Mojenn war-giz

1748822400000

Ur vojenn war-giz: ganidigezh an homo sinister

Ur bilañs dinamm

  • Kavout a reer en amzer-mañ, evel en holl brantadoù an istor, div familh bolitikel vras. Familh ar fiñv, ha familh an hengoun. Goulennit digant an dud er stread, pelec’h e lakfent an tu-kleiz pe an tu dehoù hag e klevoc’h eo bet an tu kleiz e familh ar fiñv, hini an araokadennoù sokial a-holl viskoazh ha betek hiziv, ha warc’hoazh zoken a-dra-sur. Ar fed a zo anat hag ar skouerioù niverus, gwirioù mab-den, ar vakañsoù paeet, ar surentez sokial, leve d’ar re-gozh, leve d’ar re dilabour, aotre an aotreegezh war ar brezhoneg dindan Mitterand pe hini d’an eured heñvelreizhat dindan Hollande. Tu ar mad
  • Komzit diwar-benn istor an araokadennoù sokial niverus-se gant ur den eus an tu dehoù, hiziv an deiz, hag e weloc’h ne vefe ket evit distreiñ war al lodenn vrasañ eus an araokadennoù-se, daoust dezho bezañ enebourien kinnigoù an tu kleiz hiziv an deiz, evel ma oant dec’h, e asantont hiziv an ezhomm anezho, hag e stourmfent zoken evit o difenn. E gwirionez, an tu dehoù a-hiziv a stourm evit ar bed a ginnige an tu kleiz dec’h, hag a-enep ar pezh a ginnig an tu kleiz hiziv. Ha setu perak e kaver ur vrud, ma ne lavarin ket un hoal santel tro-dro d’an tu kleiz, tu politikel an dazont brokus, an hini a zo ar gwir gantañ a-raok ar re all, tu ar mad, tu ar reizh, tu ar poell zoken pa lavarin mat. Tu an enebiezh d’ar galloud, tu dic’hallout
  • Ha koulskoude, tu ar mad n’eo ket chomet pell er galloud a-dreuz istor politikel ar bed. Chañsoù bras a zo ma ne vevit ket hiziv dindan ur gouarnamant renet gant tu-kleiz. Ha pa rafec’h, klevet a rafec’h bemdez an dud o deus sikouret d’ar gouarnamant-se kemer ar gallout o lavaret n’eo ket eus an tu-kleiz eo ar gouarnamant-se, gwerzet int da ved an arc’hant bras, enebiñ a ra ouzh ar re vihan, ha n’hon eus gwelet biskoazh en istor an denelezh, ur vro renet ouzhpenn ur bloaz gant ur gouarnamant eus an tu-kleiz gwirion. Korea an norzh ne gont ket, nag an URSS, nemet pa c’hounezont kenstrivadegoù pe pa gasont tud en egor. Ha pa c’hoarvezfe d’ur renad kleizour gwirion tostaat ouzh ur berzh bihan a c’hallfe aweniñ pobloù all er bed, e teuyo ar CIA pe an arme gall da lakat termen d’an utopi ha staliañ ur Pinoche bennak e penn ar vro. Tu an eñvor dibabet
  • Setu moarvat kevrin klod hoalus an tu kleiz, e varregezh da zibab en istor, al lodennoù a zere dezhañ, da laoskel a-gostez ar stourmoù diabarzh, ar stourmoù diavaez, ar c’hwitadennoù, an troioù kazeg hag ar raskadennoù. Pet den didamal dibennet, gwalleet pe veuzet en anv ar frankiz e-pad an dispac’h bras? Pet bloavezh distabilded politikel, dienez, naonegezhioù, brezelioù goude an dispac’h bras a-raok an dilennadeg demokratel gentañ pe a-raok un dra a vefe par d’an Habea Scorpus er Roantelezh unanet? Pet den a voe trubardet gant Mitterand hag Hollande daoust d’ar promeseoù kabalerezh? Ha disoñjet eo adunaniezh Breizh pe krouidigezh ur rannvro Euskarat? Ha disoñjal a reer ne voe an tu-kleiz unanet met pa voe en enebiezh, ha biskoazh er gallout? Disoñjet pe leuskel a-gostez, ne venneger ket ar c’hudennigoù-se etre stourmerien pe dirak ar vouezherien diasur. En diwezh, eo an tu-kleiz hollek, daoust d’e emgannioù diabarzh, pa gemerer sammad e holl berzhoù, tu ar mad, tu an dazont, tu an araokadennoù. Evel-just ne gonter ket en hollad-se an unaniezh soviedel, nann, ne reer ket ken pa oa ar re-se, bremañ, eus an tu dehoù, ya, evel-just. Homo Sinistrae
  • Barregezh an tu kleiz da sevel e romant broadel, en un enebiezh ontologek ouzh an tu dehoù, e pehini en em roio an roll mat a zo moarvat berzh pennañ an du kleiz e bro-c’hall. Ar varregezh-se da lavaret “Te a zo ganeomp pe a-enep deomp” d’an holl, pa ne voe en istor bro-c’hall nemet ur peder gwech bennak, en ur vezañ brokus hag a-dreuz 230 bloaz goude deroù an dispac’h gall, ma c’haller anavezout an “deomp”-se, ha biskoazh ne badas an deomp-se ouzhpenn d’un nebeud mizioù. Hep unander politikel, hep emglev ideologel e teuas a-benn ar romant broadel-se da grouiñ ul liamm diazezet war ar feiz en unaniezh ne voe biskoazh anezhi. Hag er barreziad-se savas un hengoun, un identelezh, hag un den nevez. E latin e lavarer sinistra evit an tu-kleiz. Ar feiz en unaniezh e tu ar fiñv a grouas ur bobl nevez, ma n’eo ket ur ouen nevez, uheloc’h e skeul an denelezh, tud a c’hall bezañ ganet, kreskiñ, bevañ, koshaat ha mervel hep biskoazh dinac’hañ pe zouetañ int un “den eus an tu kleiz”, un Homo Sinistrae. Gouzout a reont eo mat an dazont ha fall an amzer tremenet, daoust ma n’int ket a-du war an dazont-se e ouzont e vo gwellaet a-drugarez da unaniezh diouganet an homines sinistrae. Ha kement-se peogwir, hep bezañ bet a-du biskoazh en amzer dremenet int deut a-benn d’en em lakat a-du war an amzer dremenet.

Pal ar pennadoù-mañ n’eo ket dismantrañ ar mad, ar mennozhioù mat, met terriñ hollveliezh ar strolladoù politikel ha desevel mojenn “tu ar mad”, ur vojenn savet war-giz evel mojenn Kêr Is pe hini ar stadoù-broadoù adalek an XIXvet kantved. Ur gredenn zañjerus eo hag a lakfe an holl vadelegezh da vezañ perc’henniezh ur rummad tud sklêrijennet, ma c’hallo bezañ diskoulmet holl gudennoù ar bed ma rofed atav muioc’h a c’halloud d’an homines sinistrae-se.