unan war sikour ar vicherourien.” “Boulc’hast!” a follas Julig. “Nemet re a evezh ez eus bet taolet ouzhimp gant da Chouarnamant. Kerzh da Baris, mar karez, da gas soñj dezhañ gant da deod alvokad, e oa labour ha bara e c’houlennemp, ha n’eo ket sabrinier dir ‘Bugale Vari’ da lipat an hini oa. Ur vad bennak digant Gouarnamant Paris ?. ‘Ar Gribenned’ war sikour ar vicherourien? A, gast ‘vat ! A, gast, ‘vat !… Ar pezh a zo sklaer evidon eo eo leun ruioù kêr gant chas gward, gant ‘Bugale Vari’, ya ! prest atav da sankan o skilfoù e feskinier ar vicherourien… Ar pezh a zo sklaer evidon eo e rankomp, ni amañ, e Pont-‘n-Abad, en em zifenn hon-unan, diouzh ar chas-gward, diwallerien an urzh, e-giz m’eo skrivet war ar journal. Krevin hep klemm dindan dent ar re-se, pe mougañ gant an naon, war zigarez doujañ an urzh ?… Mert, del !… Ne grevo ket Julig Stefan hep skoiñ taol evit taol. Ha muioc’h. Me n’on ket pourset, me…” Didrouz ha du e oa an noz, e Penn-ar-Pont, daoust da lutigennoù an tredan, a-hed ar straed digompez he favezioù. Ar peoch goude an arnev. Abaoe ma oa diskennet e kêr difennerien an urzh gant o roñsed hag o fuzuilhou, ez en em zastume an eil hag egile kerkent hag an deñvalijenn. Dre ma’z aent, e rebeche breur Jani Dreo da Baol e gomzo kroaz : “Sevel a-du gant ar chas-gward, pa ‘z out bet te da- unan añmerdet kement ganto !” “Ya!” a zic’hwezhas Paol. “Ar chas, e-giz a lavarez, a ra o micher. Ganet int bet — ha paeet int — evit tagan, chaseal, ha diwall o mistri. Setu ar pezh a ra ar warded. Ar c’hi n’eo nemet ar c’hi. Mistri ar warded, avat… Hor mistri int ivez.. Mistri al lezennoù.” Echuiñ a reas etre e zent: “Dic’hastañ ar vistri-se, ken na vimp hor mistri d’hon tro, er gêr… Hogen, penaos ?… Gwall ziwallet int gant o chas… Ivoñ Dreo, chomet a-sav, e-tal dor vras ospital ar re gozh, a selle ouzh Paol, e-kreiz e zaoulagad : “Dav a vo dont a-benn, koulskoude; ha kavout an tu da zegas, memes dre e spontañ, bolontez vat e revi ar Gouarnamant… Poent hastout, avat, a-barzh ma vo krevet kêr a-bezh. N’eo ket magadur nag ar brezel nag an esperañs.” O tiskornañ wat ar pont, e kavas grad an daou baotr yaouank gant ur boufadenn avel sin, difoupet diwar al lenn. Leuniet e voe o divskouarn gant boud an dour er palioù. Difiñv an noz, un dudi. Du-hont e pigne hag e tiskenne ingal-ingal, en oabl, skubellenn-dro tour-tan Penmarc h. Mont a reas hebiou dezho, o tont diouzh laez hent Kemper, gant storlok ar gurun war ar pavez digempenn, c’hwec’h mell kamion dre-dan heul-da- heul. “A, feiz !” eme an Dreo. “A, feiz !…” Ken n’en doa tennet e zaouarn diouzh e chakodou, da sellout. Leun-tenn e oa ar chirri a warded. Damlufrin a rae o zokarnoù en amc’houloù toenn ar garastell. Mont a raent war-du kreiz kêr, dre-biou tour ar C’hastell. “Pa lavaren dit!” eme Baol. “Hep dale e vo, e kêr, muioc’h a warded eget a dud dilabour !…” Ne rannas mui grik an daou baotr. Sellout a raent ouzh dour du al lenn. E-tal korn ar Veilh-Vras, e chomas a-sav, sko enno, ur charr dre-dan, o tont ivez diouzh hent Kemper. Bihanoch eget ar c’hwec’h euzhadenn all, nemet houarnwisket penn-da-benn. Un tankarrig-emgann, gant mindrailherezoù. Astennet en doa ar blenier, toket-houarn ivez, e benn dre doullig un dorikell. “Hep, mar plij! Nhoc’h eus ket gwelet kirri soudarded o vont hebiou ?” “Eo!” a responte Ivoñ Dreo. Ha kerkent : “Abred emaoc’h evit an eost.” “Dre belec’h int aet?” a c’houlenne paotr e dog- houarn. “Hedit ar c’hae, penn-da-benn, war ho torn kleiz”, en doa taolet Paol, prim, o tiskouez ar porzh. Ha kuit ar wetur-vrezel, dre ar c’hae, war-du hentig strizh ar c’halaj. Dianket etrezek un toull-sac’h, e traoñ Kerartur, ahont, gant ar c’hal Fereg hag ar mor dindan he rodoù. Paol e oa tarzhet ur c’hoarzh sioulik war e vuzell. “Ha, bremañ, Youenn”, emezañ, “fustomp d’al loch, da ‘flutin’ !” En em lakaat a reas en e wele, kerkent hag erru er gêr. Birviñ a rae ar gwad en e ividigoù. Redet en doa re herr, sur a-walc’h. Rak tenn e oa d’e anal ; pell e oa ar c’housked o tont, da dra ma talche sarret e zaoulagad. Sur, n’eo ket bemdez e c’helle unan ober gouel diwar goust al Lorgnez. Re ziwezhat, avat, e oa chomet, evit e yec’hed, da gornozat en ostalerioù. Hag anzav e ranke, bremañ m’edo o kouezhan terzhienn an dispac’h, en doa en em zispignet re o terc’hel penn, a-hed an deiz, a-unan gant e gamaraded, ouzh bagadoù-stourm ar polis. Tremen a reas e zorn war e dal tomm. Ha mousc’hoarzhin a reas oc’h eñvorin e dabutig gant Jul Stefan : “Ker buan e vijen bet lakaet gantañ da gamarad da ‘Vugale Vari’. Me a-du gant al Lorgnez ? Feiz, gast !. Ra vefe tan ar mil gurun, ya! etre va daouarn d’o fulluc’hañ! Nemet, n’emañ ket etre va daouarn tan ar mil gurun d’o fulluc’hañ. Pulluc’hañ! Kriz e teu unan da vezañ. Didruez ouzh kristenien n’o anavezer nag a- dost nag a-bell, ha n’hoc’h eus ket kasoni outo, pa soñjer ervat. Didruez ouzh tadoù bugale. Rak ar warded, e-giz ar gristenien all, a zo gwreg ha bugale ouzh o gortoz er gêr. Nemet, setu, gwarded int. Hon enebourien, didruez ivez, evit ar pred, n’eus ket da dortañ. Ha tagañ ‘reont, pa gavont tro. E-giz m’eo ar chas enebour kement estrañjour a ziank war domani o m e s t r. Kristenien, ar chas-gward ?’ eme Julig. Nann, moc’h badezet; ha d’o dic’hastañ, ur vindrailherez, op e op !. Taratatak..’ O tatata, Julig Penn-Rodellet, eme baotr e skiant- prenañ. Neus tra vat na gounid da c’hortoz diouzh krogadoù gant ar warded war varc’h hag ar polis, keit ha ma vint e servij al Lezenn. Tomm eo, avat ! Taktaktak !…” Digoriñ a reas trumm ar c’here e valvennoù Damvoredin e n doa graet, hep gouzout dezhan. Chwezin a rae. Du-pod e oa ar gambr, ha didrouz- meurbet. Nemet atav dindan e glopenn trouz ar gaoter o virvin. Chench a reas tu dindan e zilhad- gwele, hag en hag adsarrin e zaoulagad. “Gwashoc’h c’hoazh!” emezañ dre e soñj. “M’en em lakaan bremañ da glevout kanaouenn ar mindrailherezoù ! ‘Giz un den trelatet ! Rak n’eo ket stokoù va mailh e kleven. N’oufen ket skoin taolioù ker prim ha ken ingal war va delwenn, na kennebeut war seulioù boteier ar pratik. War va delwenn? War va seulioù? E grev emaomp. Ha piv an diaoul a lakafe poan war e spered gant seurt disterajoù, pa gan ar mindrailherezou, gant o bolodoù o fraoñval, sko en ho tivskouarn? Abred a-walc’h e vimp, mard omp bev atav, o kemer hor binvioù en-dro, pa vo bet sinet ar peoc’h. Te ‘mañ ar wirionez ganit, Julig. Emañ erru ar mindrailherezoù e kêr, hag ar chirri-emgann. E brezel emaomp. Brezel etre difennerien an Urzh ha ni, enebourien al Lezenn. Hogen n’eo ket en hon dalc’h emañ ar binviou-lazhañ-tud. Ne ‘teus evidout nemet da c’henoù bras. Un arm kaer, m’hel lavar, dirak mindrailherezou difennerien an Urzh ! Diouzh ma tro ar c’hoari e vo, e kêr, gwad, lazh ha drailh. Hor gwad-ni, evel just. Plegañ ‘rankimp, ha mougan hep klemm. Kreviñ, ya! Pe, neuze, torrin al Lezenn, mammenn hor reuzeudigezh. Al Lezenn, a lavarez, petra eo al Lezenn ? Pennadou-skrid, netra ken, pennadou-skrid aozet e Paris, gant sinadurioù e traon ar pajennoù, hag o reizhañ buhez ar vro : Ret ober an dra-mañ, difenn ober an dra-se !’ Ar Lev war da choug. Ha ret sentiñ. Harpet eo al Lezenn war ar Galloud armet. Ma n’emaout ket a-du gant al Lezenn, ma ne c’houzañvez ket da yev, out un dispacher, paotr an dizurzh, dit da ziwall ouzh an archerien ! Petra ‘lavarez? n’eo ket gant ezhommeien, nag evit ezhommeien, e vez fardet al Lezennoù ? Ne vez ket dalc’het kont nemeur, el Lezennoù, diouzh interest ar Vretoned ha diouzh o Gwirioù rik ? Anat an dra d’an holl. Petra eo ar Vretoned evit gouarnamant Paris ? Mevelien ha mitizhien. N’eo ket al Lezennoù diouzh o doare; kreviñ reont gant an naon, daoust d’o Madelezh pe dre o Vertuz? Hag embann a reont ne blij ket an dra dezho? Neuze, int dispac’herien, pennou-fall, enebourien divergont ar Frans. Diwall, Julig! emañ o tont difennerien an urzh diazezet war al Lezenn. Gant o binvioù-lazhañ-tud, Julig! Plegañ ‘ranki. ‘Kreviñ hep klemm ? Mert, del ! Ne grevo ket Julig Stefan hep skoiñ taol evit taol?’ A ! kaout armoù ive, ha tennañ, dic’hastañ, dilorañ da gentañ an dachenn diouzh ar chas a ziwall al Lezenn, war zigarez diwall an Urzh, ha gallout fardañ lezennoù diouzh doare ar Vretoned! Enebin ouzh an nerzh gant an nerzh, pe dre ijin. Skoiñ hep ma vo daskoret dit! Ya ! gouzout en em ziwall ! Dres a-walc’h n’eo ket deut ganin va fal da doullañ an douar. N’on ket evit chom e-giz-se, koulskoude, dindan an tennoù, pe e troin da sil. Ro din da rañ’, Joz, ro din da rañ! Abaoe pell a oa n’oa ket bet ken tomm din. Deverañ ‘ran gant an dour- chwez. Ober brezel da Vikoed ar Marok, soñj ‘teus, Joz, ne zegase ket ken tenn d’hol ler ha mont d’al Lezenn, evit he diskar, a-dreuz renkadennoù ar warded. Ya, mes, ahont, ni oa ac’hanomp soudarded an Urzh. Hag ar Vikoed, pa n’oant ket sivilizet, na barrek da ren o-unan o feadra, a oa ur bennozh-Doue dezho ober degemer dimp. Chom da lavarout, eme ar vouilhed-se, hag e teuy tomm da’z teod! Dav dezho ! Taratatatak. Ha boum… ha bou… oump ! I che ! Lorgnez… kanolioù ive, mar plij! Preget dimp! Degemer kalonek a ra dimp an torc’h Abd-el-Krim. Bal bras da lakaat madoberourien ar Marok da zañsal. Trafaldja la mouker. O! n’eo ket bono bezef ar bal e Ma-Ra-Kech. Gant ma ne freuzo ket an douar dindan treid an dañsourien! Toullomp, toullomp fozioù difenn! Hor bezioù, marteze. Petra ‘lavarez, Joz? Nemet re wak eo an douar? A, gast, avat! A, gast ! Biskoazh kement al ! Glav an hini eo, glav klouar, ha luc’hed ha kurun. Krediñ a rae din, paotr paour, edon war dachenn ar brezel, o plantañ ar yenn e Bikoed gwisket e-giz gwarded. Un trelat. Bremañ e komprenan perak e valle an douar dindan va zreid. Ha gwak eo zoken. Keit ha ma ‘z ay ha ma teuy ar mor war e c’horre ne vo ket al lec’hid evit trouskennañ ha kalediñ. Mont war vlotaat, ne lavaran ket, ha troiñ da wenelegenn, a sanki enni betek da vorzhad. Donoc’h. Betek toull da c houzoug, ma chomez a-sav. Na grenit ket, Jani, va labous bihan. Ganin-me n’eus ket aon da gaout. Ur vad eo bet deoc’h fiziout ennon ket aon da gaout. Ur vad eo bet deoc’h fiziout ennon da dreizhan al lec’hideg. Ho kas a rin betek an Ti- Gwenn, ahont, war an douar kalet. Brav-brav war va divrec’h, ‘giz ur verc’hodenn. Na’m stardit ket re greñv dre va gouzoug, memes tra, ma c’hellin tennan va anal. Biskoazh seurt broutach ive. O glav an diaoul! Gleb e vin. Vad a ray an dour, avat, da saladenn Lij Vloagen. Koulz all, avat, e vije bet dimp bezañ en disglav. Trawalc’h a oa gant ar fankigell. Trellin a ran gant al luched; mont a ran bouzar gant an talmou-kurun, dall gant ar glav. Joz, ‘frai kouz’, gortoz ac’hanomp! Sakre Jani, ne’m bije ket kredet e oa ur seurt samm ouzh ho korfig plac’h yaouank. Joz! Aet eo ‘e chil’ gant e ‘fraiezig”. Pep hini gant e samm, pep hini diouzh e du, setu lezenn ar vuhez. Paol! Paol! Paol! A be du e teu ar galv? Ha gwelout a rit an aod, Jani? Moret an dremmwel gant ar glav ha teñvalijenn an noz du-dall. Ha blot, re viot al lec’hid. Dav eo, ha poent, frapañ hon divesker ac’han. A-raok en em goll. Al lanv. Paol ! Adarre ! Piv a hop va anv? Al lanv a sav e groz en tu all d’an inizi. Hep dale mui, ‘vo erru tost, e c’holoio al lec’hideg. Paol! Ya! n’on ket bouzat, gast! O! o! amañ emaon! A! a-dreñv va chein an hini eo! Ar vag skoet war al lec hid. N’hon eus ket graet ur mell hent. Mont a reomp e-giz melchoued war delioù kaol. Gourc’hemennoù, Mor-Hoc’h! Un dro divalav a zo bet c’hoariet dimp ganit. Farsus-kenan eo bet diankan da vignoned, dre izel-vor, war da lagenn, gant an noz hag an arnev o teredek. Distroiñ da da vag? A! a! a ! Daskorin dit an teñzor a zougan war bouez va divrec’h? Ha ne rin ket, feiz ‘ve’, skrifelleg hir; paouez da jestraouin gant da zivrec’h, ha lez en o repoz roufennoù da fas makakar. Kerzh da ganañ da sonioù da da ‘frai charl’. Ya, ya, da vaen-hir Penn- Laouig. Aon a rez da Jani baour. Ha ne welez ket skluchet e traon gwern da vag ar fas asaouer all gant e varv laou, hag e benn divlev, hag e revolver ? Hennezh e yafe va samm gantañ ive. N’eo ket va zeñzor, avat, evit ho ‘rastilli toull’. Ha pa vije dek kwech hiroc’h an hent betek runig an Ti-Gwenn, ugent kwech gwakoc’h al lec’hideg, mil gwech rusoch an arnev gant e c’hlav, e luc’hed hag e gurun, ha dalloc’h an noz, ha tarzhiouigoù al lanv o lipat va fennou-daoulin, ne bignin ket en da vag, ne viri ket ouzhin da vont davet an aod. Nann, ha pa vije peurbounneroch va samm muiañ-karet, ar samm dibabet ganin, ar samm nemetañ a zo talvoudegezh ennañ evidon. Da vag, ar wenelegenn, an dremmwel teñval-dall, troiñ a reont, troiñ a reont. Ha brañsellat en-dro din. O c’hoari toullpennikañ. Ha maen-hir kozh sot Penn-Laouig o kas ar c’horoll en-dro !… E- giz en un hunvre. Me ‘wel an traoù e-giz ma vefen sorc hennet — seuriennet, seuriennet ! - Ingal eo din koroll ar bed-holl, p’emañ va hunvre war va divrec’h. Deomp, Jani, deomp, ene va delwenn, war-du an aod, hag ar gwez-pin war an dorgenn, a vo ker flour selaou o boubou en avel, a-us d’hor penn, e goudor an Ti-Gwenn. Deomp ! Un dra iskis, e gwirionez, hag un estlamm, pezh a c’hoarvez ganimp. Me, noazh-ran, kreiz ul lec’hideg diharz, va divhar o vont e-barzh ar fankigell, ur sun, donoc’h eget va daoulin, hag o tougen war va divrec’h levenez ha lorc’h va spered. C’hwi, va bigoudenn, ker kranwisket gant ho tilhad voulouz cheuc’h, c’hwi, ker kenedus, ken dinamm ho tremm maouez dindan ho koef ker sonn, ker gwenn, brodet ker fin. Nann, Jani, ned an ket buan war-raok ; tenn eo din, ya! Pounner oc’h, ur souezh; n’eus forzh. Va-unan ganin va-unan. Hep ur fazi, hep un touell, noazh. Hep un trucherezh. Da gas a rin, va- unan, da borzh ar silvidigezh. Va-unan. Traou ez eus, er vuhez, ha n’hell den hor sikour da gas da benn. Un hunvre, dreist-holl. Joz Tarv? Siwazh! Kalonad hag anken a zo war e choug, peadra, gant e logodenn vihan, ive. N’eo na bras na pounner, kennebeut, ha pouez e zivskoaz roñfl en deus Joz outi. Ha petra ‘rafe gant e nerzh marc’h, nemet kivioul, evit kizellan er maen kalet douster ho muzelloù, Itron Varia Garmez, ha sked baradozel ho taoulagad ? Dremm va c’hredenn e madelezh ar vuhez. Ar vag, repu bresk ha berr-bad, aet e o diwar hon tro… nemet e chom an noz teñval-dall, ken divoull atav, e-giz hor planedenn, Jani. N’ouzomp ket a belec’h e teuomp, ha n’ouzomp ket da belec’h ez comp, pe ez omp dianket, pe ‘maomp gant an hent mat… Daoust ma ouzomp re vat pelec’h emaomp henozh: e lag gwak al lec hideg, spegus ha lous, prest atav da lonkañ an den e-unan, drouk e-giz al Lezenn a vo gwanet dalc’hmat gant he beli ar reuzeudien diharp. Ha, ni, dres, n’eus netra na den a-du ganimp, va rozenn. Nemet hor joa-bevañ, hor yaouankiz, hor fiziañs en hon nerzh, hor feiz, daoust da bep droug, daoust d’an noz, d’an arnev, da sunerezh al lec’hideg, ha gourdrouz ar mor, daoust d’al Lezennoù enebour hag o chas-gward, hor feiz en un oberenn e kasimp war-bouez hon divrec’h davet kerreg uhel an aod, uhel ha diogel, ha gwasked an Ti-Gwenn, war e veg- douar glas, ahont, a-zioc’h ar stêr. Arabat chom da yarin en hent. Kerzh atav, boudedeo ! C’hwi, avat, Jani, n’on ket evit ober hep ho skoazell, heol va daoulagad! Komzit ouzhin! Mousc’hoarzh ho taoulagad, Jani, mousc’hoarzh ho muzelloù a vo ho pouez skañvaet ganto. Ya! samm un den kreñv a zo ouzhoch. Arabat ivez en em zerc’hel ker sonn. Patrom an delwenn oc’h, ya! nemet n’oc’h ket an delwenn. Kizellañ er maen douster ho muzelloù hag ho selloù. Echuiñ. Bezañ disammet. Erruiñ. Pounner. A! m’en gouie. Re sonn en holl e chomec’h. C’hwi eo, Itron Varia Garmez, a zougen a-dreuz an islonk blot. Ha n’eo ket korf klouar ur vaouez yaouank en he bleuñv. Un delwenn reut, dilagad ha dic’henoù, ur maen hep ene ‘ta, hep mousc’hoarzh betek-henn. Pounner war va askre, e-giz ar mac’herig. Skañvait ho pouez, o mamm Doue, pe grit ma kaledo an dachenn dindan va zreid! Pe e vougin kent diraez an aod. Ret eo mont, ret eo mont, pe e sankin el lec hid. Ur fazi a’m oa graet ? Nann. N’oa ket ar bec’h ouzhpenn din. Selaou al laboused-mor ! Du o divaskell. Asaouerien ? Santez Vari, pouez mantrus, tra ec’hon, maen rust ha dineuz, me da anavez, samm mac homer, te eo maen- hir Penn-Laouig, bremañ e welan. Nout ket va hunvre, n’out tra ebet din, nemet ur samm, ur samm ouzhpenn ha dreist va nerzh. Diskrog diouzhin ! Diskrog! Sankañ ‘ran er wenelegenn, el lagenn spegus ha lous. Al laboused du ! Kaout divaskell ! Mamm !… don… mougañ… Mamm !…” Dihunet e oa Paol Tirili gant daoulagad dispourbellet gant ar spont. Edo ar gouloù war elum. Stouet war e benn-wele, Lij Vloagen a seche gant un torch gwenn c’hwezenn tal he mab, hag e chenoù. War he hiviz-noz e oa ar gereourez. Sellout a reas Paol outi gant daoulagad dilufr. Soret e oa e izili. Teuzet. Gallout a reas merzhout takennadoùigoù du war an torch. En ur droin e benn, e welas war ar penn-wele, gwenn-kann pa oa aet da chourvez, ur mell poullad du all: gwad. Blaz peñvar a oa ouzh e staoñ. Rochellat e rae e c’hourlañchenn. Neuze en em lakaas adarre an traoù: boullig an tredan ouzh ar solier, e armel vihan, e velezour, e boltred soudard ouzh ar speurenn wenn, e vamm, da droiñ, da droiñ. Diflipat a reas gwad en-dro, a-boulladoù taer : “Paol, va faotr bihan, Paol !. Paol !…” * “Gourc’hemennoù!” a lavare an Aotrou Kerdraoñ o vont tre e kambr ar c’here. Edo hemañ war e wele, difiñv, sklaer e zivskouarn, ha skourjezet troiennoù e zaoulagad. Ma edont div wech brasoc’h da welout. Respont a reas d’ar salud, en ur sarriñ ha digorin e valvennoù. Bet e oa person Pont-‘n-Abad, gant e gure bras, an Ao. Abgrall, och ober un dro el liorzh, evit plijout da Lij Vloagen, ha klevout, dre ar munud, doareoù he mab. N’oa ket dispar ar c’heleier. Ar c’hlañvour a oa mall bras addegas dezhañ soñj e ene kristen. Kizidik, avat, e oa ar paotr. Diouzh e vije troet, e kasfe ker buan an daou veleg da sutal, i ha sikourioù ar relijion. O sellout ouzh an delwenn, an Ao. Kerdraoñ a voe kavet gantañ, en un taol, an tu da voulchañ ar gaoz. Krogañ ‘rafe gant meuleudi labour an arzour. Goude se, e teufe ar peurrest. Chomet e oa ar veleien hag ar vigoudenn e-tal ar maen kizellet; brav e oa en e sav gant e sichennad mein gwisket gant bleunioù miz Mae. Anat n’oa ket bet darempredet an dachenn gant an oberour, ur reuziadig a oa. Ha pignat a rae an troell nevez davet daoulin ar skeudenn. Houmañ, n’oa ket da nac’h, a oa paket kenedus ar c’horf anezhi : yaouank ha mistr. Ne chome da beurgizellañ en he dremm nemet ar genoù hag an daoulagad. Pignet er gambr, e vousc’hoarzhe ar person kozh, da ziskouez e volontez vat. Dichwezhañ ‘rae ivez, rak tenn e oa bet dezhañ sevel gant an diri. Ret e oa bet d’an Ao. Abgrall roiñ dezhañ an dorn. Kruket-kruket e oa aet ar beleg gant an oad. Hej- dihej e oa e benn gwenn gant ur c’hrenerezh dibaouez. Bliv e oa chomet, avat, bivig e lagad. “Gourc’hemennoù”’, emezañ adarre da Baol. “Dornet e oas.. dornet out, e felle din lavarout.” Skoilhet e oa bet en e gomzenn gant taol-lagad ar c’hlañvour. “Moarvat” ’, e kendalc’has, “n’emañ ket gwisket liv an amzer war da zivjod, evel gwechall. Yaouank-flamm out, avat. N’emaout ket eveldon, war an diskar. Hag ar vedisined a zo en o c’herz, hiziv an deiz, louzeier sabatuus, hag ar pare. E-tal toull ar bez, zoken. Te a redo gwad tomm adarre en da izili. N’eo ket gwir, Paol ?… Fiziañs e ranker magañ.” Paol a laoske un doc hadig sec’h. “Fiziañs ?… e-giz ki person Pornaleg.” “Petra, Paol ?” Gant e vourrenn e rae ar c’hlañvour ur respont a dalveze kement ha : “Netra, Aotrou Person ; ne’m eus lavaret netra !” “Hag e c’helli kregiñ gant da Itron Varia en-dro… Erru out prestik er pal… Ur fazi, Paol, hag ur mantr a vefe chom berr, hiviziken… Derc’hel d’ar promesaoù, Paol. Ret co derc’hel d’ar promesaoù. Hag e ri. Me, avat, a zo ar c’herse evidon.” Paol a baras ur beragenn en e sell. An Ao. Kerdraoñ a oa kroaziet e zaou zorn war c’houriz du ledan e soutanenn. Hag an dorn war- c’horre a skoe gorrek flac’hadigoù flour war gein an dorn all. E zaou zorn en e chakodoù, an Ao. Abgrall a oa chomet a-dreñv e berson, o pourmen e sell tro speurinier ar gambr. Ur melezour bras, poltred ar c’here e soudard, hag ur skeudenn bennak. N’oa ket ouzh ar mogerioù nemeur a arouezioù relijiel. Ma rae an Ao. Abgrall ur prenn d’e vuzelloù. Lavarout a rae an Ao. Kerdraoñ : “Ya! siwazh! mont a ran gant ar remm. Va memproù, evel just, va memproù. Mel va eskern. Erru tremen poent din disterniañ, ober plas dar re yaouank, ha mont, e-touez chalonied kozh Kemper, da gemer va repoz, ouzh skeud tourioù dantelezhet Sant Kaourintin benniget… N’eo ket hep melkoni, Paol… Ne welin ket da Itron Varia Garmez gant levenez ar Vamm Yaouank o vleuniañ en he sell ha war he diweuz… N’eo ket ganin-me e vo degemeret en ur gouel-berz, ouzh kan an imnoù hag ar c’hantikoù, hag ar gouleier o flamm-flamminañ, dindan bolz glas-steredek hon iliz parrez. N’eo ket ganin e vo benniget testeni feiz. kristen ur paotr Pont-‘n-Abad, ar skeudenn nevez a zeuio an holl Vro-Vigoudenn, ha, ker sur ha tra, da hol gêr c’henidik, da bediñ e-harz he zreid…” Paol Tirili a nijelle ur mousc hoarzh war e vuzelloù dislivet. Ne ranne grik ebet. An Ao. Abgrall a selaoue ivez gant evezh marvailhadenn e berson. Ober a rae gant evezh kement a rae. Ha kavout a rae e koshae, e gwirionez, an Ao. Kerdraoñ, dre ma tenne a re bell e abegoù evit ur pal aes da dizhout: lakaat ar c’hlañvour aze da gavout keuz d’e bec’hedoù ha da gofes. Hag an Ao. Kerdraoñ : “Ne’m bije ket fellet din, evelato, kimiadiñ, hep dont ha zegas dit va c’henavo, va-unan. Eo ! eo ! Paol. Da welet e’m eus o c’henel, koulz lavarout : ur gristenez vat eo bet da vamm, evit ar wech. Ganin-me, end- eeun, eo bet skuilhet war da dal dour santel ar vadeziant. Da heuliet em eus, a vabig-aour da grennard, betek amzer da baskoù. Da dri fask, Paol… Goude… Ya!… m’en goar ! n’eo ket tomm paotred Pont-‘n- Abad ouzh hor Mamm Santel an Iliz… Pellaat a reont diouzh o beleien, rak lakaat a reer dezho en o fennoù e sav ministred an Aotrou Doue a-du gant ar Binvidien ha Pennoù-Bras ar Gouarnamant, da lavarout eo ez eus anezho enebourien ar bobl… Ha, koulskoude, Hor Salver e-unan…” “Aotrou Kerdraoñ,” a droc’he an Ao. Abgrall gant e vouezh ledan ha don, “marteze… “A zo gwir”, a zigareze ar beleg kozh. “Ur ranell a zo ac’hanon. Ne ra netra dit, Paol ? Kemer a ran ur gador.” Troet en doa Paol e sel ouzh kostez an nor. N’oa ket e vamm er gambr. Meizañ rae. Yal… Kofes l… An Nouenn, marteze !… Klouaraat a rae, gant ur gwad pignet trumm, e zivjod, e kev e javedou. “Ken klañv-se on ?” e c’houlennas. “Emaon o vont da vervel ?” “N’eo ket ret d’an ene kristen bezañ en artikl ar marv evit kofes e bec’hedoù ha bezañ er stad a c’hras”’, eme an Ao. Abgrall. “Doue ra viro!” a c’hourdrouze an Ao. Kerdraoñ gant e vouezh torret, ha ker kuñv. “Doue ra viro ha Gwerc’hez Karmez benniget !…” Hag ar c’here, en un heklev izel : “N’on ket marv c’hoazh.” “Levenez don e vije bet evidon ivez da unanin gant iammoù doueel, ha ker flour, ar Briedelezh kristen ouzh ur Yaouankiz brav ha mat, evel ma tere ouzh un den yaouank kalonek, poellek, speredet eveldout. N’oa ket bolontez an Aotrou Doue.” “N’on ket marv c’hoazh”, eme adarre Paol, dizrouk. Kreñvoc’h, avat. “Nann, Paol, nann, a-dra-sur. Me eo a vo bet kuitaet ganin va farrez, kêr Bont-‘n-Abad, ha va farrezianiz. N’eo ket heñvel, Paol. Goude ur stourm pemdeziek a badas tregont vloaz, Paol. Hag had an Aviel, kerkent badas tregont vloaz, Paol. Hag had an Aviel, kerkent ha taolet en erv, kuit, siwazh, gant an avel pe gant brini an Drouk-Spered. Frealz a zo bet ivez, a drugarez Doue. Gant kristenien a skouer vat. Eveldout, Paol.” “Egiston-me ?” “Prezeg ha pediñ o deus graet evidout da oberoù. Ur bedenn virvidik zoken e oa, hep gouzout dit, Kredo glan an arzour en Doue Krouer hag e Vamm Dibec’hed, kement taol kizell yen, kement taol morzhol, e skoes ouzh da vaen, en da liorzh, en enor da Itron Varia Garmez benniget.” “Aotrou Person, selaouit.” Stouin a reas ar person kozh war benn-wele e barreziad. “An nozvezh all, pa ‘m eus kollet n’oar den pet litrad gwad”, a zistage Paol gant ur vouezh c horrek, “an nozvezh-se e oa lammet war va bruched ur macherig braouac hus. Un hurlink. Ha gwelet a’m eus anat, dre va hunvre, ne vo kizellet biken war va delwenn mousc’hoarzh baradozel Itron Varia Garmez… Arouez va feiz, c’hwi an hini hel lavar…” “A, ba !…” “N’eo ket aet an arzour betek penn e Gredo, pa n’he deus va delwenn na genoù na daoulagad.” “Bo, bo ! Paol ! evit un hunvre ?… Te a skarnilfe da galon gant an disfiziañs, war zigarez un hunvre? Ur gwaz out, evelato.” “Kredet e’m eus er Vadelezh. Keit on bet yac’h, na’m eus ket meizet c’hwervoni ar vuhez, na fallagriezh an eil e-keñver egile… Fallagriezh al Lezennoù ive, e-keñver an Den-e-Unan. An Den Paour, evel just. Ne’m eus fiziañs ebet e madelezh al Lezennoù.” “Aotrou Doue !…” “Aotrou Doue ?. Diskennet eo an Aotrou Doue end-eeun, ur wech nemetken, war an douar, da brezeg ar peoch d’an dud a volontez vat. Kentañ tra o deus graet an dud a zo bet e lazhañ, war zigarez oa enep an Urzh. O Urzh.” “Evit daspren hor pec’hedoù, Paol. Evit torrin chadenn pechedoù ar bed-holl. Ma c’hellimp pennadin en-dro hent ar Baradoz. Setu aze ur wirionez a zo bet desket dit er c’hatekiz. Unan eus mein-diazez hor Feiz Kristen.” “Hor Salver Jezuz-Krist n’en deus ket talvet E Wad da galz a dra. Ar beorien a zo chomet o stad ker reuzeudik ha kent. Mard eo dispar ha madelezhus Kelennadurezh E Veleien… en o buhez pemdeziek…” “A-dra-sur, re a gristenien, siwazh”, a droc’he primik an Ao. Person, “re a gristenien a zo divat an t a m m anezho. Ne heuliont ket nemeur gourc hemennoù pe alioù an Aviel. An Aotrou Doue, avat, a zo madelezhusoc’h E Galon eget hini E Grouadurien.” Balbouzat a reas ar c’hlañvour un dra bennak etre e vuzelloù dambrennet : “An Aotrou Doue ne ra ket foultre gant e grouadurien.” Stouiñ a reas muioch an Ao. Kerdraoñ. Ha Paol ha troin e frazenn en ur mod all : “Hini e veleien zoken ?” C’hoarzhin a reas ar beleg kozh a galon vat. “Eget hini e veleien, zoken. Hep mar ebet. Siwazh… an den an divrallañ e feiz a zo, allas ! laosk e vertuz, hedro ha kriz e spered, ha re zouget da sentin ouzh galvoù ar c’hig. Kas a zo ennout ouzh ar veleien, Paol ?” Ober a rae hemañ un hej d’e skoaz, un hei diresis e ster. Ne reas ket van ar person kozh : “Un arm, avat, a zo bet lakaet etre daouarn ar Gristenien, evit herzel : Ar Bedenn. Pediñ a ranker dalc’hmat, hep koll fiziañs, morse, e Madelezh Doue. Kement poan gouzañvet a galon gristen war an tamm douar-mañ he devo he digoll er Bed-all…” “Gant ma vo glan an ene, pe glanaet gant Sakramant ar Gofesion”. , a beurechue an Ao. Abgrall. “Eürus neb a gred. Ar gwashañ zo eo ret mervel evit mont d’ho Joaioù.” Un chan a reas Paol. Krizennet e oa e dal. Ha tremen a reas ur soñj en e benn : “N’eus ket da nac’h; finoc’h eo ar veleien eget ar bolitikerien. Ar bolitikerien a bromet dimp al loar kerkent hag ar bed-mañ. Setu perak e tañvaont kel lies fest ar vazh, diwar kerse an dud tapet genaouek a- walch da vont d’o heul. Ar veleien i n’eo ket o fromesaoù talvoudek e-keñver ar Bed-mañ. Ne teuint da wir nemet er Bed-all. M’hon eus da advevañ en ur Vuhez all. Forzh penaos ne zistro ket an Anaon da embann e oa goullo promesaoù ar veleien. Mard int goullo… Da c’hortoz, gouzañv gant levenez, ha pasianted, ha fiziañs. Gouzañv, avat. Perak ?. Perak ?…” Ar c’here a oa sarret gantan e zaoulagad. “Skuizh out, marteze, Paol?” a c’houlenne goustad an Ao. Kerdraoñ. Mont ha dont a rae ar c’hure bras er gambr. Ouzh chourig e votou-ler ledan. “Kaoz hir a zo ganeoc’h”. , emezan. “Me’ra joa din marvailhat gant va mignon yaouank, ur wech diwezhañ”. , a responte ar beleg kozh hep troiñ e benn. “Joa, ya, Paol, daoust ma kavan eo re soubet an holl da galon en droukrañs… Ped, hag e luc’ho en-dro an esperañs kristen.” … Va delwenn.” “Ya ! da zelwenn… Da bedenn vev.” “Koulskoude e krede din e oan o tarzhañ diwar re nerzh, ha va zalvoudegezh. ‘M eus aon on ker ‘Krouadur’ hag ur bugel… N’omp ‘gour’ e-keñver hor planedenn.” Don ha barr gant ar velkoni en doa dassonet an hirvoud. Bremañ e tave an daou veleg. Kendalc’h a rae an arzour, o komz outañ e-unan, e sell ouch solier gwenn-kann e gambr : “N’oa ket tonket din echuiñ va delwenn…” “N’oa ket youl Doue, mabig. Doue, avat, a zo trawalc’h Dezhañ ar volontez vat”. , e resisae ar person. “Ret eo ivez bezañ er stad a c’hras”, a beurechue an Ao. Abgrall. … Mervel n’eo netra. Bezañ luskellet gant hunvreoù alaouret a zo un dudi. Ar gwashañ zo, ne c’heller ket kas an hunvreou da wir, roin korf dezho… Va delwenn… Teurel a rae ar c’hure bras ur choarzh laouen. Kalonekaus : “A ‘ta, Paol, a ‘ta, a ‘ta! Perak nechin gant ken nebeut a dra. At pech n’eo ket bet graet ganit, a vo echu gant unan all. Ha mat pell’ Paol Tirili a save e benn diwar e benn-wele. Krenañ ‘rae e vuzell-draoñ. Neuze e lavaras, yen ton e vouezh : “A! c’hwi ‘gav deoc’h e vo memes tra ?” Troin a reas goude se eus tu ar prenesti. Hep merzhout ar ridojeier dantell vigoudenn. Sarret en doa e zaoulagad. Chwezhan ha dic’hwezhañ ‘rae. Flammañ ‘reas adarre ar gwad e kev e zijod. En un taol, e tarzhas : “Gast! gast! gast! tri mil c’hast ar voulc’hurun kac’het gant revr an diaoul !” Chintrañ ‘reas an dour diouzh e zaoulagad. Gallout a rae leñvañ. Daelou puilh ar gwaz, o veizan pegen blin e oa e-kenver galloud dall ha diskiant planedenn mab-den. “Me ‘bari on foutu !” emezañ etre daou zifronk. Mantret e oa bet ar veleien gant ledouet ar c’here. An Ao. Abgrall a oa bet feuket ouzhpenn. “Bremañ eo poent din mont”. ’, emezañ. Hag en ha diskenn. Ar person kozh, avat, a deuze e galon gant an druez ouzh ker gwazh estrenvan. “Paol ne fell ket dit” , e c’houlennas gant douster, “ne fell ket dit kaout diganin an Absolvenn ? Pebezh skouer vat e vije!” Ne responte ket egile. Sevel a reas ar person diwar e gador. Neuze e lavaras Paol : “Ne’m eus ket lavaret ne gofesafen ket. Hiziv, avat, ne rin ket. N’eo ket gant va fec’hedoù a’m eus chal, me, na gant skouer vat d’ar re all.” Ar beleg a vrañselle e benn gwenn : “Paourkaezh krouadur” , e trueze. Tremen a rae e vizied, war e bouez, e pennad blev du gleb-c’hwez e barreziad. “Paourkaezh krouadur! donoch eget na grede din e oa aet e’z kalon gouli ar cherse. Abeg ez eus, da bemp bloaz warn-ugent, kaout keuz d’ar vuhez. Pediñ a rin evidout.” Dic’hwezhañ ‘rae ar c’hlañvour. “Ret eo mont”, eme neuze d’e dro an Aotrou Person. Hag en hag adlavarout : “Pediñ a rin evidout, Paol, pa vin e Kemper.” Paol Tirili a oa sec’h bremañ e zaoulagad. Ha lufrañ ‘rae enno un tan iskis : “M’hoc’h eus levezon en Neñv, ma selaouer ouzh ho pedennoù en Neñv, goulennit ma vevin.” Izel-izel e oa aet ar c’here klañv goude e asazenn gant an daou veleg. Dav e oa bet klask ar medisin. N’en doa ket kavet hemañ da Baol nemeur a derzhienn, koulskoude, hag aet e oa kuit gant geriennoù dienkrez : “Skuizh-divi eo ho paotr”, e n d o a lavaret da Li] Vloagen. “Hogen ne bado ket ar fallaenn, ma ne teuer ket d’e chigardañ. Diwallit ouzh ar chigarderien.” Ar gereourez a oa deut he c’hoar Katell da roiñ an dorn dezhi war-dro he mab. Katell, yac’h ha lart an tamm anezhi, a denne huanadoù gwashoch eget ma vije bet hi an hini glanv. Paol, eñ, ma oa morzet e izili, hag evel goullo, a oa skañvaet e spered. N’oa ket evit mirout da zistagañ fentigelloù ouzh e voereb tev, hag he huanadoù, dre ma lonke, dre ma tisusune, kentoc’h, al loaiadoù bouilhoñs tomm edo Katell Vloagen o kas d’e c’henoù. “Oñ!.. oñ!…” a c’hrogne Katell. N’oa ket evit rannan grik all, ken gwasket e oa he gourlanchenn. Doan he doa, a-dra sur, muioc’h eget he niz. Pa oa aet an daou veleg diwar e dro, en doa en em choulennet ar c’hlañvour petra an diaoul a oa kroget ennañ, oc’h enebin ken diboell ouzh e berson kozh, hag o nac’h sikourioù ar relijion. Biskoazh seurt si divalav lavarout : nann, atav, pa c’houlenner: ya, diganeoc’h!… Nac’h atav pe ober kontrol, war zigarez enebiñ ouzh lezenn pe lezenn !. N’oa ket kristen tomm-tomm. Nann. Hag en a oa dalc’het e spered gant yec’hed e gorf ha mil preder douarel muioc’h eget gant Silvidigezh e ene. Bresk e oa aet e feiz. Nemet… hag e prederenne : “N’out ket enebout, memes tra, d’ar relijion ; bezañ out ? Ne ‘teus ket c’hoant da vezan kaset d’an douar, od, er cro , bezan teus ? N’eo ket deut choazh ar Ha n’eo ket dav, evit kofes, bezan en artikl ar m a r v … Ha neuze, ober a ri kement a blijadur d’an Ao. Kerdraoñ o c’houlenn digantan an absolvenn da da bec’hedoù… Peseurt pec’hedoù ?… E ! e ! en ur glask ervat… Ne ‘to ket digantañ ur binijenn dreist. Paourkaezh Toñtoñ Lom!… Gwechall eo bet didrugar, ken na oa. Kas a rae e barrezianiz gant ar skourjez. Ar gristenien vat ha sentus atav. Rak ouzhit- te, eo bet evit ar wech, den a zoare.” Bezañ en devoe Paol ur mousc’hoarzhig chwerv, dre ma kendalche dre e soñj : “Gwir eo, memes tra, on bet ur ‘goi’ o terc’hel penn ouzh Tonton Lom paour. Ma teu en-dro e ‘taoulinin diouzhtu e Lez-varn ar Binijenn, da zisamman va c houstiañs’. E-giz-se ‘m o peoc’h ouzh an tu-se. Ha mat pell ‘zo !” Chichantaet e voe ken nemet gant ar mennad ez afe da gofes. Ne lavaran ket n’oa ket un draen e n e levenez : ur choapadenn diskredik. “Ober a ri skouer vat. Re zouget eo da gengêriz da zilezel pratikoù ar relijion. A! Derc’hel d’ar c’hizioù kozh. Diazez an urzh! Kaout ur marv kristen, memes ma ne gredez ket ! Ha kaout un interamant gant ar c’hroazion hag ar pedennoù latin… En u r baeañ, evel just. Hag oferenn eizh teiz, ha servijou kanet gant an armoniom, e liz Karmez!… Hag ur plas mat e Baradoz an Aotrou Doue !. Talvout a ra kement-se bezañ ur mab doujus d’Hor Mamm Santel an Iliz… hag ober neuz da zerc’hel da feiz hon tadoù kozh… e artikl ar marv, ha pa ne vez ken… Requiescat in pace… Vad a ray da gofesion da yalc’h unan bennak, ma ne ra ket droug da da ene. Breinañ ri, memes tra, eskern hag all, e korn pe gorn eus ar vered, e kalon an douar.” Dont a reas, goude koan, Jani Dreo ha Mimi Andro da ober ur weladenn d’o chamarad, war e wele. Lakaet e voe war an daol d’an div blac’hig ar c’hafe hag ar gwastell sec’h. Jani Dreo a oa gwenn he dremm e-giz an erc’h. Hi, ken nebeut hag ar voereb Katell, ne voe ket evit rannan ur grik. He daoulagad, avat, a zalc’he kaoz gant o estrenvan evit ar vigoudenn yaouank. Farsal a reas Paol - n’oa ket evit mirout da deotikat ! : “Ha ‘oach, va intañvez, va intañvez naontek vloaz!..” Daskrenan reas ur mousc’hoarzh war diweuz Jani. Ur mousc’hoarzh aes da gompren. Ha Paol: “Ar bravañ zo e vo dilugernet ouzhoc’h, ma tougit kañv din gant koefoù plaen ha tavañjer du. N’oamp ket unanet, paourkaezh Jani, dirak Toñton Lom ha Toñtoñ Laorañs. Karantez ar galon n’eo ket a- walc’h… Ba!. Propoc’h, donoc’h, gwiroch eo kañv ar galon eget kañv an dilhad.. Jani, tostait amañ.” Dedostaat a reas Jani. A vouezh izel, hogen digren, e sile dezhi ar c’here en he skouarn : “Ha neuze, n’on ket marv c’hoazh.” Mimi Andro a oa skoachet ganti he daoulagad en he mouchouerig gwenn. Gouelañ rae an didrousañ ma c’helle, siwazh dezhi. A-boan m’he doa soubet he muzelloù en he gwerennad rouzig : “Keloù ‘peus bet diouzh Joz?” a c’houlennas Paol. Stouiñ a reas Mimi he fenn, div wech, diouzhtu, da lavarout : ya ! “Hag a-neuze ?” “Dalc’het int bet holl e prizon bras Kemper. Ne c’hell ket Joz tremen gant nebeutoch eget c’hwech miz, eo bet lavaret din gant ar c’homiser.” “C’hwec’h miz prizon, va Doue ?” “Topinet eo bet gant unan bennak, pe anavezet gant ur poliser, ne’m eus ket komprenet mat. Ar pezh a zo sur emañ e prizon bras Kemper… Ha me, a-benn c’hwec’h miz…” “Hag ho tad, Mimi ?. Diouetin ‘ra un dra bennak? “En Naoned emañ abaoe dec’h. Hennezh, pa ouio!” “Drochig!” “Bremañ, an dra-se ne ra tra din. Anvet e vo ar c’hrouadur paour bastard gant bugale ar re all… Ha setu.” Hag e tiflipas an dour e daoulagad an ostizez vihan. Astennet a-c’hwen, hag e benn war e benn-wele blot, Paol Tirili ne zeue ket ar c’housked dezhañ, daoust da stirlink luskeller nadozioù-stamm e voereb Katell. Teñvalaet e oa penn ar paotr gant planedenn diskiant e vignoned. Ar re-se, ken nebeut hag eñ, ne raent droug da zen. Perak eta e tiwaskent poan ? Eo ! ur fazi o doa graet : roet o doa elfenn ar vuhez d’ur babig er-maez eus al “Lezennoù Meur a gas ar Bed en-dro”. Peadra lakaat an Urzh da gouezhañ en e boull ! Azezet e oa Katell Vloagen war ur gador e-tal ar gwele. Gant he huanadoù dalc’hmat. He c’hoar Lij a oa bet kaset da gousket ganti. N’oa ket dav bezan div o veilhañ un den klañv ken habask, he doa lavaret Katell d’ar gereourez : “Aet oc’h melen vi, maouez paour. Na c’hoariit ket gant ho kalon.” “Petra emaoc’h o fardañ, moereb Katell?” a c’houlenne, a greiz-holl, ar paotr yaouank. Mennout a rae dichoual e soñjoù du, en ur rannañ ur pennad- kaoz gant c’hoar e vamm. “Gwelout a rez”, a responte ar vaouez. “Ur jiletenn Vloan dit. Evit ma vo tomm dit, pa savi.” “O, neuze… kemerit hoc’h amzer, moereb Katell. Amzer a zo !” “Oñ!…” Chom a reas berr ar varvailhadenn. Edo eurioù diwezhañ miz Mae o vont hebiou. Flour ha klouar a dlee bezañ an noz er-maez. An noz… Ar maez… Sklaer, gant pikoù argant diniver o stered. Pe, diouzh ma oa troet an amzer, gant stoubennoù ar c’houmoul izel o vrañsellat gant allazig un aezhenn vouest. En ur bed yach. Heñvel hiziv ouzh ar pezh e oa dech. Heñvel ouzh ar pezh e vo warc’hoazh. An noz da heul an deiz, an deiz da heul an noz, peb eil tro. Ha rod ar beder amzer o troiñ. Ingal. Hep mall. Amzer he deus. Ambrouget gant an heol, pe al loar, pe ar glav, ar riv, ar rev, ar wrez vroutac’h, pe an hinon. Evit brasañ mad ar maez. Evel m’eo bet mennet a-viskoazh gant E Grouer Holl’halloudek. Hep ar c’hleñved, hep ar marv. Hep ar c’herse, gwashoc’h eget ar c’hleñved hag ar marv. Pa voe krouet gantañ diouzh E Zremm Divarvel, mab-den nemetken a voe roet dezhan gant an Aotrou Doue an enor da gavout ar profoù-se en e gavell. Ar c’hleñved… ar marv… ar c’herse !. Mevelien an Aotrou Doue war an douar, - Mesaerien ar Bobl, emezo, — o deus roet ouzhpenn da vab-den, da harpañ e zargreiz dinerzh hag e spered hedro, Lezennoù ar Vro ha Gourc’hemennoù an Iliz. Sent, mab-den! Sent, pe diwall ouzh Erevent an Ifern hag an Archerien ! War da gein ha diwar da c’hwezenn ez a ar Bed en- dro. Un enor eo asantin gouzañv ha diouerin evit Doue hag ar Vro. Hag un talvoud. Mar chomez fur war an tamm douar-mañ, ne vi ket kaset d’ar prizonioù. Ha, ma tremenez e stad a c’hras, e pigni da Varadoz Doue. C’hoarzhin a rez?… Al Lezennoù, broadel pe relijiel, n’eus anezho nemet ur poull kilhaoued, ma karg o bouzelloù politikerien ha beleien diwar goust levenez ar bobl?… Pebezh droukspered an tamm ac’hanout !… A! merzhout a ran da hiraezh nemeti ; eürus neb a chell bevañ, e-unan, gant yec’hed ha yaouankiz, hag ivez — n’eo ket falloc’h — gant ur gwenneg bennak war e anv, hag en em silañ, evit e vuhez e-unan, a- dreuz rouedoù al Lezennoù broel ha Kemennoùa r Relijion. Hennezh a c’hell kemer amzer da dennan reizh war e anal. Ha bevañ e vuhez. Tavet e oa, a-nebeudoù, stirlink an nadoziou stamm. War rouesaat ez ae ivez an huanadoù. Edo ar voereb Katel o voredin war he c’hador, he chink en he chrubuilh voulouz du, he nadoziou stamm hag he folotenn c’hloan war he barlenn. Digor-krak e zaoulagad, hag astennet atav a-c’hwen e gein war e wele koultret mat, n’eo ket ouzh dichwezhoù ingal ar vigoudenn a oa kousket sko ennañ er gambrig kloz, e taole evezh ar paotr abaoe ur reuziad. Dont a rae betek e skouarn, a-dreuz speurennoù an ti, ur c’harmadenn unton ha boud : douget war an avel, grozmol an tarzhioù, ‘hed an Arvor Vili ha Palud an Dorchenn. Toc’hal a reas Paol ur paz rust. Ma tihunas trumm ar gouskerez : “Paol, falloc’h emaout ?” “Me ‘glev trouz ar mor.” “Me ne glevan netra, me.” “Digorit ar prenestr, moereb Katell.” Ha rankout a reas ar voereb Katell mont da zigorin ar prenestr, ha, goude se, lazhañ ar gouloù. “Te zo tanav da skouarn, avat”, emezi gant avi. Sevel a rae diouzh traon al liorzhig c’hwezh klouar al lili hag ar roz. Boull an noz, e-giz strink du-polos. En ur droiñ e benn, e spurmante ar c’here staenenn al lenn, kevrinus un disterañ, ha, pelloc’h, bevenn torgennoù Brenañveg hag hent Ploneour-Lannvern, gant dared an tour-tan ouzh o goulaouiñ ingal. Koagal a rae ur ran bennak, dre he c’housk, hag hiniennoù all, amañ hag aze, e poullouigoù dour ur vroenneg. Hag a-zioc’h toennoù kêr, hag a-zioc’h ar Vro- Vigoudenn en he fezh, kompez ha kuñv, e-giz ur wiadenn seiz treuzwelus, he doa en em stignet betek bolz an neñv hag he steredegoù, kanaouenn voud an Atlantel. “Ar mor en deus amzer, moereb Katell,” a ranne Paol. “Feiz! marteze, va faotr paour” , a responte houmañ, dre ma adkroge gant he stamm, hag hep goulenn perak. “Ar mor ivez a zo enep dimp”, eme c’hoazh he niz. “Oñ!…” Ar glañvourien ne dalvez netra dezho e vefe dalc’het kaoz hir outo. Nemet ivez ar glañvourien, pa ne chellont ket kousket, a chaloup o spered dre soñjezonoù nebeut darempredet ganto, pa vezent yac’h. Dastum a reont evezhiadennoù ken iskis. C’hwi ‘oar mat ‘ta n’oc’h ket evit mont d’o heul. Du-hont, en tu all d’an torgennoù, gant o farkadoù ed, piz bihan, pe avaloù-douar, hag o liorzhadoù avaloù ha prun hag ar c’hoadoù pin, an estrevijiri, ar foenneier, ar stêrioù bihan, hag ar bourc’hadennoù, en tu all d’ar paludoù dizolo hag o dour chag, dan arvor hag e zouaroù gwenn gant an traezh, al loc’hoù du, ha gournisennoù kev an erinoù, hag ar c’herreg du, dindan oabloù diharz ha don, en em astenn ar mor. Echon ha don ivez. Pa ‘z a e zomani hep un harz betek an Inizi ma kousk an heol. Ha dizalc’h. Neus evitañ na Lezennoù Broel na Kemennoù Relijiel. Hogen, enep dimp emañ ivez. Hep ezhomm. Evit e blijadur. Tre ma kas e c’hourdrouz en noz, pell-pell davet an douaroù, — ur gourdrouz sioul henozh ! — e ruilh- diruilh e houlennoù eus an dremmwel betek an aod. Hep un chan, hep un arsav. Hag e verv e wagoù ken na gornont, hag e taol e darzhioù ouzh miliardoù ar bili bihan o c’hregachin hag o ruilhal an eil war egile, a-hed bae kev Arvor Plovan hag an Dorchenn. Torimellat a ra en-dro da Benmarc’h, a Borzh-Karn da Geriti, o tourtañ, o talmañ, gwevn ha bev, pe vo lanv pe vo tre, noz-deiz. Atav, atav. Mont a ra, hep skuizhan morse, dre douez skilfoù ramzel ar Cheloù gouez, ha dreist ar bazinier, gant e holl nerzh, d’an Aod Wenn, ha da vein rous bezhinek ar Gelveneg, ha penn-da-benn an aod, betek Korn- Men-Choed, e Leskon. En em silañ ‘ra tro-dro gourenez ar Vro-Vigoudenn, krignat a ra ar c’herreg du, freuzañ ra ha faoutañ ra an tornaodoù hag an tevenn. Ha pal e striv a zo, anat an dra d’an holl, er vro, goloiñ da gentañ douaroù izel Penmarc’h… . Ar mor, avat, ne embann ket e klask mad bugale Adam, goude ober droug dezho. Hennezh a zo reizh e enebiezh… Evel m’en deus lonket Kêr-Is, gant he c’hant liz- veur, hennezh a vo sammet, un deiz da zont, gant e lanv, ha Keriti, ha Sant-Per ha Sant-Gwenole ha bourch Penmarc’h. Hag e sanko, e-barzh an dour, an erinoù, ar paludoù, ar foenneier hag ar parkeier- traezh, hag engroez diniver an tiez bihan. Hag ez ay d’ar sond an holl vagoù gant o cor, pe e vint stlapet war an douar bras, ken na vrevint ouzh ur voger bennak pe ur run diwisket diouzh e zouar labour. Hag e vo diskaret en o foull an tour-tan otus a gas henozh e vann-sklerijenn betek bolz an neñv, hag an Tour- Tev, hag an ilizoù kran hag ar manerioù o mein karrezek. Hag e vo graet ur bern atredoù, daoust d’he mogerioù-difenn, gant chapel ar Joa. … Chapel ar Joa, un anv drant ha kalonek hennezh ivez, roet a-ratozh gant pobl ar bigoudenned, da santual ar Werc’hez venniget. Diazezet-start war e durumell izel, emañ du-hont, e-unan, etre dour-chag, broenn ha korz hag irinjez ar palud dizolo hag ar mor dirollet. Krediñ er Joa, daoust da c’hourdrouz pemdeziek an arnev, an avel hag an tarzh, daoust da c’houezoni didud ha klañvidik ar palud ! Chapel ar Joa, arouez ar feiz vigoudenn e deizioù klokoc’h… Ha soñjal e vo distrujet !. Henozh, e kan ar mor, dizrouk e vouezh, kanaouenn al leziregezh. E-giz ma raen n’eus ket keit- se. N’eus ket anezhañ, avat, ur paourkaezh arzour klañv o c’hoariellat gant begig un tammig gwerc’hez- vaen, ha mall gantañ echuiñ, a-barzh bezañ kaset d’ar v e r e d Ne c’hortoz ket an deroù-noz na gouloù-deiz, evit debriñ diouzh e naon, evel un tammig kêr a netra. Soursi pemdeziek, soursi didalvez da gas da benn an oberoù-meur. Ar mor ne zere ket seurt prederenn ouzh e c’halloud. Gouzout a ra e vo toullet irvi, un deiz da zont, gant e darzhioù, war dachennoù Penmarch. E-lec’h gant an alar. Gouzout a ra e astenno e veli, a-dreuz an traoniennoù, betek Pont-‘n- Abad, end-eeun. Pont-‘n-Abad a vo liñvet d’e dro. Diwar neuze ne vo ket mui digarez da deodata a- zivout bevañs pe zienez, hag e vezo peoc’h bras diouzh genoù mistri ha sklavourien al lezennoù. Sell aze n’eo ket c’hoariellat ez eo, en-dro dun tammig maen greunek. Ul labour arz, hag a dalvez ar boan klask penn dioutañ, un trivli e gas da benn, ne lavaran ket. Hag e c’heller kemer an amzer d’e lipat ha d’e gempenn. Gouzout a ra ar mor e c’hounezo. N’eo na dalc’het na broudet gant ar c’hleñved, pe gant an naon, na gant spont ar marv. E c’hell, o c’hortoz e zeiz, leozennañ ha boudal kanaouenn al leziregezh. “Amzer en deus.” * C’hoarzhet en doa koulskoude Tin Andro, gwalc’h e c’henoù, p’en doa lennet war an OUEST-ECLAIR, ar mintinvezh-se, penaos e oa deut ar polis a-benn da “dapout en un taol-roued ijinet kaer” un niver bras a damallidi, ha Joz Tarv en o zouez. War an diwezhadoù e teue an ostiz, koulskoude ; daou zevezh goude an darvoud, o tont diouzh an Naoned. Lennet en doa dre zegouezh ar gazetenn chomet war-lerc’h unan bennak er c’hornig distro. Souezhin a c’helled gant skrivagner ar gazetenn penaos n’oa ket bet soñjet abretoch en ur mod ken aes da “zegas ar peoc’h”, e-lec’h mont da glask pemp pav d’ar maout, gwarded, frioù furch ha kerniel mil dogan ar Frañs. Aet e oa an Diaskorn — Fri-Lipig - ha Losouarn
- Pavioù Gloan — ‘ti hemañ ha ‘ti egile, gant ur baperenn sinet gant an Ao. Komiser, hag • pedin hemañ hag egile da ziskenn betek e vurev, e traon ar C’hastell. Diskenn a rae ar baotred, evel just. N’oa ket ret, evit ken nebeut, kas war o lerc’h, ur wech c’hoazh, rujurnañtadoù ar ‘Gribenned’. Ha, dreist-holl, klask ober mezh dezho, ouzh o fourmen dre ruioù kêr, gant chadennoù ouzh o daouarn, e-giz ma oa bet graet da Finig Gamm an Nor-C’hlas . E-giz ma vije torfedourien anezho. En e vurev, e lenne ar c’homiser d’ar baotred, dre ma teuent, an tamalloù a oa sammet war o ‘houstiañs, hag e lavare dezho e rankent mont da Gemper d’en em zifenn dirak ar Barner-Enklasker. Ur chorveig a netra; ouzhpenn ma oa o interest sikour ar Justis da gavout ar wirionez. Ma voe karget ganto, en un devezh, daou bezh mell karr. Panevet e oa azezet daou archer eus kazarn Traoñ Pont-Gwern, e-kichen blenierien ar c’hirri-tan, e vije bet gallet kemer an damallied evit ur vandennad yaouankiz o vont da c’hoari foot-ball. Ha c’hoazh e c’helled faziañ, rak kanañ rae ar baotred, penn-da- benn an hent, hag an archerien a lode ganto o sigaretennoù. E Kemper, avat, e verzhas diouzhtu ar Barner e vije ur viken o tiluziañ ar gudenn, ha roin da bep hini, hervez e bec’hedoù, e lizher tamall. Rak nach a rae paotred Pont-‘n-Abad kement taol a rebeched dezho. Edo ar Justis e-tal milendall un Enklask, hep testou na testenio, hag an Hini Gamm a oa strewet dindan he zreid bernio kaozio kroaz d’he lakaat da asoupan. Tamouezañ ar mad hag ar fall? Ul labour hir, o c’houlenn preder… Da c’hortoz, e lakaas an Aotrou Barner e sinadur ouzh traoñ ur baperenn. Hag e voe kaset an holl baotred gwitibunan, kablus pe digablus, da Vaez-Gloagen, prizon bras Kemper. Tin Andro, ostiz fortuniet a-walc’h, a oa, evel just, diouzh tu an urzh. N’en em chale ket o tismegañsin, en e stal-voeson, ar “Bastored fall”, gouez d’ar chelaouennoù, “a gase kêr Bont-‘n-Abad d’ar rivin”. hag a rae “gwalleur ar vicherourien war zigarez dont war o sikour.” N’oa ket pell a soñjal e oa bet graet mat d’ar baotred — ar c’henaoueien-se ! — a oa bet sac’het e Kemper. En em daolet o doa o-unan e puñs an diaoul, n’eo ket gwir ? N’eo ket gant an darvoudig-se, ret en anzav, koulskoude, en doa plijadur an ostiz, ken n’en doa. Hogen, graet en doa ul lamm, pa oa degouezhet anv Joz Tarv, e-touez ar re all, dindan e sell. “Mar’-Louiz!” en doa hopet dre ma’z ae d’ar gegin, a-dreuz ar porzh. “Mar’-Louiz, deuit da welout aman !” An ostizez, a-greiz teurel greun d’he yer, e kraou traoñ ar porzh, a oa bet ret dezhi dont d’ar gegin, ha lenn. “Ha neuze?” emezi goude ur sell war ar skridenn. “Keleier kozh kant vloaz !…” “Aze! Ho mab-kaer!…”, a lavare an Andro, lorc’h an trec’h en e vouezh; hag e lakae ivin e viz bras dres dindan anv Joz Gouzien. Sec’hañ ‘rae ar wreg he daouarn en he zavañjer. “Ha neuze?” emezi en-dro. “Hag eo dav, evit se, kaout kement all a blijadur ?” “O! deoc’h, nann, marteze. Din-me, eo !” Mar’-Louiz Penn-Hent Kombrid he doa prennet he muzelloù. Re a draoù he doa da lavarout. Re a hegas he doa dastumet abaoe un nebeut miziou, ouzh he gwaz, evit gallout displegañ he sonj war an taol. Tin Andro, avat, ez ae e deod en-dro : “Din-me, ya! Me, an tog-sistr teir bouloutenn, ar peizant dir penn-bombard, re dost ouzh e wenneien, me, ar ‘c’hecher’, n’ouzoc’h ket, Mar’-Louiz Penn- Hent Kombrid? Hama !… ganin-me ez a ar maout. Ha penaos !… Ha n’eo ket peogwir n’oac’h ket pevar war va zro, o klask ober lamm din-me. Pevar, ya! Ho Tarv, gant e nerzh, ho Tirili, gant e spered, - ha fin, sañset, ‘giz kaoc’h-louarn! - c’hwi-hoch-unan, moereb Mar’-Louiz, hag ho koumoulenn vihan… An dra-se a ra pevar.” “An Tarv?…” - grougousat a rae Tin, o sevel e zaoulagad. - “Sur ne zastum ket ‘grifoù’ gant ar rozell… Nemet ur paotr ken mat eo hennezh, gant ur vicher ken mat; ha ken douget d’al labour eo hennezh, pa’z eus labour, Tin Andro, ha pratik da baeañ… Ha Tin Andro a responte: ‘Chom da lavarout..’ Ha Tin Andro en doa fri evidoc’h ho-tri, pa responte: Na uzit ket din va buhez gant ho Tarv…’ Rak, bremañ, e welit petra eo ho Tarv…” “Gant ar vezh !…” “Ouzhpenn eget ur c’holl-boued hag ur fall tra…” “Andro !…” “N’eo ket ganin-me eo bet kaset d’an toull, bezan eo?… Roiñ va merc’h-me d’ul lavagnon bet en toulloù ?… A ! a ! a !. Biskoazh ne vo bet klevet… “Tin Andro, ha soñjal a rez, a-wechoù, emañ da verc’h nemeti o koll, noz-deiz, dour he daoulagad abalamour d’al lavagnon-se, e-giz ma lavarez ?… Pelec’h emañ da galon ganit ?” “Dindan seul va botoù, Mar’-Louiz Penn-Hent Kombrid.” Tarzhañ ‘reas ar vigoudenn, en taol-mañ. N’eo ket ‘preg’ e rae mui; hopal a rae. “Hoc’h gouez Treogad, un hoc’h gouez n’out ken, setu ar wirionez, dall da zaoulagad, dall da spered, kriz da galon, drouk da skilfoù !. An dra-se ne santont nemet ar pezh a vez sanket en o revr gant ar forc’h… Gant ma kargo e vouzellou, gant ma fougaso gant e wenneien, an torc’h c’hwezhet-se, petra ‘ray dezhañ kalonadoù ar re all, hag an dristidigezh en e di ? Lammat a rafe an dizenor war e choug, mont a rafe druzivi e verc’h hec’h-unan… “Lavarit ‘ta, bidiez daoulagad melen, pa ho po da zistagan ho mê ! mê ! mê!’… ” … Teneraat ne rafe ket.” “Peoc’h, maouez, pe ‘vo reuz en ti-mañ !” “Gant ar vezh !” “Mar’-Louiz Penn-Hent Kombrid”, , - habaskaet e oa bet trumm an ostiz; krenañ ‘rae e vouezh, avat, gant ur gounnar o pignat diouzh strad donañ e gorf- den — “Mar’-Louiz Penn-Hent Kombrid, sotonioù a chellomp dic’hastañ kenetrezomp, ha teodadoù divergont, memes, paz eus malis ennomp. Ma ‘peus damant, avat, d’ho koef, d’ho plev, dho kenoù, c’hwi a ray peoc’h din gant vertu va merc’h. Ho merc’h- c’hwi.” N’he doa ket fiñvet an ostizez : ourgo ive ch petreo eaiean, ya ! Silavourez da “Marteze. Evit se, dres, e fell din e vefe respetet… memes gant teod he mamm.” Mamm Mimi Andro a flammas en he lagad ur sell herr. “Lakaomp”, emezi hep difrae, “lakaomp e vefe c’hoarvezet pezh a c’hell c’hoarvezout.” “Ar valaenn, Mar’-Louiz Penn-Hent Kombrid… Ar valaenn, hag en hentoù da vevañ eus o rentoù, gant o dizenor war o brec’h ! Dindan toenn an Andro ne vo ket maget bastarded, na graet bod da vammoù bastarded.” Hep ur ger, ez ae an ostizez da diretenn an daol- ostaleri. Dont a reas en-dro gant ur pezh dek lur. Luc’hañ ‘rae ar pezhig gwenn ‘kreiz palm he dorn. “Del!” emezi d’an ozhac’h. “Kerzh da brenañ ur valaenn. “Añ ?” “Kerzh da brenañ ur valaenn…” Chom a reas an den sabatuet. Badaouet, damzigor e c’henoù. Neuze en em lakaas da c’hwezin. “Va Doue! va Doue! va Doue!” e laoskas a-benn ar fin. Mont a reas d’e dro d’an ostaleri. Divontañ ‘reas ur voutailhad kognak, hag ez evas, diouzh e sav, ur mell banne. Deut e oa Mar’-Louiz war e seulioù. N’he doa ket dispeget diouzh he fezh dek lur. Sellout a rae ouzh an ostiz. Hemañ oa savet ar gwad d’e benn, kenan- k e n a n . Diskarget en doa ur banne all. Teurel a reas war e wreg sell ar c’hi skourjezet. Hag en kuit, hep evañ e vanne. Treuzet gantañ ar Marc’hallac’h hag ar Vadalen, Tin Andro a ziskennas, dre-biou ar C’hoc’hu Nevez, betek stal-gere an Dirilied. Degemeret e voe gant Lij Vloagen. “Te amañ, Tin?” emezi gant ur mousc’hoarzh trist. Melenoc’h-melen a oa liv ar gereourez. “Ya! ne teuan ket alies” , a responte an den. “N’eo ket ur blijadur dont war-dro ar re glañv. Dont a dlefen aliesoc’h. Penaos emañ Paol ?” “Atav memes tra. Krediñ a ra atav en em denno. Pign d’e welout. Diwall, avat, da druezin dezhañ. An dra-se a zisplij dezhañ, kenan-kenan.” “Bremaik ez in. A-raok, e’m eus ur c’heloù mantrus da zeskiñ deoc’h, Lij baour ; ur c’heloù spontus.” “Che, va Doue !” “Ya, siwazh d’ho kalon ! Mimi…” Chom a rae ar gomz war deod an den. “Me’ ouie, Tin…” a echue, sioul, mamm Paol Tirili. “Ha n’oc’h ket deut da lavarout din ?” “N’oa nemedout e kêr ha n’ouie ket an dra-se.” “Bremañ, e komprenan ur bern traoù… Digant piv eo ?” “Feiz, va den paour!” a lavare an intañvez. Troin a reas ar gaoz : “Deomp war laez da welout Paol”, emezi. An Andro n’oa ket bet ret dezhañ stummañ un dremm velkoniet, hervez boaz an dud, pa’z cont da weladennin klañvourien. Edo diwar e zoan e-unan. “Deut out ‘ve?” eme dezhañ Paol Tirili diouzh e wele e doare salud. “Te ‘wel? N’on ket ‘perianet’ 1 c’hoazh.” “Deut on.” “Te zo ur penn stag ouzhit!” a gendalc’he Paol. “Ken fall-se e kavez ‘ar chon’ ?” Sellout a reas an Andro ouzh ar c’here gant souezh. Distagan ‘rae hemañ e c’herioù gant ur vouezh digren. E-giz un den yac’h. Ha lavarout a reas, goude : “Aet on treut gagn. Sell ouzh va daouarn gant va bizied komer-blouz… C’hoarzhin a reas, ha toc’hal a reas ar paz : “Kouezhet eo va divskouarn e-giz re ur c’houlin ; n’on ket kad mui da zerc’hel va divskouarn sonn, ken tanav int aet. Re uhel on c’hoazh, memes tra. N’eo ket kad a n Ankoù da lammat dreist va fenn… An hegasañ zo, avat, eo e kollan va dent…” Hag an Andro, eeun-hag-eeun gant ar wirionez : “N’eo ket da druezin dit e oan deut, Paol. Daoust ma kreden e oas izeloc’h. Peadra ‘m eus, me va- u n a n … ”Barzh ar vizer out kouezhet ‘ve’ ?” “Botoù hag all. Lammet eo an dizenor war va zi. Mimi a zo traoù nevez ganti…” “Me ‘ouie…” “Ne glevan ken. N’oa nemet an hini kozh droch ha ne ouie netra.” Harpañ ‘reas Paol e ilin war e benn-wele, ha, damsavet, e sellas ouzh Tin Andro gant e zaoulagad du, mouget o lufr : “Gwelloc’h genel bugale, Tin Andro, eget bezan, war ur gwele, war c’hed ouzh taol ar marv.” “Piv eo an tad ?” “Heman a c’houlenn traoù” , a skandale Paol, gant ur mousc’hoarzh iskis. “Hanter-kant mil lur a rofen evit gouzout piv eo ar pemoc’h-se, ha gallout plantañ dezhañ va c’hontell en e vouzelloù.” “Lazhan tad da vab-bihan a rafes ?” “Gant joa ha gant araj!… Dav eo dimezin Mimi diouzhtu !” “Ober gwerzhidigezh ganti, e fell dit lavarout. Gant da hanter-kant mil lur, e kavi prener da da vastard bihan ha d’e vamm. N’eo ket tad ar bastard bihan e vo, evel just. Ingal eo dit an dra. Gant ma ne vo ket louzet da enor, ha diskrochenet da ourgouilh ! N’eo ket gwir ?” “Gwelout a reer mat n’eo ket gant Jani Dreo e c’houlenner lakaat astenn d’he zavañjer.” Lakaat a rae Paol e benn war e benn-wele en-dro. Sellout a rae ouzh ar solier. Komz a rae, o kemer e a m z e r : “N’anavezan nemet un den hag a rafe ar pried dispar da Vimi Andro, hag a rofe gant enor hag ourgoulh e anv da vugale da verc’h. Nemet…” “Nemet ?…” “M’en dare hag en do ezhomm outi, pa teuy en- dro…” “N’eus ket ur paotr, e Pont-‘n-Abad, ha ne gemerte Mimi Andro, ma vefe kinniget dezhañ?… Tad ar bugel eo ?” Ha Paol, hep respont eeun-hag-eeun : … Aet eo, evit ur c’hwec’h miz bennak da zichoual ar brini diouzh tu Menez Frubi… ha Maez-Vloagen, e Kemper.” “Ken ac’han neuze…” eme an ostiz, en un huanad. Ne voe meneget anv ebet. N’oa ket dav. Azezet e oa Tin Andro war ur gador e-tal gwele e gamarad. Harpet e benn war e zaou zorn, dic’hwezhañ rae, ma ouie ober. Un den en e e s t r e n v a n . “N’eo espernet kristen ebet gant ar ranngalon” lavare Paol. “Me ‘m eus ar c’hleñved, lod a zo er prizonioù, lod all emañ an dizenor a-zioc’h o fennoù. Pistigoùigoù an dra-se.” “A gast ! pistigouigoù ?… Flemmoù naered-wiber, ya !” “Ya, ‘vat! e kenver ar reuzeudigezh a ren e kêr Bont-‘n-Abad? Lavaret e vefe n’ouzez ket, ken dalc’het out gant da c’hwen da gravat, emaout o vevañ en ur gêr dilabour, gant botez ar warded o vac’han war he gouzoug ken na voug, ampoezonet he buhez “Ha sell aze a ra din ur revr! Ar pezh a dalvez, ha netra ken, eo dimezin va merc’h”, a daole an ostiz, dirukel. “Kavout dezhi ur gwaz, a-raok ma krevin gant ar vezh.” “Ha sell aze a ra din ur revr !” a zistage egile e-giz un heklev. “Ar pezh a dalvez, ha netra ken, eo parean hag echuin va delwenn.” “Piv bennak a zo nec’het gant…” Leñvañ ‘rae an den paour. Besteodiñ a rae. Abred a- walch e tastumas ar gomzenn griz. “Dav dit gouzout truezin d’ar re all, Tin Andro, ma fell dit e vo truezet da da blanedenn”, eme Baol, goustadik. Torchañ rae prim an ostiz dour e zaoulagad gant kein e zorn kleiz. ”Ra ket re a van”. , en em zigareze, “gant va c’haozioù hegas. Aet on nay, baduellet, gant ar c’heloù. Ken na ‘m eus ket goulennet ganit penaos e oa da yec’hed. Ne santan nemet va droug. Ne soñjan ket e poan ar re all. ” “Me, nemet re a amzer a’m eus da ober sonjoù. Hag e ouzon mat e kavo Mimi Andro ur gwaz d’he c’harout ha da ober ur gwaz eus he bugel…” “Me ’ baeo…” “E-lec’h me…” — soñjal a ran ‘ve’ e’m planedenn
- “chomet e vin berr… ‘Benn bloaz…” “Ya, ‘benn bloaz, e vi adarre plom en da sav.” ”Ra ket goap. Te ‘oar mat on foutu… ‘Benn bloaz, d’ar mare-mañ, e vo an Andro kozh o ‘n em lakaat droch, ken sev e vo, ar papabig ‘charl’, gant e benndolog bihan, hag e vo ar vamm yaouank, eürus, o pourmen he ‘moutig’, en e wetur liter, pe war he divrec’h, e koad Sant-Laorañs, war ar c’halaj, penn-da- benn ar stêr, e c’hwezh yac’hus an dour sall, pe en aer vat koadoù pin ar Mene-Bihan. Ha goude se, penn- da-benn ar stêr atav, hag e brizhheol ar gwez pin, betek Roz-Kerno, ha torgenn an Ti-Gwenn, diazezet ker brav, dirak ar mor, e-tal an enezennoù, o selaou boubou an delioù pin, ha koagoù ar brini, hag ive klemm ar c’hefeleged-mor, o nijal ‘rez al lec’hideg. Ha me… “Petra ar gaoz ?” “Droch on, me ‘ve’!… Digalzet ‘m eus va buhez. C’hoariellet gant kaocherezhoù, ha chomet da stranin, dre ma troe an amzer, e-lec’h stagañ ganti da vat, ha mont eeun gant va mennad, evel ma alie din va chamarad Tarv, war hent ar c’halaj, dres.” “Biskoazh kement all! Abaoe ‘maon kouezhet er boan, e kav din e komprenan ur bern traoù; ne glaskan ket gwelloch eget disoñjal a-wechoù va ankenioù, evit truezin da’m nesañ. Te, avat, ne gomprenan netra ganit. Da da vuhez e’teus keuz, pe da da zelwenn ?” “O-div e oant strobet. N’he doa an eil talvoudegezh nemet e-keñver an hini all. C’hoantaat un dra bennak, forzh petra, Tin Andro, un dra talvoudus pe zidalvez : swenneien, boeson, danvez war ar maez, tiez e kêr, medalennoù-enor, avi an amezeg, ur vaouez vuian- karet, bugale vrav, ha me ‘oar-me, n’eo ket bet c’hoarvezet ganit magañ c’hoantoù seurt-se, ha koll ar chousked, ken na oas deut d’o c’haout en da ser ? Evit danvez, ne lavaran ket, ha traou al aes da flac’hota. Lakaat poan, avat, war va spered, abalamour d’ur maen kizellet… Magañ ‘raen ur mennad diskiant, hag a c’helle lakaat an dud da c’hoarzhin, ha da ober goap ouzh va fouge; en ur lakaat e vije bet kaset da benn ganin, n’en doa marteze talvoudegezh arzel ebet, na braventez na kened…” “Ya! nemet klevet e’m eus tro aze e vije bet pacet dit ur mell priz !” “Lez ar gaoz da vont. Kement a c’hounezfes o troiñ lost ar c’hazh. Ur mennad diot, eta. Ha didalvez e- keñver ar re all. Nemet, Tin Andro, ne labouren ket evit ar re all. N’on ket un abostol, ha me ne ra forzh ebet din gwelout ar re all a-du ganin pe a-enep din. Din-me, avat, e oa va mennad; e vaget e’m eus a-hed bloavezhioù, e kuzh va c’halon. Evidon va-unan. Dres e-giz ur vamm o tougen he frouezh. Memes, klev mat, p’eo aet druzivi. Hag e fougasen, ha me ‘ouie fougasiñ, e oan o vont da roin buhez d’ar bravan bugel a oa bet ganet dindan bolz an neñv. Hag e oa gwir, Tin, ar pezh a lavaran. Hep gouzout din e lavaren ar wirionez, o krediñ zoken e fougasen. Rak ar bugel e oan o vont da lakaat war an douar a oa va bugel-me, ur c’hrouadur graet gant va c’hig, va gwad, va nerzh, ha me ‘oar-me. Din-me e plije, din-me e oa. Gant m’en dije bevet, Tin. Gant m’en dije bevet. Adalek an taol kizell kentañ e’m eus distaget ouzh ar maen rust ha digempenn e ‘teus anavezet e traoñ va jardin, ez eus c’hoarvezet ganin un dra souezhus. Edo va bugel-me, kig ha gwad, o c’henel. Paeet e’m bije evitañ holl chwezenn va c’horf. Teurel a raen c’hwezenn, e gwirionez, tapout a raen kaledennoù ha droug dargreiz. Troiñ a rae va foan, avat, da levenez. Dre ma’z aen e kreske, dre zifoupadennoù diharzus, va joa-bevañ, ar fiziañs e’m nerzh, va feiz e madelezh ar vuhez. A-dreuz ha pelloc’h eget ar maen yen-se, e c’hoarzhe ouzhin ene drant ar yaouankiz. Krouin a raen un dra bennak. Talvout a raen d’un dra bennak. Un den e oan. O turkan war ar maen-se, e veven un hunvre leun a sklerijenn. Hag edon e bleuñv va brud.” “Feiz ! ‘poa’, me n’on ket desket war ar filozofi…” “Nann, nemet e kompreni pegen tenn eo chom berr… war zigarez un diael a domm-ha-yen.” “Boulc’hast, Paol! Pareañ ‘ri, hag e c’helli echuiñ. Pe ma ne echuez ket, unan all…” “Te ‘ve’?… Klevet e’m eus dija an diskan… Nemet…” Ober a rae ar c’here un hej d’e benn… “Pep hini a zo perc’henn, ha den all ebet, war e hunvre, Tin Andro. Tap din va banne diwar an daol.” Keit ha ma kaozee an daou waz, Lij Vloagen a oa aet ha deut, didrouz, war he chaosonoù, hervez he boaz, etre an traoñ hag al laez, hag he doa pignet ur voutailhad odivi ha div werenn. “N’eus netra er gwer”, , a lavaras an ostiz: “Te ‘oar servij. Ur beradig odivi din, ur veradennig.” Ha stokañ a rejont o gwer. “Yec’hed dimp!” eme an Andro. “Yec’hed!” a respontas Paol. “Me ‘gav an dra-se farsus da lavarout : ‘yec’hed !’… ‘yec’hed !’. Ba!…” Andro, avat, pennek an tamm anezhañ, a zeue adarre d’e gaoz : “Chomet out berr, evit ar mare, gant da vaen. N’eus ket digarez da gemer ranngalon… Mimi Andro, siwazh dezhi, ne chomo ket he hunvre-hie n hentoù… kaer he do, siwazh dezhi !” Tevel a reas. Chom a rae Paol digomz ivez. Ha Tin Andro, a-greiz-holl : “N’eus ket da nac’h, koulskoude. Ret eo bezañ er boan evit truezin d’ar re all, meizan o foan, ha lenn sklaer en hon ene hon-unan. Evit anzav ar wirionez kenetrezomp amañ, me zo brasoch va genoù eget n’eo didrugar va c’halon. Bremañ, e komprenan mat- tre un dra ha ne’m oa ket soñjet ennañ betek-henn : karout a ran va merc’h, e-giz m’emañ-hi, muioc’h eget n’on mignon da’m gwenneien ha da’m ourgouilh. Roiñ a rafen kement a zo war va anv, dezhi da c’hellout dimezin hervez he c’halon. Va merc’h eo. Cheuch ha pennek ‘giston. Ne blego ket. Ha n’eo din d’en em lakaat a-dreuz he buhez. Ni a zo kement gour ac hanomp paourkaezh bougreed gwall-zister e skoaz ar blanedenn donket. Propoch dimp en em sikour eget en em zibriñ.” Tennañ ‘reas Tin Andro war e anal, ha neuze : “Krediñ a ra dit e kemerfe Joz Gouzien un alvokad pacet ganin?… Ar brasañ alvokad a zo e Kemper…”
Skiltrañ ‘reas, ahont, war ur c’hlud, kleronadenn ur c’hilhog. Ar glañvourien ne gouskont ket nemeur. O klevout ar c’hilhog, e tigoras Paol e zaoulagad. “Dija !” emezañ dre e soñj. Berr eo an nozioù e miz Mezheven. Bremaik e oa deiz, ha Yann Gog n’en doa ket roet ur bern amzer d’e yer da gousket. Ar pellgent e oa, ar mare-se eus an noz a skuilh en oabl teñval e sklerijennig wan ha diheverzh dirak kammedoù ruzell an deiz. Hag e kokoge ar c’hilhogig, ken na dranke. “Bremaik e pigno kan ar boc’hruzig, ar voualc’h he beg melen, hag ar pintig, kannaded gouloù un deiz, ha ne welin adarre e sked nemet a-dreuz ridojeier ar prenestr-se. Bremaik emañ o vont da zihuniñ, goude ur c’housk c’hwek, war o skourroù, e kevioù ar voger, pe ‘barzh ar strouezhegou, da heul un nozvezh yach, holl laboused va liorzh, gant o richan hag o ragai lirzhin. Hag al lili hag ar strobadoù roz, hag holl vleunioù va liorzh, pounner o fennoù gant ar beradoù glizh, a zo o vont da zigorin evit roin degemer da allazig klouar an heol, kerkent ha ma savo. Bremaik e vo adarre war vale tud Pont-‘n-Abad, gwazed, merched ha bugale, n’eo ket, a-dra-sur, evit choariellañ diwar berr-amzer; evit kendalc’h, avat, da stourm ha da enebiñ, ken na lammint diwar o choug yev ar sklavourien. Ken na vint trech. Evit bevan gant enor. Ha me, bev atav, petra ‘vin-me amañ, bremaik adarre, muioc’h eget un den mary ? O c’hortoz war e varskaoñ ma vo kaset d’ar vered.” A-daol-trumm e verzhas ar paotr edo skoulmet gantañ e vizied war e vruched. Dres evel ma vezont lakaet d’ar gristenien tremenet. Krediñ ‘reas dezhañ klevout yenijenn ur chapeled war e zaouarn. Ma reas ur skrijadenn. Troiñ a reas war e gostez. Ha neuze e pouezas war an nozelenn da enaouin an tredan. Roz ha flour e oa skleur an tredan, rak gwisket e oa bet ar voullig-wer gant ur baperenn ruz-roz. Abalamour da zaoulagad kizidik ar c’hlanvour. E kambr e vamm, gourzigor an nor anezhi, e tavas ur roc’hadenn sioul. Hogen ne zihunas ket Lij Vloagen. “Ur bez ar gambr-mañ”, a lavare Paol Tirili. “Ur bez du pod bremaik. Ur bez bremañ ivez, en desped d’ar gouloù, gant he fenestri sarret kloz, en aon din tapout tiv, en aon din bezan kignet va divskouarn gant trouz ar maez . Hepdon e tro an noz, hepdon ez ay an deiz war- raok, hepdon e kendalc’ho da droiñ rod an amzer, ar bed, an dud. Hag a zo reizh. Da bep hini da vevan e blanedenn, keit e pado. Da bep hini da gas da benn ar gefridi fiziet ennañ pe zibabet gantañ. Da seveniñ e dammig hunvre… E eur a zo roet da bep hini, hag an nerzh rekis. Arabat kol amzer, avat, pe e chomi berr… Sevel a reas da laez e vrec’h dehou. Ha goude e vrec’h kleiz. Ouzh o brañsellat a-zioc’h e benn. Neuze e reas an ezvan da skoiñ, e-giz ma vije bet ur morzhol gantañ en e zorn. “N’out ket koatet c’hoazh, Paol Tirili!… N’out ket ken diwadet-se. Seul vui, avat, e chomi war da gein, en da wele, seul vui e soro da izili. Hag e kivizi o vagañ soñjoù du. Gant un tammig bolontez… e tiskenni da labourat… Hag e vo sklaer da spered adarre… A!. n’on ket evit padout pelloch er gwele- mañ!… Nemet re eo bet drouziviet va amzer ganin… Berr buhez an den… Tomm a voe da galon ar paotr, en un taol. Lazhan ‘reas ar gouloù evit prederian klokoc’h. Prim, avat, e tilamme d’e spered dremm e vamm. Strafuilhet. Biken ne asanto e vamm lezel he “faotr paour” da ziskenn er jardin “da dapout e varv”, ”, e-giz ma skandalfe, ken sur ha tra. Hag ar paotr ha mousc’hoarzhin gant ur soñj diwanet en e benn : “Laoskit-hi !” e vouskomze. “Lij Vloagen a vo kavet an tu d’he digêrin tu pe du, keit ha ma vin gant va zroigoù.” En e goañze ‘oa Paol war e wele, pa savas Lij Vloagen. Tremen a rae e deod war e vuzell : “O tarodin gant ar sec’hed emaon”, emezañ. “Ken n’eo spinac’het va muzelloù.” “Tommañ ‘rin dit un dra bennak?” a c’houlennas e vamm. “Traoù tomm, traoù tomm ! Nemet re domm eo va gwad dija. Muioc’h a vad a rafe din un aval-orañj pe ut vandarinenn. N’ho peus ket un aval-otañj, war un estajerenn, ‘tro aze ?” “D’ar mare-mañ eus ar bloaz, siwazh ? Te ‘oar mat ne gaver ket seurt frouezh, e Pont-‘n-Abad, d’ar mareoù-mañ eus ar bloaz.” “Me oar mat, dreist-holl, e lezfe houmañ he mab da vervel evit fet un aval-orañj…” War un tonig dilevenez e oa bet laosket ar gomz gant ar paotr. Sellout a reas Lij Vloagen ouzh he mab gant daoulagad poaniet. A bep seurt eo dav klevout gant ar glañvourien… ”. ‘Giz ma ne’m ije ket diouer a-walc’h war an douar”, a gendalc’he egile. Tennañ ‘reas ar gereourez un dic’hwezhadenn hir : “Mont a ran betek ti ar Spagnol, e Penn-at-C’hap”, emezi. “Ma ne gavan ket ‘ti Lopez, ez in da welout betek ar Gouent.” Dre ma komze, ez ae da armel he c’hambr, e tenne he zavañjer pemdez evit lakaat unan all, kempennoc’h : “Pelec’h e chom Katell ive?” e lavare dre ma ‘z ae hag e teue. “Ha piv a ziwallo an ti, keit e vin e kêr, gant va zro ?” Ha lavarout a rae dre he sonj, dreist-holl : “N’on ket dinech o lezel hemañ e-unan, gant e zaoulagad terzhienn.” Paol, avat, atav en e goañze, a lakae ar gereourez en hec’h aez : “Grit un dro-alc’houez d’an nor, mamm. E-giz-se, ne teuy den ebet da chigardin ac hanon… Ha kemerit hoch amzer, mamm.” Ha kuit Lij Vloagen. Gortoz a reas Paol ur pennadig. Ha, gorrek, ha war e bouez, e tennas ur char, ha neuze ar c’har all, a- zindan e zilhad-gwele, hag e lakaas e zaou droad diarc’hen war ar plancheiz yen. Klevout a reas un taol en e ividigo. Troin a reas ar gambr en-dro dezhañ. Ma rankas gourvez war e zargreiz. “Me ‘ouie mat” ’, e termonas. “Un den yac’h ez afe e wad da vrein, o chom keit-all en ur gwele.” Ne badas ket e fallaenn. Nemet boudal a rae dalc’hmat ar gwad en e benn. Gwiskañ ‘reas e otoù, hag e stardas ar muiañ ma c’hellas e c’houriz en-dro de zargreiz. Gallout a reas ivez stouiñ evit kemer chaosonoù e traoñ e armel-noz, e-tal ar gwele. Deverañ rae gant ar c’hwezenn, ken na oa gleb e roched Neuze ouzh harp ar gwele, hag ar speurenn, ez cas davet an diri, e tiskennas, goustad, goustad, er gegin. Chom a reas ur reuziadig azezet ouzh taol, en e blas gwechall. O kemer e anal en-dro. Heñvel a oa ar gegin ouzh ar pezh e oa gwechall, gant he speurennoù melenek, ar gaoued c’houllo, an deiziadur, prof- embann ur marc’hadour-gwin. Ar gaoued n’oa ket bet lakaet enni seranted, abaoe ma oa bet debret Fifi, Mimi ha Jojo gant ar c’hazh. An oaled gant he fornigell botin du, hag e-kichen darenn wenn an dour skaotañ. Ha war barlenn ar siminal, mesk-ha-mesk, e-touez ar podoù aluminiom, ar valerez-kafe, hag ar chantolorion, pobladig ar bolomigoù koad: e ‘c’hoarielloù’ a-raok ma stagas gant e oberenn-veur, delwenn vras Itron Varia Garmez, arouez e feiz e madelezh ha yaouankiz hirbad ar vuhez. Prenestrig ar gegin a oa, evel gwechall, hanter- zisheoliet e wer gant skourrouigoù ar roz-krap hag o strobadoù rozennouigoù. Sevel a reas ar c’here, a gostez an daol, war bouez e zivrec’h. Hejañ ‘rae e benn, gant ur mousc’hoarzhig c’hwerv, diwar fae : “Amzer a zo ! Amzer a zo ! Evidon atav n’eo ket gwir an diskan.” Mont a reas davet dor al liorzh. “Ma n’eo ket te, unan al a echuo… Gwelet e vo… Da bep hini da gas da benn e hunvre…” a lavare an arzour o tigoriñ an nor. “N’on ket ‘perianet’ choazh… Dav kaout bolontez, boulc’hast! ha gouzout petra fell dit. Pe ne ri morse netra… Eo, eo ! Me ‘oar mat-tre petra ’ vennan : echuiñ… Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e izili. Rak diskennet e oa el liorzh war gorf e roched. Ha rankout a reas sarriñ e valvennoù war e zaoulagad, aet divoas diouzh sklerijenn vras Mezheven. Sart ha skañv a oa yaouankiz an deiz, gant fistilherezh lirzhin al laboused el liorzh, hag en evlec’h uhel tachenn ar gomun. Sin hag hedro e kantrenne ur mouch-avel, o flourat tal Paol hag o c’hoari poufañ war e vlev rodet. Kantren a rae rez an douar, war delioù ar sivienned, hag ar bodoù spezad, an avalou- douar, ar pour, ar strouezhadennoù roz, al lili gwenn- erc’h, moredet en o gwasked. Mont a rae, goude se, war e blijadur, dreist ar vogerig mein kozh hag e wiskad iliav, da ruzañ war c’horre dour al lenn. Neuze e teue adarre war e giz, o lammikat, dres e-giz ar balafenned, e c’hoarie a-us d’an droell klouaraet a wiske founnus-oc’h-founnus, glas o delioù, gwenn o bleunioù, diazez mein ha traon an delwenn chomet diechu. Ne verzhe ket Paol an daolenn, gant aon da strebotin ouzh ur maen pe ur wrizienn, dre ma ‘z ae d’ar c’hav da gerc’hat e vinvioù. Yen-sklas e kavas ar c’hav, ha pignat a reas en-dro, ar buanikañ ma c’hellas davet al liorzh, gant e vailhoù hag ur gizell. Edo taolioù eizh eur diouzh ar mintin o skoin e tour ar Chastell. Kent kreisteiz e vo aet brav war-raok ur pennad skulterezh. Neuze e voe tennet e evezh gant ur varc’hekadenn war bavez digempenn ar pont, e-tal Meilh-Vras ar Minor. “Bosenn !” emezañ. “Atav ‘maint aze.” Anavezet en doa — ha n’oa ket evit en em voazañ dioutan e kêr Bont-‘n-Abad - strap, prim hag ingal, hern mirched Difennerien an Urzh, oc’h ober o zro-ged Savet en doa d’an ampoent e zaoulagad da sellout ouzh e zelwenn. Ober a reas un “a !” hir. Daoust hag e wele ar maen gant ur sell nevez? Daoust ha trelatet e oa, kent, touellet gant talvoudegezh e oberenn?… Hag ar fiziañs en e c’halloudegezh ?… An dra-se, dremm e hunvre, ar c’hozh maen louet- se, trist ha digempenn, sonnet aze e-giz ur peul, e- kreiz buhez wirion ar bleuñv hag an evlec’h uhel, e-tal ul lenn o lufrennaouin dindan mousc’hoarzh an heol mintin ? E hunvre, an dra-se, nann gwevn, gren ha bev, mes reut ken n’eo reut, hep daoulagad na diweuz, gant e fri hanter-dognet, e dal greunek, e vlev skornet, e zaouarn kroaziet war e vegel, e-giz re ur wrac’h? Testeni e feiz e madelezh ar vuhez ? An dra-se dremm ar Vamm Yaouank, dougerez buhez ? “Nann !” e kroze, “nann ! Aereloc’h e oa va hunvre. Skedusoc’h. Nemet n’oan ket kad da roiñ korf dezhi. N’eo den kad da roiñ korf d’e hunvre…” Anat a voe dezhañ trumm, e oa diwezhat, ouzhpenn, evit adaozañ e labour. Ma lammas d’e benn e wad bigoudenn, gant ar c’herse. N’oa ket evit trec’hiñ gouenn. Nac’h a rae plegañ d’e blanedenn. “Me zo din-me va hunvre. Ne chomo ket war va lerc’h ur skeudenn distreset diouti.” Gwintañ ‘reas e vorzhol-houarn, uhel a-zioch e benn, hag e tisvantas un taol ouzh dremm ar maen. Gant e holl nerzh. Skoilhet mat e oa bet ar maen. Horjellañ ‘reas koulskoude war e sichenn. Sevel a reas ar paotr e venveg pounner un eil gwech. “Ar beleg a oa ar wirionez gantañ. Bresk ha berr- bad eo ar yaouankiz. Ur fazi klask moulañ er maen ar seurt touell.” Darc’haou ! Diwriziennet gant an taol, mont a reas d’an douar delwenn Itron Varia Garmez, a-c’hwen he c’hein. En ur flastrañ dindani an droell hag ur vodennad spezad. Paol Tirili a voude ar gwad en e benn. Koroll a rae kevnid dirak e zaoulagad. “Ma karfen-me bezañ fardet va statuenn e koad, ive ! Tanfoeltret e’m bije bet an tan enni !. Skoin a rae, hep chan. Ouzh ar penn. Sklentañ ‘rae ar maen dre dammouigoù. “A ! an dra-se a ra vad !… Vad a ra !…” Diflipat a reas ur c’hourlanchennad wad en e c’henoù. Boudinellat a reas e benn. Padadak ! padadak! Ar warded, gant o galoupadeg… Emaint o tont! Sko ! Hast buan !… Paol Tirili a savas gwrez en e izili. Setu ma ‘n em lakaas ar maen, an droell, al liorzh a-bezh, al lenn, ha ti e vamm da droiñ adarre, da doullpennikañ, hag en da ziskenn, da ziskenn, donoc’h atav, en ur puñs du leun a zour o virviñ.