Trid an tridi

1580515200000

An estlamm zo bamus, ha diluz e ruzin,
Ouzh tridi kevrinus a guzh, evel huzil
meurded an oaled a ledas en neñv, a sil
hebiou d’o c’horfoù soutil mil zrant ha milzin!

Euvret lip ha mibin, en un hin glizinet,
An distok a gogus, holl win ruz ar c’huzh-heol
O burezh en aezhenn a ren he fenn-reol!
M’o gweler mezv, lu, ken m’eo luskell an evned!

Ma ren er gened, dibled an avel-red foll
E kavell o uheldir, o mir holl diroll,
E goudor o c’horoll bagol hag emgollus!

Pa ra e neizh an deiz, en em greiz ar preizhi
Setu, erruet eo ma fred klouediñ
Hag evit an tridi un avi dudius!