Notennoù diwar-benn troidigezh "Tonkad ar Yezh"
Staget am boa gant an droidigezh-se war-dro pemp bloaz zo. Soñj mat am eus en devezhioù hir am boa tremenet e karelloù levraoueg Skol-Veur Aberystwyth. Kreiz ar vakañsoù Nedeleg e oa, pa oan distroet e deroù miz Genver, kalz re abred evit deroù an eil c’hwec’hmiziad. Ne oa netra all d’ober. Sevel a raen da c’hwec’h eur mintin (dorioù al levraoueg a zigor da c’hwec’h eur hanter ma ‘m eus soñj mat) evit chom betek unnek eur noz gant ar pal mont war-raok gant an destenn daonet-se. Soñj am eus ivez bezañ kavet ma blev gwenn kentañ d’ar prantad-se, hag evit doare en em santen kozhoc’h e dibenn pep devezh. Mar n’eo na peurvat na mat ma c’hembraeg hiziv an deiz, ho leuskel a ran ijinañ pegen fall e oa da neuze. Daoust d’an amzer tremenet war bep frazenn, da studial stêr hag etimologiezh pep ger nevez n’on ket chomet nes ober fazioù amañ hag a-hont. Gouzout a raen e c’hortoze ma zroidigezh un adlenn don ha didrugar a-raok bezañ embannet e nep stumm. Ha setu me ouzhpenn pevar bloaz war-lerc’h, e kreiz vakañsoù goañv ma mestroniezh e Skol-Veur Bangor, o adkavout soñj el labour peuzechu-mañ hag o tivizout reiñ dezhañ ar striv diwezhañ-se.
Ren ar cherif, ar spiour hag ar c’holleter e oa neuze, ha n’eo ket a gredent a lavare ar fur. => Gwladwriaeth y siri a’r ysbïwr a’r ceisbwl oedd hi, ac nid a gredai a ddywedai’r call.
hervez doareoù gwechall. => mal yr arferid gynt.
Hogen en em gavas dipitet ha c’hwerv Richard Morris eta => Ond ei siomi a’i chwerwi a gafodd Richard Morris yntau.
Coupland eo da vat an istorour nemetañ a voe graet stad reizh ha diuntu gantañ eus an danevellskrid => Coupland yn wir yw’r unig hanesydd sy wedi trafod yr adroddiad yn deg a chytbwys. (erlec’hiañ ul lavarenn adverbel gant anvioù-gwan)
pan oedd cymoedd y glo a’r haearn yn gyrchfa i filoedd o dlodion amaethyddol ardaloedd gwledig Cymru: => pa oa traoñiennoù ar glaou hag an houarn dindan arsailh milieroù a verreien diwar maezioù Kembre:
Ni wnaf i’n awr ond dyfynnu un tudalen sydd yn olyniaeth Ellis Wynne… => Ne rin bremañ met menegiñ ur bajenn a gendalc’h Ellis Wynne…
Ar un wedd dyna ddatguddiad rhyfeddaf a mwyaf cyffrous y Llyfrau Gleision. => War ar memes ton, setu kavadenn iskisañ ha hoalusañ al Levrioù Glas (Gallet am bije implijout ar ger “gwez” en e stêr “doare, tres”, met dianav eo ar ger-se e Brezhoneg)
Yr oedd Anghydffurfiaeth Gymraeg yn clymu’n undod wlad a thref. A’r un pryd yn eu cadw yn eu hunfan. => Edo ilizioù an Digengrediezh Kembraek o skoulmañ a-gevret maezioù ha kêrioù. Ha war un dro en o dalc’he en o sav. (Ger brezhoneg ebet evit treiñ Anghydffurfiaeth, ouzhpenn-se, daoust d’ar ger bezañ en unander, e ra anv eus ur strollad liesseurt a soñje Lewis enno pa implije al liester er frazenn da heul, setu perak e rankis ouzhpennañ “ilizioù”, evit derc’hel poell ha tostidigezh ar frazenn ziwezhañ.)